Marse ho peus klevet komz ag ur seurt « giz » nevez, anvet an « nobra ». Donet 'ra ag ar saozneg, sinifi 'ra brennidenn ebet, (sans soutien-gorge). Sinifi 'ra eh eus maouezed ne lak brennidenn ebet ken. Evit abegoù disheñwal, a vo displeget un tammig er sujed-mañ.
N'eo ket nevez neoazh choaz da baouez lakaat brenidoù. Maouezed 'zo n'o doa ket gortozet ar prantad bac'hiñ ketañ e 2020 evit paouez o lakaat. Er bleadoù 70 da skouer, ha goude. Strolladoù feminist & politikel o deus choket ar gevredigezh mar a wezh en ur ziskouez o divronn (Femen, Free the nipple hag arall). Maouezed ar bobl o doa gwisket ur roched e-dan o saeoù e-pad kantvedoù ha setu tout, e-raog e arrivfe korvkennoù (des corsets) pe traoù arall n'eus ket pell 'zo.
Amañ e vo komzet kentoc'h ag ar fed paouez just da lakaat un dra benneg evit "souten" an divronn, war ar bemdeiz, e-dan an dilhad: t-shirtoù saeoù hag arall. 8 maouez etre 21 ha 60 vlez, mentoù divronn disheñvel mat ivez, o deus asantet komz frank deus o divronn hag o feson da welet o c'horf. Trugarez da Lena, Anna, Camille, Manon, Aziliz, Lena, Marilou ha Mélanie (lod deus an anvioù a zo bet cheñchet) evit o zestenioù talvoudus.
Evit 6 anezo eo cheñchet o sell war o c'horf hag o divronn goude bezañ paouezet lakaat brenidoù, aesoc'h evito n'em gavout mat ganto.
Ur sujed kaset gant Enora Molac (Radio Bro Gwened).
Unan deus ar re o deus kaset kalzig a draoù, dreist holl a fed sonerezh hengounel e Bro Dreger gant binviji a bep seurt a zo bet desavet e Pariz ha deuet e bro e dud gant ar c’hoant kreñv tapout tonioù hengounel gant binviji na vezent ket implijet kement-se ken ha da zeskin ‘ne goude d’ar re vras ha d’ar re vunud ‘pad bloavezhioù e skol sonerezh Lannuon. Bernard Lasbleiz e anv. Setu neuze e desteni, e istor, deus e veaj e Bro Skos lec’h ‘n eus kejet gant tud a enrolle sonerezh ha kanaouennoù er bloavezhioù 70 betek 1996, pa 'n oa leusket e plas prezidant Dastum Bro Dreger da Julien Cornic.
D'ar 5 a viz Genver en devoa [prefed Aodoù-an-Arvor nac'het reiñ an aotre da sevel teir rod-avel war Menez Hogene] (https://www.cotes-darmor.gouv.fr/content/download/59126/411437/file/Louargat%20-%20PE%20Du%20Men%C3%A9%20Hoguen%C3%A9-AP%20Refus%20AE.pdf) . Hervez diell ar prefeti e tiskouez ar studi war an efejoù e cheñchfe dremm ar vro ha buhez an dud gant an tourioù-avel-se. Gwelet e vefent deus krec'h tosenn Vre, ul lec'h gwarezet, ha deus bourk Louergad. Embann a ra ar prefed ivez eo dleet gwareziñ Menez Hogene ha derc'hen tost dezhañ a-benn kas d'ar rummajoù o tont ar glad naturel-se. Setu aze ur pennad-kaoz gant tud ar gevredigezh Vents Contr'airs bet enrollet pemzektez zo (a-raok na vije embannet diviz ar prefed). Selaouit Michel, Jean-François, Céline ha Max.
Dont a ray ar gazetennerez Sioux Berger da Louergad da ginnig he bandenn-dreset Le Prix du vent d'an 3 a viz C'hwevrer.
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken
E-kreiz miz Kerdu e oa bet roet aotre gant prefed Aodoù-an-Arvor d'an embregerezh Engie da sevel ur metanizer e takad ar Châtelets, e Ploufragan, e-tal Sant-Brieg. Un uzin a zo sañset da vont en-dro adalek miz Gwengolo 2024. Gant meur a gumun tro-war-dro e oa bet votet a-enep ar raktres met n'int ket bet klevet gant dileuriad ar Stad war a seblant. Annie Gwilhoù, kenbrezidantez ar gevredigezh Halte aux marées vertes, a lâr demp perak ne oa ket bet souezhet gant diviz ar prefed...
Bepred gant hon heuliad diwar-benn krouerezed ar vro. Hiriv omp ‘ba Plonevez ar Faou, ti Karen Treguier. Plac’h deus Landelo, bet staliet ‘ba bourk Plonevez ‘pad pell ha deuet bremañ da gaout un ti nevez, hag an atelier d’e heul un tamm pelloc’h.
Chik ha brav, sed aze anv stal Karen Treguier. Honnezh ‘zo ganet kemenerez. A vihanik eo bet sebezet gant ar gwriañ dilhad ha meur a kobaye he deus bet, margodennoù hag he c’hoar da c’houde, da 15 vloaz.
Un ti kempennet brav he deus e Plonevez ar Faou, gant un estaj gouestlet d’he atelier. Un atelier gant mekanikoù hep tredan, dezhi da brofitañ deus sioulder an nozvezh ha gant taolioù hag armelioù bras en koad.
Abaoe seizh vloaz e ra Karen Treguier gwiskamantoù hengounel, dilhad eured, benioù sonerien, gant mekanikoù hep tredan. Peadra da vezañ er sioulder, ha da soñjal ivez eo pouezus adimplijout pezh a veze graet a-raok pa oa ken aeset, pell muioc’h marc’hadmat ha padus ar mekanikoù.
Daoust ma ‘h eo bet start kavout hent an ti, n’eo ket diaes divinout pa erruer war tachenn Isabelle Caignard. Bokedoù osilh ha brankoù fin a bep seurt a gaver ouzh moger al loch.
Isabelle Caignard ‘zo plac’h bro Karnoed. Sevel paneroù a zo perzh deus he buhez pemdez, deus pezh a rae he familh. Setu he bremañ barrek mat war an arz-mañ ha kroget ganti, tamm ha tamm, da werzhañ traoù. Mes eviti, ar pep pouezusañ eo e vefe gouest an holl da c’houzout sevel ur baner peogwir eo un dra a vez implijet gant holl bemdez.
Evit Isabelle Caignard e c’hellfemp holl implijout paneroù bemdez ha sevel ‘ne hon unan. ‘Blam da se eo anavezet muioc’h er vro evit he stajoù.
Un tamm valeadenn e bed arzel Tara Huellou-Meyler. Kaoz 'vez ganti deus teknik al linograverezh, engravadennoù bihan war danvezioù disheñvel, moullet goude war paper. Tara a blij dezhi meskañ tresadennoù gant gerioù brezhonek d'ober he engravadennoù. En ur ziskrivañ un toullad anezhe e ro tro deomp da zizoleiñ, en ur mod, deus pelec'h e teu he awen.
Atersadenn gant Rose Troadeg
Muzik : Ye Vagabons
Sylvie Troadeg a vev e-touesk ar bleunioù en he jardin, anvet "Diskrab", staliet war gumun Tredraezh-Lokemo. D’ar c’houlz-mañ ar bloaz eo leun he atalier a vleunioù sec’h, peadra da sevel kurunennoù pe bokedoù bleuñv sec’het, bleunioù bet hadet, lakaet da greskiñ ha kutuilhet ganti a-hed ar bloaz. Er pennad-kaoz-mañ e konto Sylvie deomp deus ar pezh eo he micher bokedourez hag e tiskrivo un darn deus ar spesadoù bleuñv a lak da sec’hañ.
Atersadenn gant Rose Troadeg
Titouroù ouzhpenn : [diskrab] (https://diskrabfleurs.fr/)
Muzik : Birds on the wire
An UBAPAR, Union Bretonne Pour l'Animation des PAys Ruraux, a zo ur gengevredigezh a stroll he nerzhioù da reiñ lañs d'an dakadoù diwar ar maez dre an dudi evit ar reoù yaouank dreist-holl, gant talvoudegezhioù an deskadurezh poblek tost deus an endro ha deus ar sevenadur. Stummet 'vez gante bep bloaz buhezourien ha buhezourezed d'an DABU (BAFA) ha d'an DARE (BAFD) e galleg hag e brezhoneg. Deiziataer stummadurioù 2023 a zo deuet er maez, Awena Le Baron-Courtet a ginnig deomp an UBAPAR hag ar stummadurioù-se.
Roll ar c'hampoù vakansoù : [www.vakansou-otieus.bzh] (http://ubalist.ubapar.net/lt.php?tid=fUxQU1MJU1AFVR1SUloJFFVTW1BIBgUFUxwCAlRXVwMEAVUCVwtLVFBaBQxXXAsUBwRYBEhQBVcEHFRWAlIfWVYJAwQCAVQFBgIESAMMDQ4AAA1WSFABC1QcAQRQAR9ZBggGHFIKVQdXUlMBAQ8IAA)
Evit 'n em enskrivañ d'ar stummadurioù : [BAFA-BAFD.UBAPAR.BZH] (http://ubalist.ubapar.net/lt.php?tid=fUwEUlBcB1YFUh0FUAoIFFVRDwxIBVYDChwFBlZUBllTA1cGVwFLVFBaBQxXXAsUBwRYBEhQBVcEHFRWAlIfWVYJAwQCAVQFBgIESAMMDQ4AAA1WSFABC1QcAQRQAR9ZBggGHFIKVQdXUlMBAQ8IAA)
Keleier ar vro hag ar bed 'zo kinniget gant Tunvezh Gwlagen-Granjean ha Metig Jakez-Vargas.
E "Pennad-kaoz ar sizhun" 'homp e kompagnunezh Deirdre Abrams a zo un amerikanez o chom e Breizh tregont bloaz 'zo bremañ. Reiñ ra deomp he sell war daou ved disheñvel-mik, Breizh hag ar Stadoù Unanet, a-fed sevenadur, kevredigezh pe c'hoazh politikerezh. Hirie vo gouvezet penaos oa deuet-hi betek amañ.
Kronikenn Loeiz Bellec "Ar Hentoù an Antroposen" a zo hirie diwar-benn an efed Tcherenkov.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Brid Harper, Les doigts de l'homme, Johnny Cash
Magali Baron eus Kuzul ar Brezhoneg a ginnig deomp ul levr kaer evit ar vugale adalek 3 bloaz : Ar steredenn lostek. Ar gronikenn lennegel "Barzhaz" a zo savet gant Tomaz Laken eus RKB.
Jeanne Chevrel, unan deus mouezioù RBG, he deus un dudiamant deus ar re souezhusañ : seniñ a ra "Cor d'harmonie" e Harmonie Pondi. Kontañ ra deomp deus ar pezh eo un "harmonie" ha deus he beñveg sonerezh.
Keleier ar vro hag ar bed 'zo kinniget gant Anton Burel eus studio Radio Kerne e Roazhon.
Lodenn diwezhañ pennad-kaoz ar sizhun gant Deirdre Abrams, amerikanez o chom e Breizh, a zo diwar-benn ar goañv ha festoù fin ar bloaz er Stadoù-Unanet.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Fanfare Ciocarlia, Glenn Miller, Les Chevals, Jefferson Airplane, Tom Zé