Un diforc'h zo graet etre liseaned ar filierennoù divyezhek hag ar re all da goulz an tremen e termen klas ! Sell aze ar pezh a zo bet lakaet war wel gant Divyezh Breizh ar sizhun-mañ. Nevez zo, e lise Feliks an Danteg Lannuon, zo bet goulennet dre heg digant 4 lisean ha liseanez dilezel unan eus ar yezhoù bev bet studiet gante er c'hentañ klas er bloaz-mañ.
Diwar-vremañ e vefe ret da liseaned hentadoù divyezhek ar vro choaz etre studiañ un deirvet yezh vev ha studiañ un opsion. An ospion-se a c'hall bezañ ur yezh : evit pezh sell ar 4 lisean a zo kaoz dionte emaint o studiañ italianeg. Goulenn a reer digante neuze choaz etre an italianeg hag ar spagnoleg pe an alamaneg evit unan anezhe...
E miz Here tremenet e oa bet kaset ul lizher gant Eddy Penven, prezidant Divyezh Breizh, da rektor akademiezh Roazhon da zedennañ e evezh war ar skoilh-se. Met n'eus ket bet respontet dezhañ gwech ebet..
Hiroc'h gant Laurent ar Gov, kelenner istor-douaroniezh e lise Lannuon.
Embannet o deus tud Divyezh Breizh e oant prest da gas an afer betek lez-varn ar velestradurezh ma ne vefe ket diluziet prim ar skoulm gant ar rektoriezh.
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken
(foto Twitter Stéphani·e Stoll)
Evit eil abadenn war an hent Radio Kreiz Breizh ez eo war ur vagig war kanol Naoned Brest, e Gwareg eo bet kinniget un abadenn gant Romain Sponnagel war-eeun.
Un abadenn kinniget gant Maëlle Ausias ha Bleuenn Le Lay, gant sikour Virginie Botrel hag Anthony Guignard deus an teknik.
Abadenn gentañ RKB War an hent, e EHPAD Sant Nikolaz ar Pelem, evit mont da welet Marsel Gwilhouz, unan deus krouerien Radio Kreiz Breizh.
Josette Guéguen a oa war-eeun evit komz deus ar stummadur he deus lakaet e plas un nebeut mizioù 'zo evit deskiñ brezhoneg d'ar re a labour en EHPADoù.
E fin an abadenn emañ Denis Lachiver, deus Gurunhuel o kontañ penaos e ra war dro d'e vamm a zo 104 bloaz gant e bredeur ha c'hoarezed.
Un abadenn savet gant Maëlle Ausias ha Bleuenn Le Lay, gant sikour Virginie Botrel ha Anthony Guignard deus an teknik.
E Breizh, er mizioù tremenet, eo aet war gresk ar c'hlemmoù savet da heul feulsterioù graet gant tud eus an tu dehoù-pellañ : kunujenniñ war internet, skignañ traktoù gouennelour, reiñ da grediñ zo bet lakaet ur vombezenn, livañ kroazioù kamm, tagañ tud, klask ampech arvestoù, gourdrouz lazhañ pe c'hoazh lakaat gwask war dilennidi lec'hel. Niverusoc'h-niverusañ ar feulsterioù met ne vez ket klevet kalz a bolitikourien er vro o kemer ar gaoz war ar sujed koulskoude...
Met e Rostrenn n'eo ket bet kont er-mod-se. Ouzhpenn 400 a dud oa bet o vanifestiñ er gêr-se d'ar 26 a viz Mae 2023. Ur respont d'an tagoù nazi bet graet eizhtez a-raok ouzh meur a savadur eus kêr : ouzh ti ar CGT, ouzh hini ar Sikour-Pobl hag ouzh restaorant ar « C'hebab aour ». Ha start e oa bet en deiz-se geriennoù Gwilhom Robig, maer Rostrenn... Ur reportaj digant Tomaz Laken ma vo klevet ivez soñj div blac'h eus ar vro.
Kerzhet oa bet gant an dud betek leur « ar Re Reizh » e-lec'h ma oa bet lakaet ur boked fleur skrivet warnañ « Solidaires contre l'intolérance ». Eno o devoa kimiadet an dud diwar Kanaouenn ar Bartizaned kanet ha sonet gant Rozenn Taleg ha Soaig Siberil...
Reportaj gant Tomaz Laken
Disadorn e vo ur fest-noz er maez e bourk Tregastell, aozet gant ar gevredigezh Nevez Amzer. Unan deus festoù-noz er maez koshañ e Breizh peogwir e vez diontan abaoe 40 vloaz aeset. Hag aozañ seurt gouel en ur bourk dilaosket, war Aod ar Vein Ruz a zo un dra dibar a-walc’h. Kar ne vez ket gwelet kalz a vrezhoneg e Tregastell daoust da labour ur maer, Loik Le Guillouzer, marvet daou vloaz ‘zo hag a oa bet prezidant ar gevredigezh Nevez Amzer. Bleunwenn Konan a zo deus Perroz Gireg, plac’h yaouank leun a startijenn, ezel deus ar gevredigezh Topariti a aoz gouelioù troet war zu sevenadurioù ar bed e Pleuveur Bodoù, aterset oa bet dija ganeomp e miz Gwengolo, kontañ a ra deomp hirorc’h war ar fest-noz.
Stank e oa an dud digwener tremenet en emvod-kelaouiñ aozet gant strollad « Ar Genkiz », e Perroz-Gireg. Ar Genkiz eo anv ar greizenn-vakañsiñ a c'hallfe dont da vezañ un adskolaj Diwan stag ouzh skolaj Plijidi. Tri bloaz zo emañ tud ar strollad o tifenn o raktres : adkempenn ar savadur da zegemer un c'hant skolajiad bennaket e pañsion e-pad an amzer-skol ha kement-all a labourerien-sezon e-pad an hañv...
Daou vilion a euroioù a goustfe prenañ an ti ha 700 000 a euroioù hepken adingaliñ anezhañ hervez ar strollad. Rak en ur stad mat-tre emañ. Met embannet oa bet gant departamant Aodoù-an-Arvor un nebeud deizioù zo ne oa ket e sell da brenañ al lec'h... Daoust ha posubl e vefe kas ar raktres da benn hep na vije kaset an traoù gant an departamant ? Tomaz Laken en doa graet ar goulenn ouzh Gireg Konan, bet kelenner e Diwan Plijidi ha perzh eus strollad « Ar Genkiz... Anne Bailh zo da glevout ivez er reportaj.
Da geñver an emvod en doa embannet an departamant e c'hallje harpañ ar raktres dre sikour Lannuon Treger Kumuniezh ha kêr Perroz a-drugarez da vonus ar c'hontrad tiriadel, ac'h a betek ur milion a euroioù. Goulenn a ra strollad « Ar Genkiz » ma vo kroget er raktres gant Diazezadur Publik Font Breizh a-benn prenañ buan ar savadur araok n'afe gant ar bromotourien.
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken
A viskoazh eo bet liammet Mona Guyomarc’h d’ar mein. Pa vefe pa oa he zad o labourat gant ar mein-glas pe hiriv gant hec'h embregerezh Bili. Mes choazet he deus labourat gant ar soevon, un danvez kimiek, skiantel, arzel ha boemus eviti abaoe ur veaj e Bro Gebek e 2010. War vord lenn Breniliz eo he staliet evit poent, en ul labourva gwenn gant podadoù e pep lec’h. Gant he saro gwenn, he blev staget hag he mousc’hoarzh dous he deus kontet deomp penaos eo n’em gavet d’ober soevon... en ur fardañ unan just a walc’h.
Kinnig a reomp deoc'h ober anaoudegezh gant pladenn nevez Go Hen De ! Ur strollad bet savet e 2016 gant Gwenhael Besnard, Yann Blonsard ha Yann Des Cognets. « Folk-rok a Vreizh-Izel » a zeu gante, ur sonerezh awenet gant an hengoun met diazezet da gentañ penn war o labour krouiñ. E brezhoneg met ivez e galleg. Ur bladenn gentañ anvet « A-hed an hent » a oa deuet er-maez gante e 2018. Ar wech-mañ e kinnigont « Joe ha Melkoni », produet gante o-unan ! Pennad-kaoz e Lokenvel e lec'h ma vezont klevet o pleustriñ, gant Gwenhael Besnard ha Yann Des Cognets.
An trikon a vo o soniñ disul etre kreisteiz ha div eur kostez chapel Santez-Yuna e Plounevez-Moedeg da geñver ar Rando Muco. An deiz war-lerc'h, d'ar c'hentañ a viz Mae, emañ Go Hen De da seniñ e Gwengamp e-skeud un apero-sonet da heul bodadeg-stourm ar sindikadoù. Gwelet ha klevet e vefont ivez e Kallag e miz Even deiz gouel ar sonerezh...
Un tañva eus o sonerezh [AZE] (https://www.youtube.com/@gwenb6318) !
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken
D'ar 25 a viz Meurzh eo bet bodet 30 000 den evit manifestiñ a-enep d'ar vasinennoù vras e Saint-Soline. Ar c'henstroll Les Soulèvements de la Terre a zo bet e penn aozadur ar vanifestadeg-mañ hag e-mesk ar c'henstroll emañ ar sindikad labour-douar Confederation Paysanne. Feuls-tre eo bet ar vanifestadeg gant un daou c'hant bennak a vanifestadegerien.ezed o vezañ gloazet fall. D'ar merc'her 29 a viz Meurzh eo bet galvet an dud da vont dirak prefetioù Bro C'hall a-benn souten ar re gloazet. Dirak prefeti Sant-Brieg, dindan ar glav, e oa Goulven Troadeg, ezel deus ar sindikad Confederation Paysanne. Displegañ 'ra deomp sell ar sindikad war ar vasinennoù vras ha war pezh a zo tremenet e Saint-Soline.
E kornôg Aodoù-an-Arvor zo diwanet e meur a barrouz strolladoù a soñj gante eo re stank ar raktresoù sevel tourioù-avel industriel er c'horn-bro. D'an 19 a viz Meurzh e oa en em gavet ar strolladoù-se e Plougonveur. C'hoant o deus da zeskiñ an eil re digant ar re all hag emaint e sell da sevel traoù asambles... Laurent zo e-mesk an dek a dud bet nevez savet ur strollad gante e Kerien...
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken