100 vloaz luskad arzel ar Seiz Breur eo ar bloaz-mañ ! Hag ar bloaz-mañ neuze, kant vloaz war lerc'h, zo bet savet un diskouezadek, hag ur strollad arzourien nevez war ar memes tro ! « Pevarzek » eo anv an diskouezadeg hag ar strollad. Owen Poho ha Mathieu ar Gwern, alias Krank Du, a zo perzh o daou deus « Pevarzek », hag o daou dizaignourien. Displegiñ a reont e peseurt keñver eo par ar pezh a reont deus ar pezh a rae ar Seiz Breur...
Ar gronikenn E pleg an hent war teoriennoù disheñvel ar psikologourien war al lavar, gant Clement Guillanton, bredour e Montroulez.
Trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun war ar brezel etre Israel hag an Hamas gant Klaod an Intanv, ezel deus ar gevredigezh Frañs Palestine Kengred.
[Ur reportaj war Miltamm ] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/60155) an embanner Bannoù Heol. Daou viltamm e brezhoneg nevez a zo bet embannet gant Bannoù-heol ! N'eo ket un taol-arnod ken evit an ti-embann e brezhoneg : e 2021 djia oa bet embannet ur miltamm gant kartenn Vreizh e brezhoneg, hag an oe graet berzh. Evel an daou re gentañ eo Mikael Bodlore-Penlaez, douaroniour anezhañ, an hini an eus savet ar c'hartennoù. Un atersadenn gant Arno Elegoed, penn-braz Bannoù-Heol, Herve Gwegen, selvij an anvioù-lec'h e Ofis Publik ar Brezhoneg ha Mikael Bodlore deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean.
[Ar gronikenn Daouarn ha Pri] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/58803) war labour ar pri gant Awen Prigent, poder 'ba Benac'h.
Pevare lodenn [Pennad-kaoz ar sizhun war nevezentioù ar Redadeg. ] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/60191)
Un atersadenn dre bellgomz gant Hannah Al Lae diwar-benn ur c'hamp vakañs evit ar grennarded en Alpoù evit sikour repuidi o paouez treuziñ an Alpoù, aozet gant Ti ar Vro Gwengamp.
[Ar gronikenn Barzhaz] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/60182) gant Magali Baron o komz deus al levr evit ar vugale [Stamenn Tin.] (http://www.brezhoneg.org/br/livres/stamenn-tin)
Lodenn diwezhañ [Pennad-kaoz ar sizhun war Nevezentioù ar Redadeg] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/60191) ha dreist-holl ar c'hilometradoù dre nij.
Pesket vo kaset gant Bro Oman betek an Oriant ! Un emglev zo bet savet etre Porzh Keroman en Oriant ha sultaniezh Oman. Faot a ra da Oman sevel ur porzh pesketa 250 devezh-arat. Ar pal evit porzh Keroman a zo skoazellañ Bro Oman da sevel ar porzh pesketa etrevroadel-se e Duqm. En eskemm vo kaset pesked eus Oman betag an Oriant, da reiñ labour d’ar porzh. Kounaret eo an ekologourien kar e vint kaset dre garr-nij beteg an Oriant... Alain Le Sann doc'h mikro Yuna Cojean
Klaod An Intañv ag ar gevredigezh France Palestine Solidarité, a zistro e Pennad-kaoz ar sizhun eit kenderc'hel get e analiz àr ar lazhadegoù e Gaza. Getoñ, ur sell war ar bolitikerezh etrevroadel ha Gall da geñver Israel hag ivez istor al Likoud, strollad politikel Benyamin Netanyahou. Ur sujed get Maëlle Ausias ag RKB.
Adkavit ivez Florent Grouin àr neventioù [Brezhoweb.] (https://www.brezhoweb.bzh/Made-breizh_365.html)
Avel em fenn a zo bet kaset dre-eeun a studio RBG e Pondi get Enora Molac, asambl get Yuna Cojean evit Keleier ar vro & ar bed.
Neventioù an triad SEIM: Marine Lavigne a gont ag he flijadur hag e freder da grouiñ ha da vonet pelloc'h er raktres krouet e 2022 get Jonathan Dour, asambl get Anthonin Volson. Muioc'h geti e penn kommañs an abadenn
Brezel a zo en Israel ha Gaza a-houde ohpenn 2 viz. Krog oa ar c'henstokoù pell 'zo, ha gwashoc'h a-houde krouidigezh Stad Israel e 1948. Klaod An Intañv a zo er gevredigezh AFPS - France Palestine Solidarité. Pennad-kaoz ar sizhun kaset get Maëlle Ausias (Radio Kreiz Breizh).
Adkavit ivez kronikennoù War hentoù an antroposenn get Loeiz Belleg, ha program Nedeleg FR3 Breizh get rener ar chadenn Mael Gwenneg.
Keleier ar vro hag ar bed get Metig Jaker Vargas, un abadenn kinniget dre-eeun a studio RBG e Pondi get Enora Molac.
Daou viltamm e brezhoneg nevez a zo bet embannet gant Bannoù-heol ! N'eo ket un taol-arnod ken evit an ti-embann e brezhoneg : e 2021 djia oa bet embannet ur miltamm gant kartenn Vreizh e brezhoneg, hag an oe graet berzh. Ar bloaz paseet eo ur miltamm gant ar broadoù keltiek hag a zo bet embannet gant Bannoù-heol. Ar bloaz-mañ eo kartenn ar bed hag a zo bet lakaet beuzzeul, ha n'eo ket en ur stumm mez e daou : unan evit ar vugale, 280 tamm anezhañ, hag unan evit ar re vrasoc'h, a ra... 1000 tamm ! Evel an daou re gentañ eo Mikael Bodlore-Penlaez, douaroniour anezhañ, an hini an eus savet ar c'hartennoù asambles gant Arno Elegoed, penn-braz Bannoù-Heol hag Herve Gwegen, selvij an anvioù-lec'h e Ofis Publik ar Brezhoneg deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean.
An daou viltamm a goust 15 € ha 16 €. Gall a reer [prenañ anezho] (https://bannouheol.com/br/miltammou/miltamm-kartenn-ar-bed-1000-tamm) war lec'hienn internet Bannoù-Heol, pe kavout anezho e pep stal sevenadurel a feson !
An Emgavioù Benelour European a veze dalc'het e deroù ar sizhun b'An Naoned. Aozet oa get ar gevredigezh Choisir la cause des femmes. Muioc'h get Ludsine Briand doc'h mikro Raphael Thouroude (Radio Naoned).
5 sizhun a chom c'hoazh d'ar skolioù skolajoù ha liseoù evit kas o c'hanaouenn, evit ma vo choazet get skipailhad Ar Redadeg! Kanaouenn ofisiel an dud deuet evit [Ar Redadeg 2024] (https://www.ar-redadeg.bzh/fr/actualites/article/le-parcours-de-la-redadeg-2024-a-ete-defini) a zo e tan donet 'maez, get Kaolila & El Maout, er podkast-mañ emañ e fin an abadenn e Pennad-kaoz ar sizhun! Adkavit ar gopridi Tifenn Siret Cyril Lelong ha Fulup Kere.
Adkavit ar gronikenn E pleg an hent get Clément Guillanton: hiriv muioc'h a-ziàr ar gibellad lavar hag e levezon àr hor feson de gomz. Ur gronikenn da adkavout [AZE] (https://www.rkb.bzh/e-pleg-an-hent/) kinniget deoc'h get Maëlle Ausias (RKB).
Ar votez-koad staliet àr-dro kouzoug ar vugale a gomze ur yezh arall evit ar galleg er skol a vez anvet ar symbol (an arouez e brezhoneg ivez). Labouret he doa Rozenn Milin àr an ostilh-gwask-se a zo bet lakaet e plas e mar a vro en tu arall d'ar Frañs ivez.
Digoret eo ar gwerz kilometroù! Neventioù Ar Redadeg e kompagnunez gopridi ar gevredigezh Tifenn Siret Cyril Lelong ha Fulup Kere, da glevout a-hed ar sizhun goude ar c'heleier e Pennad-kaoz ar sizhun.
Adkavit ivez Carmen e Ladakh, er gronikenn Beajoù a zo bet klevet evit ur wezh, e plas Florent Grouin evit Brezhoweb (er adkavet e vo a benn Dimeurzh de zonet!).
Un abadenn kinniget get Enora Molac dre-eeun a studio RBG e Pondi, Keleier ar vro & ar bed get Yuna Cojean.
Muioc'h-mui a dud a zo er bed, hag emañ ret lojiñ pep hani. Neoazh ehamp e vonet àr-an-dro d'un enkadenn hin spontus. Ur lezenn a zo bet votet d'an 13 a viz Gouere: ZAN. Zéro Artificialisation Nette. N'eus ket droat ken da sevel tier stèl a-raok. Kudennoù a zo get ar lezenn neoazh. Henri Goardon maer Goulien doc'h mikro Benjamin Bouard (Radio Kerne).
A benn 6 miz e vo Ar Redadeg! Muioc'h àr ar pezh a zo àr ar stern get skipailhad ar gopridi Tifenn Siret, Cyril Lelong ha Fulup Kere e Pennad-Kaoz ar sizhun! Muioc'h a vo da glevout bemdeiz a-hed ar sizhun mañ.
Adkav a rahet ivez kronikenn fizik Loeiz Belleg ha neventioù Bali Breizh get Maël Gwenneg rener e FR Breizh.
Un abadenn buhezet get Enora Molac dre-eeun a studio RBG e Pondi. Keleier ar vro get Metig Jakez Vargas.
Mari-Elen Morvan, krouerez ar strollad c'hoariva Strollad Kallag a zo war-eeun evit komz deus al lid 30 vloaz aozet gante d'an 2 a viz Kerzu.
Kronikenn Daouarn ha pri gant Awen Prigent o komz deus ar sielloù a zo en e atelier.
Keleier ar vro hag ar bed gant Erwan Blanchard.
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Yannick Larvor ha Silvi Gwezennek evit komz deus al labour sekretour.ez-mêri.