Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Avel em fenn - Gwener 7 a viz Even

Avel em fenn - Gwener 7 a viz Even

07/06/2024

Ar gronikenn Barzhaz war levr nevez Loeiza An duigou, Kali Torrdent, kinniget gant Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg.
Pauline Daniel, deus Arvorig FM a gont deomp dre bellgomz war eeun ar flamenn Olimpek o tremen dre Vrest.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Erwan Blanchard.
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun diwar-benn ar faskouriezh e Breizh gant Anne Koadig hag un den ezel deus Gwened Antifa Crew
Ur gronikenn deus liseidi Diwan Karaez o komz deus al liamm etre danserien ha kanerien gant Anne Auffret.


Avel em fenn - Yaou 6 a viz Even

Avel em fenn - Yaou 6 a viz Even

06/06/2024

Bec'h a zo war an anvioù-lec'hioù brezhonek, dreist-holl gant al lezenn 3DS bet votet e 2022. Herve Gwegen deus Ofis ar Brezhoneg a zo deus mikro Tomaz Laken.
Ar gronikenn savet gant liseidi Diwan : Alan ha Dimitri a gont istor Lise Diwan Karaez
Ar gronikenn 'Zhpenn ar Vretoned 'zo war ar rongorongo.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget deoc'h gant Metig Jakez-Vargas.
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun war ar faskouriezh e Breizh gant Erwan Chartier hag Anne Koadig.


Avel em fenn - Merc'her 5 a viz Even

Avel em fenn - Merc'her 5 a viz Even

05/06/2024

Fiore Longo àr he levr Didrevadenniñ gwarez an natur. Renez Survival International Frañs & Spagn a lâr hirroc'h a-ziàr gwask bras lakaet àr pobloù Baka pe Maasai get ONGoù èl WWF e Kongo pe Tanzani, en arbenn da gwareziñ an natur (ha skarzhiñ ar pobloù a vev enno a-houde kantvedoù).

N'eo ket niverus strolladigoù liammet get ar bed faskour e Breizh. En desped d'ar fed e vez cheñchet an anvioù alies, ar soñjoù tu dehoù-pellañ strizh ne cheñch ket kement-se. Muioc'h àr strollad an Tour Tan staliet e Gwened a-houde fin 2022 get un den ag ar strollad Gwened Antifa Crew. Ha ma faot deoc'h gwelout hirroc'h àr liammoù ar strolladoù tu dehoù-pellañ e departamant ar Mor Bihan eh eus ur gartenn [AZE] (https://lahorde.info/Schema-de-l-extreme-droite-dans-le-56) embannet get La Horde (embannet e 2023). Muioc'h ivez get Erwan Chartier penn kazetenner ar Poher.

Da glevout en abadenn-mañ ivez: liseidi Diwan àr ar sinema e brezhoneg, ar rubrikenn Chutuged!


Avel em fenn - Meurzh 4 a viz Even

Avel em fenn - Meurzh 4 a viz Even

05/06/2024

Distro àr festival Artrock Sant Brieg get Morgane Cotten (Radio Kerne), er reportaj e kavehet Titouan & Yuna a volonte-vat, hag ar festivalerez Isabelle!

Adkavit ivez Anne Koadig, ag ar sindikad Solidaires a gont deomp penaos predegennoù an tu-dehoù pellañ a c'hell magiñ ivez strolladigoù faskour a vez o klask gounid o flas er vro er mare-mañ. Erwan Chartier penn redaktour ar gazetenn Poher a gont hirroc'h ivez àr ar pezh oa bet ar bleadoù paset evit e gazetenn, hag a-ziàr ar retorik implijet get an tu dehoù-pellañ. Atersadennoù kaset get Yuna Cojean.

Petra nevez e Brezhoweb? Ur rubrikenn get an den karget ag ar produiñ Florent Grouin, àr rann zewezhañ Made e Breizh.


Avel em fenn - Lun 3 a viz Even

Avel em fenn - Lun 3 a viz Even

05/06/2024

Setu kroget miziad ar loc'hoù! Neoazh emañ feuz c'hoazh an traoù evit tud ar bed LGTDE+ (LGBTQ+). A benn ur miz e vo aozet ar Queer Amann evit an 3vet gwezh. Anna-Vari Chapalain ag ar gevredigezh Phénix doc'h mikro Marianne Vaedi (Radio Kerne).

Ur salud nazi oa bet graet get un den anaveet ha kondaonet meur a wezh evit e gomzoù feulz Digwener paset e Rosporden. E-kerz ar bleadoù paset e kred tud 'zo get soñjoù faskour diskouez o zu, marse maget get predegennoù gouennelour ha kilstourmer a zo deuet de vout muioc'h mui ezteuret er vuhez foran. Muioc'h àr an afer get penn redaktour ar gazetenn Poher Erwan Chartier, ha Brendan (cheñchet e anv) en doa labouret ur bochad da evezhiiñ strolladoù ar bed faskour. Atersadennoù kaset get Enora Molac.

Adkavit ivez Mael Gwenneg, karget ag ar programmoù e brezhoneg evit FR3 Breizh àr ar Celtic Media Festival (e Kerdidd e bro Gembre ar blez-mañ).
Alan Goulwen evit lodenn zewezhañ ar gronikenn àr istoér ar vaksinerezh.


Avel em fenn - Gwener 31 a viz Mae

Avel em fenn - Gwener 31 a viz Mae

31/05/2024

Maïwenn Prigent, renerez Kreizenn Dudi Gwengamp a zo war-eeun evit komz deus ur c'hamp aozet gant Ti ar Vro Gwengamp e Kreizenn Dour ha Stêrioù Breizh etre ar 7 ha 13 a viz Gouere.
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun gant Jerom Olivry o komz deus ul levr a vo embannet 'benn nebeut : Atlas ar bedoù faltaziet.
Keleier ar Vro hag ar bed kinniget gant Anton Burel
Div gronikenn Ur sizhun, ur c'hoari gant Jilao ha war ar c'hoari Jumanji


Avel em fenn - Merc'her 29 a viz Mae

Avel em fenn - Merc'her 29 a viz Mae

29/05/2024

Saotret eo traezhennoù Breizh get bakteriennoù fall, hrewez [ar gartenn] (https://www.labelleplage.fr/) embannet get Deur ha Sterioù d'ar 25 a viz Mae. Faot a ra dehe roiñ muioc'h a sklêrijenn d'an traoù pistrius dañjerus a vez e redeg àr hon aodoù. Muioc'h a ditouroù get Jean-Paul Runigo, ezel Deur ha Stêrioù Breizh.

Jerom Olivry (Al Liamm) a-ziàr Atlas ar bedoù faltaziet, deirvet rann a zo da glevout er podkast-mañ, ha dre-eeun beteg Digwener e Pennad-kaoz ar suhun! Un atersadenn get Maëlle Ausias (RKB).

Rubrikenn liseidi ha liseadezed Diwan da glevout ivez, get Kevin Ruellan.

Keleier ar vro & ar bed get Metig Jakez Vargas, Avel em fenn oa buhezet dre-eeun a Bondi get Enora Molac (e studio RBG).


Avel em fenn - Meurzh 28 a viz Mae

Avel em fenn - Meurzh 28 a viz Mae

28/05/2024

La langue bretonne a zo anv un teulfilm sevenet e 1976 get Nicole ha Félix Le Garrec. Muioc'h a-ziàr o labour en atersadenn get Metig Jakez Vargas (Radio Kerne). O zeulfilm [AZE] (https://nicoleetfelixlegarrec.com/documentaires/la-langue-bretonne.html) . Un atersadenn get Metig Jakez Vargas (Radio Kerne).

Atlas ar bedoù faltaziet get Jerom Ollivry, hag o choazioù embann. Muioc'h àr ar raktres [AZE] (https://nicoleetfelixlegarrec.com/documentaires/la-langue-bretonne.html) . Un atersadenn get Maëlle Ausias (RKB).

Petra nevez e Brezhoweb: Teir flac'h deuet eus ar reter a zo un teul-film arall, a zo moian gwelet [AMAÑ.] (https://www.brezhoweb.bzh/Teir-flac-h-deuet-eus-reter_fiche_4378.html)

Keleier ar vro get Yuna Cojean, Avel em fenn get Enora Molac, o ziv dre-eeun a Bondi e studio RBG.


Avel em fenn - Lun 27 a viz Mae

Avel em fenn - Lun 27 a viz Mae

27/05/2024

Ofis gall ar vevliesseurted n'oa roet e soñj d'an 22/03: lakaat da gouezh gwez ar lec'h anvet Crem'arbre e Saix (Tarn) a zo difennet. Un doéré n'eus lakaet ar c'hizhier-koed (stourmerionezed er gwez) de vout laouen bras. Difennet e vez c'hoazh meur a lec'h, savet 3 ZAD er lec'hioù raktreset de vout savet àrne an hent-tizh bras A69. Doéré ag ar stourm get Anjelina, studierez e Skol-Veur an amzer e Tolosa. Un atersadenn get Yuna Cojean.

Kartennoù bras bras a zo bet treset, de vout diskouezet e Atlas ar bedoù faltaziet. Ur raktres kaset de gommañs get Kristian Goindin hag Olier Clainche, arriuet oa Jerom Olivry, a di embann Al Liamm de harpiñ ar raktres. Muioc'h da c'houied a-hed ar suhun getoñ, doc'h mikro Maëlle Ausias (RKB).

Adkavit ivez Mael Gwenneg rener programmoù brezhonek FR3 get ar serienn Tap da sac'h, ha Loeiz Belleg, Doc RBG en e gronikenn War hentoù an antroposenn.

Keleier ar vro get Tomaz Laken, Avel em fenn oa skignet dre-eeun a Bondi get Enora Molac.


Ar film Euskarek Bañolet, ur bed all evit ar yezhoù minorelaet

Ar film Euskarek Bañolet, ur bed all evit ar yezhoù minorelaet

24/05/2024

Maia Iribarne et Paxkal Irigoyen, sonerien a vro Euskadi o deus sevenet o film hir kentañ, anvet Bañolet. Skignet oe bet dilun e Rostren, dimeurzh e Plougastel Daoulas ha dimerc’her e Treboul. Ur film 50 munut a gont istor bugale ur geriadenn o prientiñ ur gouel evit tremen d'an oad gour. Filmet eo bet e Garazi, e vilajenn Sant Mikel en hanv 2021 gant tud ar geriadenn.
Paxkal Irigoyen a oa e Rostren en dro, gant ur mignon dezhañ, Derv Uhelloù, o chom e Rostren ha bet o chom kalzig e bro Euskadi. Asantet en deus respont d’un nebeut goulennoù gant Derv o treiñ d’an euskareg d’ar brezhoneg.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine