Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Manifestadeg Lannuon evit ospitalioù Aodoù an Arvor

Manifestadeg Lannuon evit ospitalioù Aodoù an Arvor

12/01/2024

D'ar Sadorn 13 a viz Genver 2024 e vo ur vanifestadeg e Lannuon evit difenn ospitalioù ar vro. 'N eus ket voaien da wilioudiñ e Gwengamp ken abaoe un nebeut mizvezhioù, komzet 'vez a serriñ ar surjianerezh eno, komzet 'vez ivez deus urjañsoù Lannuon e vefe reoliataet, réguler e galleg, deus noz adalek miz Meurzh hag ospital Sant-Brieg a zo erruet gourleuniet. Adalek al lezenn Buzyn e vez savet raktresoù a gomz a vihanaat ospitalioù staliet war ar maez.
D'ar meurzh 9 a viz Genver e oa emvod-meur Komite Souten Ospital Gwengamp ha Yann-Fañch Durand a zo adstaget gant ur gargad ken-prezidant. Hag ul lizher, sinet gant 80 dilennad.ez deus ar vro a zo bet roet d'ar prefed d'ar merc'her 10 a viz Genver, Trefina Kerrain, dilennadez UDB e kuzul-kêr Lannuon he deus he sinet. Klevet 'vo o daou lâret o soñj war stad an ospitalioù ha politikerezh ar Stad war ar Yec'hed.


Avel em fenn - Merc'her 10 a viz Genver

Avel em fenn - Merc'her 10 a viz Genver

10/01/2024

La cabane a zo un escape game nevez ganet e Gomené, aozet en ur garavanenn. Pep tra 'zo graet get daouarn hag empenn Tangi Simon ha Gwen Townsend. Muioc'h àr ar c'hoñsept en atersadenn graet get Enora Molac (Radio Bro Gwened).

Ar sizhun-mañ e komzer a Friko, ur predti nevez e Gwimaeg. Boued a galite, talvoudegezhioù ha c'hoantoù sokial a vag an daou davarnour Yoann ar Puilh ha Dylan Simon. Muioc'h doc'h mikro Maëlle Ausias (Radio Kreiz Breizh).

Las Entrevistas: adal ar sizhun-mañ e kinnigomp deoc'h ur gronikenn nevez, evit bout doéré a ved an dud a stourm àr ar yezhoù minorel, an deskadurezh pobl, ar feminism ha plas an dud LGBTQI. Anjela Stefan a zo o veajiñ enno er mare-mañ. Ar plac'h deus Menez-Are, a bourmen he vikro enno evit gwir plijadur hor divskouarn! Ur gronikenn frammet & kinniget deoc'h get Maëlle Ausias (RKB).


Keleier ar vro & ar bed get Metig Jakez Vargas dre-eeun a Radio Kerne e Ploneiz, Avel em fenn a zo bet kaset dre-eeun a Bondi get Enora Molac e RBG.


Avel em fenn - Meurzh 9 a viz Genver

Avel em fenn - Meurzh 9 a viz Genver

09/01/2024

Ur radio e brezhoneg penn kil ha troat a live Breizh! Setu ar raktres Radio Breizh o tiorren, ur radio a zo gortozet a-houde degadoù a vleadoù get ar selaouerion·ezed. Muioc'h àr Radio Breizh, ar radio, get Alan Kloareg prezidant ar gevredigezh Brudañ ha Skignañ doc'h mikro Tunvezh Wloeguen Grandjean.

Pennad-kaoz ar sizhun a zo gouestlet d'ar predti Friko an deizioù mañ, lañset get Yoann ar Puilh ha Dylan Simon e Gwimaeg. Ur sujed da glevout e fin an abadenn a dammigoù bemdeiz, kaset get Maëlle Ausias ag RKB.

En abadenn-mañ e c'hellehet adkavout ivez Florent Grouin (Brezhoweb) evit komz deus boazioù sellout an dud, hag an daou film-bevaat Preñv Meurbet ha Zog 2.

Keleier ar vro get Anton Burel dre-eeun a Roazhon. Avel em fenn a zo bet kaset dre-eeun a Bondi get Enora Molac e studio RBG.


Avel em fenn - Lun 8 a viz Genver

Avel em fenn - Lun 8 a viz Genver

08/01/2024

Trouzusoc'h trouzus e za ar faskourion de vout er straedoù. E Bro Frañs met e Breizh ivez. Hag ar reuz bras a zo bet àr X (twitter-bet) e penn kommañs ar blez get embann ar gazetenn [Pobl Breizh] (https://www.pressespopulaires.bzh/produit/peuple-breton-vivant/) a skeudenna an afer ur wezh c'hoazh. Hervezh Anne Koadig eh eus mar a fenomen evit displegiñ an traoù, unan anehe kresk an tu dehoù pellañ dre ar votoù ivez. Ar blez mañ o deus sindikadoù zo a zepartamant Aodoù an Arvor krouet ar VISA 22: Vigilance et Initiatives Syndicales Antifascistes. Muioc'h geti, ezel er sindikad Solidaires e penn kommañs an abadenn. Un atersadenn get Tunvezh Wloeguen Grandjean (RKB).

Friko a vo anv ur predti savet get Yoann Ar Puilh ha Dylan Simon, muioc'h àr ar boued lipous alejet gete get Maëlle Ausias! (RKB)

Da adkavout ivez er podkast mañ: Maël Gwenneg rener FR3 Breizh àr abadenn Bali Breizh e Gwened, hag ar goustoù e kompagnunezh ar medisin-bet Alan Goulwen.

Un abadenn kaset get Enora Molac (Radio Bro Gwened), Keleier ar vro & ar bed get Tunvezh Wloaguen-Grandjean.


TUT! hag enkadenn ar lojeiz e bro An Oriant

TUT! hag enkadenn ar lojeiz e bro An Oriant

08/01/2024

Bout ur lojeiz dereat a zo ur gwir enskrivet e Disklêriadur hollvedel gwirioù mab-den.
A-houde un nebeut bleadoù ema bet savet strolladoù e Breizh evit lâret groñs penaos emañ ret diwall doc'h ar c'hudennoù lojiñ. Un enkadenn n'eus kresket e 2020, e-pad prantad ar c'hovid, a lak muioc'h mui a dud de veviñ àr ar bemdeiz e koñdisionoù diaes.
Devezhioù kendiviz àr enkadenn ar lojeiz oa aozet get ar gevredigezh T.U.T. (Toustes un toit). Pedet an dud da eskemm ha kaozeal asambl, b'An Oriant en Embarcadère. Selaouit doc'h Maï Le Strat hag Aodren Trehin, izili ar gevredigezh.


Avel em fenn - Gwener 22 a viz Kerzu

Avel em fenn - Gwener 22 a viz Kerzu

28/12/2023

Un [adskignadenn] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/54399) deus ul lodenn deus an heuliadenn Krouerezed, bet savet 'bloaz paset : Sylvie Troadeg a vev e-touesk ar bleunioù en he jardin, anvet "Diskrab", staliet war gumun Tredraezh-Lokemo. D’ar c’houlz-mañ ar bloaz eo leun he atalier a vleunioù sec’h, peadra da sevel kurunennoù pe bokedoù bleuñv sec’het, bleunioù bet hadet, lakaet da greskiñ ha kutuilhet ganti a-hed ar bloaz. Er pennad-kaoz-mañ e konto Sylvie deomp deus ar pezh eo he micher bokedourez hag e tiskrivo un darn deus ar spesadoù bleuñv a lak da sec’hañ.
Ar gronikenn Barzhaz war al levrioù Trouzioù an noz, Pennadoù Sul ha Plant ar Vro.


Avel em fenn - Yaou 21 a viz Kerzu

Avel em fenn - Yaou 21 a viz Kerzu

28/12/2023

Klez Brandar a vev e Bro Tchek, kontañ a ra deus mikro Benjamin Bouard penaos tremen Nedeleg eno.
Ar gronikenn Ouzhpenn ar Vretoned 'zo war [Poblañs Pasifik] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/58392) : D'an 28 a viz-Ebrel 1947, an añtropologour Thor Heyerdahl yae kuit deus ar Perou da vont d'ar Polinezi. Hennezh faote dezhañ prouiñ neuze 'oa bet poblet inizi ar Pasifik gant tud deuet deus an Amerik e-bourzh bagoù bihan evel an hini 'noa savet gant e gamaraded, ar c'hKon-Tiki. Deuet 'oa a-benn da dreuziñ ar Pasifik, met en em dromplet 'oa memestra ...
Ar gronikenn Ar brezhoneg o tont war e giz, bet savet gant Tomaz Laken e 2018, war kerzhadeg Ploue-An Oriant ar gevredigezh Galv.


Avel em fenn - Merc'her 20 a viz Kerzu

Avel em fenn - Merc'her 20 a viz Kerzu

28/12/2023

Kreiz miz here eo bet diskoachet gant annezidi Douarnenez hag ar strollad politikel Douarnenez Terre Citoyenne e oa eus ur raktres sevel lojeiz e uzin Chancerelle hep ma vefe goulennataet an dud war ar raktres nevez-se.
Padal e oa bet prenet an uzin e 2021 gant Jean-Pierre le Goff gant ar pal chom gant ur raktres industriel troet war ar mor. Ar strollad prevez Bouygues a zo perc'henn war an uzin hiziv an deiz.
Petra 'zo c'hoarvezet ? Diaes da c'houzout ...
Maxime Touzé ezel eus ar strollad Douarnenez Terre Citoyenne ha dilennad UDB e ti kêr Douarnenez a zispleg hiroc'h deomp
Ar gronikenn psikologiezh E pleg an hent war an doare ma vez ezhomm deus un den evit dielfennañ pezh a lavaromp hag an doare m'hon eus da ezteurel an traoù.
Ar gronikenn Brav ha bev war ar c'hromosom Y.


Avel em fenn - Gwener 15 a viz Kerzu

Avel em fenn - Gwener 15 a viz Kerzu

28/12/2023

En abadenn-mañ, un atersadenn gant Gwenifer Raymond. Ouzhpenn tachenn an diskouezadegoù a zegemer sonadegoù kerzh an trasnmusicales. Berzh en deus graet ar re dalc’het ‘ba sal ar frankiz. Eno e tro 4e hag 8e oa tu dizoloiñ strolladoù en un doare digoust Hag un arzourez zo tremenet d’ar gwener hec’h unan war al leurenn o soniñ gitar, Gwenifer Raymond. Etre he fladenn gentañ hag an eil eo tremenet d’an american primitive d’ar welsh primitive. Raphaël Thourode asambles gant Ffion, hor jubennourez, en deus goulennet peseurt diforc’h zo etre an daou.
[Ar gronikenn Barzhaz] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/60181) war ur pezh-c'hoari bet skirvet gant Jarl Priel, [Ar Samaritan Madelezhus. ] (http://www.brezhoneg.org/br/livres/ar-samaritan-madelezhus)


Avel em fenn - Yaou 14 a viz Kerzu

Avel em fenn - Yaou 14 a viz Kerzu

14/12/2023

Ar budjet ‘vo voted e Rannvro Breizh ar sizhun-mañ. E-touez ar muzulioù da studiañ evit an dilennidi ‘vo ur steñv evit ar yezhoù bro. « adbepec’hnnañ yezhoù Breizh daou», pe e galleg, Plan de réappropriation des langues de Bretagne. Paul Molac, dilennet er c'huzul Rannvro a zo deus mikro Yuna Cojean
Ul lodenn deus ar gronikenn Daouarn ha Pri war stil mod Gavriniz podoù Awen Prigent, poder e Benac'h.
Ul lodenn hir deus Pennad-kaoz ar sizhun war ar brezel Israel - Hamas evit kaout ur sell war dazont posubl Gaza ha Sisjordania ha pouez ar relijion er brezel. Gant Klaod An Intanv, ezel deus ar gevredigezh Frañs Falestina Kengred.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine