Daoust ha gallout a ra un lezenn faskour bezañ lakaet da dalvezout er Frañs ?
Digwener 24 a viz C'hwevrer emañ lez-galv Lyon da lâret he soñj war afer ar stourmer italian Vincenzo Vecchi. Tec'het e oa eus e vro goude bezañ bet kondaonet taer diwar ul lezenn savet dindan renad Mussolini. Kondaonet e oa bet gant ar justis italian evit bezañ manifestet e 2001 a-enep ar G8 e Genova. Daouzek vloaz prizon oa bet lakaet war e chouk...
Ha lañset ur mandad-herzhel etrevroadel eneptañ. Rak Vincenzo zo harluet e Breizh abaoe 2011.
Nac'het o deus lezioù-galv Roazhon hag Añje lakaat ar mandad e pleustr. Met bep taol he deus ar Stad-c'hall graet galv. Ouzhpenn se he deus Lez Justis Europa embannet e oa ret d'ar Frañs adkas ar stourmer d'e vro.
E Gwengamp e fin ar sizhun dremenet e oa bet un toullad tud o kanañ hag o tañsal da souten Vincenzo Vecchi. Kaset e oa an abadenn gant kanerezed an divad « Bopred ba Prad », Amélie ha Camille. Julien a vo klevet ivez. Deuet e oa da souten Vincenzo. Tomaz Laken oa war blas...
Darbukas not Borders, setu anv ul lec'hienn web berrbadus, anv ur raktres dastumadeg binviji sonerezh evit ar repuidi e Calais. Ar gevredigezh Mosaic a zo gant ar soñj mont 'maez deus ar mallusted ha kemer dafar hag amzer evit gellout lakaat ar repuidi da eskemm etrezo ha gant tud ar vro ha soñjal 'ba traoù all evit o mizer. Nina Kerdoncuff a zo ezel ar gevredigezh Mosaic, distroet eo e Breizh evit ur mizvezh ha lañset ganti un dastumadeg binviji e Bro Dreger. Kontañ a ra deomp petra eo Mosaic ha penaos eo stad an traoù e Calais.
D'ar sul 19 a viz C'hwevrer d'endervezh e vo konkour rummad kentañ ar bagadoù. Abaoe daou vloaz ne oa ket bet deus ar c'honkour-mañ ken. Hag ar bloaz-mañ ne vo ket er Quartz evel boaz mes e sal an Herminig e Sant-Brieg. Fiona Le Saint a zo sekretourez Sonerion ha displegañ a ra pep tra.
D'ar 25 a viz C'hwevrer e vo ur c'hevezadeg Backhold e Langeiz, e-kichen Sant Brieg. E-pad tri bloaz eo bet aozet ar c'hevezadeg etrevroadel backhold gant skol Gouren Louergad. Ar bloaz-mañ eo skol Sant Brieg oc'h aozañ an emgav. Un digarez evit goulenn gant Tugdual Maleuvre, goprad kevread skolioù Gouren Aodoù an Arvor petra eo stad ar c'hentelioù gouren, perak ez eus deus ar c'hevezadeg backhold bep bloaz e Aodoù an Arvor ha petra zegas d'ur gourener ober backhold.
Da glevout en abadenn-mañ :
Adreizh ar leveoù kaset get gouarnamant Elisabeth Borne a zo erruet ar sizhun paset en breujoù, ha Dilun en tabutoù foran. Dimeurzh eo an 3vet deiz stourm da-heul galv ar sindikadoù, an harz-labour hag ar vanifestadegoù paset a zo bet heuliet gant un niver bras a dud. Votet get ar studierien·ezed stankadenn mar a Skol-Veur er vro, en o mesk Roazhon 2 ha Segalen e Brest. Distroet omp àr an adreizh get un nebeut tud pedet:
- Guillaume Auffret, dilennet e ti-kêr Gwened, hag a-houde un nebeut deizioù e penn ar strollad Renaissance e Mor Bihan
- Tifenn Siret, ag Unvaniezh Demokratel Breizh
- Anne Koadig, ezelez e Sud hag arbenniget àr an neventioù feminist
- Natacha Ar Gall, skoladerez er prevez
Kronikenn yec'hed: brec'h ar marmous n'eus graet trouz ar blez paset, muioc'h da glevout àr ar c'hleñved e kompagnunezh ar medisin-bet Alan Goulwen.
En abadenn-mañ e oa bet lakaet ar gaoz àr he bugaleaj get Paulette Budès a zo ur plac'h 90 vloaz deus Mael Karaez. Evit e staj e RKB eo bet Yann Boishardy o atersiñ 'nezhi war he buhez e Kreiz Breizh. Setu amañ lodenn gentañ Pennad Kaoz gete, kaset get Maëlle Ausias (Radio Kreiz Breizh).
Adkav a rahet ivez eil lodenn ar gronikenn Dastum war Louiz Kroizer, ur ganerez a Leskoued Gwareg. Enrollet e oa bet get Dominig Jouve. Setu eñ o kontañ an istor-mañ hag o kontañ penaos eo ganet un ton plinn anvezet mat gant an dud hiriv.
Paolette Budes a zo ganet 'ba Kergrist-Moeloù ha bevet he deus 'ba Mel-Karaez. Kontañ 'ra he buhez, deus mikro Yann Boishardy, bet stajiad e RKB. Klevet 'vo o teskrivañ ar vuhez en ti feurm pa oa bugel, plas ar relijion er familh, ar gouelioù hag he labour gant he poulailheroù.
Ha perak pas mont er maez evit deskiñ kontañ ? N’eo ket ken simpl ha se kinnig ur mintinvezh er maez gant bugale ar skol-vamm ha skol kentañ derez. Sikour da grouiñ ul liamm yac’h etre ar vugale hag an natur, dezho da vezañ dedennet ganti evit gellet gwareziñ anezhi gwelloc’h, gwellaat o yec’hed, reiñ fiziañs enne hag ivez gwellaat o aketusted, o memor hag o c’hoant da zeskiñ, setu arguzennoù brassañ ar skol er maez.
Bet eo Radio Kreiz Breizh e skol publik divyezh Poullaouen ur merc’her mintin evit gwelet penaos tremen ar mintinvezh gant Julia Keller, skolaerez e penn ar skol er maez er skol-mañ ha Marie Miguet skolaerez evit an 13 bugel en hentenn divyezh.
War un dachenn en tu all d’an hent e weler geot, ur c’hleuñv vihan, tammoù koad evit azezennoù ha lochoù en osilh. Eno e vez skolaerezed skol-vamm Poullaouen o lakaat ar vugale da selaou al laboused, da redek evit kavout al liv mat en urzh mat, hag oc’h ober soubenn pe ul leur brennheskenn el loch osilh. C’hoari, deskiñ, ober an traoù asambles, setu programm ar mintinvezh er maez.
Maïwenn Salomon a zo renerez skol publik Gwengamp. Lakaet he deus en plas ivez ar merc’hervezh mintin er maez gant ar skol a-bezh. Displegañ ‘ra deomp penaos tremen an traoù.
‘Vel bep bloaz e vez divizet gant ensellerezh an deskadurezh vras serriñ klasadoù ‘zo. Ar bloaz-mañ eo bet divizet serriñ 47 klas e Aodoù an Arvor, dreist-holl ‘ba skolioù bihan ha digeriñ 13 klasad dreist-holl ‘ba bro Dinan ha Gwengamp. E RPI (Regroupement Pédagogique Intercommunal) Karnoed, Puskelleg ha Plourac’h eo bet lâret div sizhun ‘zo e vefe serret ur c’hlasad.
Hervez Anne Koadig deus ar sindikad Sud Deskadurezh e vez klasket gant an ensellerezh adpakout an dale serriñ klasoù a oa bet tapet kerzh an enkadenn Kovid. D’an 2 a viz C’hwevrer e vo dilennidi ar c’humunioù lec’h ma ‘vo serret klasoù ‘zo dirak an ensellerezh e Sant-Brieg evit difenn o skolioù ‘vel m’emaint.
Aï eo ankeniet bras an tri maer ha tud ar c’humunioù, Yannick Larvor a zo maer Plourac’h.
E 1987 e skriv Françoise Thyrion ur pezh c'hoari anvet "Molière par elle-même". Ur pezh c'hoari gant ur gomedianez o kontañ istor buhez Jean-Baptiste Poquelin, alias Molière. Pezh 'zo e erru Molière e kreiz ar pezh c'hoari evit reiñ e ali. Ur pezh c'hoari gant ur gomedianez war al leurenn o c'hoari e zudenn hag hini Molière.
Nolwenn Korbell a c'hoari an abadenn-mañ e brezhoneg kontañ a ra deomp penaos he deus labouret ar pezh-c'hoari, petra eo sell ar c'hoariva ha Molière er pezh-c'hoari-mañ.
D'ar sadorn 28 a viz Genver 2023 e vo un devezh tro-dro d’an dour e Tremargad. Da c’houde ar sec’hor a zo bet ‘pad an hanv ha stad an natur hag an dour ez eus bet ur strollad o n’em sevel : Eau S’cours e anv. Goude bezañ bet n’em ditouret war an doare da verañ an dour er vro, ar saotradur padus hag an doare ma ‘vez degaset an dour d’an dud eo bet savet un devezh a-benn titouriñ an dud ha lakaat ar sitoaianed d’em soñjal war un doare da stourm e pep kumun evit kaout dour propr. Kazi ur bloaz ‘zo e oa bet ur stourm e Sant Vaeg ‘blam oa re saotret an dour ha neuze mesket da vat gant un dour all, propoc’h, hini lenn Kerne Uhel, e Tremargad. Marilia Petite deus ar strollad Eau S'cours ha Dorig Kraz deus ar gevredigezh GAT a aoz ar fest-noz deus noz, a zispleg deomp petra 'vo d'an 28 a viz Genver e Tremargad.