Sinema

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Lincoln

Lincoln

12/04/2023

LINCOLN Ur film savet gant : Steven SPIELBERG (2013) Gant : Daniel Day-Lewis, Sally Field. Da beb termen hag e peb bro e sav tud a-dreist d'ar re arall, tud gouest da ziskloumiñ problemoù pa vez kollet o c'hempredidi gant ar problemoù-se. An dud-se a wel sklaer, int a wel dre besort hent e vehe daw d'o bro moned, d'o bro, da lâred eo d'ar boblañs, d'an dud a ra ar vro-se. Ha gouied a raomp pegen diaez e vez renañ ur vro vodern, ha diaesoc'h c'hoazh ur vro demokratel. Dindan an diktatouriezh e rank an dud plegañ douzh lezenn c'harw an heni pe ar re o deus tapet sugelloù ar galloud evite, evid o hunvre, a pa vehe an hunvre-se an heni sotañ-rac'h. Er broioù demokratel e rank an heni a zo bet lakaet e penn gouied c'hoari gant an nerzhioù dishañval a red er vro. Ne vez ket aez ataw. Amzer a vank a-liez. Ha pa vez malluz kavoud an diskloum a vez an dud é c'hortoz, e rank an den lakaad toud e speredegezh en afer, diaez dezhañ kousked hag en em zistag diouzh ar problem, mard eo onest ha mar goui petra eo ar respontegezh d'an nebeutañ. Ha nawazh e rank an den-se gouied en em dennañ ive ag an turmud olleg, en em lakaad uhelloc'h eged ar pezh a soñj an oll guzulierion a fich en-dro dezhañ, evid ar mad sañset, mez pas ataw. Setu ar pezh a ziskouez film Steven Spielberg dimp dre daolenniñ amañ buhez Abraham Lincoln. N'eo ket buhez Lincoln en he bezh, e gwirionez, mez ar miziadoù-stourm a ziboukas war torridigezh ar sklaverezh er Stadoù Unanet, e penn kentañ ar bloaz 1865. Mez distroomp un tammig war an Istor. E 1860 e oa bet dilennet Abraham Lincoln da c'hwezegved prezidant Stadoù an Unvaniezh. Kazimant diouzhtu e oa kroget ar brezel-distag, ar Brezel Digevrediñ, gant 7 stad ag ar sud ha gant 4 arall goude-se, 11 en oll : ar Stadoù Kengevredet. Ha perag ? Abalamour ma oa ar Republikaned eneb d'ar sklavaj (ha boud e oa Lincoln ur Republikan). Mez ne faote ket da Lincoln leuskel ar vro da voud dispartiet, ha talañ a reas douzh ar Sudisted dre implij ar galloudoù braz a oa bet fiziet ennañ abalamour d'ar brezel. Da-geñver e varc'had kentañ, e 1863, e oa bet frankizet ar sklaved gantañ. Mez evid e eil marc'had e faote dezhañ lakaad an dilennidi da sinañ an 13ved amantamant, an heni a dorrehe da vad ar sklaverezh er Stadoù Unanet. Ar pezh a oa bet gwraet, justig-justig, e 1865. Degas a ran soñj deoc'h e oa bet torret ar sklaverezh gant an Dispac'h Gall e 1794, mez permetet e oa bet en-dro gant Napoleon e 1802. Ha daw e oa bet gortoz 1848 evid berzañ ar sklaverezh da vad e Frañs, 17 vloaz kent en Amerik enta. Ur film arall, a c'hell an dud gweled an deizioù-mañ ive, heni Quentin Tarantino, Django Unchained, da lâred eo Django digabestr, a zegas un tamm sklaerizion war buhez ar sklaved er Mississippi pe en Indiana daou vloaz e-raog ar Brezel Digevrediñ. Daoust da Darantino boud lakaet fent ha faltazi en e senario, n'eo ket maez ag ar wirionez ar pezh a c'hellomp gweled pe divinoud a-dreñv ar romant. Tud degemeret evel loened, pe gwazh eged loened zokén, gwerzhet, prenet ha dalc'het didruez dindan ar wask. Interesuz gweled ive penaoz e yae lod ag ar sklaved-se a-du gant o mistri, diwar goust o breuder dalc'het evelte. Setu aze daou film klokamantel, a ro dimp da gompren penaoz e oa daet an Amerik da lakaad en he bonreizh, en he c'honstitusion, e oa sitoaianed ar vro tud kevatal o droedoù, kalz ne vern liw o c'hroc'henn, o relijion pe o modoù da soñjal ha da vevañ. Setu war ar paper d'an nebeutañ. Evid ar pezh a sell douzh gwirionded an afer er vuhez pemdezieg e chom hent d'ober c'hoazh, me ' gred... Setu toud evid hiziw, ha plijadur er salioù teñwel.... JCLR.20130227.


Après mai

Après mai

12/04/2023

APRES MAI Ur film savet gant : Olivier ASSAYAS. Frañs 2012, 2e02 Gant : Clément Métayer, Lola Creton, Félix Armand. Lod a lâro eh a difonn an traoù er film-mañ. Ha gwir eo un tammig. Goude diskoueziñ dimp un tañwa ag an darvoudoù dic'hortoz o doa entanet ar Frañs er bloaz 1968, krogadoù didruez ha bazhadoù garw gant ar polis, e chom ar film da ruzal war ar feson ma o doa ar yaouankizoù-se klasket en em dennañ ag an turmud o doa bevet e-korf ur miz pe ur miz hanter ag o buhez yaouank. Etre 1968 ha 1971 e tremen an traoù dirag hon daoulagad enta. Mez daw eo dan arvester degemer gant madelezh ive an amzer difonn-se, rag amzer an adsevel e oa. Goude kement a cholori hag a hej-empenn, e oa bet red dan dud kemer amzer evid douarañ en-dro, evid krogiñ er realded hag er realderioù en-dro. Degas a ran soñj deoch ag al luganioù a zue pe a ru(z)e ar murioù dan termen-se : berzet eo berziñ (il est interdit dinterdire), ar plaj dindan ar paver (sous les pavés la plage), goulenn a raomp mistri (nous voulons des maîtres) ha kement a zo. Evel-just, pa skrive ar yaouankizoù e choulennent mistri, ne oant ket é komz a vachomerion, pe a ziktatourion tamm ebed, mez a vistri wirion gouest do lakaad da gompren ar vuhez evid ma vehent bet gouest do zro da soñjal ha da brederiañ o-hunan. Non ket gwall yaouank kén, ha tro am boa bet da vevañ an deizioù-se e-kostez Gwened. Evid lâred ar wirionez, ne gomprenen ket kalz a dra douzh an traoù. Kanal a raen gant ar ganerion ha dañsal gant an dañserion. Evel-just e oamp akord gant ar studierion a Bariz pa stourment eneb dar CRS-ed, evel-just e santemp e oa traoù da chañch er gevredigezh, evel-just en em gavemp akord gant lod ag ar re a gomze kreñv dan amzer-se. Daniel Cohn-Bendit evel-just, mez Jorj Seguy evit ar CGT, Eugène Descamps evid ar CFDT heb ankouaad Michel Rocard na Mendès-France. Lod ag o luganioù, lod ag o ideioù a blije dimp. Ar pezh a ziskouez ar film eo penaoz o doa troet an traoù goude an darvoudoù. Rag miz Mae ha miz Mezheven 1968 a oa just e-raog vakañsoù an hañv. Ha gant ar vakañsoù e oa waet an oll studierion den em strewañ en natur. Mez kemmet e oa o mod da weled an traoù hag ar vuhez. Re a draoù a oa bet braset-divraset, meret ha diveret en o speredoù, re a ideioù nevez a oa daet betegze ha kemmet e oa bet a galz o mod simpl da weled ar vuhez. Setu perag e chom pell an dud-se etre daou soñj, kent boud gouest da voned gant un hent, o hent dezhe o-hunan. Mez bezit sur e kavoch an oll draoù a oa re an amzer binvidig-se e film Olivier Assayas, ar pezh nad eo ket sourprenuz, rag un tamm ag e vuhez bersonel a gont aze : an drammoù ; an dedenn evid filozofiezh ar Reter, Kadmandou hag all ; ar meveriañ (ar méditation mar karit) ; moned da Amsterdam evid diforchañ diwar ur bugel bennag ; an choant da chañch ar gevredigezh, pe en ur mod soft, pe en ur mod tàerroch, hervez anienn peb unan, beteg en em silañ e strolladigoù aktivisted a beb sort. Evel-se e tro an istoer, gwezh buan, mez gwezh goustadig ive. Evel-se e ya an denelezh gant he hent kammigelleg... Ale, setu evid hiziw, ha plijadur er salioù teñwel& JCLR.20130213.


royal affair

royal affair

12/04/2023

ROYAL AFFAIR Danmark 2012 (2e17) Ur film savet gant : Nikolaj Arcel. Gant : Alicia Vikander, Mikkel Boe Folsgaard, Mads Mikkelsen. Piw e Frañs a anav istoer an Danmark ? Setu amañ ur bajennad ag an istoer-se taolennet diragzimp, ha taolennet kàer. Ouzhpenn-se e komz ag hon istoer-ni ive, daoust m'ema a -bell, peogwir e komz a lod ag ar filozoferion o doa digoret Kantvlead ar Goulaouier, le Siècle des Lumières, da lâred eo an XVIIIved kantvlead, adal marw Loeiz ar XV e Frañs dreist-oll ha beteg an Dispac'h. Hanw a vez a filozoferion evel Voltaire pe Rousseau. Interesuz eo ar film evid meur a dra. Ur film istorel eo, gant gwiskamantoù an amzer-se. Buhez ar c'hastelloù a blij dimp, hag ataw e vez dizoloet fedoù a laka an den da gompren gwelloc'h-gwell penaoz e yae ar vuhez war-raog e lezoù Europa. Ha boud e oa ag Europa en amzer-se dija, peogwir e veze darempredoù stank a-walc'h etre noblañsoù ar stadoù. Amañ e oa bet kaset merc'h ur familh a uhel-rank a Vro-Saoz da Gopenhag da zimeziñ gant Roue an Danmark, Kristian ar VIIved. Heb d'ar plac'h boud henn gwelet biskoazh. Siwazh, hennañ ne oa ket mad an traoù gantañ en en benn. Ne oa ket sod moarhad, mez ne ziskoueze ket al labour-roue plijañ dezhañ. Hag evel-just e oa tud en-dro dezhañ hag a itrike par ma c'hellent evid ober ar pezh a blije dezhe, en ur c'hortoz kemer e lec'h kentizh ma o dehe gellet. Tud ag al lez o doa klasket ur medeg, ur medisinour ispisial evid o roue drol. Ne ouient ket e vehe bet an dra-se lakaad un tach en o chaosoù. Rag en em gleved mat a rae ar medisinour hag ar roue, daoust da hennañ boud kuriuz ha dic'hortoz-kàer e soñjoù hag e jestoù. Mez ouzhpenn-se, etre ar rouanez hag an den-se, e oa bet darempredoù a garantez, seul grenvoc'h c'hoazh dre ma oant o daou dedennet hag entanet gant ideioù nevez o amzer. Hag an ideioù-se a veze strewet e Europa a-bezh gant al levroù. Mez noblañsoù an Danmark, d'an termen-se, da lâred eo un ugent vloaz bennag e-raog Dispac'h Braz ar Frañs, ne oant ket prest da zegemer an ideioù nevez-se. Ne oa ket digoretoc'h o speredoù eged re an noblañsoù arall ag an Europ. Ha nawazh, eno eo, er vro vihan-se, e voe lañset ar mod nevez-se da goñseviñ an darempredoù etre an dud : frankiz evid ar journalioù, ur justis reizh, deskamant evid ar bobl, dispartial rol an iliz a-zoc'h rol ar galloud politikel, derc'hel prop ar c'hêrioù ha kant tra c'hoazh. Ne badas ket pell an digoradenn-se, ur bloaziad bennag. Mez ar roue foll-se, na oa ket ken foll-se enta, a lakas e vro da voud ur vodell evid ar broioù arall, ar pobloù arall. Voltaire eñv e-hunan a skrivas dezhañ evid henn gourc'hemenniñ. Diskoueziñ a ra ar film pesort nerzhioù a zalc'h ar gevredigezh en he flom. Da gentañ personenn sakr ar roue : daoust da Gristian arVIIved boud un den distabil e chom ar roue memestra; ha pa lâr kreñv ema-eñv ar roue e pleg peb unan. Ur sakrilaj, un disakridigezh e vehe bet sevel enebtañ. An eil tra : rol an iliz, hag a ren war an eneioù mez pas hebkén : gouied a ra an dud a iliz tennañ o mad ag o levezon war pennoù braz an noblañs. An noblañs erfin, droed ar marw gante war o feizanted gwelet a-liez evel sklaved, noblañsoù hag a zalc'h krog en o argant hag en o madoù par ma c'hellont. Un dra nen deus ket chañchet kalz a-c'houde, war a seblant. Dalc'homp soñj ag an dud-se o doa roet spi d'ar bobl amzer un herradig : ar roue Kristian ar VIIved, ar Rouanez Karolina Mathilda, ar medisinour Friedrich Struensee. Nen doa ket padet pell ar splannijenn-se er Vro-Danmark, mez ur skwer e oa bet evid meur a unan, ha dleour omp marse ag ar pezh a oa degouezhet eno, heb gouied dimp. Rag diaez eo moustrañ war an ideioù. Kàer ho po gwaskiñ warne, ataw e redont pe ataw e nijont, evel greun, beteg kavoud an douar da ziwaniñ. Daw eo gouied e oa daet mab ar roue hag ar rouanez da voud roue goude d'e dro, dindan e hanw a Frederik ar VIIved, ha dalc'het kont en doa ag ar pezh o doa klasket e dud ober. Diwar laoù ne za ket c'hwenn& Setu evid hiziw, ha plijadur er salioù teñwel& JCLR.20130115.


Tous cobayes

Tous cobayes

12/04/2023

TOUS COBAYES Ur film savet gant : Jean-Paul JAUD. Frañs, 2012. Gant : Corinne Lepage, Gilles-Eric Séralini, José Bové. Marse ho peus bet tro da lenn, tudoù, ur renabl a oa bet savet gant ur yezhoniour amerikan brudet, Noam Chomsky. Kavet en doa deg feson a c'helle renerion ar bed ober gante evid sujañ ar pobloù, da lâred eo evid lakaad c'hwi ha me d'ober ar pezh a glaskont ma raimp : sentiñ, aboeisañ, plegañ douzh o c'hoantoù ! Da skwer beuziñ an dud dindan doereioù helaezh, a-sort ma ne ouiont ket mui ar pezh a zo pouezuz hag ar pezh n'eo ket. Pe c'hoazh roiñ dezhe c'hoarioù a-vilvern, evid pellaad o freder a-zoc'h ar pezh a gont, o frankiz da skwer. Ha gelliñ a ra ar skeudennoù, re ar sinema pe re an tele, boud ar benvegoù-se hag a laka an dud da goll o amzer gant traoù didalvoud. Ha nawazh ne bad ket pell ar vuhez. Mez soñjal ha klask kompren,setu aze an diaesañ traoù evid mab-den, m'eus aon. Soñj 'meus a niver braz an dud o doa fardet er salioù-sinema, me enkontet, evid gweled « Bienvenue chez les Chtis (Donemad e bro ar Chtied), nad eo ket ur film divalaw, e gwirionez. Mez pa welan bremañ pegen bihan eo niver ar re a ya da weled film Jean-Paul Jaud, Tous cobayes, e choman dipitet. Gant Jean-Paul Jaud e oa bet savet ur film arall ive, « Nos enfants nous accuserons ». « Tous cobayes », setu ur film a rankehe oll sitoaianed ar bed gweled. N'eo ket ur film deverrañsuz, mez kenteliuz braz. Diskoueziñ a ra didro e pesort bed pilpouz e vevomp, pa laoskomp Monsanto pe Pioneer strewiñ OGMoù partoud war an douar, a-sort ma ne vo ket mui moian produiñ bio kén un deiz bennag, peogwir e nij ar pollenn hag ar greun ag ur park d'an arall heb goulenn o asant gant ar beizanted. Diskoueziñ a ra ive dallded an dud a zo e penn hor stadoù, pa zalc'hont c'hoazh, kousto pe gousto, d'an tredan nukleel. N'hon eus ket bet trawalc'h c'hoazh, kredabl, gant Tchernobil ha gant Fukushima. Peizanted Fukushima a lâr er film e vehe bet aez dezhe doned da benn a netaad ar vro goude an tsunami. Mez douzh ar skinoberiegezh, ar radioactivité, n'eus netra d'ober, hag e-pad milvleadoù. Tud sod mah omp, é c'hoari gant ar grem dañjeruz braz-se kroueet ganimp, heni an tredanvaoù derc'hanel, un euzhvil e gwirionez, ur moñstr hag a c'hell torriñ e rañjenn. Ouzhpenn ur wezh eh omp bet tost douzh un aksidant meur e Frañs. Ouzhpenn ur wezh, mez a-wael, ne oa ket waet an traoù beteg lakaad ur reaktor bennag da darzhañ, da ezvloskiñ. Petra 'h omp é c'hortoz evid en em dennañ, ha fonnabl, ag an hent-dall-se ? Lakaomp e tegouezhe e Frañs un aksidant a-sort gant heni Fukushima, e vehe kontammet un drederenn ag ar vro, oblijet da vilionoù a dud da zilezel o zier evid kavoud ul lec'h surroc'h. Ha dibosubl produiñ netra war an douaroù kontammet. Kenavo Douce France Charles Trenet ! Ur film kaled eo, efrezuz zokén. Moian zo deoc'h chom heb anavoud ar wirionez. Moian zo deoc'h ive klask gouied ar wirionez, evid gouied petra ober da-heul. Ale, setu toud evid hiziw, ha plijadur er salioù teñwel memestra& JCLR.20130213.


les betes du sud sauvage

les betes du sud sauvage

12/04/2023

Ur film savet gant : Benh Zeitlin (29 vloaz !) Gant : Quvenzhané Wallis, Dwight Henry, Levy Easterly. Petra soñjal ag ar film-mañ, ma vez gwelet ennañ ar vorskorneg é teuziñ dindan ardommañ olleg ar c'hlimad, pe an hinad, ha loened bet dalchet end-bew er skorn e-pad milvloazioù doned da vew en-dro ha divoukañ en un taol e buhez an dud a-vremañ ? Un tos, ur stok etre un amzer dremenet a-gozh ha dazont diasur hon douar ha planedenn mab-den. Ur varzhoneg eo, ag ar re gàerrañ, douget gant ur muzik braw, é kontiñ dimp ganedigezh ur goustiañs nevez, pa vez daou ved dishañval a-grenn é kenvevañ. É kenvevañ ? Petra eh on é lâred deoch aze ? Ne genvevont ket, rag neus ket darempred ebed etreze. Diouzh un tu ar bed a anavomp, bed an industri, an ospitalioù braz, ar chêrioù heb glazadur pe re nebeud, da lâred eo ur bed pell a-zoch an natur-orin. Ur bed gwarantet amañ douzh faltazi ar mor gant ur chaoser hir ha solud. Diouzh an tu arall bed ar bayouoù, da lâred eo bed ar gwernegi hag a zo stank du-se, e Bro-Louiziana, lech ma vew tud paour-razh, a-rez gant an dour, e foukennoù bresk ha digoret dar seizh avel ha dar barradoù-glaw. Tud depanteg douzh fulor an natur, gwazh eged ar re gentañ choazh evel-just. Mez plomoch marse ha yachoch en o speredoù eged tud ar cherioù braz. Mez piw a oui penaoz e troay an traoù, pa zay oad ar sovajerezh en-dro marse dober e reuz dre amañ ? Rag petra eo an tropelloù gourejoned du-se, teñwel o chrochenn evel un dañjer displann evid an dud ? Piw a ouio penaoz o doñvaad ? Ha neo ket just a-walch ar re a oa chomet tost douzh an natur a chello henn ober ? Ha neo ket ar vugale ar re mema alchwez an da-zont gante ? Ar vugale, ya, brazarded an amzer da zoned&Ar vugale, pand eo arru an termen da soñjal en ur mod arall, en ur feson dishañval a-grenn a-zoch hon mod-soñjal hag hon mod-ober a-hiziw ? Vad a ra gouied en deus 29 vloaz hebkén sevener ar film kàer-se. Merket an den gant Katrina, kredabl, ar gorwentenn he doa distrujet bro an New-Orleans e 2005 ; merket ive gant ar fuadenn-betrol a oa degouezhet e Golf ar Meksik e 2010 gant ar gompagnunezh BP. Da lâred eo katastrofoù ar bed, ha na ouiomp ket mui pere zo naturel ha pere ema an den pennkaoz anezhe. Ur film kreñv eo, ur film hag a verk an dud moarhad, rag unneg priz en deus tapet, enkontet heni ar Chamera Aour e Cannes ha Priz Braz Deauville. War am eus gouiet e oa bet red dar sevener gweled 4000 a vugale kent en em gavoud gant ar chrouadur a faote dezhañ kavoud. Mez neo ket ur fall choaz en doa graet, a-dra-sur : daet e oa ar maout gantañ. Ur plachig 5 ploaz en doa kavet, hag a zo kreiz splann ha lugernuz ar film. Ur film braz eo, a chomo pell e soñjoù ar re o deus pe o do henn gwelet. Ur film na vo ket ankouaet diouzhtu. Ur film evid hiziw hag evid àrchoazh eo. Dober hon eus ag ar vugale evid gwarantiñ an dazont hag henn sevel dishañval, un dober brasoch eged kustum choazh, meus aon. Evel ma vez lâret gant tud zo bremañ : pesort douar a laoskimp dhon bugale, mez ive, pesort bugale a laoskimp dhon douar& JCLR. 20130113.


Permiere Cai d'avant