La Sauterelle a zo un daouad nevez a vro Gallo a lak an dud da zañsal àr sonioù hengounel Breizh Uhel mesklet get elektro-house. Muioc'h da glevout get Gurvan a zo kanet & soner biel.
An troc'h spontus get ar yezh n'eus hor lakaet e Breizh de vout digwriziet get an natur, get ar pezh a zo tro-dro deomp ivez en ur mod. Estroc'h a zo evit Breizh met berpet emañ ur rann-galon... Padrig Drean a zo bet àr roudoù ar loened hag ar gwez evit gellet o anveout da nebeutañ, o postal dre hentoù ar vro. Muioc'h àr ar staj natur Stumdi getoñ e fin ar podkast!
Ur blantenn un istor get Florie: ar boked bleuñv get Nathalie Benibri! Muioc'h a fodkastoù a c'heller [klevout amañ] (http://www.rkb.bzh/tag/ur-blantenn-un-istor/) .
An istoér livet get Nikolaz Grainic a zo ur feson pedago da droc'hiñ get ar gevier o deus treuzet ar c'hantvedoù, a-ziàr an dud a veve àr an tamm patatez mañ. Ar rannoù a zo da wellet [àr lec'hienn Brezhoweb] (https://www.brezhoweb.bzh/Tokou-houarn-kornek-gant-vikinged-istor-livet_fiche_3825.html) .
Un abadenn kinniget get Enora Molac e studio RBG e Pondi, Keleier ar vro get Erwan Blanchard.
Hiriv e vo kaoz deus boued, boued mat ag ar vro. Penaos ober evit ma vo evit razh (toud) an dud? Afer 'zo c'hoazh a zigreizenniñ. Un atersadenn àr-dro d'an devezh kendivizoù a oa e Pondi d'ar Sadorn 21/10 aozet get Lydie Massard, euro-kannadez UDB bremañ e strollad ar re c'hlas. Gaetan Duval o komz.
Adkavit kan ar loened e staj natur Stumdi e kompagnunezh Padrig Dréan e pennad-kaoz ar sizhun, Anne-Soaz aterset ivez e-pad ar reportaj e Ekomirdi Sant-Degan (a zegemere ar staj). Da glevout e fin ar podkast.
Da glevout er podkast ivez: War hentoù an Antroposenn get Loeiz Belleg, An alc'hwez aour sevenet get Mikael Baudu kinniget get Mael Gwenneg, karget a programmoù FR3 Breizh.
Kaset eo bet an abadenn dre-eeun a studio Radio Bro Gwened e Pondi get Enora Molac. Keleier ar vro get Anton Burel.
Kampionez ar Golden Globe Race a gomz a-ziàr ar pezh he deus bevet ha gwelet en ur ober tro ar bed he-unan àr he bag 11 metrad Minnehaha ar blez-mañ. Kirsten Neuschäfer he deus kavet dibar bout hep GPS na skramm ebet e-pad 8 miz àr vor, hag ar redoù-deur tomm a zo o cheñch ha se 'zo pouezus. Muioc'h da glevout dre he vouezh brezhoneg (hani Caroline Trouillet deus RBG) doc'h mikro Enora Molac.
Gwerz Denez a zo levr nevez embannet ar c'haner. Pennad-kaoz ar sizhun-mañ a zo kinniget get Maëlle Ausias (RKB).
Zombiellenium a zo da welet àr [Brezhoweb amañ] (https://www.brezhoweb.bzh/Zombillenium_fiche_4175.html) ha muioc'h da glevet get Florent Grouin, karget ag ar produiñ evit ar chadenn tele en linenn.
Keleier ar vro [da glevout a-bezh amañ] (https://radiobreizh.bzh/episode/59430) , kaset get Erwan Blanchard da vitin.
Avel em fenn a zo bet kaset get Enora Molac dre-eeun a studio Radio Bro Gwened e Pondi ha skignet àr Radio BOA dre-eeun ivez.
Gwerz Denez, setu anv levr nevez embannet get ar c'haner mil-vrudet Denez Prigent. Eñ an hini pedet ar sizhun-mañ get Maëlle Ausias evit displeg hirroc'h àr arz ar gwerzhioù.
Gouel bro Plistin a bed tud bro C'hallo an dibenn-sizhun mañ, muioc'h àr ar festival a grogay a benn Digwener aozet get Dañs Treger dre mouezh he frezidant Paskal An Intanv, pedet get Maëlle Ausias (RKB).
[Penn kil ha troat] (https://www.youtube.com/watch?v=iSPsWEzcOgc) a zo un heuliad dibar skignet get FR3 er mare-mañ, muioc'h get Mael Gwenneg rener ar programmoù evit klevout hirroc'h àr ar serienn.
Adkavit ivez muioc'h àr ar somatiziñ/ar somatekaat get ar medisin e retret Alan Goulwen, ha [Keleier ar vro] (https://radiobreizh.bzh/episode/59405) kaset get Metig Jakez Vargas.
Avel em fenn ar Lun mañ a zo bet kaset get Enora Molac dre-eeun ag RBG.
Evel bep trede sadorn miz Here, e vo Foar ar c’hezeg hag an ebeul e Kerrien, ur bourk war kumun Boulvriag. Ur foar kozh, leun a startijenn enni hag a ziskouez ivez loened ne vezont ket kement ‘ba buhez pemdez an holl war ar maez ken. Kezeg.
Ouzhpenn ‘vit ar c’hezeg a zo peogwir e vo bern animasionnoù ha traoù da welet ha da werzho. Ur foar gant ur 7000 den bennaket bep bloaz. Yvon Boutier a gont hirorc’h deomp.
[Ur reportaj war diaporama Nicole ha Felix Garreg war an adlodennañ e Trabrin.] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59157)
Ar gronikenn E pleg en hent, pempvet lodenn an heuliad war ar psikoz. Aze e gomz Clement Guillanton, psikologour 'ba Montroulez, [war ar vugale tapet gant ar psikoz.] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59158)
Adskignadenn Keleier ar Vro hag ar Bed gant Anton Burel.
Trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun war al liorzh rannet e Pondi, Ekolokobio.
Kerzh ar bloavezhioù 1973 ha 1974 e oa bet brezel e Trabrin abalamour d’an adlodennan. Stourm krenv ha kalet a zo bet etre an dud, ha deuet oa tud deus lec’h all da souten ar re a-enep d’ar remembrement. Loeiz Roparz a oa en o zouesk ha kinniget ‘n oa da Felix ha Nicole Garreg dont da dapout fotoioù. Un diaporama a oa bet graet neuze d’ar c’houlz-se ha gwerzhet da Virdi Breizh e Roazhon. Goude bezañ bet renevesaet ar fotoioù ar mizioù tremenet ez int bet diskouezet da tud Trabrin a-benn gouzout piv oa war ar fotoioù. Ha d’an 30 a viz Gwengolo ez eo bet diskouezet al labour echu e Trabrin. Morgan Large a oa eno hag aterset he deus un nebeud tud evit kaout o sell war an adlodennañ ha pezh a chom deus an istor-mañ hiriv an deiz. Ha Nicole Garreg a gont deomp, dre bellgomz, penaos e oa tremenet an traoù pa oen bet eno er bloavezhioù 70, hag ar fed diskouez en dro ar fotoioù deus ar prantad kriz bet bevet gant tud Trabrin eno ar miz tremenet.
E petra e soñjer pa grouer un abadenn tele nevez? Etre ar soñj hag an oberenn e c'hell bout ur bochad labour, hag emañ ret kemer e kont ur bochad elfennoù disheñwal. Muioc'h get Florent Grouin (Brezhoweb) get an abadenn amprou nevez [Penaos c'hoari] (https://www.youtube.com/watch?v=HmcTP59cTZg) .
Un den nevez a zo erruet evit labourat get skipailh pedagogel Skolaj-lise Diwan Gwened, Florian Voyenne. Desket brezhoneg ar blez paset get ar c'helenner àr ar yezhoù klasel, muioc'h àr an hent bet heuliet getoñ da glevout e penn kommañs an abadenn.
"Ne faot ket lezel an douar e-noazh" setu unan a gerioù-stur Joëlle, a ro kinnigoù poellek d'an dud a volonte-vat eh ober àr-dro ar liorzh rannet Ekolokobio e Pondi. Muioc'h get Andrea Ar Gall, prezidantez ar gevredigezh, e pennad-kaoz ar sizhun.
[Keleier ar vro ar mitin-mañ] (https://radiobreizh.bzh/episode/59122) oa, kaset get Tomaz Laken. Un abadenn kaset dre-eeun a Bondi get Enora Molac.
Priz Nobel fizik 2023: dizoloet modoù d'ober arnodel nevez evit studiiñ dinamik an elektronoù er materi. Un analogiezh evit displeg traoù luzhiet met na rit ket biloù: labour Doc an hani eo!
NAVA a zo un triad sonerion dibar a ginnig sonerezh gwrieizt mat ha digor d'ar bed, sonioù nevez ha dibar krouet get Jañ-Lug ar Mouel, pedet ar c'haner en abadenn. Kan a ra 1/4 ton evit lakaat da glevout glad muzik ar bobl.
Ur liorzh rannet a zo ganet e Pondi, savet get ar gevredigezh Ekolokobio. Gwez-aval, Roz-malv, betaravez sivi pe flamboez, donemat en ur bed lan a c'houstoù bourrus!
Bali Breizh e Kawan: displegadennoù rener programmoù FR3 Mael Gwenneg.
Keleier ar vro: Erwan Blanchard. Kaset Avel em fenn get Enora Molac e Pondi.
Evel pep gwener ez eomp da welet un Ti ar Vro a-benn gouzout hirorc'h war an darvoudoù aozet gante hag o mont en dro. Anna Al Lae a zo erruet e Ti ar Vro Gwengamp e miz Eost, kontañ a ra deomp pezh a vez kinniget a-hed ar bloaz ha pezh a vo e miz Du.
Ar gronikenn Barzaz : eil lodenn ar gronikenn diwar-benn levr div danevell Riwal Huon Micha Riou & Gwastell ar rouaned. Ar gronikenn diwar-benn Micha Riou a vo klevet neuze.
Keleier ar Vro hag ar bed gant Metig Jakez Vargas.
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun diwar-benn ar vanifestadeg bet d'ar Merc'her 4 a viz Here e Sant-Brieg evit goulenn gant ar Stad an arc'hant a zle d'ar beizanted o deus sinet ur c'hontrad evit lakaat e plas an MAEC : Mesures Agro-Environnementales et Climatiques. Hiriv eo Serj Lanneshoa a vo klevet o komz deus e sell war ar fed e vefe prenet nebeutoc'h a voued bio gant an dud.