Un atersadenn gant Laetitia Fitamant deus Radio Kerne gant Marc Andro, prezidant ar GALPA diwar-benn ur gomision a zo bet e Douarnenez Kumuniezh Kumunioù.
Pennad-kaoz ar sizhun gant Serj Lanneshoa, bet peizant e Pederneg ha deuet da stourm evit ma rofe ar Stad an arc'hant a zle d'ar beizanted o deus sinet an MAEC, ar Mesures Agro-Environnementales et Climatiques.
Keleier ar vro hag ar bed gant Anton Burel
[Ur gronikenn Daouarn ha Pri gant Awen Prigent] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59053) . Displegañ a ra penaos e ra ar c'hlinkadurioù war e bodoù, hag amañ e gomz deus e klinkadurioù mod Gravriniz.
Testeni Tugdual Karluer, troer orin ar vandenn-treset Bezhin-glas: an istor difennet. Respontet en doa doc'h goulennoù Tomaz Laken ag RKB. Ar pennad e-unan a zo selaouap' [amañ] (https://www.radiobreizh.bzh/fr/episode/59002) .
A benn Disadorn e vo fest-noz [Skolaj-lise Diwan Gwened] (https://www.facebook.com/skolajdiwan56) . Lors Landat ha David ar Gall àr o labour kelennerion, aozerion gouel, hag àr traoù arall e fin an abadenn.
[Ur Blantenn un istor get Véronique Bourjot] (http://www.rkb.bzh/actus/daoulagad-ar-werchez-gant-veronique/) , he deus bevet ur sapre avañtur!
E pleg an hent, kronikenn psiko Maëlle Ausias get ar bredour Clément Guillanton da glevout en-dro [amañ] (http://www.rkb.bzh/tag/psikologiezh/) !
Eil tamm Pennad-kaoz ar sizhun: Dimerc'her paset e oa kant hanter kant trakteur dirak prefetioù Breizh, da-heul disklâriadenn ar Stad e vank argant evit o faeiñ àr o labour doujusoc'h doc'h an endro, e framm an [MAEC] (https://agriculture.gouv.fr/maec-les-nouvelles-mesures-agro-environnementales-et-climatiques-de-la-pac) (Mesures Agroenvironnementales Et Climatiques). Goulven Troadeg peizant e Plonevez-Moedeg & Kristen Bodros staliet e Lannbaeron a zo o daou ezel e Kengevread ar Beizanted (Confédération Paysanne). Displeg a reont a-hed ar sizhun o rol èl laburizion-douar en afer-se. Pennad-kaoz ar sizhun get Maëlle Ausias (RKB) ar sizhun-mañ.
Deuet eo An Oriant de vout ur lec'h pouezus evit ar Redadegoù à vor. Moraerion ampart a vo er vro adal Diriaou evit komz ag o skiant-prenet evit [Festival Avanturien ar mor] (https://aventuriersdelamer.fr/) , a grogay a benn arc'hoazh. Alan Sann doc'h mikro Enora Molac.
[Made e Breizh] (https://www.brezhoweb.bzh/Didoulla-rod-marc-h-houarn-made-breizh_fiche_4068.html) : degemeret Florent Grouin karget ag ar produiñ evit bout doéré Brezhoweb, an abadenn a ya da welet tud ar vro evit deskiñ ober traoù jaojabl hon unan.
Keleier ar vro: Erwan Blanchard dre-eeun e Arvorig FM.
Avel em fenn kaset dre-eeun a Bondi get Enora Molac
Ouzhpenn miz zo bremañ e oa krog da sevel bec'h war ar rouedadoù sokial diwar afer troidigezh vrezhonek ar vandenn-dreset Algues vertes, l'histoire interdite. Oberenn ar gazetennerez Inès Lérault hag an treser Pierre Van Hove. Gant An Amzer, un ti-embann eus Pornizh e Liger-Atlantel, eo bet graet war-dro an embann e brezhoneg.
Met kemmet da vat e oa bet labour an troer gant an embanner just a-raok na vije embannet ar vandenn-dreset e miz Gouere. Abalamour da se eo bet gourdrouzet an embanner bezañ kaset dirak ar justis gant an obererien ma ne vije ket tennet gantañ ar skwerennoù eus al levr hag a zo c'hoazh e gwerzh e stalioù-levrioù ar vro. Goulennet o deus groñs ivez digantañ adembann an oberenn dindan ur stumm asantet gante. Met n'en deus ket goulet an embanner plegañ. Rak hervezañ n'eo ket reizh ar c'hlemmoù graet outañ.
Kinnig a reomp deoc'h klevout santimant an troer, Tudual Karluer. Hennezh en deus bet digarez da reiñ e soñj er gazetenn Ya ! dija. Selaouomp anezhañ o tisplegañ gant peseurt spered en deus bet c'hoant da lakaat e brezhoneg ar vandenn-dreset « Bezhin glas, an istor difennet ».
Dre ur gemennadenn embannet war ar rouedadoù sokial eo bet gouvezet soñj an embanner. Hervezañ n'en deus ket an troer kinniget evel oa dleet ur skrid diouzh choazoù embann an embanner. N'en deus ket doujet ivez d'an termen lakaet d'achuiñ an droidigezh. Ha hervezañ bepred eo eñ an hini eo a zo kiriek ma n'en deus ket bet amzer da adlenn ar stumm bet kemmet gant an embanner a-raok ar moullañ.
Evit c'hoazh n'hon eus ket bet respont pozitivel ebet d'hom c'hinnigoù atersiñ digant tud all o deus bet ur perzh en afer-se.
Hiroc'h zo da lenn [war lec'hienn internet ar media Splann!] (https://splann.org/br/bd-bezhin-glas-istor-un-droidigezh-aet-da-fall/)
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken
Dimerc'her paset e oa kant hanter kant trakteur dirak prefetioù Breizh, da-heul disklâriadenn ar Stad e vank argant evit o faeiñ àr o labour doujusoc'h doc'h an endro, e framm an [MAEC] (https://agriculture.gouv.fr/maec-les-nouvelles-mesures-agro-environnementales-et-climatiques-de-la-pac) (Mesures Agroenvironnementales Et Climatiques). Goulven Troadeg peizant e Plonevez-Moedeg & Kristen Bodros staliet e Lannbaeron a zo o daou ezel e Kengevread ar Beizanted (Confédération Paysanne). Displeg a reont a-hed ar sizhun o rol èl laburizion-douar en afer-se. Pennad-kaoz ar sizhun get Maëlle Ausias (RKB) ar sizhun-mañ.
[Dañsal dindan ar glav] (https://www.youtube.com/watch?v=ov3FHl8j5Uo) a zo un teul-film a zoare a gont istoer Elen, tapet get krign-bev ar vronn, sevenet get Goulwena An Henaff. Un abadenn talvoudus da welet e mare Here-Roz. Hirroc'h er gronikenn Neventi [FR3] (https://france3-regions.francetvinfo.fr/bretagne/) e kompagnunezh Mael Gwenneg e karg ag an abadennoù e brezhoneg. Ur gronikenn nevez a vo adkavet bep Lun.
Ar wikend-mañ e veze roet tro-goug an erminig da 4 zen, Ronan Coadig, Monig ar Boulch, Joel Cornette ha Natalie Beauvais a zo bet enoret. Muioc'h àr an [ensavadur] (https://www.skoluhelarvro.bzh/ceremonie-des-hermines-2023/) e kompagnunezh Rowanon Kervella doc'h mikro Morgane Cotten (Radio Kerne).
Somatek e c'hell bout an droug er c'horf. Muioc'h àr an afer get ar medisin-bet Alan Goulwen er gronikenn yec'hed.
Keleier ar vro get Metig Jakez-Vargas.
Un abadenn kaset dre-eeun a Bondi get Enora Molac e studio Radio Bro Gwened.
Un atersadenn war eeun gant Padrig Ferog evit komz deus darvoudoù miz Here e brezhoneg : atelieroù kan, staj kontadennoù hag ar pezh-c'hoari Twits a vo e Glenmor d'ar merc'her 11 a viz Here.
Keleier ar vro hag ar bed gant Metig Jakez-Vargas
Lodenn diwezhañ pennad-kaoz ar sizhun diwar-benn an drouized.
Kronikenn Daouarn ha pri gant ar poder Awen Prigent diwar-benn an turgn, ar mekanik a lak da dreiñ ar pri a-benn sevel ur pod.
Atersadenn Awen Prigent diwar-benn Festival Blues an div rinier a vo e Benac'h etre ar 6 hag an 8 a viz Here.
Lodenn gentañ ar gronikenn Barzaz war levr Riwal Huon, Micha Riou & Gwastell ar Rouaned, gant Magali Baron ha Tomaz Laken.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Tomaz Laken
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun war an drouized.
[Ur reportaj e gar Koneri war barrouz Louargad, er stal objedoù eil dorn La Bout'] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/58888) . An embregerezh Euredenn, perc'hen war hangar lec'h m'emañ staliet La Bout', en deus c'hoant da werzhañ an dachenn. Ur reportaj gant Tomaz Laken.
Keleier ar vro hag ar bed gant Metig Jakez-Vargas
Trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun diwar-benn an druized.
D'ar sadorn 23 a viz Gwengolo e oa deuet e-leizh a dud betek gar Koneri war barrouz Louergad ! Respontet o doa da c'halvadenn ar gevredigezh La Bout' a soursia eus ur voutik a ro un eil buhez d'an traoù bet implijet gant an dud. Dilhad, meubl, bitrakoù pe beseloù a vez kavet eno da brenañ marc'had-mat hardizh !
Met siwazh e c'hallfe bezañ rediet La Bout' da zilojañ abalamour m'emañ an embregerezh Eureden, hag a zo perc'henn war o zi, e sell da werzhañ anezhañ. Achuiñ a ray al lizher-feurm e fin ar bloaz ! Met talvoudus-bras eo al lec'h-se da galz a dud eus ar vro. Ur rekour eo d'ar re n'o deus ket aez da brenañ traoù ker pe c'hoazh d'ar c'hevredigezhioù ha da skol ar gumun a resev ur gwenneg bennaket digant La Bout' gwech ha gwech all. Dilennidi a oa deuet ivez disadorn betek porzh ti ar gevredigezh, da reiñ da c'houzout e oant prest da souten. Arnaud Toudig a oa aze. Hennezh zo koñsailher-rannvro en karg eus ar c'hevredigezhioù. Pe c'hoazh Frañsoa Marreg, maer Benac'h, a vo klevet ganeoc'h e penn kentañ ar pennad-komz.
Ha da glevout ivez er reportaj, Clothilde, Valentine, Nelly ha Remi...
Digor e vez La Bout' d'al lun ha d'ar merc'her diouzh ar beure ha kentañ sadorn bep miz goude kreisteiz...
Ur reportaj gant Tomaz Laken
Ganet eo ur liorzh lodet/rannet nevez e Pondi, krouet get ar gevredigezh Ekolokobio, liammet get Biocoop Callune. Andrea ar Gall prezidantez ar gevredigezh doc'h mikro Enora Molac, reportaj da glevout e penn kommañs an abadenn.
Kredennoù a vez get an drouized. Pascal Lamour (drouiz, apotiker ha soner) & Per Vari Kerloc'h (6vet drouiz meur Gorsedd Breizh) a zigor o bed, e pennad-kaoz ar sizhun mañ.
Adkavet ivez Carmen Le Bris, hanter bac'het e Irkoutsk e bro Rusi, Keleier ar vro get Erwan Blanchard ha Teñzor ar brezhoneg komzet get Padrig Drean.
Un abadenn kaset dre-eeun a Bondi get Enora Molac.