Tara Huellou-Meyler a ra 'pezh 'vez anvet linograverezh. Engravadennoù bihan war danvezioù disheñvel, moullet goude war paper, o veskañ tresadennoù gant gerioù brezhonek. Displegañ ra deomp prantadoù disheñvel an arz-se, ha reiñ a ra un tañva deus he labour deomp 'n ur ziskrivañ un toullad engravadurioù.
Keleier ar vro hag ar bed 'zo kinniget Tunvezh Gwlagen-Granjean.
En enor da Jo Serjent, aet d'an anaon nevez'zo e vo adselaouet un tamm eus ur pennad-kaoz oa bet graet gant Jeanne Chevrel ha Kristof Guilloux evit abadenn Kreiz-Mintin Radio Bro Gwened. Klevet 'vez Jo o kanañ ivez.
Ha daoust e vefomp gouest da vont betek ar blanedenn Mars ur wech bennak? Setu respont Loeiz Bellec en e gronikenn "Ar Hentoù an Antroposen".
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Lankum, Paudie O'Connor hag Aoife Ni Chaoimh
Jeanne Chevrel a sen deus ur beñveg souezhus ha brav, heñvel eus ur sarpant kouevr troidelet un tamm, hag a vez anvet e galleg "Cor d'harmonie". Ar beñveg-se a vez dioutañ en orkestroù dreist-holl ha Jeanne Chevrel a ra parti deus Harmoni Pondi abaoe nebeut. Komz a ra deomp deus istor Harmoni Pondi, eus ar muzik a vez gant seurt orkestroù, ha deus penaos 'oa deuet ar soñj dezhi seniñ Kor Harmoni.
Atersadenn gant Rose Troadeg
An UBAPAR, Union Bretonne Pour l'Animation des PAys Ruraux, a zo ur gengevredigezh a stroll he nerzhioù da reiñ lañs d'an dakadoù diwar ar maez dre an dudi evit ar reoù yaouank dreist-holl, gant talvoudegezhioù an deskadurezh poblek tost deus an endro ha deus ar sevenadur. Stummet 'vez gante bep bloaz buhezourien ha buhezourezed d'an DABU (BAFA) ha d'an DARE (BAFD) e galleg hag e brezhoneg. Deiziataer stummadurioù 2023 a zo deuet er maez, Awena Le Baron-Courtet, karget eus an dudi e brezhoneg hag e c'hallaoueg evit an UBAPAR, a ginnig deomp danvez ar stummadurioù-se asambles gant titouroù diwar-benn ar sikourioù 'zo moien kaout d'en em enskrivañ.
Deiziataer ar stajoù e brezhoneg:
DABU staj diazez : etre ar 15 hag an 22 a viz Ebrel
DABU staj donaat pe barekaat (evezhier.ez gouroñkañ) : etre an 28 a viz Here hag ar 4 a viz Du
DARE staj diazez : etre ar 17 hag an 22 a viz C'hwevrer
Roll ar c'hampoù vakansoù : [www.vakansou-otieus.bzh] (http://ubalist.ubapar.net/lt.php?tid=fUxQU1MJU1AFVR1SUloJFFVTW1BIBgUFUxwCAlRXVwMEAVUCVwtLVFBaBQxXXAsUBwRYBEhQBVcEHFRWAlIfWVYJAwQCAVQFBgIESAMMDQ4AAA1WSFABC1QcAQRQAR9ZBggGHFIKVQdXUlMBAQ8IAA)
Evit 'n em enskrivañ d'ar stummadurioù : [BAFA-BAFD.UBAPAR.BZH] (http://ubalist.ubapar.net/lt.php?tid=fUwEUlBcB1YFUh0FUAoIFFVRDwxIBVYDChwFBlZUBllTA1cGVwFLVFBaBQxXXAsUBwRYBEhQBVcEHFRWAlIfWVYJAwQCAVQFBgIESAMMDQ4AAA1WSFABC1QcAQRQAR9ZBggGHFIKVQdXUlMBAQ8IAA)
Arz sutil tud ar vro a c'hell bout... klevet en ur mod.
Damp betag atalier Nolwenn Petitbon, e penn Bulle de dentelle. Ijinit ur salig e ketañ estaj he zi, e kreiz ar maezoù. Un daolig, spilhennoù àrni, ur sivi lien evit lakaat muioc'h a spletennoù c'hoazh, ha neudoù livet rodellet asambl evit gober un oberenn vihan, lan a vunudoù.
Un atersadenn graet get Enora Molac.
E komañsamant miz Kerdu o doa bet bugale skolioù Plonevez-Moedeg ar blijadur da glevet kontadennoù digant Moris Prijan. Pedet e oa bet ar c'honter deus ar vro da zont da levraoueg Plonevez e-skeud ur raktres kaset war-raok gant Pierig Melhoued, paotr Bro-Leon. Brudet eo hemañ evit e levrioù diwar-benn ar cheñchamantoù c'hoarveet el labour-douar en ugentved kantved. Hag emañ bremañ gant ur raktres war Breizh a-bezh da lakaat reoù gozh da vont e darempred gant bugale kentañ derez. Ul levr a c'hallfe dont er-maez en amzer da zont diwar ar c'hejadennoù-se, aozet etre kozh ha yaouank... Ur reportaj gant Tomaz Laken.
Setu un euriad e kompagnunezh aktourion·ezed ar vro, dre-eeun a Bondi get Enora Molac.
Ohpenn 1000 den oe bet gwelet o vanifestiñ e Gwengamp enep ar raktres uzin eoged get Smart Salmon. Atersadennoù Yuna Cojean a zo aet àr blas get stourmerion·ezed, tro 15' en enrolladenn abadenn.
Ijinit 'ta klevout brezhoneg e transportoù An Oriant! Setu kinnig an UDB, Tifenn Siret dilennadez en Henbont a vez klevet goude 45' abadenn, aterset get Yuna Cojean.
Deirdre Adams a zo ganet er Stadoù-Unanet, kontet he doa doc'h mikro Roz Troadeg penaos e wel hor gevredigezh, a-hed ar sizhun-mañ e Pennad-kaoz ar sizhun!
Adkavit ivez Florent Grouin, e-karg a broduiñ ar chadenn tele Brezhoweb, àr programmoù ispisial skignet evit prantad an Nedeleg ! E penn kommañs an abadenn e vo er glevet.
Setu un abadenn e brezhoneg penn dor benn e kompagnunezh Enora Molac dre-eeun a studio RBG e Pondi. Un abadenn gouestlet da vuhez ar vro!
Tud Morzhol Prod a sav filmoù a feson, etre fent ha skrizder ar vuhez, get stil hag ur sell "estetik" ispisial. Gint 'zo pedet ar sizhun-mañ get Maëlle Ausias (Radio Kreiz Breizh), muioc'h a-ziàr o labour a-hed ar sizhun.
Ha soñj ho peus marse ag ar stourmerion o doa savet ur voger àr hent an trenioù e Sant-Inan, just dirag uzin Sanders e miz Meurzh paset. Un 20 a dud a zo bet klevet e archerdi Pondi Dilun & Dimeurzh 28 ha 29 a viz Kalañ-Gouiañv. Bremañ e vez goulennet ur prosez get strollad Breizh enep ar feurmoù uzin. Atersadennoù Yuna Cojean a zo en abadenn, hag ivez an abadenn Keleier ar vro evit bout doéré ag ar vro.
Hag ar laredoù? Oh, bout 'zo anezo ivez. Yann-Bêr Guyader doc'h mikro Tomaz Laken (Radio Kreiz Breizh) evit un droienn. Pikous eo deuet an amzer de vout dam...
Setu un abadenn e brezhoneg penn dor benn e kompagnunezh Enora Molac dre-eeun a studio RBG e Pondi. Un abadenn gouestlet da stourmoù lec'hel: stenn an traoù etre harperion ar raktres metanizer er Chapel-Nevez (56) hag an dud e veviñ àr ar gumun a zo a-enep. 5 munut bamdeiz evit komprenn hirroc'h, get pennad-kaoz ar suhun-mañ.
Ar pont stumm "passerelle himalayenne" a c'hellay chom hep bout savet àr Lenn Gwerledan: Disul 4/12 e oa bet goulennet o soñj get annezidi Sant-Inan. Ohpenn an hanter ag ar gumun o deus votet a 60% enep ar raktres pont, àr o c'humun, e su Lenn Gwerledan. Harpet ar raktres get kumun-kumunioù Pondi & Loudieg, met goude ur seurt votadenn... Muioc'h da c'houied en abadenn get Kristof a zo ezel ag ar strollad "Non à l'himalayenne".
Kronikenn ar chadenn tele Brezhoweb a zo da glevout ivez e kompagnunezh Florent Grouin, a-ziàr an abadenn 13 munut e Breizh get beleien yaouank, e brezhoneg èl just.
D'ar meurzh 6 a viz Kerzu e oa staliet emvod-meur Bretagne viande bio er Faoued er Morbihan. Ur gwir kontekst a zo mare-mañ gant ar c'hig : nebeutoc'h a vez bevezet gant an dud, 'blam d'an arc'hant mes ivez d'ur c'hoant cheñch doare debriñ, gant-se e teu priz ar c'hig konvensionel keroc'h ha kazi keroc'h evit ar c'hig bio. Penaos 'ra BVB evit n'em dennañ gant tout-se ? Setu respontoù Iwan Le Baron