Ar vanifest [Du galo en Haote-Bertègn ] (https://www.dugaloenbertegn.bzh/go/le-manifest) a zo deuet 'maez ar miz paset.
======================================================================================================================================================================
Kompozed eo a var a ginnig hag a c'houlennoù da-geñver plas ar gallaoueg e politikerezh yezh Rannvro Breizh. Ar sinerion ha sinerezed a c'houlenn groñs ma vo roet ur gwir plas d'ar yezh gallaoueg er vuhez foran, hag àr ar pannelloù.
---------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------------
Pep yezh a zo brav bout komzet e pep lec'h e Breizh, ar gallaoueg kerklonz evit ar brezhoneg, met emañ ret kemer e kont ar gallaoueg muioc'h àr ar panelloù ivez, e Bro Gallo
setu dre vras ar pezh bet embannet get ar stourmerion o deus savet ar vanifest. N'int ket forh kontant e vehe ar brezhoneg lakaet àr wel muioc'h evit ar gallaoueg, e Breizh Uhel.
Embannet eo bet ar vManifeste ur miz 'zo, da-heul an emglev Stad-Rannvro oe bet sinet e penn kommañs ar blez.
E-mesk an traoù na blij ket d'ar sinerion eh eus ar melladoù 122 ha 123. Embann a rant harp ar rannvro evit diorren ar brezhoneg àr pannelloù Breizh... Breizh a-bezh, neuze Breizh Uhel ivez. Aon o deus sinerion ar vanifest e vehe re ziwezhat evit ar gallaoueg ma vez ouzhpennet ur panell e brezhoneg e-kichen an hini e galleg, hag e vefe nac'het lakaat gallaoueg àr un trivet pannell.
Goulenn a rant e vehe doujet muioc'h doc'h glad Bro Gallo.
Pellgomzet hon eus d'ar Rannvro, ha respontet geti emañ div yezh Breizh talvoudus, perzh ag ar glad, hag ouzhpennet ar gallaoueg e testenn ar goñvansion sinet get ar Stad.
Un emgav a zo bet ar sizhun paset get penn kabined Loïg Chesnais-Girard, ha da-heul ur bodadeg e Roazhon Disadorn 19/11.
Léandre Mandard, brezhoneger ha gallaoueger da gentañ, oe tremenet dre studio RBG evit displeg hirroc'h, doc'h mikro Enora Molac.
Distro eo sonerezed Elodie Jaffré get ur bladenn nevez, Kanour Noz. Er bleadoù 30 e veze ur pesketour e kanal ur bochad e Kerroc'h e-tal Plañvour, brudet evit e sonennoù. Lesanvet e veze eñ Kanour Noz, pezh n'eus roet anv arvest ha sonadeg Elodie Jaffré, ar ganerez. Asambl emañ e seniñ get Awena Lucas & Yann Bozeg.
Kaset he deus ur labour enklask evit anav an den, ha merzhet e oa liammetoc'h getoñ evit pezh a grede. Setu-hi e pennad-kaoz ar sizhun-mañ doc'h mikro Enora Molac.
Er gronikenn "Dastum", Ifig Troadeg a gont da Domaz Laken piv 'oa If Roche, ur sapre gwaz eus bourg Prad a blije dezhañ gouren ha dreist-holl kontañ e avañturioù d'an neb a veze o selaou anezhañ.
Goude 'z eomp treuzek Skol Diwan Lannuon. Karen Wenül Gallegos Munoz oa tremenet eno da animañ atalieroù da lakaat ar vugale da zizoloiñ he sevenadur, hini ar Mapucheed, hag he yezh, ar Mapudungun. Emaint, gant Diwan Lannuon ha Bleuñvenn Konan, o sevel ur raktres pedagogel a-hir dermen da liammañ skolioù Diwan d'ar skolioù a gelenn ar Mapudungun e bro Chile.
Ar c'heleier 'zo kinniget gant Yuna Kojan.
Pennad-kaoz ar sizhun a zo diwar-benn ar ganerez Elodie Jaffré hag he fladenn nevez deuet e-maez "Kanour-noz". Ur pennad-kaoz savet gant Enora Molac.
Er gronikenn "Ur blantenn, un istor", Jean-Daniel Bourdonnay a gont deomp deus "koad kannoù". Ur gronikenn savet gant Florie Thielin.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Luanko, Kora Jazz Trio
Abaoe 2017 ez eus ur strollad familhoù gant ar c'hoant bras digeriñ ur skol Diwan nevez e Landreger. Familh Fanny Labbay en o zouesk. Kichen an tan, en he zi e bourk Landreger, gant he c'hazig Roudenn o c'hoari er paperachoù e gont deomp istor ha raktres ar skol-mañ.
Ur reportaj war Olygocyte, ur gevredigezh evit sikour an enklaskoù war krign-bev an empenn, a aoz ur gouel. Ar gronikenn A-ramp war'r gomz diwar-benn an teknikoù yezh evit skrivañ barzhonegoù. Ha pevare lodenn pennad-kaoz ar sizhun gant Ewen ha Mari-Klêr deus Berlevenez.
Anna Kere a respont da goulennoù Roz Troadeg diwar-benn [ar c'houlzad diskouezadegoù nevez kaset gant Bretagne Culture Diversité] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/53721) . Klevet 'vo en dro Fransez Favro komz deus brezhoneg bro Poullaouen gant ar ger "gweled" hag ar "gore". Hag ar gronikenn [Ouzhpenn 'vretoned 'zo] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/53518) evit displegañ ul levr diwar-benn ar fed digolonizañ an natur.
Ar pobl Mapuche a zo orin a Amerika-Su, eus un dachenn kazi ken bras ha Bro C’hall ledet a-bep-tu eus chadenn menez an Andes, e kreisteiz Santiago de Chile,. Ur pobl a zo bet gwallgaset a-hed ar c’hantvedoù gant ar galloudoù o ren Chile hag Argentina, difennet dezhe komz o yezh, ar Mapudungun, ha difennet dezhe bevañ en un doare hengounel. Hervez ar statistikoù e vefe bremañ tro 300 000 a dud a-orin Mapuche en Argentina, hag 1 milion anezhe e Bro Chile. Darn vrasañ anezhe a vev er c’hêrioù bras, pell-mat neuze deus o sevenadur hag a zo liammet strizh d’an natur, d’an douar.
Karen Wenül Gallegos Munoz a zo o chom e Las Cruces, e Kornog Santiago de Chile. Labourat start a ra da glask adreiñ lañs d’ar sevenadur Mapuche en he bro. Chañs meump bet degemer anezhi e Bro Dreger a-drugarez da Odile Yvon ha Bleuñvenn Konan, div gamaradez dezhi deus Lannuon. E-pad dek devezh neuint graet tro skolioù, skolioù-veur, mediaouegoù ha tavarnioù da animañ atalieroù ‘benn reiñ da welet ha da glevet d’ar re vras ha d’ar re vunut, amañ, petra eo kultur ar Mapucheed.
Hag ar raktres brav-se ne vefe bet kaset a-benn panevet youl ha nerzh Skol Diwan Logivi Lannuon evel-just ! Ur raktres ne ra ket met kregiñ evit ar poent, hag a vo peurlipet ha graet adarre emichañs !
Ar pennadig-kaoz-mañ a zo bet enrollet e-kerzh an atalier kaset gant Karen e klasad CE1 CE2 Danièle Saliou d'an 9 a viz du 2022.
Dispaket he oa Karen he malisennad kontadennoù ha kanaouennoù e Mapudungun, he binviji-muzik hag he c’hoarioù da lakaat bugale Diwan da zizoloiñ he yezh hag he sevenadur. Ha plijadur ‘zo bet!
Mersi-bras da gKaren Wenül Gallegos Munoz, Bleuñvenn Konan, Odile Yvon, Ludovic Ar Ru rener Skol Diwan Lannuon, Danièle Saliou skolaerez CE1 CE2 hag he skolidi.
Atersadenn gant Rose Troadeg.
Pedet eo an dud a-du gant an emrenerezh da zont da Garaez disadorn. Evit un emgav aozet gant ar gevredigezh Bretagne Majeure ha soutenet gant Pour une Bretagne Autonome, ur strollad bodet ennañ tud gant mennozhioù politikel liesseurt. Unan eus palioù ar vodadeg a vije bet dastum pennoù bras ar strolladoù politikel o doa votet un het evit an emrenerezh e kuzul Rannvro Breizh e miz Ebrel tremenet. Met un tamm « couac » zo bet, hervez Kristian Troadeg, a zo e-mesk aozerien kollok disadorn. Un trakt bet dasparzhet e fin miz Here da goulz Gouel levrioù Karaez a lâre e teuche un toullad brav a zilennidi-rannvro da Garaez da brezegenniñ d'an 19 a viz Du...na bout ne oant ket bet pedet tout ez-ofisiel c'hoazh ! Ha graet souz-adreñv gant meur a hini anezhe p'o deus gouveet e oa bet lakaet o anv war an trakt hep goût dezhe... Met daoust da se e vo deus bodadeg Karaez memes tra, a lavar deomp Mathilde deus ar strollad dizalc'hour Douar ha Frankiz...
Etre 9e hag 1e30 goude kreisteiz e tremeno an traoù ba sal Glenmor Karaez.
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken
Penn-komañs an heuliad Peseurt mod 'vez lâret gant Brezhoneg bro Poullaouen gant Frañsez Favro, ur reportaj war ar fed ne vefe ket bet asantet gant ar Senad embarzhiañ ar gwir da ziforc'hañ e Bonreizh Bro C'hall, [ur gronikenn Ouzhpenn ar Vretoned 'zo diwar-benn ar Schibboleth.] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/53389)
Er gronikenn "Dastum" 'vez klevet Awenn Plougoulm bet o tastum e Bro-Leon. Kaoz 'vez ganti hirie deus ar c'hontadennoù, ha penaos eo deuet da vezañ konterez a-vicher. Ur gronikenn savet gant Maelle Ausias.
Tudi Kernalegenn, rener BCD-Sevenadurioù, hag Erwan Chartier, paotr ar Poher Hebdo a lak ar gaoz war ar priz nevez-krouet da reiñ ton d'al levrioù diwar-benn Istor Breizh. Kaoz 'vez gante ivez deus al levrioù bet priziet evit 'bloaz. Ur reportaj graet e saloñs al levrioù e Karaez gant Tomaz Laken.
Keleier ar vro hag ar bed 'zo kaset gant Tunvezh Vlagen-Granjean.
E "Pennad-kaoz ar sizhun" e vez klevet Léandre Mandart o respont da Enora Molac diwar-benn ar Manifest bet embannet gant stourmerien ar gallaoueg a-benn kaout muioc'h ar gallaoueg e Breizh-Uhel.
En e gronikenn "Ar hentoù an antroposen" Loeiz Bellec a gomz deomp deus Priz-Nobel ar Fizik ha deus ar roustlerezh kwanteg.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : The Do, The Beach Boys