Un abadenn asambl get Maëlle Ausias hag Enora Molac. Distroet int àr ar bodadegoù dirag prefetioù ar vro evit souten ar re gloazet e-pad ar vanifestadegoù.
Alan Kloareg prezidant RKB a zo bet pedet ivez evit distroiñ àr an dagadenn bet graet ur wezh c'hoazh d'ar gazetennerez Morgan Large, d'an noz etre ar Yaou 23 hag ar Gwener 24 a viz Meurzh 2023.
Adkav a rahet ivez pennad-kaoz ar sizhun a-ziàr ChatGPT get Tomaz Laken (RKB) ha Keleier ar vro get Yuna Cojean.
Un abadenn dre-eeun a Rostrenn e studio Radio Kreiz Breizh.
Aozet e oa bet ur bredegenn a-raog emgav eilvloaziek ar levrioù istorel e Pondi (Biennale du livre d'histoire).
Deuet e oa tud bro Pondi da selaou doc'h ar skrivagner a vro Goelo e komz ag e levrioù istorel àr-dro d'ar bageal e penn kommañs an XXvet kantved (Cap-Hornière, Krouman, Dindan ar seizh avel); ha d'e levr nevez embannet Fest-noz embannet e ti Skol Vreizh.
Setu enrolladenn ar bredegenn e Egorenn Kenere Pondi (Espace Kenere).
Teknik: Clément Bassot
Kenurzhiiñ: Gaël Le Du
Animiñ: Enora Molac
En abadenn-mañ atav, e tistroomp àr an darvoudoù politikel e c'hoarvez er vro, er c'heleier da 5e30 e kompagnunezh Tomaz Laken.
Ni gomzay ivez ag ar c'hameraioù e Gwened, muioc'h a gameraioù a zo bet staliet er gêr-se evit e lec'hioù arall. Klevet e vo Guillaume Auffret, prezidant Renaissance 56 ha dilennad e ti-kêr Gwened en tu enep, ha Gaël Briand, ezel en UDB ha dilennad e ti-kêr An Oriant. Atersadennoù kaset get ar gazetennerez Yuna Cojean.
Deuet e oa ar skrivagner Fañch Rebours de gomz e Pondi a-ziàr e romantoù faltazi, den pedet ar suhun-mañ an hani eo.
Arriuet Miziad ar brezhoneg hag ar gallaoueg! Pouezus eo ar prantad evit lakaat yezhoù ar vro da vezañ klevet er maez deus ar skol evit ar vugale. E Cineville Gwened e veze degemeret kantadoù a vugale deus hentennoù divyezhek bro Gwened Diriaou 2 a viz Meurzh.
Ur reportaj get Enora Molac
Lena Morvan a zo teknisianez mirerez, technicienne de conservation e galleg. He micher a zo sevel un endro evit an oberennoù na vezont ket diskouezet er mirdioù a-benn derc'hel anezhe en stad vat. Kontañ a ra deomp amañ he studioù, penaos e labour gant ar mirdioù, dre m'emañ he an teknisianez mirourez nemerti e Breizh, plas he micher, nevez 'walc'h e bed an arz, plas ar merc'hed ivez hag an diforc'h etre adkempenn un oberenn evit ma vefe brav ha renevezi anezhi a-benn derc'hel anezhi en ur stad vat.
"Evit ar gwir da vezañ ganet, da vevañ, da labourat, da vezañ soagnet ha da zivizout er vro"
Ouzhpenn 100 ti-gwilioudiñ a zlefe bezañ serret er Frañs araok pell. Setu bepred ar pezh a zo erbedet gant Yves Ville, medesin en ospital Necker, e Pariz. Hervez un danevell savet gantañ e vefe dav serriñ an tier e-lec'h ma vez ganet nebeutoc'h evit 1000 a vugale bep bloaz. 7 servij genel bugale zo en dañjer e Breizh. Reoù Gwengamp, Lannuon, Landerne, Karaez, Redon, Ploermael hag Ankiniz.
A-hend-all emañ al lezenn Rist da vezañ lakaet en pleustr e penn kentañ miz Ebrel. Honnezh zo vont da grennañ war goproù uhel ar vedesined a labour en « iñterim ». Abalamour d'al lezenn-se e c'hallfe ar re-se dizertañ an ospitalioù publik ha diwar-se e c'hallfe bezañ serret servijoù en ospitalioù bihanañ.
Disadorn 11 a viz Meurzh e oa bet manifestet gant tud Bro Landerne da zifenn o zi-gwilioudiñ. Hag e Gwengamp, e-lec'h zo trouz serriñ an ti-bugale abaoe 2018, e oa galvet an dud da zibunañ ivez...gant dilennidi GPA, tolpad-kêrioù Gwengamp-Pempoull.
Pennad-kaoz gant Yann-Fañch Durand (Kenurzhierezh Yec'hed e Bro-Wengamp) ha Remi Gwilhouz, maer Plouizi, hag a oa e-mesk an dilennidi bet resevet dilun e Roazhon gant Elise Noguera, renerez nevez Ajañs Rannvro ar Yec'hed (ARS) e Breizh. Embannet oa bet komzoù dinec'hus ar renerez er c'hazetennoù met ar re-se n'o deus ket dinec'het tamm ebet tud Komite difenn ospital Gwengamp. A-hend-all zo raktreset ur vanifestadeg e Karaez disadorn 18 a viz Meurzh da zifenn an ti-gwilioudiñ. Hag eno emañ Komite difenn an ospital da vezañ adlañset dimeurzh kentañ.
Ur gelaouadenn gant Tomaz Laken
A benn Disul 19 e krogay ar festival Pesketourion ar bed, àr-dro da ved ar mor, ar vartoloded, ar sevenadurioù hag ar c'hoñtekstoù e kemm founnabl er bed a-vremañ. Filmoù a feson a zo bet choazet de vout skignet e-pad ur suhuniad e bro An Oriant, muioc'h da glevet get kenbrezidant ar strollad pesketa ha diorren, ha prezidant ar festival Pesketourion ar bed Alan Sann doc'h mikro Yuna Cojean -e penn kommañs an abadenn!
Ehamp en ur brezel kehentiñ... Stank mat an danvez àr an internet hag e pep lec'h er c'hêrioù, danvez da glevout ha da wellout ivez. N'eus ket moian chom hep kehentiñ er bed a-vremañ. Ur sapre junglenn, ehamp e veviñ a-barh! Muioc'h a-ziàr pezh a c'hoarvezh get Florent Grouin karget ag ar broduiñ evit Brezhoweb.
Lena Morvan ar vaouez pedet ar sizhun-mañ. Un deknisianez arbenniget àr gwarn an oberennoù arz er mirdioù, he-unan get ur seurt gouiziegezh e Breizh a-bezh. Kontiñ a ra he labour da Maëlle Ausias (Radio Kreiz Breizh).
Keleier ar vro get Anton Burel ivez!
Un abadenn kaset dre-eeun a Bondi get Enora Molac.
Disadorn 18 a viz Meurzh e vo Bad'Club Rostrenn o tifenn e blas en Top 12 fas da skipailh Talence. O-daou int e lost ar renkamant. Setu e vo ret dezhe stourm an eil ouzh egile a-benn chom e-mesk ar re wellañ ar bloaz a zeu. Un digarez da reiñ deoc'h da glevout ur reportaj graet d'ar sadorn 11 a viz C'hwevrer e-kreiz aergelc'h jiminaz Porzh-Moeloù. En deiz-se e oa bet start an devezh kampionad etrekluboù evit skipailh Rostrenn peogwir e oa e-tal ar gwellañ skipailh a zo e live kentañ ar c'hampionad, hini Fos-sur-Mer. Daou grogad diwar eizh oa aet gant tud Rostrenn hepken. Unan anezhe oa bet gonezet gant Xue Fei Qi hag a zo kampionez Frañs memes tra ! Pennadoù-kaoz gant Milig ar Rouz a c'hoari badminton ba Rostrenn abaoe pell zo ha gant Alice Mahe, harperez Bad'Club Rostrenn abaoe keit all.
Ur reportaj gant Tomaz Laken
Votet Disadorn 11/03 ar raktres lezenn kaset get ar gouarnamant da ampellaat a oad de vonet e retret. Un digarez a feson evit komz ag un elfenn talvoudus evit an dud eh ober harz-labour mar a zeiz da-heul: ar c'hefioù-grev. Un atersadenn get Gaël Roblin (CGT Gwengamp) doc'h mikro Tomaz Laken (Radio Kreiz Breizh).
Adkavit ivez ar c'hronikennoù Yec'hed get Alan Goulwen, a-ziàr mal a touch ar leuni (cancer des reins); hag un Dastum àr Jermen Boutier. Lena Morvan a zo pedet get Maëlle Ausias (Radio Kreiz Breizh) ar sizhun-mañ a vo klevet e dibenn an abadenn.
Keleier ar vro get Erwan Blanchard!
Un abadenn dre-eeun kaset a Bondi get Enora Molac.
A lennegezh e vez kaoz en abadenn-mañ. Fañch Rebours ar skrivagner a vro Goelo doc'h mikro Tomaz Laken (Radio Kreiz Breizh) a-ziàr e levrioù, adkav a rahet ivez ar gronikenn Barzhaz.
Pennad diwezhañ ar reportaj bet graet e skol Jean Rostand e Gourin get klasad divyezheg ar re vras a vo klevet ivez, e kompagnunezh ar skoladerez Nolwenn Tas Le Nouveau, hag ar vugale e kanal (e dibenn an abadenn).