13 loargann a vo e 2023. N'em harpiñ a ra ar sonourez Cécile Pierrot (Ensemble Amaranthe) àr an tem-mañ evit lakaat ar vugale d'ober bourrapl er raktres sonerezh kaset ar blez mañ e Skol Jean Rostand Gourin. Klasad divyezhek ar re grenn n'eus darempredet get ar soner Fabris Malardé d'ar Gwener 3 a viz Meurzh, a oa deuet da ziskouez meur a vinioù dezho. Sonerion ha sonerezed arall a zo tremenet da ziskouez binvioù arall ar suhuniadoù a-raok.
"Ne ouian ket petra 'zo e spered Cécile, ar pal a zo me lakaat d'ober ar memes hent evit ar vugale [...] beviñ a ran ar memes avañtur evito!" eme Nolwenn Tas Le Nouveau ar skolaerez.
Skrivet eo bet tonioù sonerezh get ar c'hompozer Benoit Walther, ha skrivet e vo ar pozioù get ar vugale.
Ur reportaj get Enora Molac.
Alies e vez diskaret kleuñioù war ar maez evit a bep seurt abegoù. Abaoe an adlodennañ e vez lakaet e plas bremañ plañioù evit adsevel kleuñioù. Breizh Bocage zo perzh er plañioù-mañ, arc’hant a vez roet gant ar Rannvro d’ar c’humuniezhioù-kumunioù a-benn goprañ un den evit mont da sevel kleuñioù ha diskouez d’an dud penaos kempenn anezhe. Mes tud zo ac'h a maez al lezenn a-wechoù ivez. Ma zo ur c’hleuñv bennaket e PLU (Plan Local d’Urbanisme) ur gumun eo ret d’an hini en deus c’hoant da ziskar anezhe goulenn aotre digant ar Maer.ez. E Sant-Nikolaz, e miz Meurzh 2022, e oa bet diskaret ur c’hleuñv hag un hent-treuz gant ur peizant a-benn hadañ maiz hep goulenn aotre digant an Aotroù Maer. Mes an Aotroù Maer eo tad ar peizant-se just a-walc'h ! Seurt istorioù a ziskouez breskder ar sistem lec’h omp hag a lak da vezan start ar fed gwarezin ar c’hleunvioù. Ar gevredigezh Hentoù-Treuz e Sant-Nikolaz zo o adkempenn hentoù bale ha kaset neuint ul lizher d’ar c’huzul-kêr a-benn disklêriañ ar fed e kavfent digomprenabl e tremenfe un darvoud maez-lezenn evel-se c'hoazh. Klevet e vefont asambles gant Pierrick Pustoc’h, dilennet e kumun Purid-Kintin hag er CCKB, kumuniezh-kumunioù Kreiz-Breizh.
Ar gouel « Lire à Guingamp » a vo adalek herie ha betek disul ! Ur programm pinvidik zo kinniget d'an dud e kreiz-kêr Gwengamp : ur « saloñs al levrioù », filmoù, diskouezadegoù met ivez taolioù-krenn. Unan eus ar c'haozeadennoù kinniget a vo « ar skrivañ awenet gant Breizh ». Ur gejadenn etre tri skrivagner eus ar vro : Fañch Rebours, Louis Grall ha Daniel Kay. Lusket e vo ar gaoz gant Frañsez Favereau, bet kelenner e skol-veur Roazhon 2. Triwec'h skrivagner ha skrivagnerez a vo gallet ober anaoudegezh gante e-skeud ar gouel a-hend-all. Bretoned met ivez skrivagnerien eus Bro-c'hall, darn o skrivañ evit ar yaouankizoù ha darn all evit an dud deuet. Fañch Rebours, unan eus pluennoù anavezetañ Bro-Oueloù a ro deomp un tañva eus ar gouel hag eus an daol-grenn a vo perzh enni.
Emgav zo roet da unnek eur ba teatr Maez ar Roue...
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken
Un doser bet skrivet gant Yves Ville, medisin e penn ar servij gwiliouderezh e ospital Necker e Pariz, a zo bet roet da kuzul ar medisinerezh. Hennezh a gomz deus ar fed e vefe ret serriñ ur c’hant bennak a di gwilioudiñ, ar re lec’h ma ‘vez nebeutoc’h a 1000 ganedigezh bep bloaz. Displegañ a ra e vefe ret serriñ an tier gwilioudiñ vihan abalamour ma ‘z eo re zañjerus evit ar mammoù hag ar vugale.
Ur ger taer hag ankenius evit deskrivañ lec’hioù labour ha modoù ober an amiegezed. Hag er mediaoù n’eo ket bet roet kalz ar gomz d’an amiegezed da geñver ar sujed-mañ.
30 dregant deus an tier gwilioudiñ a zo bet serret en ugent vloavezh dremenet. E Breizh e vefe ret serrin ti gwilioudiñ Lannuon, Gwengamp, Karaez, Landerne ha Ploervel hervez un doser bet roet da Akademiezh ar Vedisined d’an 28 a viz C’hwevrer gant Yves Ville, e penn ar servij gwiliouderezh e ospital Necker e Pariz. Iona Guego a zo amiegez e Brest ha Karaez hag asambles ganti e vo komzet deus un dazont hep an ospitalioù-se, deus an hent a vefe ret ober, deus ar fed e vefe muioc’h a dud o gwilioudiñ en ospitalioù a chomo ha deus afer ospital Gwengamp, a vez lâret alies e vo serret ‘benn fin ar miz o tont.
Arc'hoazh e vo adroet lañs d'al luskad sokial a-enep raktres ar gouarnamant da bellaat c'hoazh oad ar retred. War an digarez-mañ e vo lakaet ar gaoz ganeomp er c'heleier war ar c'hefioù grev. Sur a-walc'h ho peus bet klevet anv eus an arc'hant-se a vez rastellet a-benn sikour ar re a ziskrog diouzh o labour meur a zevezh da heul... Gallout a rafe ar c'hefioù harz-labour bezañ un elfenn important en deizioù a zeu. Ar re-se a c'hallfe reiñ an tu da enebourien ar raktres d'ober d'o grev padout. E meur a dachad-labour a-bouez evit an ekonomiezh o deus embannet al labourerien bezañ prest da genderc'hel d'ober diskrog-labour pell en tu all d'ar 7 a viz Meurzh... Hiroc'h gant Gael Roblin, eus ar sindikad CGT e Gwengamp.
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken
Un nozvezh konterezh a vo evit an noz en Abati Koad Malouen, e Kerber, ba'r vro Fañch. Gant un dornad konterien ha konterezed e vo kontet kontadennoù bet serret gant Yann-Fañch Kemener, a oa mestr war sevenadur dre gomz kreiz Breizh. Gwall anveet eo bet evel kaner met ne oara ket an holl dud marteze pegen barrek e oa ivez da gontañ kontadennoù hengounel... Hiroc'h gant Dominique Jouve, paotr an dreujenn-gaol hag ar brezhoneg. Hemañ a vo e-mesk an dud a vo o kontañ diwar al leurenn. Bezañ 'vo ivez Marc-Antoine Ollivier, Liliane Thoraval, Armelle Lucas ha Mathieu André. Emgav adalek 8e noz...
Goude enkadenn ar C’hovid en deus lakaet diaes ar stalioù ha priz an tredan bremañ, eo aï skuizh ha tapet fall ar stalioù. Ar sikourioù kaset gant ar Stad a seblant kompliked, diaes da lakaat en plas gant ar bourvezerien tredan ha n’eo ket ar memes sikour evit an holl stalioù hervez o ezhommoù tredan. Stal Prad, ti Isa ha Benoît a zo en arvar. Ar stal nemertan e Prad. Setu eo bet desidet gant ar gumun sikour anezho gant kengred an holl c'hevredigezhioù a zo war ar gumun. Ul liamm kreñv a oa bet krouet dija gante e fin ar c’henfinañ o sevel ur gouel boutin Prat en fête e 2021. Aze neuint adlañset ar jeu o aozañ ur fest-noz evit souten ar c’hoñvers. Brendan Korr a zo kuzulier kêr ha kontan ‘ra deomp an afer.
N'eo ket anveet a-walc'h ar c'hontañ kontadennoù e Breizh !
Setu unan eus an traoù a gaver en un danevell embannet gant Kuzul Sevenadurel Breizh e fin ar bloaz 2022. Ul labour preder anvet « Pleustriñ ur benveg, kanañ, dañsal ha kontañ : Un treuzkas en arvar... »
Lakaat a ra ar C'huzul war wel n'eus ket a rouedad frammet da liammañ ar gonterien hag ar c'honterezed kenetreze. N'eus ket kalz a stummadurioù. Ha nebeut a ostilhoù zo da zegas ar c'hontañ betek ar skolidi...
Kinnig a reomp deoc'h ober anaoudegezh gant un nebeud tud a glask c'hwezhañ war glaou-bev ar c'honterezh e Breizh. Deomp etrezek Landelo. E miz Kerdu 2022 oa bet un emgav eno, d'en em soñjal war an doareoù da adlañsañ an traoù ! Un devezh da heul ur master klas bet e Bro-Gwened un nebeud sizhunioù araok, aozet gant Fanny Chauffin ha Daniel Kare...
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken
Gweltaz Heno a zo bet stajiad e RKB e miz Genver, ha bet eo o atersiñ Morwenn Le Normand, e Tavarn ar Roue Morvan en Oriant diwar-benn unan deus he labour ha n'eo ket gwall anavezet : komzourez FC An Oriant. Morwenn Le Normand a zo unan deus an div komzourez nemeto e Bro-C'hall.
An istor an hini eo e mesk traoù arall en deus ur levezon àr torosennadur ar vro, hag ar c'hêrioù. Kêr An Oriant a zo bet distrujet e-pad an eil brezel bed e-dan bombezadegoù ar luoù ag ar Rouantelezh-Unanet hag ar Stadoù-Unanet. Yuna Cojean ar gazetennerez a zo bet da welladenniñ ur goudorenn e-dan an douar e kompagnunezh Alan Sann, kelenner istor àr e leve, b'An Oriant. An atersadenn a zo da glevout e penn kommañs an abadenn-mañ.
Choazioù embann temoù, stummoù ar videoioù hag an danvez ezteuret gete a vez graet get tud a vicher Brezhoweb evit o abadennoù e brezhoneg penn-dor-benn. Muioc'h e kronikenn Brezhoweb get Florent Grouin, karget ag ar broduiñ evit ar chadenn tele àr ar web.
En arvar emañ arz ar c'hontiñ e Breizh. Met faot a ra d'un nebeud tud adreiñ lañs d'ar c'honterezh brezhonek avat ! Aozet e oa bet un devezh kontadennoù e Landelo e miz An Azvent (miz Kerzu). Un darvoud aozet get tud tomm doc'h ar c'hontadennoù èl Fanny Chauffin pe Daniel Kare, hag a oa skoazellet aze gant Padrig Ferog, kenurzhier RAOK, brezhoneg e Kreiz Breizh... Atersadennoù kaset get Tomaz Laken, a Radio Kreiz Breizh
Da glevout en abadenn ivez: Ur blantenn un istor kronikenn Florie, asambl get Tiphaine ha Nicolas e Rostrenn; hag Andrea ar Gall de-geñver ar gaozeadenn e brezhoneg e mediaoueg Pondi evit lidiñ miz ar Brezhoneg.