SIN-161007-LE FILS DE JEAN.docx LE FILS DE JEAN Ur film sevenet gant : Philippe Lioret (2016). Gant : Pierre Deladonchamps, Gabriel Arcand, Catherine de Léan (1e38). Ataw e vez diaez d'an den chom heb anavoud e gerent, e dad hag e vamm. Dija ne oui ket ataw ar pezh ema daet d'ober war an tamm douar-mañ, ne anav ket mister ar Vuhez, ne oui ket pesort ster zo dezhi. Lod a lâr zokén n'eus ster ebed d'ar vuhez. Neuze, gouied, d'an nebeutañ, eh eus bet dimp un tad hag ur vamm da gomañs, setu aze an disterrañ elfenn da anavoud evid klask un diskloum bennag d'hon aters meur. Ar re na ouiont ket gant piw emaint bet ganet, komprenabl eo ne vez ket aez dezhe bevañ gant an aters-se bemdez, pa vez sioul an dud arall, war ar poent-se d'ar bihannañ. Philippe Lioret zo sevener L'équipier, 2004 ; Je vais bien, ne t'en fais pas, 2006 ; Welcome, 2009, Toutes nos envies, 2011. Savet eo bet e film nevez-mañ, Le fils de Jean, diwar-benn un den yaouank tri bloaz ha tregont, pedet da dreuziñ ar meurvor adlantel evid moned da obidoù e dad, un den dianav dezhañ. Ha dizoloiñ ive e oa du-hont, er C'hanada, daou vreur dezhañ dianav-kàer. Kaset omp er familh ganadian, e familhoù mignoned, dizoloiñ a raomp tamm ha tamm penaoz he doa teiset ar vuhez he gwiad en tu arall ag ar mor braz. E-pad an amzer-se en doa kreskaet Mathieu, mab Jean, e Pariz. Dle oa d'ar veaj-se boud berr. Moned d'an interamant ha setu toud. Mez ken kreñv ema an c'hoant da c'houied, an c'hoant da anavoud e orinoù e spered Mathieu, ma ne dremen ket an traoù evel en doa soñjet, na tamm ebed naket evel ar pezh o doa soñjet lod ag an dud eno. Choaz a raomp hon mignoned, mez ne choazomp ket hon breuder, a vez lâret. Hag ar vreuder, a-c'houde gwers amzer ne vezont ket hegarad ataw en hon keñver. Komz a ra levr kentañ ar Bibl, ar C'heneliezh (La Genèse), ag Abel ha Kain ; Kain, muntrer e vreur dre warizi, rag krediñ a rae e oa Abel karetoc'h egetañ a berzh Doue. Ned a ket an traoù beteg ar poent-se tamm ebed er film. Un istoer arall eo. Kain hag Abel a ouie piw oa o zad hag o mamm (Adam hag Eva n'em eus ket soñj mar gouient-gi piw oa o re !). Mathieu, amañ, en deus c'hoant da ouied hirroc'h. Frioù-furch, pa furchont, a gav meur a wezh. Hag ar pezh a gavont a c'hell boud dic'hortoz-braz. Ar wirionez, meur a wezh, a vez diaez da lonkañ. Diouzh an tu arall e laka an den libr, peogwir e c'hell selled douzh ar vuhez evel m'ema, heb mouched ebed warni. Ya, petra ema daet Mathieu d'ober e Montreal ? Moned da interamant un tad nen doa ket anavet, un tad hag a oa marvet beuzet en ur lenn, goude un taol kalon kredabl, heb d'e gorf boud bet kavet ? Gouied piw e oa e vreuder n'o doa ket biskoazh klevet komz anezhañ, unan anezhe intereset gant an herezh, an arall tàer-braz ? Mez perag en doa Pierre, mignon braz e dad, berzet da Vathieu lâred piw e oa d'e vreuder ? Sekredoù familh n'eo ket an traoù-se a vank, ha setu ar pezh en doa choazet Philippe Lioret da ziskoueziñ dimp. Gant tenerded ha simpted. Filmañ ar fromoù ne vez ket aez ataw, rag pa chom ar c'hamera re pe re nebeud war fas ur c'homedian e c'hell an traoù boud divalaw war ar skramm goude. Amañ e sant an arvester justed ar santimantoù, ha justed ar gomedianed evel Pierre Deladonchamps ha Gabriel Arcand. Setu aze ur film tener war un tem kizidig. Jean-Claude Le Ruyet.20161007d.181E.
SIN-160930-STEFAN ZWEIG, ADIEU L'EUROPE.docx STEFAN ZWEIG, ADIEU L'EUROPE Ur film sevenet gant : Maria Schrader (2016). Gant : Josef Hader, Barbara Sukowa (1e46). Ema Stefan Zweig ur skrivagner aotrichian hag en deus laosket e hanw en Istor. Un oberenn liessort, enni rol an Istor war an dud. Barzhonegoù, danevelloù (Amok, 1922 ; Vingt-quatre heures de la vie d'une femme, 1927 ; Le joueur d'échecs, 1942), romantoù (La pitié dangereuse, 1939), ha buhezskridoù helaezh, evel re Fouché, Marie-Antoinette, Marie Stuart... Tro en doa bet da veajiñ kalz, e Europa hag e Amerika. Yudew e oa gant e familh, mez desavet heb ur sevenadur yudew. A-gaoz d'e hanw nawazh e oa bet red dezhañ kuitaad e vro pa greske an nazizm en Alamagn ha tro-dro. Un European gwirion e oa anezhañ. Anavoud a rae meur a yezh ; mignon e oa bet gant Romain Rolland, Richard Strauss, Emile Verhaeren. Anavet en doa Sigmund Freud, Rudolf Steiner. Evitañ e oa an Europ lec'h ur sevenadur liessort pinvidig mor, hag un drama personel e oa dezhañ gweled e oa an Europ-se edan soliñ a-gaoz da daolioù sod an nasionalizm, ar broâdelouriezhoù "pestuz", evel ma lâre. Diskoueziñ a ra ar film diwezhañ bloazadoù Stefan Zweig, goude ma en doa kuitaet an Europ e 1936, pa oa honnañ é sankañ donnoc'h-don e hentoù louz er brezel. Beteg Amerika e oa waet, New-York, Rio de Janeiro, Buenos-Aires..., lec'h ma veze kouviet d'ober prezegennoù diwar e oberennoù, rag brudet braz e oa er bed a-bezh. Neuze e veve gant e sekreterez, Lotte. E vaouez kentañ, Frederike, ne grede ket e vehe bet dañjeruz chomel da vevañ en Alamagn nevez. Mez a-benn ar fin he doa gellet achap ive, hag en em gavet o doa Stefan ha hi e New-York un herrad. Ur film difonn a-walc'h eo, hag a laosk an arvester da santoud pegen dipitet e oa bet an den gant an distruj meur a wele war e gevandir-orin : Europa. Labourad a rae memestra, é skrivañ ataw, daet da voud skuizh gant e veajoù didermen ha soursiuz ive gant kleñved falloc'h-fall e vaouez yaouank. Evitañ e oa Europa é koll hec'h ene er brezel-se. Hag ar pezh henn digalonekae ar muiañ marse, a oa gweled e vignoned kozh, evel Emile Verhaeren, akord gantañ e-raog ar brezel, boud debret bremañ gant ar gâsoni d'o zro. Gouest eo ar brezel, siwazh, da vezwiñ meur a spered, zokén ar re disparlañ ! Mantret e oa é weled pegen tàer e c'hell an denelezh boud. E ziwezhañ levr, Le monde d'hier. Souvenirs d'un Européen, a ziskouez pegen kàer he dehe gellet Europa boud pa vehe bet emglew etre he fobladoù, kentoc'h eged feulster ha vileni. Setu aze ur levr hag a son nevez a-walc'h, pa welomp hiziw pegen treud ema daet ide an Europ da voud e-mesk ar poblañsoù european. Setu perag marse e ta c'hoant d'an dud lenn oberennoù Stefan Zweig en-dro. Evid kloziñ e laoskin ar gaoz gant Mathieu Slama, am eus kavet e skrid war Figarovox. É komz ag ar film e skriv kement-mañ : "Ar vrasañ enkadenn a labour Europa a-c'houde degadoù n'eo ket politikel, ekonomikel pe ensavadel (institutionnelle) hebkén. An heni vrasañ a denn douzh ar speredelezh. Ema an enkadenn-se er choaz terrubl a vez roet d'ar pobloù european, pand eo goulennet gante boud akord gant ur ragtres ollvedel diouzh un tu, ha dilezel o c'humuniezhoù difer, o broâdoù. An unvaniezh european, ardivink ramzel evid produañ droed ha normoù, ne vez ket chalet gant ene an Europ na heni ar broâdoù. Ne gont eviti nemed an heniennoù hag an embregennoù prevez. N'ema an dra-se nemed nac'hañ an denelezh evel mand eo bet savet a-c'houde milvloazadoù, da lâred eo e stern kumuniezhoù dishañval." Lârit din : n'eo ket ag ar Frañs ema Mathieu Slama é komz amañ kentoc'h ? Jean-Claude Le Ruyet.20160930d.180E.
SIN-160923-UN PETIT BOULOT.docx UN PETIT BOULOT Ur film sevenet gant : Pascal Chaumeil (2015). Gant : Romain Duris, Michel Blanc, Gustave Kervern (1e40). Gwerso braz n'em eus ket lennet avañturioù "Les pieds nickelés", mez degaset en deus ar film-mañ soñj din ag an dudennoù-se. Setu ur film hag a bella a-zoc'h ar realded, hag ur film gwriziennet don er bed a-vremañ war-un-dro. Ema Jakez ur paotr yaouank kollet e labour dezhañ. Kollet e labour, kollet e argant, ha gant e argant, kollet e vignonez. Setu-eñv e-hunan enta. Ha eñv d'en em zivrouilh gant kamaraded ken kollet eveltañ, hag é tennañ ar pezh a c'hell deuz ar pezh a gennig ar vuhez dezhañ, war bevenn an onestiz meur a wezh, mez petra a faot deoc'h, red eo bevañ mod pe vod. Daoust ma ne gav ket Jakez peadra da vevañ a-feson, n'eo ket dilezet gant an oll. Tamm ebed : just a-walc'h, ur "mignon" dezhañ, mafiozo ar c'hornad, a wel aze ur respont douzh e broblem personel : dober en deus a gavoud, ha buan a-walc'h, unan bennag akord evid...lazhañ e vaouez ! Ur labour bihan, mez paeet mat. Ya, dam, mez n'eo ket Jakez un torfedour, alkent ! Ober traouigoù dre zindan ne lâr ket, mez moned da vuntrer, setu un dra na ray ket jamez ! Mez arguzennoù an truant a labour spered Jakez : gwir eo he doa ar vaouez-se doganet an den. Ar pezh nad eo ket forzh braw, alkent, alkent ! Neuze, he lazhañ ne c'hell ket boud ur pec'hed braz. Ur pec'hed bihan marse, mez paeet a-feson. Neuze... War un ton fentuz e tiskouez ar film penaoz e c'hell an den kemer hentoù displann : en e endro e kav peadra da zilezel ar gael voral henn gouarne "war an hent mad", hag a bazenn da bazenn e riskl en ur vuhez arall. E bed ar gollerion omp : tudennoù ar film n'int ket 'med kollerion, "loosers" e saozneg, trueg oll. Ataw e kavont traoù kontrel war o hentoù, ataw e afoch pe e vank da afochiñ, en ur mod bennag, ar pezh o doa plaennaet. Setu perag e soñjañ er Pieds nickelés. Daoust ma c'hoarzhomp dirag kement a skenennoù groz, e welomp pegen just e vez livet ar vuhez a-vremañ ive, gwir rotel evid lod da voned da glask o boued er-maez ag an hentoù ordinel. Gant nebeud a c'herioù hag a skeudennoù e welomp penaoz e ra pennoù braz embregennoù zo evid skarzhañ o implijidi heb tamm mezh ebed. E berrgomzoù e vez diskouezet, er bed a-vremañ evel a-gent, ha marse gwashoc'h hiziw eged a-gent c'hoazh, mod patromed zo da lakaad an dud da sujañ douzh o c'hoantoù, hag evid goproù tanaw evel-just. Pa vez ken rust ar vuhez ordinel, perag ne glaskehe ket ar re laosket a-gostez fesonoù arall da c'hounid o buhezioù, a pa vehe dizonest ar mod-ober ? Ha n'eus ket dizonestiz er vuhez ordinel ive, dindan gwiskamantoù chik ? Ur film distag eo, distag a-zoc'h ar jestoù hag a-zoc'h ar soñjoù pemdezieg. Setu perag e c'hoarzhomp. Re bell eh a, mez diouzh an tu arall ema gwirhañval ar pezh a welomp, daoust ma ya re bell. Gelloud a raer c'hoarzhed gant peb tra, mez an dra-se a zepant gant piw. Ur luadenn diwar ar filmoù polis eo, leun a fent, ha vad a ra. Dober hon eus a c'hoarzhed, a vinc'hoarzhiñ d'an nebeutañ, gant an dipituz e welomp ar vuhez tro-dro dimp. Trugarez neuze d'ar re hon laka da deurel ur sell lemm war hon bed didruez. Rag ni eo a véw evel-se, hon buhez eo. Ne gredomp ket marse, mez lodeg omp en denelezh, ha magañ a raomp an denelezh-se gant ar pezh a raomp bemdez. Ha pa vehe bihan hon jestoù, e kenstrivomp oll da roiñ liw d'hon planedenn. Arabad klemm. Jean-Claude Le Ruyet.20160923b.179E.
SIN-160916-MOKA.docx MOKA Ur film sevenet gant : Frédéric Mermoud (2016). Gant : Emmanuelle Devos, Nathalie Baye, David Clavel (1e30). Ema ar film-mañ evel ur c'hren-douar. Setu ar pezh am eus-me santet hed-ha-hed e skignadur. Da gentañ e tiskouez d'an traoù boud sioul, trankil, didrabas ha didrubuilh. Ema an natur gant he joa, an douar gant e frouezh, an oabl digoumoul, just ennañ un nebeud kogus laouen é vale. Hag en un taol ur fraoñvadur hag a darzh trumm evel un taol-gurun. Hag ar pezh a oa peuc'huz a za souden da voud teñwel hag ankeniuz. Evel gant ur c'hren-douar. Setu sabatuet an dud, simudet en o spont, dalc'het mud en o glac'har. Da gentañ ar c'hri, ar yudal marse zokén. Rac'hwizañ ar pezh a zo degouezhet, dic'hortoz-kàer. Mez mab-den ne c'hell ket chomel ataw dindan ar from kentañ. Daw e vez dezhañ sevel e selloù war an traoù, war stad nevez ar bed tro-dro dezhañ ha lâred : evel-se e vo bremañ ! Nawazh, hebdale e sav atersoù nevez : perag ? Ha mar n'eus ket respont ebed d'ar perag-se e klask an den gouied penaoz. Gouied piw marse, piw a zo kaoz. Rag sañset eo d'an darvoudoù kaoud un orin bennag. Ha red e vez d'ar spered moned da weled pelloc'h, da c'hoari e fri-furch evid kompren, rag aze ema an dalc'h : kompren. Kompren ar pezh a zo degouezhet, ken diaez da añdur, ken diaez da lonkiñ, da zegemer evel ur realded nevez. Setu e ya an den pelloc'h war an dachenn, da weled ar frailhoù daet da-heul ar c'hren-douar-se. Ha heulïañ a ra an den ar frailhoù war c'horre an douar. Frailhoù hag a ya kamm-digamm a-blaen. Frailhoù hag a dreuz an hentoù, an tier, ar parkoù. É voned war frankaad meur a wezh, é voned da izlonkoù zokén, dic'houloù ar foñs anezhe, an deun anezhe. Gwazh eged ar pezh a oa bet empennet da gentañ. Spontusoc'h c'hoazh. Nawazh, setu tremenet lec'h-kreiz an darvoud. Moned a ra ar frailhoù war voannaad bremañ. Setu mem ur rozenn du-se, é kreskañ e penn ur frailhig. Hag achu eo ar gwallhune ? N'eo ket. Mez daet eo ar vuhez en-dro, c'hoant dezhi da grogiñ gant un dro nevez, ankouaet ganti an deizioù, ar re zu hag ar re euruz er memez tro. Ma, e gwirionez n'eus ket kren-douar ebed er film, mez setu penaoz e oa daet din da santoud moned war-raog an istoer. Ur film polis ag an dibab eo, temzet mat ar senario. Kàer-braz e c'hoari Emmanuelle Devos ha Nathalie Baye ennañ. Gwelet e vez penaoz e c'hell ur vuhez trankil a-walc'h treñkañ en un taol, ha penaoz e ta war-wel traoù hag a vehe chomet kuzhet heb un darvoud bennag, un darvoud hag a dorr urzh an traoù, mad pe fall. Red e vez d'an dud bevañ oll asamblez, mez ne vez ket ken aez an darempredoù etreze ataw. Ne vezont ket ken splann, ken onest marse zokén. Amañ eh a Diane Kramer da Evian, ganti un nebeud dilhad, daou pe dri blankig bennag hag un arm. Ur letenn hebkén he c'has du-hont : kavoud piw a gondue ar Mercedez liw kafe he doa taolet ha lazhet he mab. Mez n'eo ket an hent ken eeun evel ma oa bet spurmantet en he spered da gentañ. Hag ar vaouez a gav-hi war an hent-se n'eo ket tamm ebed unan a-sort gant ar pezh he doa soñjet kavoud. Rag misteriuz ha hegarad eo honnañ. Ned a ket dalc'hmad ar vuhez war-raog gant hentoù digamm. Ar pezh a ziskoueze boud sklaer ned eo ket ken sklaer-se. Arabad barnañ re vuan. Ha mem, marse : arabad barnañ, tamm ebed. Rag etre gwalleur hag eurusted e c'hell ar valañs boud distabilloc'h eged ma kred an den. Jean-Claude Le Ruyet.20160916c.178E.
SIN-160909-DEESSES INDIENNES EN COLERE.docx DÉESSES INDIENNES EN COLÈRE Ur film sevenet gant : Pan Nalin (2015). Gant : Amrit Maghera, Rajshri Deshpande, Pavleen Gujral... (1e43). Douzh a seblant e vez produet ur yuc'h filmoù e Bro-India, e Bollywood. Anavet eo ar ger-se bremañ. Doned a ra ag ur meskaj etre Bombay ha Hollywood, mez n'eo ket ur lec'h resiz, evel en Amerik, kentoc'h hanw ar sinema indian a-vremañ, enrollet en hindïeg. Nawazh ne vez ket gwelet kement-se a filmoù indian dre-amañ, rag ne oa ket, beteg bremañ, filmoù hag a blije kalz d'hon broioù-ni. Mez komprenet o deus Indianiz e talveze ar boan respetiñ patromoù zo (da skwer un hirder jaojabl) evid gelliñ boud skignet e salioù ar bed a-bezh. Ha setu ur film fiskal, kourajuz, rag komz a ra a lec'h ar merc'hed er gevredigezh indian. Daoust d'ur vandenn-vrudañ manket un tammig, e chomo ar film-mañ evel ur film kreñv e istor ar sinema er vro bobleg-se. A-benn deg vloaz e vo muioc'h a dud e Bro-India eged er Chin (ur miliard pewar c'hant milion). Soñjit ne oa ket 'med ur pewar c'hant milion bennag e 1960 : ar pezh a sinifi eh eus bet ur miliard ouzhpenn e-korf an hanter c'hant vloaz goude ! E Bro-India e vez diaez d'ar merc'hed kavoud ur lec'h a-feson er gevredigezh, daoust ma vez roet ur lec'h kàer a-walc'h dezhe gant ar relijionoù eno. Rag doueezed helaezh zo, ha gallouduz. Hag enoret kredabl hiziw c'hoazh. Mez ne vern : ar merc'hed n'hellont ket ober ar pezh a garont ataw. Ken desket hag ar baotred e c'hellont boud koulskoude, ken ampart ive. Kavet e vez maouezi e penn embregennoù zo. Lod a vez gwelet war an talbenn evid strewiñ ide an ekologiezh war-raog. Mez evid traoù zo e kavont diragze diemlusk (inertie) ar gevredigezh, ar pezh nad eo ket souezhuz : daoust da Vro-India boud un demokratiezh evel ar Frañs, e vez diaez d'ar maouezi boud ingal d'ar wazed ataw, tre evel amañ. Er film e vez gwelet merc'hed, yaouank a-walc'h evid an darn vuiañ anezhe, é talañ douzh gwazed, en o labour pe er ru, evid boud respetet gante. Ur liamm zo etre oll ar merc'hed-se : anavoud a raont ur vignonez dezhe he deus o c'houvïet da voned da dremen un nebeud deizioù en he c'hompagnunezh, heb lâred ar perag. Ha setu neuze an dud-se é vevañ kevred hag é klask toullañ ar mister. Perag enta he doa c'hoant o mignonez d'o gweled oll tolpet en-dro dezhi ? Mez asamblez e ta c'hoant dezhe da gontiñ d'ar re arall o buhezioù dishañval, o c'harantezioù, o diaezamantoù, o c'hoantoù, o hunvreioù. Tamm ha tamm e raomp anavoudegezh gante oll, ha gweled a raomp ar strivoù a raont evid chomel tolpet, daoust ma ne vez ket aez ataw chomel laouen e-mesk an dud noz-deiz. Ha diaesoc'h marse c'hoazh pa vez an dud-se mignoned deoc'h, hag a anav hoc'h istoer mui pe vui dija. Beteg un noz ma tro an traoù en ur mod dic'hortoz-kàer, pa oa bourrapted beteg neuze... Setu ar pezh a lâre sevener ar film, Pan Nalin : "Ema ar bed ur c'hatastrof hag a zo bet graet gant ar wazed dreist-oll. Int o-hunan o deus savet ar relijionoù, ha dreist-oll ar brezelioù. Mall braz eo bremañ roiñ o lec'hioù hag o chañsoù d'ar maouezed. Daw eo chelaou douzh o istoerioù, e peb lec'h er bed, hag e Bro-India muioc'h c'hoazh. Mez n'eo ket ur film eneb d'ar wazed. N'eo ket 'med ur strolladig merc'hed hag a ra ar pezh a raont ataw pa'n em gavont asamblez : komz a draoù pouezuz evite." Mall eo, ya, da'm soñj ive, ma krogo ar maouezed e aferioù ar bed. Amzer a-walc'h hon eus bet evid gweled penaoz ema daet an douar da voud edan beli dibartaj ar wazed... Jean-Claude Le Ruyet.20160909c.177E.
SIN-160902-TONI ERDMANN.docx TONI ERDMANN Ur film sevenet gant : Maren Ade (2016). Gant : Peter Simonschek, Sandra Hüller, Michael Wittenborn (2e42mn). Ne ouian ket mui piw an den en doa skrivet e kâsae-eñv ar familhoù. Ar familhoù, setu un ijinadenn (un ijinadenn ag an Natur, evel-just) e karehe lod en em zizober anezhi. Beteg bremañ e ta peb unan er bed diwar un tad hag ur vamm. Gwir evid ar loened ive, zokén gant re a véw er mor, balumed, delfined da skwer. Sañset e vez d'an tad ha d'ar vamm soursïal douzh kreskaad ar re vihan (d'ar mammoù liesoc'h eged d'an tadoù, douzh a seblant). Da gomañs e rank ar gerent ober peb tra evid ar pouponigoù, o magañ, o gwalc'hiñ (o zorchañ, a lâro lod), o moumouniñ, o c'hajoliñ, prezeg doute evid roiñ dezhe ur yezh bennag (o heni ez-naturel, nemed e Breizh goude ar brezel diwezhañ !). Tamm ha tamm, a-nebeudigoù, e tap ar vugale muioc'h-mui a zizepantiz, doned a raont da voud emren ive, beteg boud brazarded gouest da roiñ buhez d'o zro ha da c'henel bugale, hag evel-se gant an denelezh ad vitam eternam. Mez a-wael, ra chomo ar gerent un tammig pell a-zoc'h o bugale pa vo ar re-mañ gant o buhezioù ! Siwazh, tadoù ha mammoù zo n'hellont ket distagañ a-zoc'h o re vihan daet da vrazarded. Peadra da ampouezoniñ ar re-mañ. Gwir eo, evid ar gerent, daoust dezhe daet da voud kozh, e chom o bugale o bugale o buhez pad. Evid mammoù zo a anavan, ouzhpenn pewar-ugent vloaz dezhe, e komzont douzh o merc'hed pe douzh o faotred tri-ugent evel pa veze ar re-mañ gant o femp ploaz ! "Lakait ho jiled, anoued ho po !" Ur skwer a gement-se, pe dost, a welomp er film. Ema Ines ur plac'h, reud en he labour, resiz, difrom, karget a lakaad an embregennoù e labour evite, da skarzhañ labourerion diouzh rekiz (lâred a ra "ermaeziañ"). E Bukarest e labour, kuzulierez ampart eo-hi evid un embregenn alaman. Warni e vez gwelet n'eo ket mignonez Epikur : dilhad strizh, blew dalc'het mat, un dihunell en he fenn dalc'hmad, ha nebeud a fent ganti en he beg. Daet he zad, kelenner arruet war an oad, gant ar soñj moned da weled hag eüruz eo e verc'h. Ha setu-eñv arruet trumm du-se ha daet da lakaad buhez honnañ da dreñkañ hardizh. E-kontrel diouzh e verc'h ema hennañ ur farser touet, na c'hell ket parraad a lakaad ur rezad-dent heuguz, perrukennoù kuriuz pe mourrennoù kazh evid distabillaad an dud. Evel-just, etre an daou voud-se, hag en em anav nebeud, a-benn ar fin, e vo stourm ha troioù kamm, a-berzh an tad dreist-oll. Klask direutaad e verc'h ema Toni. Mez ba'n taol fin ne ra nemed diaesaad he labour, he lakaad d'ober konirïoù. Krediñ a rae marse e c'hell an den lakaad ar re arall da chañch, a pa vehe e vugale daet da voud braz... Displijuz em eus kavet an tad, ur gwir ampouezon evid e verc'h. En em c'houlenn a raen da betra e kasehe e farsadennoù groz. Groz ha direzon, diseven zokén pa'n em lakae da lâred traoù dibouell da chef Ines. Mez dreist-oll, ar pezh am lakae da gounnariñ un tamm war ma c'hadoer oa c'hoant an tad da chañch buhez e verc'h : evidin ne oa ket e labour kén. Pas evel-se d'an nebeutañ. Nawazh eh on bet tapet gant mousfent ar film, ha n'eo ket gant e vousfent hebkén : tapet em eus ur bourd er fin, rag skenennoù farsuz braz zo e-barzh. Ne gomzin ket anezhe, rag aze ema pebr an istoer. C'hoarzhed a raomp, daoust da vomantoù hirig. N'eo ket sur ema daet Toni da benn a lakaad Ines eurusoc'h. Mez en em gavet o deus an daou-se e-pad ur prantad dic'hortoz, ha kit da ouied penaoz e troo an traoù goude-se... Jean-Claude Le Ruyet.20160902d.176E.
The Assassin (An zrouglazerez) Ur film a vro Taiwan sevenet get Hou Hsiao Hsien e 2015 get SHU QI, CHANG CHEN, SATOSHI TSUMABUKI. Tapet en eus « prix de la mise en scène » e gouel Cannes war lene. Bro Sina e IX vet kanvet. Adsavet a oa bet Nie Yin Niang get ur leanes zaoist evit he lakaat da vout un drouglazerez a-feson/ dispar. Hag ur vrezelerez dispar eo daet. Mes chom a ra re a sentimentoù enni. Urzhiet e oa bet dezhi lazhañ he enderv Tian Ji An penn ar ranvro hag a zo a-enep roue ar vro. An den a gare Nie Yin Niang pa oa yaouankoc'h eo Tian Ji An ha sañset o doa dimezhiñ ma ne oa ket savet bec'h politikerezh etre o div familh. Lazhañ he enderv pe traissañ kelc'h an drouglazerion. Karantez pe Dever, setu emañ an dalc'h evit Nie Yin Niang. Dont a ra « The Assassin » ag ar filmoù WU XIA PIAN, de larêt eo filmoù a vro Sina get sabrennoù ha gourenerezh lec'hiet tro dro an X vet kanvet. Pa vez komzet diwar sort filmoù e vez sonjet en filmoù get Kannoù e peplec'h, efedoù ispisial hag all hag all. Ret eo gouiet alken n'eo ket ar pezh a vez diskuezet get HHH amañ. Difonn-kaer eo ar film ha ne vez ket gwellet nemet un nebeut a gannoù hag a zo prim mat mes effedus. Tostoc'h int get filmoù japonad. Gened hag ressisoù ar gestroù zo ar pezh a-gont. Brudet eo HHH evit e filmoù evel « Millenium Mambo », « Three Times », « Cafe lumière ». Unan doc'h ar pennoù ar mod nevez ag ar sinema taiwanad eo HHH. Tost eo ar sevener doc'h sevenadur ha filosofi a vroiou asia, Taoism, bouddhism...mes pas hepkent. Digoret eo e spered war ar bed ha breizh zoken. Un dra e c'heller gwellet pe klevet kentoc'h er fin ar film, a c'hwi da wellet. Mes chom a ra pouezhus alken evitañ lakaat war well petra eo ar vro Taiwan. Un enezen a vro sina evit lod, un enezen dieub evit a re all. Displann-mat eo stad ar vro-mañ. Neoazh n'eo ket pal ar film-mañ diskueziñ stennadurioù pe brezelioù ha zo etre Taiwan, Japon pe Sina giz a pezh e vez laret get lod a dud. Ouzhpenn-se n'eo ket HHH ur sevener hag a ro d'an dud da gompren e filmoù en un douare aes. Ret eo kavout d'an dud ur spered digor war an arwesterezh evit sentout pegen brav ha kisidig/tener eo ar film-mañ. Labouret en eus HHH e pad 12 vlé evit sevel « The assassin ». Klaskoù resis spontus a zo bet great a-ziwar dilhad an IX vet kanvet, ar c'hinklaj, ar fotoioù, ar framm. Bep plaen ag ar film zo evel ur livadur. Se zo koaz e vez great Camera Kaotaer dezhañ. Ha livet eo ar plaenoù get ur yezh brav, distaget mat. Ha se zo poltred ur plac'h a ro da wellet. Kreñv eo Nie Yin Niang an drouglazerez mes dalc'het eo get ur dibab re bounner. Ret eo dezhi choas etre daou hent, hent ag ar sabrenn na n'eus na galon na druez warni da laret eo lazhañ he enderv pe hent ar galon. N'eo ket aes er wirionnez kerzhiñ war an hent-se rak prisoner eo an dud en o dever, o ego. He Heuliañ a reomp hi zo o kerzhet kuzhet e skeud ar bed war hentoù e lec'h ma zo brezel, dorlo, lorc'h ennañ. Petra a ray ? Ha ma vehe an dalc'h enni ? A-enep piv emañ Nie Yin Niang o en em gannañ ? Setu neuze istoer un dieubidigezh eo marse ar film-mañ. Donet a ra da benn Nie Yin Niang a choas hent ar sentimentoù ha da gerzhet er sklearijenn rak en em zieub a ra doc'h ar boell vrezeler. Ar pezh en eus klasket tizhañ ar sevener evit sevel e film ivez pandegwir en eus kenlabourat HHH get Taiwan, Sina ha Japon. Tri bro anaouet muioc'h evit o stennadurioù evit o c'henlabour. Aktourion a vroioù-mañ a zo o c'hoari asembles. Donet a ra da benn a liammañ ar vroioù-se evit sevel un oberenn brav spontus. Arz ha sevenadur o deus gellout tostaat an dud ha ne vern e-ven. Na wenn na zu eo an hent, Ar yin hag ar yang, Tenvalijenn ha sklearijenn zo o kerzhet asembles. Tamm ha tamm 'maomp o klask hent ar sentimentoù ha « Le chemin se fait en marchant » eme Machado. savet ar pennad-se get Alice Chour-Dames
SIN-160429-SUITE ARMORICAINE.docx SUITE ARMORICAINE Ur film sevenet gant : Pascale Breton (2016). Gant : Valérie Dréville, Kaou Langoët, Elina Löwensohn (2e28). Ale, graomp hiziw un tammig lec'h d'an droukhirnezh. Un dra bennag he deus ankouaet ar sevenerez e amzer he yaouankiz. Mez petra ? Daw eo gortoz evid gompren, hir-mat eo ar film ha difonn-kàer, evel pa rankehe ar glaskerez sevel goustad-goustad an del marw o doa mouget he bloaziadoù tenerrañ. Ankouaet un dra ganti, kollet marse du-hont, e Breizh-Izel, hi hag he doa pellaet a-zoc'h he bro c'henidig goude he studïoù e skol-veur Roazon 2. Douzh a seblant e oa he zremen e Roazon an "etrefas" etre an amzer gent ha heni he buhez vrazardez. Setu perag kredabl e laka kampus Keryann da voud pawell he film, hag a zo amañ testeni hec'h enklask. Ha setu-hi distroet d'he skol-veur gozh enta. Kavoud a ra eno studierion hag a gomz brezhoneg. Aterset gante diwar-benn he yaouankiz, e sav enni souden ur galonad digontroll. Petra zo kaoz 'ta ? Ha gouied a ra-hi ? Displann meur a wezh e chom ar pezh en doa roet e liw d'hon bloaziadoù kentañ, pa ya meur a zarvoud ha meur a zen da veskañ ar liw-se. Achanterezh ar lec'hioù, pradig, stêrig, pontig, daet oll da voud bihannoc'h ha disterroc'h c'hoazh, dipituz zokén o ment d'an den pa oa chomet ken braz en e vemoer. Amañ nawazh n'eo ket kement-se ar lec'hioù a gont, nebeutoc'h ataw eged an heni a oa bet splannder ar lec'hioù-se un amzer zo bet : tad-kozh ar plac'hig daet da voud filmourez pell goude. Moian zo da ne vern piw kavoud keuz d'e dud-kozh evel-just, mez gwezhave d'an nebeutañ e veze gant an dud kozh-se peadra da vagañ ar garantez evite. Un deskamant tapet etalte. Un dra bennag perzh ag istor an denelezh, hag a ya da verkiñ don speredoù ar vugale vihan o buhez pad. Boud eh eus ag an amzer-vremañ evel-rezon. Ha soñjal a ra peb unan en deiz da zoned, er vakañsoù da brientiñ, er labour da gas da benn e-raog ha m'oar-me c'hoazh... Mez gant an amzer dremenet, ankouaet liez hiziw-an-deiz (pa ganer ataw e ranker henn dijabliñ diwar an daol), gant an amzer-se, ya, e vouskan gwriziad zo c'hoazh. Ha pa glever an ton-se ha pa c'heller diskodiñ ar c'homzoù anezhañ e sav splannoc'h ennor ster ar vuhez, ster buhez an den kuriuz. Tad-kozh ar bennaktorez zo amañ heni Pascale Breton kenkoulz lâred, rag hi, anad eo, zo a-dreñv he zudenn er film. Ha gant an tad-kozh-se e oa daou dra briziuz. Da gentañ ar yezh, ar yezh vrezhoneg, komzet larg en e amzer ha nebeud hiziw. Ouzhpenn komz brezhoneg e oa an tad-kozh diskonter a-vicher. Anavoud a rae louzoù e endro, evel ma anave o re chamaned ar Siberi pe re ar Perou. Douzh a seblant he deus soñj Pascale Breton ag ur louzaouenn d'an nebeutañ, ur louzaouenn mad douzh ar spont : Louzaouenn ar Gwall-avel. Rag gelliñ a ra an den chomel klañv goude boud bet spontet. Henn gouied a ran, goude boud chomet ur miz diaez em gwele pa ne ouie ket ar medisinour petra a oa kaoz. Beteg an deiz ma he doa goulennet ma mamm-gozh gant ma mamm ha ne oan ket bet spontet gant un dra bennag. Ha lâret em boa em boa manket boud flastret gant ur c'hamion war blasenn Langidig, ha letaet evel ur c'hi gant ar chofeur ouzhpenn-se. Diouzhtu-kàer e oa waet ma mamm da weled Mari ar bareerez, ha daet en-dro d'ar gêr, Louzaouenn ar Gwall-avel ganti. Evet em boa an tizan graet gant ar louzaouen-se hag unan pe ziw ouzhpenn, hag an deiz war-lerc'h e oan bet kaset d'ar plaj da Fort-Bloqué gant ma c'heniterw Marie-Paule, aesaet ma droug din. Mard it da weled ar film e weloc'h ar blantenn uvel-se, uvel, mez priziuz. Jean-Claude Le Ruyet.20160429c.168E.
SIN-160422-ROSALIE BLUM.docx ROSALIE BLUM Ur film sevenet gant : Julien Rappeneau (2016). Gant : Noémie Lvovsky, Kyan Khojandi, Anémone, Alice Izaaz (1e35). Setu ur bravig a film, savet diwar bandennoù-treset Camille Jourdy, ha choazet mat ar gomedianed ennañ. Ur ficher-blew en ur gêr vihan eo Vincent Machot. Trankil-braz eo e vuhez, etre e labour hag e vamm he deus plantet he c'hrabanoù warnañ heb ma tiskouez an dra-se henn direnkañ kement-se. Edan adkavoud e vestrez ema, nen deus ket he gwelet a-c'houde c'hwec'h miz. Goap a ra e c'henderw anezhañ, pa sant-eñv n'eus aze nemed ur froudenn doull. Mez setu ma en em gav Vincent un deiz e ispiseri Rosalie Blum. Sur eo boud he gwelet en un tu bennag. E-menn ? Pegoulz ? N'eo ket evid gouied. Dedennet gant ar vaouez, eñv en em laka d'he heuliañ a-guzh. Mez n'eo ket gwall ampart evid ur sort micher ha remerket he deus Rosalie e c'hoari. Evid gouied hirroc'h d'he zro e c'houlenn honnañ gant Aude, un nizez dezhi, henn heulïañ ive. Aude, dre forzh tostaad douzh an den, a za he c'halon da voud trubuilhet gantañ. Setu aze sinopsiz ar film. Un taol-mestr eo a-berzh Julien Rappeneau, mab e dad Jean-Paul Rappeneau, ur mestr-sevener ive. Ur film "brochennet" mat, ag ar penn kentañ d'ar penn diwezhañ. Ur penn diwezhañ sourprenuz a-grenn hag a zegas splannder war ar film a-bezh. Daw e vehe kanmeuliñ ar frammer, Sten Collet, evid e labour resiz hon kas beteg ar fin gant ur blijadur fresk ataw. Gouarnet mat eo ar mister, pe ar misterioù, rag meur a unan zo. Ha kaset-degaset e vez an arvesterion gant ar prantadoù, heb boud hegaset tamm ebed evel ma c'hellont boud gwezhave gant sort modoù-ober. Ema peb aktor en ur rol temzet mat. Anémone, ur vamm hag a voug he faotr heb boud chalet tamm ebed gant ar pezh a c'houlenn gantañ diehan. Kyan Khojandi, evel Vincent, mab e vamm, na wel ket eh a honnezh re bell gantañ. Noémie Lvovsky, hag a ziskouez boud ur vaouez trist mez laouen ive, dalc'het gant ur sekred re bonner eviti. Alice Izaaz evel Aude, ur verc'h a-vremañ, prest da labourad pa ne garehe ket, ha beteg re, tommder he gwele da vitin. An oll a ziskouez boud prest da grogiñ en o buhezioù da vad, pe da adkrogiñ marse. Petra a vank ? Petra 'ra diouver dezhe ? Ar chañs ? Hardizhted a-walc'h evid lakaad ar broñsoù da darzhañ e nevez-hañv o avañturioù er bed ? Fent ha mousfent a gaver, daoust da Rosalie boud diaez gant he sekred. Mez ur bourd eo gweled mamm Vincent gant he fesonoù rust e-keñver he mab, hag ur bourd ive gweled penaoz e pleg hennañ d'he c'hoantoù diktatorez. Aude hag he c'hamaradezed, plac'hed a-vremañ na n'emaint, a ziskouez boud sur anezhe daoust m'ema berr o skiant-prenet. Kavet em eus e oa ur film savet mat, gwir sinema. Ur sort film polis daoust ma n'eo ket unan, gant ur suspens dalc'het hed-ha-hed an euriad hanter ma pad. Pa vehe dielfennet fesonoù-ober Julien Rappeneau e kaveher sur a-walc'h troioù kavet liez er sinema, evel heni an douraer douraet, pandeogwir e welomp Vincent, hag a heuli Rosalie, boud heuliet d'e dro gant Aude. N'ankouaomp ket ive ar c'homedian manket, Philippe Rebbot, hag a loj e ranndi Aude. Hennezh a za, da beb an amzer, da dorriñ lusk an istoer gant e froudennoù dic'hortoz. Toud emaint tud ordinel, buhezioù dister gante kentoc'h, mez eüruz memestra rag digor o daoulagad war ar pezh a gennig ar vuhez dezhe. Ha stagañ a raomp doute, rag tud didro int oll. Ha gant ur sell tener en deus sellet ar sevener doute ive. Evid ur film kentañ e c'hellomp saludiñ an taol kàer. Jean-Claude Le Ruyet.20160422b.(167E).
SIN-160415-THE RUNWAY.docx THE RUNWAY Ur film sevenet gant : Ian Power (2010). Gant : Demian Bichir, James Cosmo, Kerry Condon, Jamie Kierans (1e41). Admouezhiet e brezhoneg gant : Dizale. A beb sort filmoù a vez eilmouezhiet gant Dizale. Lod ag ar filmoù zo evid un implij prevez hebkén, lod arall a c'hell boud skignet er salioù sinema. Tro hor boa bet da weled Lod an Aeled dija e sine-kleub An Alræ ha setu ma hon eus bet tro da weled un eil film e brezhoneg : The Runway, da lâred eo Ar roudenn dibradañ. N'eo ket ar film-mañ a-live gant Lod an Aeled. Ur film evid krennarded yaouank eo kentoc'h, hervez ar re o doa henn gweled, daoust ma ne oa ket bet displijuz d'ar vrazarded naket. Ur senario ag ar re simplañ, mez diazezet war un darvoud gwir degouezhet e 1983 e kontelezh Cork, e bro-Iwerzhon. En un taol e oa bet redïet ur loman sud-amerikan da zouarañ e garr-nij lec'h ma c'helle, e-kreiz ar maezoù, e-tal ur gêr vihan. Peadra da drubuilhañ buhez an dud eno. Peadra ive da roiñ un dra bennag d'ober da laboused ar gêr hag a gav hirig o amzer. Aez a-walc'h eh aont da dorriñ gwer en uzinioù dilezet pe da laerezh traouigoù ti kinkailher ar c'hreiz-kêr. Koutant e vehe ar laboused-se moned e darempred gant un nijell dianaw bennag ha gouest int, evel Paco, da dremen euriadoù en noz da c'hortoz sinaloù-radio gant ar benveg o deus fabriket. A-fed nidi (OVNI) setu ma kavont ur c'harr-nij. Hennañ nen deus ket bet re a zroug, rag frenet e oa bet gant ur c'hoadig. Mez, er stad m'ema, n'eo ket mui evid nijal en-dro. Ar loman, chomet dizroug-kàer ive, a zegouezh ti mamm Paco, hag a véw he-hunan bremañ. Ha kavoud a ra bod er familh-se. Evel-just ema koutant braz Paco da gavoud un tad en-dro, en ur mod, mez evid-se n'eo ket prest ar vamm d'en em lañsiñ a-nevez gant ur gwaz. Hennañ ouzhpenn ne gomz nemed spagnoleg. Euruzamant e c'hell Paco distagañ un nebeud gerioù er yezh estren-se. C'hoari a ra ar grennarded evid lakaad tud kêr da harpañ ar loman, da lâred eo raparañ ar c'harr-nij. N'eo ket an oll akord ha personelezh an estranjer n'eo ket sklaer-sklaer naket. Fasoù brizh a welomp, blew ruz, yaouankizoù dilabour ankouaet gante petra eo labourad. Mez tud ampart zo en o mesk ha krogiñ a raont oll en afer : lakaad ar c'harr-nij da zibradañ en-dro. Ha doned a raint da benn, fier-ruz. Hag ar polis, evel-just, a arruo re ziwezhad. Rag ne oa ket an estrañjer un den divlam. Un torfeder e oa, polis e vro é redeg war e lerc'h. Ur bandit, mez unan tener e galon, evel bleiz an istoer. Arabad klask aze boued da vagañ speredoù ar brederourion, stank en hor bro, evel ma ouiit, mez bezomp trugarezuz. Red eo anzav n'omp ket kustum c'hoazh da weled filmoù e brezhoneg. Un akustumañ hon eus da dapoud. Drol a ra gweled tudennoù ar film-mañ é komz brezhoneg. Mez diouzh an tu arall e c'heller kavoud drol ive kleved galleg e filmoù zo, da skwer e heni Marc Dugain, Une exécution ordinaire, lec'h ma klever André Dussolier gerioù galleg en e veg evid c'hoari Stalin. Ar galleg ne jaoj ket evid peb tra naket. Ar pezh a zo, pa lâromp galleg e ouiomp a betra a gomzomp. Pa lâromp brezhoneg n'eo ket ur sort. Perag ? N'eo ket unvan ar yezh komzet. Braw eo kleved brezhonegoù dishañval, adal ma vint komprenet. Me, da skwer, ne gomprenan ket an hanter ag an dialogoù. Arabad lonkiñ re a silabennoù, ha daw eo pouezañ muioc'h war ar sanadur. Mez n'hon eus ket patrom ebed. Mechal pegoulz e krogimp da vad er problem-se. Rag paeañ a ra an dud evid kompren ive, a-benn ar fin. Jean-Claude le Ruyet.20160415b.(166E).