SIN-160401-LES INNOCENTES.docx LES INNOCENTES Ur film sevenet gant : Anne Fontaine (2016). Gant : Lou de Laâge, Helena Sujecka, Klara Bielawka, Agata Buzek (1e55). N'eus ket fin ebed evid ar re a glask lakaad war-wel an darvoudoù a stivell er buhezioù stank a ya d'ober an denelezh. Trubuilhoù a beb sort, taolioù kàer pe taolioù vil, perc'herinajoù pe brezelioù. Evid pezh a sell douzh an eil brezel-bed n'eo ket bet graet an dro c'hoazh. Penaoz e oa bet bevet ar brezel-se gant ar Rused, da skwer, gant sitoaianed an Unvaniezh Sovietel he doa kollet daou-ugent milion a dud en emgannoù ? Amañ e tenn Anne Fontaine ag an ankouazh un darvoud degouezhet er Pologn e fin ar brezel. Ar Rused just a-walc'h, faezhet an Nazïed gante a-benn ar fin, o doa aloubet tachenn par ma c'hellent douzh tu ar c'hornôg, tra ma klaske Europa ar c'hornôg, harpet kreñv gant an Amerikaned, moned ar pellañ ma c'hellent douzh tu ar reter. P'o doa aloubet ar Rused ar Pologn ne oa ket gant modoù-ober tenerrañ ha traw divalaw a oa bet graet gante. Evel-se e ya an istor war-raog. Ar pezh a vez rebechet d'an nesañ a c'hellomp ober ive diouzh hon tu, aez a-walc'h. Ar Fransizion n'int ket gwell eged ar re arall : goude boud añduret torfedoù an Alamaned en o bro e oa bet lazhet gante ne ouiomp ket re ped mil ag Aljerianiz e Setif diouzhtu-kàer goude ar brezel, e 1945, e-sigur ma c'houlennent frankiz evid o bro. Amañ enta e oa bet palforset leanezed ur c'houvent gant soudarded Stalin ha kontiñ a ra ar film an dizurzhioù en doa degaset an torfed er gumuniezh kloz-se. Rag lod ag ar maouezed-se a oa bet lakaet brazezed, p'ho doa gouestlet o buhez d'o feiz ha n'eo ket d'ur vuhez familh gant bugale. Superiorez ar c'houvent, gouarnourez santelezh he c'humuniezh, a rac'hwiz galviñ ar medisinour. Mez unan ag ar leanezed, spontet gant ar pezh a zegouezhe gant ar re arall pa arrue termen ar gwilivoudiñ, he doa gellet belziñ ur vedisinourez. Kavet he doa honnezh e kamp ar Groaz-Ruz c'hall hag a oa daet nepell da roiñ dorn da Boloniz just goude ar brezel. Diazezet eo ar film war un istoer gwirion. Kreñv eo evel ma c'hell boud ar pezh a zegouezh gant mab-den liez a-walc'h. War harzoù ar vuhez hag ar marw en em gavomp. Etre feulster ha teneridigezh, etre feiz ha dizoueegezh. Pell a-zoc'h bed ar wazed omp. Ar re-mañ ne vezont ket gweled nemed tro-dro, en dregleur peurvuiañ, rag kalon ar film a vleunia gant heni ar maouezed-se, trejeboulet oll gant ar pezh a zo degouezhet trumm warne. Gweled a raomp portredoù braw gwrage tolpet aze evid abegoù dishañval. Gweled a raomp pegen brallet ema daet ar vedisinourez da voud dirag kalonegezh ha feiz ar leanezed, lakaet diaez-braz gant ar pezh a vevont, ken pell ag ar pezh o doa hetet. Setu en un taol o c'horfoù e-kreiz ar leurenn, o c'horfoù disprizet gante marse ha gouest bremañ da c'henel buhez, evel heni ar maouezi m'emaint chomet daoust d'o le. Penaoz gwilivoudiñ ? Penaoz magañ ar pouponoù-se, petra ober gante ? Penaoz o desav pelloc'h ? Gweled a raomp ar stourm etre gwanded ha rusted, etre maouezi dizifenn ha soudarded dilezenn, etre suradennoù hag entremar. Gweled a raomp ive pegen pell e c'hell kas ar feiz pa chom stag douzh an dogmoù, mez pegen entanuz e c'hell boud ive gwezhave pa chom ar galon mestr warni. Santet e vez, a-dreñv, dorn ha kizidigezh Anne Fontaine, he deus gellet roiñ da dostaad douzh ar bedoù kloz dianav dimp, a-benn ar fin. Lou de Laâge, evel medisinourez, a ziskouez pegen bresk ha kreñv war-un-dro e c'hell boud hon kredennoù, kalz ne vern pere int, p'en em gavont dirag an dic'hortoz hag ar rustoni. Jean-Claude Le Ruyet.20160401b.164E.
SIN-160325-LA VACHE.docx LA VACHE Ur film sevenet gant : Mohamed Hamidi (2016). Gant : Fatsah Bouyahmed, Lambert Wilson, Jamel Debbouze (1e31). Setu ur film joaiuz, inosant zokén. Pa gomzomp ag an Aljeri e vez ataw evid darvoudoù divalaw pe diaez da gleved. A-c'houde ar brezel ema chomet kaoulet an traoù. Ar sinema nawazh a glask digoriñ dorioù serret : Des hommes et des dieux (Xavier Beauvois), Retour en Algérie (Emmanuel Audrain) zo filmoù kreñv hag a ziskouez ar liammoù a stag ar Frañs douzh ar vro-se. Mez chomel a raont war dachenn ar gwad strewet a beb tu. Mall eo selled douzh an traoù gant daoulagad laouennoc'h. N'eo ket propos La vache sevel teoriennoù cheuc'h diwar-benn an Aljeri hag an darempredoù gant ar vro he doa strewet he beli warni adal 1830. Un istoer ag ar re simplañ eo : ur peizant un tammig skañv e benn en doa lakaet en e soñj moned da gas e vuoc'h Jacqueline da saloñ ar labour-douar e Pariz. Goude meur a gandidadur, setu ma oa bet aotreet d'henn ober ha kouviet da zoned da brezantiñ he loen karet d'ar juri. Liez e vez lâret gant tud fur ar blanedenn n'eo ket ar pal lakaet a gont mez an hent graet evid tizhoud ar pal. Setu amañ ur skeudennaouiñ sklaer ag ar reolenn-se : an hent eo a gont, muioc'h eged ar pal. Setu neuze an tu roet da Fatah da voned gant e hent. Mez penaoz ? War-droad. War-droad beteg Pariz. Evel-just e soñjomp n'eo ket un dra a-vremañ. Hiziw e fard an den en tren pe er c'harr-nij evid beajiñ. Rag daw eo moned fonnabl hiziw-an-deiz ha n'eo ket chomel da ruzal en hent. Ne gont ket mui an hent, e gwirionez. Gourhentoù pe hentoù-tizh, TGV-ioù, kirri-nij (zokén evid moned da weled un espozadeg da NY ha distro !). Na gomzit ket ag an amzer kollet war an hent. Nawazh, "pa'm behe amzer, a lâre ar Priñs Bihan, e kerzhehen dousig da gavoud ur feuntan..." Fatah, eñv, ne chom ket da dermal. N'eo ket druz e geusteurenn, nen deus ket a segal, setu perag, krenn-ha-krak e ya en hent war-droad, ar pezh a oui ober. Ha Jacqueline ive a oui kerzhed. Rag evel ur jao e veve war an dachenn dija, gouest da zougen traoù ha tud. Ur vuoc'h a-feson eo Jacqueline, un anw galleg bet roet dezhi abalamour m'ema ag ar Frañs, just a-walc'h. Ha Jacqueline ne ra ket beg vil da Fatah e-sigur m'ema aljerian. Roiñ a ra he laezh dezhañ ha d'e familh dichipot-kàer. Rag sod eo Fatah ganti, beteg re sur a-walc'h, hervez tud ar gêriadenn hag a ra goap anezhañ. Ne vern. Diseblant e chom Jacqueline douzh an taolioù teod-se. Gwir eo e sach ar c'houblad-se evezh ha jentilded an dud en e geñver. Rag ur paotr didro eo Fatah. Lâred a ra diouzhtu ema é voned da Bariz da salon ar labour-douar (soñjit 'ta, Pariz war-droad evid ar re a zo é chom e Marseilh !). Truez o dez an dud doutañ, mez pas hebkén, rag ur paotr joaiuz-braz eo Fatah ha gouied a ra lakaad an dud en-dro dezhañ da c'hounid un tamm ag ar joa-sen ive. A-benn ar fin e sav istim enne evid ar paourkaezh den, ken fiziuz en e blanedenn ma ta an tele da grogiñ en afer ha ma ta e veaj da voud ken brudet evel an Tour de France. C'hoarzhed a raomp, ha teneridigezh a sav en hon kalonoù evid an den, ken pell ma chom a bouez an istor, ken digor m'ema war ar bed nevez a garehemp oll sevel. Siwazh, re liez e chomomp marse heb moned e darempred gant ar re nad int ket eveldimp, na soñjont ket eveldimp. Montaigne nawazh a lâre : "Moned a ran daved an heni a sav eneb da'm soñjoù, hennezh eo am laka da voud pinvidikoc'h". Jean-Claude Le Ruyet.20160325c.163E.
SIN-160318-SPOTLIGHT.docx SPOTLIGHT Ur film sevenet gant : Tom McCarthy (2016). Gant : Mark Ruffalo, Rachel McAdams (2e08). Anavoud a raomp oll bremañ skandal ar veleion o deus drougc'hraet gant ar vugale a oa dindan o "gouarnasion", evel ma lâre ar c'hantik brudet. N'eo ket ur scoop enta. Diskoueziñ a ra strivoù kazetennerion ar Boston Globe evid lakaad ar wirionez war-wel. Ha terrubl eo memestra. Hervez lod e vehe tost d'an hanter ag ar veleion a dorrehe o gouestl a werc'hted, hag en o mesk, ar pezh a zo grevuz, 6% gant bugale. Derc'hel a ra an Iliz katolik douzh ar bennreolenn-mañ : rankoud a ra ar veleion chomel dizimez. E-kontrel diouzh ar bastored protestant hag a c'hell sevel ur familh. Evid lod ag ar veleion ema ur choaz just marse, a c'hellint chomel feal dezhañ o buhez pad. Evid ur lod arall e c'hell ar le sanet p'o doa 25 pe 30 vloaz boud ur garg dibosubl da zougen ataw. Un amzer zo bet e veze kuzhet korfoù ar merc'hed hañv-gouiañv. Hiziw-an-deiz ne vevomp ket er memez kevredigezh. E peb lec'h e vez gwelet korfoù noazh pe noashoc'h ha diaez evel-just chomel diseblant douzh o gweled, nemed hag e vehe peb unan ur sant diseblant a-grenn douzh aferioù ar bed-mañ. Ha c'hoazh, an Tad Serj zokén a bleg, hervez Tolstoi. Rag netra d'ober, enkorfet omp amañ-bremañ, ha red eo dimp ober gant ar bed evel m'ema, zokén pa garehemp kemm ar bed-se pe pa labouromp evid henn lakaad da chañch. Ha krediñ a rit marse eh on é lâred deoc'h aze e rankehemp kuzhad ar c'horfoù evel e broioù zo ? Tamm ebed. Perag kuzhad ar vraventez ? Perag kuzhad ar pezh a zo bet graet (gant Doue evid lod, pe gant an Natur d'an nebeutañ) ? Ur reolenn zo, hag a dalvez evid an dud, hiziw evel gwezhall, hag a dalvezo c'hoazh moarhad : braw eo an droed mez ar fed zo mestr. Perag, a-wael, n'hell ket an Iliz leuskel he beleion da zimeziñ mard eo o c'hoant ? En em c'houlenn a ra an den perag e chom stag douzh ur reolenn ken diaez da heuliañ, hag a laka tud d'ober traoù eneb d'o soñjoù kentañ, ha tud arall, bugale, d'ober anaoudegezh gant ar sekselezh er mod divalavañ. Un afer a skiant vad e vehe, na zegasehe ket koll nebtu kredabl... Ar pezh a zo da dennañ ag ar film, da'm soñj, a c'hell boud ouzhpenn ar strivoù a ra an ensavadurioù evid gwarantiñ ar re a zo e-barzh. E-lec'h lakaad ar re gabluz er-maez e vez chañchet lec'h dezhe, pe kavet tier diamen lec'h ma c'hellint boud ankouaet gant an dud. Kentañ refleks a za d'an den zo mougañ an afer mod pe vod, chom heb komz anezhi, ankouaad. Priz Nobel 2015 ar lizheradur a oa bet deroet da Svetlana Aleksievitch evid hec'h oberenn ag ar re gàerrañ : "Achuamant an den ruz"/"La fin de l'homme rouge". Daw eo soñjal e oa bet gwarantet ive ar re o doa kemeret perzh e prantadoù kriz-kenañ an Unvaniezh Sovietel. Milionoù a dud lazhet ha bourevion didamall : n'eo ket bet klasket gouied piw a oa e penn an darvoudoù-se. N'eo ket rekiz moned re bell. Kuzhet pe disterraet e vez dañjerioù ar c'hreizennoù nukleel, er Japon hag er Frañs ive, hag e peb bro moarvad. E broioù arall, evel e heni Mandela, e Afrika ar C'hreizteiz, e oa bet lakaet an dud da gomz ha pardon a oa bet goulennet ha roet goude an Apartheid. Gwir bardon ? Diaez da ouied. Mez klasket e oa bet, d'an nebeutañ, merkañ an treuzkas etre e-raog ha goude. Ar pezh a zo diaez d'an Iliz, ha setu perag e klask kuzhañ an traoù : gant an emzalc'hoù-se ne ro ket skwer ar santelezh, pa c'houlenn gant an dud kerzhed war an hent-se. Nobody is perfect, aze ema an dalc'h... Jean-Claude Le Ruyet. 20160318c.162E.
SIN-160304-CAROL.docx CAROL Ur film sevenet gant : Todd Haynes (2015). Gant : Cate Blanchett, Rooney Mara (1e58). Bemdez-Doue eh a emdrôadur an denelezh war-raog edan hon daoulagad, mez ne welomp ket ataw ar pezh a chañch, ar pezh a ra e dro. Ouzhpenn-se eh ankouaomp, ha fonnabl a-walc'h, beuzet mah omp gant an doereioù helaezh a gouezh warnimp diehan, ya, ankouaad a raomp ar pezh a oa bet kemmet tregont vloaz so ha pelloc'h muioc'h c'hoazh. En em gustumiñ a raomp douzh ar bed en-dro dimp, ha krediñ a raomp ema evel-se a-vepred hag e chomo evel-se da viken. Setu perag marse e talvez ar boan lakaad un taol freskaad war hon speredoù, ar pezh en deus graet Todd Haynes amañ gant e film. Hiziw e welomp evel un dra normal an dud kariñ piw o deus c'hoant da gariñ. Hiziw e c'hell peb unan ober ar pezh a gar gant e garantez. Sañset. Rag ne vez ket aez ataw e peb lec'h, e peb degouezh, e peb bro c'hoazh. Pa vez anw ag an hañvalsekselezh, an hañvalreviadezh, eh ankoua an dud ne veze ket aez bemdez d'an den diskoueziñ e c'hoantoù n'eus ket pell zo c'hoazh. Ha d'ar maouezi diaesoc'h c'hoazh marse. Kontiñ a ra ar film istoer ur vaouez, plad he buhez familh gant ur gwaz re liez er-maez : edan dizimeziñ ema. N'eus nemed he merc'h vihan a ra joa dezhi. Pa wel ar wreg-se ur plac'h yaouank é selled douti gant daoulagad karantezuz e tro he gwad en he c'halon. Evel-se ema ar garantez, henn gouied a rit. Degouezhoud a ra warnoc'h trumm, en un taol, heb boud telefonet deoc'h e-raog. Souden setu-hi diragzoc'h, ha deoc'h d'ober ganti. Da lâred eo respont douzh he goulenn pe achap kuit ha dilezel marse avañtur vrasañ ho puhez. Pa soñjer en traoù hag a zebr spered mab-den n'eus ket kement-se anezhe : ar garantez, ar labour, ar brezel, ar blijadur d'an den e-hunan. Ar speredelezh, evid lod. Mez ar garantez, ouzhpenn-se, a c'hell en em silañ e meur a dra. Meur a vrezel zo bet savet abalamour d'ar garantez hag er labour zokén e kav liez he lec'h. Savet eo bet ar film diwar roman Patricia Highsmith, The Price of Salt, "Priz an halen", embannet e 1952. New-York er bloazioù 1950. Bloaziadoù kàer an Amerik, Amerik an otoioù braw, an dilhad-feur, an argant aez. En ur stal vraz lec'h ma labour Tereza e ta ur vourc'hizez da brenañ un tren tredan d'he merc'hig. Ankouaad a ra he manegoù war ar c'hontouer : setu aze an tu da Dereza da voned e darempred en-dro g'an heni he doa lakaet he c'halon da dridal. Tereza e oa he galant é troiñ tro-dro dezhi, ha dle oa dezhe moned da veajiñ pell. Mez petra a bouez ur veaj pa ne vez ket gant an heni a domm hon kalonoù ? Bourriñ a ra ar sevener filmañ tud tapet e rouedoù ar gevredigezh, e rouedoù o santimantoù kontrel, hag ar maouezi dreist-oll, ataw tapet e rouedoù ar re arall pe en o rouedoù dezhe o-hunan, mez tapet ataw. Dedennet e vez Todd Haynes gant ar liammoù a stag an dud unan douzh egile. "Kentizh ma ra unan bennag un dra difennet e ta da-heul ersavioù a-ribitailh hag a laka toud an dud diaez. N'eus den fall ebed. N'eus nemed c'hoantoù an den hag a stok douzh reuted ar gevredigezh" a lâr-eñv. Braw e vez ataw gweled penaoz e ta daou zen d'en em gavoud, d'en em anavoud. An hent-sen eo a vourr ar sevener filmañ. Diskoueziñ a ra dimp an diaezamant a gav peb unan war e hent evid tostaad douzh e garantez. Dreist-oll pa vez berzet an tostaad-se gant ar gevredigezh. Kompren a raomp e chom ar moralizm e korn ar c'hoad ataw, é c'hedal, prest da ziskuliañ, da flateal ha da skoiñ pa gar. Jean-Claude Le Ruyet.20160304c.160E.
SIN-160304-CAROL.docx CAROL Ur film sevenet gant : Todd Haynes (2015). Gant : Cate Blanchett, Rooney Mara (1e58). Bemdez-Doue eh a emdrôadur an denelezh war-raog edan hon daoulagad, mez ne welomp ket ataw ar pezh a chañch, ar pezh a ra e dro. Ouzhpenn-se eh ankouaomp, ha fonnabl a-walc'h, beuzet mah omp gant an doereioù helaezh a gouezh warnimp diehan, ya, ankouaad a raomp ar pezh a oa bet kemmet tregont vloaz so ha pelloc'h muioc'h c'hoazh. En em gustumiñ a raomp douzh ar bed en-dro dimp, ha krediñ a raomp ema evel-se a-vepred hag e chomo evel-se da viken. Setu perag marse e talvez ar boan lakaad un taol freskaad war hon speredoù, ar pezh en deus graet Todd Haynes amañ gant e film. Hiziw e welomp evel un dra normal an dud kariñ piw o deus c'hoant da gariñ. Hiziw e c'hell peb unan ober ar pezh a gar gant e garantez. Sañset. Rag ne vez ket aez ataw e peb lec'h, e peb degouezh, e peb bro c'hoazh. Pa vez anw ag an hañvalsekselezh, an hañvalreviadezh, eh ankoua an dud ne veze ket aez bemdez d'an den diskoueziñ e c'hoantoù n'eus ket pell zo c'hoazh. Ha d'ar maouezi diaesoc'h c'hoazh marse. Kontiñ a ra ar film istoer ur vaouez, plad he buhez familh gant ur gwaz re liez er-maez : edan dizimeziñ ema. N'eus nemed he merc'h vihan a ra joa dezhi. Pa wel ar wreg-se ur plac'h yaouank é selled douti gant daoulagad karantezuz e tro he gwad en he c'halon. Evel-se ema ar garantez, henn gouied a rit. Degouezhoud a ra warnoc'h trumm, en un taol, heb boud telefonet deoc'h e-raog. Souden setu-hi diragzoc'h, ha deoc'h d'ober ganti. Da lâred eo respont douzh he goulenn pe achap kuit ha dilezel marse avañtur vrasañ ho puhez. Pa soñjer en traoù hag a zebr spered mab-den n'eus ket kement-se anezhe : ar garantez, ar labour, ar brezel, ar blijadur d'an den e-hunan. Ar speredelezh, evid lod. Mez ar garantez, ouzhpenn-se, a c'hell en em silañ e meur a dra. Meur a vrezel zo bet savet abalamour d'ar garantez hag er labour zokén e kav liez he lec'h. Savet eo bet ar film diwar roman Patricia Highsmith, The Price of Salt, "Priz an halen", embannet e 1952. New-York er bloazioù 1950. Bloaziadoù kàer an Amerik, Amerik an otoioù braw, an dilhad-feur, an argant aez. En ur stal vraz lec'h ma labour Tereza e ta ur vourc'hizez da brenañ un tren tredan d'he merc'hig. Ankouaad a ra he manegoù war ar c'hontouer : setu aze an tu da Dereza da voned e darempred en-dro g'an heni he doa lakaet he c'halon da dridal. Tereza e oa he galant é troiñ tro-dro dezhi, ha dle oa dezhe moned da veajiñ pell. Mez petra a bouez ur veaj pa ne vez ket gant an heni a domm hon kalonoù ? Bourriñ a ra ar sevener filmañ tud tapet e rouedoù ar gevredigezh, e rouedoù o santimantoù kontrel, hag ar maouezi dreist-oll, ataw tapet e rouedoù ar re arall pe en o rouedoù dezhe o-hunan, mez tapet ataw. Dedennet e vez Todd Haynes gant ar liammoù a stag an dud unan douzh egile. "Kentizh ma ra unan bennag un dra difennet e ta da-heul ersavioù a-ribitailh hag a laka toud an dud diaez. N'eus den fall ebed. N'eus nemed c'hoantoù an den hag a stok douzh reuted ar gevredigezh" a lâr-eñv. Braw e vez ataw gweled penaoz e ta daou zen d'en em gavoud, d'en em anavoud. An hent-sen eo a vourr ar sevener filmañ. Diskoueziñ a ra dimp an diaezamant a gav peb unan war e hent evid tostaad douzh e garantez. Dreist-oll pa vez berzet an tostaad-se gant ar gevredigezh. Kompren a raomp e chom ar moralizm e korn ar c'hoad ataw, é c'hedal, prest da ziskuliañ, da flateal ha da skoiñ pa gar. Jean-Claude Le Ruyet.20160304c.160E.
SIN-160226-LES SAISONS.docx LES SAISONS Ur film sevenet gant : Jacques Perrin & Jacques Cluzaud (2016). (1e40) Un teulfilm eo diwar-benn ar vuhez en Europ, a-c'houde achuamant diwezhañ prantad ar skorn en doa padet 80 000 vloaz. Diskoueziñ a ra ar vuhez war hon kevandir dre daoulagad ar loened, braz ha bihan. Skeudennoù kàer : bremañ e c'heller filmañ ar loened gwell eged biskoazh. Amañ, pa vehe un aktor da lakaad en a-raog er film e vehe ar goadeg eo. Ar goadeg veur, ar forest kentañ hag a c'holoe an darn vrasañ ag Europa n'eus ket ken pell-se c'hoazh. Ur 15 000 vloaz so bennag en doa kroget an amzer da glouarraad. Un nebeud derezioù uhelloc'h ha setu ar skornegoù é teuziñ hag an douaroù é c'hlasaad. E-korf ar c'hantvedoù e oa daet ar gwez da greskiñ beteg ober koadaouier divent ogozig e peb lec'h. Setu aze lec'h fasibl ar loened, gant o modoù da vevañ ha da genvevañ, o reolennoù digomz, o domanïoù, o ritualoù ive, rag estroc'h eged mab-den o deus ritualoù. Braw eo gweled ar strivoù graet gant peb loen evid bevañ ha treuzvevañ. Adal momant e c'hanedigezh e rank peb plog heulïañ e vamm evid padoud ha kaoud ar chañs da vrasaad war e damm douar. Na penaoz ema daet peb rummad loened da sevel e "sevenadur" dezhañ ? Penaoz e c'hellont kenvevañ hag en em gannañ beteg, o-hunan, lakaad o ouennoù en dañjer ? Evel-just e tegouezh dramaoù edan ar gwez. Debriñ pe boud debret, setu ar lezenn. Peb unan a oui, nawazh, peb unan a sant d'an nebeutañ, e rank espern an dazont. Arabad distruj ar jiber enta, arabad kalavriñ ar boued. Ar pezh na ouiomp ket mui ober, ni, poblañsoù an douar hag o deus dober a deir pe peder flanedenn evid bevañ en o aez, hiziw-an-deiz. Tro hon eus da weled momantoù tener braz buhez ar loened filmet. O selloù. O jestoù, prim-prim evid lod, rag aze ema o chañs : boud ataw war evezh ha prest da achap buan, kenkaz. Bizoned, ponner ha sioul en avel-viz, en avel rip, é klask peurad ur c'heotenn skornet pe ziw, o fan leun a erc'h hejet-dihejet gante da beb an amzer. Laboused war-nij a-dreist da vleinioù ar gwez, ar flagennoù, an avonoù. E-pad ar milvedoù ne rae ket kaz ar loened kement-se ag ar boudoù plom war o daou droad hag a dreuze o domanïoù. An denion, n'o gwelomp ket kalz. Pe a-bell. Mez tonket e oant da gemer muioc'h-mui a lec'h er c'hoadoù. Ha setu aze propoz ar film, a ziskouez penaoz ema daet an denion da grennañ ar forest veur, d'he rannañ, da dennañ o mad anezhi, gant an tan, o benvegoù houarn, o armoù, gwaregoù ha biroù, goafoù ha kement zo. Diskar gwez, loskiñ koad, doñvaad ar c'hezeg, sevel lojoù koad ha batimañtoù mein goude. Ne vez ket gwelet an dud, rag ar pellañ posubl a-zoc'hte e chom ar loened gouez. Mez aze emaint, un tammig pellikoc'h, rag daet eo ar goadeg bremañ da voud disterroc'h-dister, er plaenennoù d'an nebeutañ. Ne chom nemed ar menezioù evid ar loened gouez da gavoud bod ha boued en o aez enne. Kroget o deus an dud hiziw da santiñ eh eus traoù é kemm, é kemm hardizh. Hag int dic'halloud. Mez marse pas. Marse eh eus traoù d'ober. Traoù da lâred da gomañs, traoù da huchal zokén d'ar pobloù beuzet en o froblemoù pemdez. Ankouaet hon eus bevañ gant an natur. Ne ouiomp ket mui zokén penaoz e vez graet amanenn. Gant laezh ? Gant laezh treñk (klevet nevez so gant unan 50 vloaz dezhi). Ar loened a welomp er film a oui tennañ o magadur ag an natur tro-dro. Ni ive, mez a-bell. Spesialisted a oui. Mez peb unan ahanimp a vehe lakaet diaez, marse, war un enezenn kollet. Jean-Claude Le Ruyet.20160226c.159E.
SIN-160219-LES DELICES DE TOKYO.docx LES DÉLICES DE TOKYO Ur film sevenet gant : Naomi Wakase (2015). Gant : Kirin Kiki, Masatoshi Nagase, Kyara Uchida (1e53). Setu ar Japon : un enezenn enni kant ugent milion a dud. Du-hont e ra an trenioù ar memez trouz hag amañ. Du-hont e kav diaez an den da sevel abred da vitin. Du-hont e vourr an dud debriñ traoù c'hweg pa c'hellont. Du-hont, daoust da zizalbad ar vuhez vodern, e vez roet d'an natur ur lec'h hag a gont kalz c'hoazh. Biskoazh n'on ket bet er Japon. Nawazh em eus klevet a-liez komz ag an nevez-hañv du-hont, gant ar c'herezennoù e bleuñv. Un tamm kompren marse am eus tapet ag an c'hoari soutil a ra ar Japoned gant an dour, an avel, ar menezioù, ar bleuñv, an heol. Ar sav-heol. Ar soursi o dez ag o hendadoù. An temploù savet e lec'hioù braw-braz. N'heller ket ankouaad nawazh tu teñwel ar vro : Hiroshima, Fukushima. Mez edan ar moged ema ar vuhez en he barr. Setu ur film nebeud a gomzoù ennañ, ur film difonn-kàer, mez leun a from, leun a gompren, leun a garantez ive evid ar pezh a zegouezh. Er Japon eh omp, mez e-kreiz an denelezh omp, hag e-kreiz an denegezh ive. Kleved a raomp c'hoarzh ar liseadezed ha heni ar vaouez gozh. Gweled a raomp bleuñv ar c'herezennoù ha diskenn euruz o fetalennoù gwenn war an douar, evel erc'h sec'h. Ne welomp ket Tokyo, ar gêr vraz. Ema e verviñ du-se, en tu arall ag an hent-houarn, en tu arall ag ar batimantoù du, pelloc'h. Un dra bennag a dremen, un dreuzlakadenn. Un segredenn roet gant ar vaouez gozh d'an den yaouank. Ober a ra hennañ dorayaki, katew fourret gant ur fars c'hweg hag ar fars-se graet gant fav ruz a ro dezhe o douster hag o sukr. Gouied a ra ober. Doned a ra tud d'o frenañ ha d'o debriñ. Mez n'anav ket an den yaouank-se yezh ar vuhez. Ur paotr a gêr eo. Ne oui ket petra eo an natur. Ne oui ket petra eo ar vuhez zokén. Ober a ra jestoù mekanik heb kariñ ar pezh a ra. Ar fav ruz zo fav ruz, ha mad pell zo. Ha nawazh n'eo ket evel-se e ya an traoù war-raog, a lâr ar vaouez gozh dezhañ. Un hir a amzer o deus gortaet ar fav ruz-se edan ar glaw, an heol hag an avel. Un hir a hent o deus graet evid doned beteg e stalig. Ur yezh o deus. Gouest int da gontiñ o istoer d'an heni a chelaou doute. Neuze e rank an den diwall doute ive, o respetiñ, ober e seizh gwellañ evid o golc'hiñ, evid o foazhañ, o riñsañ hag o foazhañ en-dro, beteg ma vint darew. Neuze e roint ar pezh a zo enne, en o askre, evid eurusted an denion a gavo gante o magadur hag o flijadur war-un-dro. Kontiñ a ra ar bravig a film-mañ un emgav etre daou voud, gwaz ha maouez, yaouank ha kozh, gloazet o daou gant ar vuhez. Un emgav etre ar vuhez é voned kuit hag ar vuhez é tiwanañ. Zokén pa vez dister an dud, zokén pa vezont uvel ha simpl, zokén pa vezont lakaet er-maez mui pe vui, ataw e chom e peb unan un tan ha na fell ket mervel. Un tan prest da flammañ pa c'hwezh an avelig warnañ. Ha boud eh eus tud hag a oui c'hwezhañ war ar c'hozh tan evid henn tanañ hag her bevañ a-nevez. Daet eo Naomi Kawase betegzimp gant ur berlenn a varzhoniezh. Un oberenn zenn ogozig. En tu-hont a safar ar vuhez vodern hag a gousi an endro diremed gwezhave. Kollet hon eus hon eneoù, mez gelliñ a raomp o c'havoud en-dro mar klaskomp en natur. Diwallit : ema an natur é toned en-dro, enni ar lusk, ar furnezh, an talmañ, ar vuhez liessort. Graomp lec'h dezhi d'hon aweniñ en-dro... Jean-Claude Le Ruyet.20160219b.158E.
SIN-160212-CHOCOLAT.docx CHOCOLAT Ur film sevenet gant : Roschdy Zem (2016). Gant : Omar Sy, James Thierrée, Clotilde Hesme (1e50). A-drugarez d'ar film-mañ e vo lamet ar ludu a c'holoe memoer Rafael Padilla, ar c'hentañ den du daet da voud brudet braz, er Frañs d'an nebeutañ, e fin an XIXved kantvlead. Pa oan bihan, soñj am eus c'hoazh, e veze gwerzhet bouestoù Banania, bouestoù kartoñ melen chokolad poultr enne, gant unan du treset warne, ha skrivet "Y 'a bon Banania" war an daou du. Ne ouien ket e oa bet un den, graet Chocolat anezhañ, a oa daet da voud ur c'hlown milanavet hag a lakae saliadoù bourc'hizion da dapiñ bourdoù e Pariz ar "Belle-Epoque". Ar furlukin-sen eo en doa kroget da voned da weled bugale glañv en ospitalioù parizian, un doare-ober dalc'het a-c'houde : aesaad gant an c'hoarzhin. Ganet e oa e Kuba troioù 1865, pa aparchante an enezenn da Vro-Spagn c'hoazh. Sklaved e oa e dud, mez gellet o doa achap ha laosket o doa o mab deg vloaz dezhañ ti ur Gubanez gozh. Honnezh he doa henn gwerzhet evel mevel d'ur familh e-tal Bilbao. Goude ma oa bet frotet stard gant peizanted ar c'hornad (evid henn gwennaad, sañset), eñv en doa gellet achap d'e dro. Kavet e oa bet gant ur c'hlown saoz brudet neuze, Tony Grice. Gantañ e oa bet lañset e anw Chocolat hag e vicher nevez e-pad un nebeud bloaziadoù. E 1895 e oa bet kenniget dezhañ gant rener Le Nouveau Cirque, e Pariz, sevel un duo nevez gant ur furlukin arall a vro-Saoz : George Footit. Ha kavet sav dezhe buan, gant un duo farser, "Footit ha Chocolat", gant ar c'hlown gwenn, mestr war an arall, ha gant an aogust, du amañ, ha bleup, mad da voud pavataet ha mad da resev taolioù botez en e revr pe' gar. Degouezhet e oa Chocolat da c'hoari ha d'en em ziskouez pa oa ar c'holonializm, an trevadennerezh en e bar er Frañs e fin an XIXved kantvlead. Amzer an diskouezadegoù meur e oa, e Lyon (1894), e Rouen (1896), e Rochefort (1898). E Pariz e oa bet savet an espozadeg ollvedel e 1889 hag un espozadeg trevadennel e 1907. Klask a veze war-lerc'h an traoù egzoteg. Kouviet pe redïet e veze tud ag ar broioù estren da zoned d'en em ziskouez evel ma raent en o broioù : e logtïoù pe edan teltennoù. Evel-just e veze santet an diforc'h etre ar sevenadur kornôgel ha heni ar pobladoù-se, red d'ar Frañs ha d'ar broioù european arall o zennañ ag o dizeskted. Dre ar levroù skol, ar romantoù, ar c'hazetennoù hag an diskouezadegoù e veze sanket e pennoù ar bobl e oamp ar re wellañ. Er skol e veze kenteliet ar vugale gant ar spered-se. Evel-just ne c'helle ket Chocolat e-hunan chañch penn d'ar vazh. Ha ne oa ket e c'hoant don, kredabl. Nawazh e ouier bremañ ne oa ket bet bepred é c'hoari ar begeg, an amiod mad da voud pilet ataw. Un den e oa anezhañ ive, hag un den anavet, karet gant ar vugale ! Mez goude boud torret ar liamm henn stage douzh Footit e oa daet da voud mizeruz, diwasket, troet douzh an alkool, disprizet zokén, beteg e varw e Bourdel e 1917. Petra a glask Roschdy Zem diskoueziñ dre e film ? Buhez ar sirkoù en amzer-se ? Pe muioc'h c'hoazh selloù ar bobl war ar re zishañval : an heni du, an heni bihan, an heni lartañ, an heni brasañ. Pa lamer ar pezh a za ag araokâdur an teknik (otoioù, telefon, ha kement a zo) n'eo ket sur he deus chañchet kement-se buhez an dud a sirk hiziw. Mez hon selloù war ar re zu, ha larkoc'h war ar re a zo dishañval, ne ya ket gwall belloc'h naket. Warlene e oa bet lazhet ouzhpenn mil den du, yaouank liez, gant ar boliserion amerikan... heb boud barnet, evel-just. Ur levr nevez, Une colère noire : Lettre à mon fils, oberenn ziwezhañ ar skrivagner amerikan Ta-Nehisi Coates, a ziskouez pegen diasur ema buhez ar re zu en Amerik hiziw c'hoazh. Ha gwell an traoù er Frañs ? Evid traoù zo, ya. Mez n'on ket sur naket ema ar baradoez bemdez. Mechal petra en deus santet ha komprenet Omar Sy p'en deus c'hoariet ar rol-se... Ur skeudenn he deus skoet war ma spered, pa oan é selled douzh an daou glown : pa groaz unan du hag unan gwenn o bizied, e ta soñj din a vanniel pe a zrapell hor bro... Jean-Claude Le Ruyet.20160215c.157E.SIN-160212-CHOCOLAT.docx CHOCOLAT Ur film sevenet gant : Roschdy Zem (2016). Gant : Omar Sy, James Thierrée, Clotilde Hesme (1e50). A-drugarez d'ar film-mañ e vo lamet ar ludu a c'holoe memoer Rafael Padilla, ar c'hentañ den du daet da voud brudet braz, er Frañs d'an nebeutañ, e fin an XIXved kantvlead. Pa oan bihan, soñj am eus c'hoazh, e veze gwerzhet bouestoù Banania, bouestoù kartoñ melen chokolad poultr enne, gant unan du treset warne, ha skrivet "Y 'a bon Banania" war an daou du. Ne ouien ket e oa bet un den, graet Chocolat anezhañ, a oa daet da voud ur c'hlown milanavet hag a lakae saliadoù bourc'hizion da dapiñ bourdoù e Pariz ar "Belle-Epoque". Ar furlukin-sen eo en doa kroget da voned da weled bugale glañv en ospitalioù parizian, un doare-ober dalc'het a-c'houde : aesaad gant an c'hoarzhin. Ganet e oa e Kuba troioù 1865, pa aparchante an enezenn da Vro-Spagn c'hoazh. Sklaved e oa e dud, mez gellet o doa achap ha laosket o doa o mab deg vloaz dezhañ ti ur Gubanez gozh. Honnezh he doa henn gwerzhet evel mevel d'ur familh e-tal Bilbao. Goude ma oa bet frotet stard gant peizanted ar c'hornad (evid henn gwennaad, sañset), eñv en doa gellet achap d'e dro. Kavet e oa bet gant ur c'hlown saoz brudet neuze, Tony Grice. Gantañ e oa bet lañset e anw Chocolat hag e vicher nevez e-pad un nebeud bloaziadoù. E 1895 e oa bet kenniget dezhañ gant rener Le Nouveau Cirque, e Pariz, sevel un duo nevez gant ur furlukin arall a vro-Saoz : George Footit. Ha kavet sav dezhe buan, gant un duo farser, "Footit ha Chocolat", gant ar c'hlown gwenn, mestr war an arall, ha gant an aogust, du amañ, ha bleup, mad da voud pavataet ha mad da resev taolioù botez en e revr pe' gar. Degouezhet e oa Chocolat da c'hoari ha d'en em ziskouez pa oa ar c'holonializm, an trevadennerezh en e bar er Frañs e fin an XIXved kantvlead. Amzer an diskouezadegoù meur e oa, e Lyon (1894), e Rouen (1896), e Rochefort (1898). E Pariz e oa bet savet an espozadeg ollvedel e 1889 hag un espozadeg trevadennel e 1907. Klask a veze war-lerc'h an traoù egzoteg. Kouviet pe redïet e veze tud ag ar broioù estren da zoned d'en em ziskouez evel ma raent en o broioù : e logtïoù pe edan teltennoù. Evel-just e veze santet an diforc'h etre ar sevenadur kornôgel ha heni ar pobladoù-se, red d'ar Frañs ha d'ar broioù european arall o zennañ ag o dizeskted. Dre ar levroù skol, ar romantoù, ar c'hazetennoù hag an diskouezadegoù e veze sanket e pennoù ar bobl e oamp ar re wellañ. Er skol e veze kenteliet ar vugale gant ar spered-se. Evel-just ne c'helle ket Chocolat e-hunan chañch penn d'ar vazh. Ha ne oa ket e c'hoant don, kredabl. Nawazh e ouier bremañ ne oa ket bet bepred é c'hoari ar begeg, an amiod mad da voud pilet ataw. Un den e oa anezhañ ive, hag un den anavet, karet gant ar vugale ! Mez goude boud torret ar liamm henn stage douzh Footit e oa daet da voud mizeruz, diwasket, troet douzh an alkool, disprizet zokén, beteg e varw e Bourdel e 1917. Petra a glask Roschdy Zem diskoueziñ dre e film ? Buhez ar sirkoù en amzer-se ? Pe muioc'h c'hoazh selloù ar bobl war ar re zishañval : an heni du, an heni bihan, an heni lartañ, an heni brasañ. Pa lamer ar pezh a za ag araokâdur an teknik (otoioù, telefon, ha kement a zo) n'eo ket sur he deus chañchet kement-se buhez an dud a sirk hiziw. Mez hon selloù war ar re zu, ha larkoc'h war ar re a zo dishañval, ne ya ket gwall belloc'h naket. Warlene e oa bet lazhet ouzhpenn mil den du, yaouank liez, gant ar boliserion amerikan... heb boud barnet, evel-just. Ur levr nevez, Une colère noire : Lettre à mon fils, oberenn ziwezhañ ar skrivagner amerikan Ta-Nehisi Coates, a ziskouez pegen diasur ema buhez ar re zu en Amerik hiziw c'hoazh. Ha gwell an traoù er Frañs ? Evid traoù zo, ya. Mez n'on ket sur naket ema ar baradoez bemdez. Mechal petra en deus santet ha komprenet Omar Sy p'en deus c'hoariet ar rol-se... Ur skeudenn he deus skoet war ma spered, pa oan é selled douzh an daou glown : pa groaz unan du hag unan gwenn o bizied, e ta soñj din a vanniel pe a zrapell hor bro... Jean-Claude Le Ruyet.20160215c.157E.
SIN-160205-BELIERS.docx BÉLIERS Ur film sevenet gant : Grímur Hákonarson (2015). Gant : SigurÒur Sigurjónsson, Theodor Juliusson, Charlotte Bøving (1e33). Ar film izlandeg-mañ, Béliers, hor boa choazet evid hon pederved abadenn sine-kleub en Alræ. Ha chomet e oa pewarzeg den evid debatal goude diwar-benn buhez ar beizanted ag an enezenn vihan-se, dianav a-walc'h daoust mar n'eo ket ar vro en tu arall ag ar bed. An tu dimp da gaoud un tañva ag ar yezh izlandeg, diaez mat da intent memestra. Ha pandeogwir eh omp ganti, un damsell war an enezenn-se, muioc'h-mui a dud é voned d'he gweladenniñ, douzh a seblant. Tud zo eno a-c'houde ar bloazioù 700. Tud daet ag an Europ, daoust d'an enezenn boud etre Amerika hag Europa. Teir gwezh brasoc'h eged Breizh eo, mez ne gonter nemed 300000 den bennag é vevañ eno. Komz a raont oll izlandeg, yezh ofisiel bremañ, mez saozneg ha daneg ive, evid an tri c'hard ag an dud. Ema ar c'hêrioù war bord ar mor, kentoc'h er c'hreisteiz, gant ar gêrbenn Reykjavik, ouzhpenn an hanter ag ar boblañs é chom e-barzh honnañ. Ur vro rust eo evel-just, a-gaoz d'an hinad kaled, mez ive abalamour d'ar menezioù-tan stank ha béw c'hoazh, ouzhpenn kant anezhe. E 1783 en doa ezvlosket unan, ar volkan Laki, ha lazhet an hanter ag ar loened hag ur bern tud da-heul. Soñj hon eus dalc'het kredabl a zidarzhadenn an Eyjaföll e 2010. Gras da c'hremm naturel (energiezh an izdouar ha heni ar stêrioù) e c'hell an enezenn produañ tredan helaezh, tredan "prop" ha daet eo da benn a lakaad embregennoù estren zo da zoned eno da labourad (uzinioù aluminiom, da skwer). A-hend-arall e tenn an enezenn he boued ag ar pesketaerezh dreist-oll hag ar labour-douar ive. A-drugarez d'ar mammennoù toemm eh eus bet savet leun a serrdïoù lec'h ma vez gounidet legumaj ha frouezh. Ha tra souezhuz : ema an Izland bremañ kentañ bro an Europ evid produañ... banan ! Pa oa an tri c'hard ag an dud é vevañ diwar ar maez e 1900 ne chom hiziw nemed 4% a beizanted. Ha deuz ar bed-se e komz ar film. Ag ar beizanted é chom e tachadoù paour ha didud an enezenn, é tesav deñved, staget douzh o loened evel m'emaint douzh o douaroù treud. Ur film interesuz eo e meur a geñver. Ouzhpenn kleved ar yezh e ro dimp da zizoloiñ (un tammig) maezadoù ar vro, d'an hañv ha d'ar gouiañv, da weled penaoz eh a ar vuhez war-raog gant tud ar maezoù, etre kengred ha gwarizi, penaoz eh a an traoù ive etre peizanted ha tud a gêr, dreist-oll pa vez ar re-mañ tegnisianed ar servijoù yec'hed. Rag hanw zo amañ ag ur c'hleñved dibardon kouezhet war ar loened muiañ kavet er vro : an deñved just a-walc'h. Tem kreiz ar film zo an enebiezh a zo etre daou vreur waet war an oad un tammig, o daou desaverion deñved, mez o daou fachet a-c'houde degadoù, hag o daou é chom er memez kêriadenn nawazh, ha n'eus ket kant metr etre o daou di-feurm. Gant ar fachoni-se e vez ampouezonet ar vuhez etreze evel-just, mez bevañ a raont memestra, rag gellet o deus lakaad un hobregon war o speredoù ha fesonoù d'ober o deus savet evid kenvevañ memestra. Selloù a-dreuz, jestoù dibaot, ober gant amiapted ar c'hi hag a c'hell boud "paotr ar lizherioù" etreze da beb an amzer. Krogiñ a ra an istoer gant ar c'hoñkour savet er c'hornad evid gouied gant piw eh eus bet desavet ar maout gwellañ. Pa ya ar "maout" gant unan ag an daou vreur e sant an arall e galon é pikañ en e askre. Mez ar pezh a lakay an traoù da gemm zo ar c'hleñved-se daet d'ober e reuz er vro : ar c'hrenerezh, krenerezh an deñved, hag a spont an desaverion, a-gaoz ma ranker lazhañ an oll loened evid doned da benn ag ar virus. Ur meulgan d'an dud-sen eo ar film, a ra vad dimp, ni tud ar c'hêrioù braz pa brasoc'h, ankouaet ganimp marse petra oa ha petra eo c'hoazh ar vuhez war ar maezoù, gant tud stard evite ar liamm gant an douar, ar liamm etreze, daoust da santimantoù kontrel meur a wezh. Ur braw a film, yein ha tomm war-un-dro. Jean-Claude Le Ruyet.20160205b.156E.
SIN-160129-LES HUIT SALOPARDS LES HUIT SALOPARDS Ur film sevenet gant : Quentin Tarentino (2016). Gant : Samuel L. Jackson, Kurt Russell, Jennifer Jason Leigh (2e48). Pell omp amañ ag ar westernoù a welemp gwezharall. Gwir eo eh omp kustum da weled traoù arall gant Tarentino. Goude Kill Bill (2003-2004) e oamp bet kaset er Far-West gant Django unchained (2012) dija. Amañ eh omp er Wyoming, ur stad a gornôg an Amerik, mez e-kreiz an douaroù, un tammig goude Brezel an Digevrediñ savet etre Sudisted ha Nordisted, kroget er bloaz 1861 hag achuet pewar bloaz goude, e 1865. Ur brezel diabarzh ag ar re dàerrañ, peogwir e oa bet lazhet ouzhpenn 600 000 den, muioc'h eged er brezelioù arall graet gant An Amerik. Ne ziskouez ket ar film-mañ kalz a dra a-zivoud ar vro, goloet a erc'h. Mez ouzhpenn-se e vez skubet ar maezadoù gant ur blizzard dibosubl a redia an dud da chom en aior en ur leti kollet. Ha setu an arvesterion partïet evid ouzhpenn diw euriad huis-clos, da lâred eo serret an dorioù war tud an istoer. Eizh den, seizh gwaz hag ur vaouez. Askelloù ar brezel n'int ket pleget a-feson c'hoazh hag en ti en em gav tud ag an daou du, tud béw enne c'hoazh an darvoudoù kriz bet bevet gante, ar soñj ag an emgannoù didruez, gant liw ar c'houennelouriezh, dle. ar rasizm a-dreñv. Rag arabad ankouaad e oa bet disklaeriet ar brezel-se a-gaoz ma faote da vourc'hizion, da juloded ha da duchentiled ar sud gouarn o sklaved zu. Trec'het e oant bet, mez ne oa ket bet kendrec'het o eneoù evid-se, pell avaze. Etre an dud tolpet er leti-se n'eus ket tamm fiziañs ebed. Dija e kav drol unan anezhe n'eo ket Minnie en ti, Minnie hag a oa ar batromez anavet gantañ gwezhall hag a zo sañset boud ar batromez c'hoazh. Ema peb unan war e ziwall, krog e zorn en e bistoled pe en e fuzuilhenn da beb termen. Ar pezh a laka ar film da voud dedennuz-braz eo ar suspens a vez santet adal ar skeudennoù kentañ. Doned a ra an dudennoù war ar leurenn peb unan d'e dro. Hag ar pezh a zizoloomp ne ro ket c'hoant dimp da voned e darempred gante tamm ebed : santet e vez n'int ket tud amiabl, zokén ar re a ziskouez minoù hegarad. Pilpouzed a santer a-dreñv an aeled-se, hennañ bourrew ar gêr tost, an arall sheriff misteriuz ar memez kêr, lod arall klaskerion boued-kroug ha m'oar-me c'hoazh, an oll é klask un dra bennag. Plijuz eo, gwir eo, gweled an dud-se, redïet da chom asamblez er memez ti a-gaoz d'ar fall amzer, c'hoari an dall unan gant egile. Dialogoù ag an dibab zo etreze, hag ur misi eo gweled penaoz ema bet savet ar senario. Pazenn ha pazenn e komprenomp an istoer. Un istoer divalaw, diharag, kamm ha fall-mantruz evel-just, mez gwirhañval memestra. Liez e vez ar wirionez gwazh eged ar pezh a vez empennet gant an dud. Evel-just e ouiomp eh omp gant ur film Tarentino, gant ar feulster didro a zo e-barzh, ur feulster en e lec'h, "lojik". Pa glaskehemp tennañ un esplegadenn bennag (ha ne lâran ket ema an esplegadenn-mañ a ranker tennañ ag ar film), e vehe posubl selled douzh ar gevredigezh vihan-se tolpet gant Tarentino evel a pa vehe skeudenn an denelezh, an denelezh ataw gant he stourmoù peurbaduz. Nemed e vehe ar stourm-mañ an heni diwezhañ, peogwir e komzomp ag Armageddon. Diouganet ema bet Armageddon er Bibl, e levr an Apokalips evel lec'h arouezel ar stourm diwezhañ etre ar Mad hag an Droug. Er bloaz 609 e oa bet trec'het Josiaz, roue rouantelezh Juda, gant ar faraon Nekao II. Chomet eo an drec'hidigezh-se evel un traoma evid ar Yudevion, ha hiziw ema ster Armageddon heni ar c'hatastrof meur, an heni a zigoro an nor da gounnar Doue. Ar pezh a zo, ne welomp ket, er film-mañ, pesort mad a c'hell chomel war ar leurenn goude an emgann. E-menn ema ar gouron ? E-menn ema an haroz pe an harozed ? A-benn ar fin e c'hell an den kompren ema ar western-mañ ur sorbienn evid ar bed a-vremañ, pa sant lod n'eus nemed koumoul du pe duadennoù en dremmwel, ha deizioù diasur diragze. Ne vehe netra da c'hortoz ag an dazont, peogwir n'eus dor ebed evid achap, re greñv ar blizzard er-maez evid soñjal kavoud un hent da achap kuit. Jean-Claude Le Ruyet.20160129c.155E.SIN-160129-LES HUIT SALOPARDS LES HUIT SALOPARDS Ur film sevenet gant : Quentin Tarentino (2016). Gant : Samuel L. Jackson, Kurt Russell, Jennifer Jason Leigh (2e48). Pell omp amañ ag ar westernoù a welemp gwezharall. Gwir eo eh omp kustum da weled traoù arall gant Tarentino. Goude Kill Bill (2003-2004) e oamp bet kaset er Far-West gant Django unchained (2012) dija. Amañ eh omp er Wyoming, ur stad a gornôg an Amerik, mez e-kreiz an douaroù, un tammig goude Brezel an Digevrediñ savet etre Sudisted ha Nordisted, kroget er bloaz 1861 hag achuet pewar bloaz goude, e 1865. Ur brezel diabarzh ag ar re dàerrañ, peogwir e oa bet lazhet ouzhpenn 600 000 den, muioc'h eged er brezelioù arall graet gant An Amerik. Ne ziskouez ket ar film-mañ kalz a dra a-zivoud ar vro, goloet a erc'h. Mez ouzhpenn-se e vez skubet ar maezadoù gant ur blizzard dibosubl a redia an dud da chom en aior en ur leti kollet. Ha setu an arvesterion partïet evid ouzhpenn diw euriad huis-clos, da lâred eo serret an dorioù war tud an istoer. Eizh den, seizh gwaz hag ur vaouez. Askelloù ar brezel n'int ket pleget a-feson c'hoazh hag en ti en em gav tud ag an daou du, tud béw enne c'hoazh an darvoudoù kriz bet bevet gante, ar soñj ag an emgannoù didruez, gant liw ar c'houennelouriezh, dle. ar rasizm a-dreñv. Rag arabad ankouaad e oa bet disklaeriet ar brezel-se a-gaoz ma faote da vourc'hizion, da juloded ha da duchentiled ar sud gouarn o sklaved zu. Trec'het e oant bet, mez ne oa ket bet kendrec'het o eneoù evid-se, pell avaze. Etre an dud tolpet er leti-se n'eus ket tamm fiziañs ebed. Dija e kav drol unan anezhe n'eo ket Minnie en ti, Minnie hag a oa ar batromez anavet gantañ gwezhall hag a zo sañset boud ar batromez c'hoazh. Ema peb unan war e ziwall, krog e zorn en e bistoled pe en e fuzuilhenn da beb termen. Ar pezh a laka ar film da voud dedennuz-braz eo ar suspens a vez santet adal ar skeudennoù kentañ. Doned a ra an dudennoù war ar leurenn peb unan d'e dro. Hag ar pezh a zizoloomp ne ro ket c'hoant dimp da voned e darempred gante tamm ebed : santet e vez n'int ket tud amiabl, zokén ar re a ziskouez minoù hegarad. Pilpouzed a santer a-dreñv an aeled-se, hennañ bourrew ar gêr tost, an arall sheriff misteriuz ar memez kêr, lod arall klaskerion boued-kroug ha m'oar-me c'hoazh, an oll é klask un dra bennag. Plijuz eo, gwir eo, gweled an dud-se, redïet da chom asamblez er memez ti a-gaoz d'ar fall amzer, c'hoari an dall unan gant egile. Dialogoù ag an dibab zo etreze, hag ur misi eo gweled penaoz ema bet savet ar senario. Pazenn ha pazenn e komprenomp an istoer. Un istoer divalaw, diharag, kamm ha fall-mantruz evel-just, mez gwirhañval memestra. Liez e vez ar wirionez gwazh eged ar pezh a vez empennet gant an dud. Evel-just e ouiomp eh omp gant ur film Tarentino, gant ar feulster didro a zo e-barzh, ur feulster en e lec'h, "lojik". Pa glaskehemp tennañ un esplegadenn bennag (ha ne lâran ket ema an esplegadenn-mañ a ranker tennañ ag ar film), e vehe posubl selled douzh ar gevredigezh vihan-se tolpet gant Tarentino evel a pa vehe skeudenn an denelezh, an denelezh ataw gant he stourmoù peurbaduz. Nemed e vehe ar stourm-mañ an heni diwezhañ, peogwir e komzomp ag Armageddon. Diouganet ema bet Armageddon er Bibl, e levr an Apokalips evel lec'h arouezel ar stourm diwezhañ etre ar Mad hag an Droug. Er bloaz 609 e oa bet trec'het Josiaz, roue rouantelezh Juda, gant ar faraon Nekao II. Chomet eo an drec'hidigezh-se evel un traoma evid ar Yudevion, ha hiziw ema ster Armageddon heni ar c'hatastrof meur, an heni a zigoro an nor da gounnar Doue. Ar pezh a zo, ne welomp ket, er film-mañ, pesort mad a c'hell chomel war ar leurenn goude an emgann. E-menn ema ar gouron ? E-menn ema an haroz pe an harozed ? A-benn ar fin e c'hell an den kompren ema ar western-mañ ur sorbienn evid ar bed a-vremañ, pa sant lod n'eus nemed koumoul du pe duadennoù en dremmwel, ha deizioù diasur diragze. Ne vehe netra da c'hortoz ag an dazont, peogwir n'eus dor ebed evid achap, re greñv ar blizzard er-maez evid soñjal kavoud un hent da achap kuit. Jean-Claude Le Ruyet.20160129c.155E.