SIN-170113-POLINA.docx POLINA Ur film sevenet gant : Valérie Muller, Angelin Preljocaj (2016). Gant : Anastasia Shevtzoda, Niels Schneider, Juliette Binoche (1e52). Ema an dañs, an dañs klasel kement hag an dañs vodern, é toned da voud un arz poblel. Meur a film a ziskouez dañserion, n'eo ket hebkén arvestoù peurlipet war leurennoù brudet, mez kentoc'h ar labour a rank boud o heni e-raog achantiñ an arvesterion amzer un enderwnoziad. Labour ha labour zo. N'eo ket labour an den a-dreñv ur chadenn-broduañ ar memez heni evel heni un arzour é klask gwellaad e arz a zeiz da zeiz. Ar labour kentañ a laka an den sujet, an eil henn laka da voud ar pezh ema. Gant ar film-mañ e weler meur a dra. Da gentañ ur pont etre ar vuhez er Rusi hag ar vuhez e Europa ar C'hornôg. Endra ma anav an dud bro-Saoz pe an Amerik mui pe vui, e chom diaez dimp c'hoazh gouied penaoz eh a an traoù e-kostez ar Volga pe an Oural. Goude dizmantr ar "ridewenn houarn" n'eus ket diskornet kalz an darempredoù etre an daou ved. Kredabl n'eo ket Poutin er-maez ag an afer, gant e c'hoant da adsevel ar Rusi vraz. Nawazh e véw an dud eno ogozig-tre evel amañ. Ha c'hoant dezhe kavoud ur vuhez eüruz ive. Da skwer dre an dañs. Ur feson d'en em dennañ ag ur stad izel, evel heni Polina amañ. An eil tra interesuz zo gweled penaoz e c'hell ar youl hag ar labour taoliñ frouezh. Evid-se, daoust d'ar skoilhoù a gav an den war e hent, e rank dezhañ doned trec'h warne oll, daoust d'ar priz da baeañ, mar faota dezhañ pignad uhel. En em dennañ a rañjennoù ar familh ne vez ket an aesañ, rag Tadig ha Mammig o deus soñjet lakaad o c'hrouadur d'ober un dra resiz, un dra o dezhe karet ober marse, un dra ataw hag a lakay o buhez-int da voud skedusoc'h un tammig, dre o bugel. Evid ar c'hrouadur e c'houlenn nerzh braz en em zijabliñ ag an c'hoantoù-se, hag ur bochad tud a dremen o buhez é klask diskoueziñ d'o c'herent n'int ket null. Setu aze ar pezh a vez gwelet er film : ur metamorfoz ag an dibab. E Sant-Petersbourg e oa bet kavet an heni he deus c'hoariet roll Polina er film : Anastasia Shevtzoda. Hi oa dañsourez en teatr meur Mariinski, templ an dañs klasel er Rusi gant ar Bolchoï a Voskow. Kuriuz eo gweled e talc'h ar skolioù-dañs-se d'ober gant ar gerioù galleg desket e amzer Pier ar Braz, pa'n doa lakaet hennezh mistri an dañs a oa e Pariz da zoned da furmiñ ar Rused d'an arz-se. D'an amzer-se e veze prizet ar galleg e Sant-Petersbourg hag e Moskow, ha ne oa ket ar saozneg c'hoazh evel m'ema hiziw. Kontiñ a ra ar film istoer ar plac'hig he doa c'hoant da voud dañsourez er Bolchoï (c'hoant he zud e oa ive). Er skol-dañs e labour gant ur mestr brudet na sell ket douti. Un den kaled eo na wel nemed ar re a c'hell krapiñ uhel, ha dizmegañsuz un tamm evid ar re arall. Mez solud eo ar plac'h, penneg evel ma tle d'ar re o dez c'hoant da voud ar pezh emaint. Ar pezh a vern ive zo gweled an tremen etre an dañs klasel desket da gomañs hag an dañs vodern e sant Polina ema he heni. Tra ma chome dalc'het gant an dañs klasel, e kav en un taol en dañs vodern an arz gouest da roiñ dezhi an tu da ziskoueziñ he boud, korf hag ene. Ha plijuz braz eo ar film evid an oll dremenoù-se. Ur film war gras ha kened an dañs ha war youl penneg ur plac'hig é klask doned da voud ur vaouez mestrez anezhi, mestrez war he flanedenn. Jean-Claude Le Ruyet.20170113c.194F.
SIN-161230-PREMIER CONTACT.docx PREMIER CONTACT Ur film sevenet gant : Denis Villeneuve (2016). Gant : Amy Adams, Jeremy Renner, Forest Whitaker (1e56). Interesuz eo moned da weled filmoù skiant-faltazi da beb an amzer, ha pa vehe hebkén evid gouied e-menn ema arruet an dud gant o freder diwar-benn dazont an denelezh. Er prantad-mañ leun a draoù diasur ha distabil, eh eus tud hag a bleg dirag o zonkad. "E-mod-se ema ha mad pell zo, netra d'ober !" Tud arall a grog en traoù en ur mod pleustreg, ha klask a raont chañch o modoù da vevañ, en ur soñjal e ray tud arall evelte. Politikerezh ar c'holibried. Lod arall a hune. Da skwer e huneont e tay ar salvidigezh ag an egor : boudoù arall, daet a bell, a zay da sikour an denelezh waet war an hent fall ha dispi. Den ne oui ha ni zo hon-hunan en ollved pe ged. Lod a lâr n'eus nemedimp, ken dibaot, ken bihoud ema hon chañsoù da gavoud un douar arall ha lec'h d'ar vuhez warnañ. Kazi dibosubl da gavoud ar chañsoù-se diw wezh en ollved. Piw henn goui ? Rag n'hon eus ket graet tro an ollved c'hoazh, ha n'eo ket a-benn àrc'hoazh e vo. Ne vern, plijuz eo hunvreal e tay tud, ezdouaridi, d'hon gweled. Arsa, evel-just e vo evid aloubiñ an douar ha lakaad an denelezh en dañjer ! Penaoz soñjal e vehe evid mad an denelezh e vehe ? Livañ a raomp ar paourkaezh tud-se gant hon c'hoantoù-ni, hon santimantoù-ni, tre evel ma hor boa graet gant ar pobloù hor boa trevadennet ha lakaet da sujañ d'hon lezennoù ha d'hon mod da vevañ. Armeioù ar bed a-bezh a fich diouzhtu-kàer, berw gante en o danzouarennoù, rag toud e soñjont n'eus er bed nemed enebourion, hag en egor enebourion arall dañjerusoc'h c'hoazh rag dianav. Setu perag kredabl e klask an arme gouied kousto pe gousto pesort c'hoant ha pesort pal zo gant an ezdouaridi o deus pozet o listri, daouzeg en oll strewet war an douar, en Amerik, e Bro-Sina, er Rusi ha m'oar-me. Ha diouzhtu-kàer an tankoù en hent, ar lestri-brezel er-maez, ar c'hirri-nij é loskiñ kerozen noz-deiz : bec'h d'an estrañjerion ! Ma... pas ken fonnabl memestra. Marse e c'heller klask gouied, kent skoiñ warne, petra emaint é c'hortoz. Interest ar film zo aze : penaoz e c'hellomp, ha buan a-walc'h, doned da gompren yezh tud n'o deus netra da weled gant ar pezh a anavomp war an douar ? Amañ e c'houlenn an arme harp gant ur yezhoniourez ag ar skol-veur, unan e-mesk ar re varrekañ ag ar vro, mar n'eo ket an heni varrekañ oll. Ha diskoueziñ a ra ar sevener dimp, ar C'hebekad Denis Villeneuve, ar strivoù d'ober ha dreist-oll ar metod a vehe daw sevel evid doned da benn ag ur sort kevredi. N'eo ket Denis Villeneuve gant e film kentañ aze. Graet en doa Maelstrom e 2000 dija hag Incendies e 2010, e-mesk filmoù arall priziet ouzhpenn ur wezh. Evel-just e ranker boud tuet douzh an diskodiñ pa glasker doned da benn a doullañ sekred ur gomz pe kod ur skritur bennag. Daw eo d'ar speredoù tommed hardizh er c'hlopennoù ha boud gouest d'ober ar liammoù - dic'hortoz liez - a c'hell lakaad an den war hent an diskloum. Champollion evid ar hieroglifoù pe Alan Turing gant an enkoderez alaman Enigma o doa pleustret par ma c'hellent evid doned da benn, ha peb tra en o empennoù a c'helle boud ur bazenn war an hent. Mez, ouzhpenn an disfiziañs a grog diouzhtu e pennoù ar soudarded amañ, ar pezh a vez gwelet er film zo ive c'hoant tud zo da zegemer an estranjerion, ha pa vehent ezdouaridi, evel speredoù dîn a zoujañs. Kit da ouied, perag e vehe ar re-se ken tort evel ma c'hellomp-ni boud etrezimp-ni re liez ? Jean-Claude Le Ruyet.20161230d.192E.
SIN-161209-LE CIEL ATTENDRA.docx LE CIEL ATTENDRA Ur film sevenet gant : Marie-Castille Mention-Schaar (2016). Gant : Sandrine Bonnaire, Noémie Merlant, Zinedine Soualem (1e45). Gortoz a ray an neñv ! Setu titl ar film-mañ, a-zivoud ar merc'hed yaouank en em daol en Izlam evid moned, diouzhtu da-heul, beteg ar Siri da stourm gant Daesh ha soudarded ar C'halifat. Gant paotred e c'hell an traoù boud dishañval, mez gwelet e vez amañ penaoz e kred merc'hed zo e gerioù dous ar Priñs koant. Peurliesañ e krog an traoù war ur mod dister. Penaoz ? Dre Internet da skwer, peogwir ema daet ar benveg-se da voud bara pemdezieg ar grennarded. Un nebeud eskemmoù dibouez gant ur c'henskriver bennag, dianav-kàer, mez unan hag a oui penaoz "higenniñ" e breizh. A-nebeudigoù e kouezh ar plac'hig seiteg vloaz en achanterezh. Doned a ra an daou zen da voud Priñs ha Priñsez. Ha pe plac'h n'he deus ket hunvreet biskoazh en he Friñs un deiz bennag ? Evel-se e vez teiset liammoù startoc'h-stard etre an daou "vignon". Hi he-deus c'hoant da chañch ar bed, evel ur yuc'h krennarded pa welont ar Vuhez digor-kàer diragze ha pa'n em c'houlennont petra a c'hellont ober war an douar e-korf an nebeud bloaziadoù o do da vevañ warnañ. Ha setu eskemmet anvioù, portredoù ha fotoioù. Gant ar Priñs e ta ar c'homzoù da voud siriusoc'h. "Ha krediñ a rit e Doue ? Me zo-me muzulman. Mez c'hwi a chomo ma Friñsez ataw. Un aters memestra, rag pouezuz braz eo din gouied an dra-se : ha c'hwi zo gwerc'h ataw ? Ur verc'h divlamm ha glan eh on é klask..." Taol chañs evid ar plac'h, hi zo fasibl evel ma c'horta he Friñs. Ha lañset an traoù, tennet evezh ar plac'h war tachenn an Izlam, hi na ouie marse na bu na ba en afer. Rag bremañ n'hellomp ket lâred ema tuet hon kevredigezh da voned d'an ilizioù evel a-gent. Ur relijion arall zo daet, heni ar c'huzumiñ, da lâred eo prenañ ha dispignañ, prenañ boued, traoù berrbad, hag a vo taolet ken buan er poubellennoù pe war bord an hentoù ; bevañ disoursi er plijadurioù braz pe bihan ; selled douzh skrammoù a beb sort. Evid ar grennarded na vezont ket kontammet gant ar relijion verr-se e tiskouez komzoù zo digoriñ dor ar ster emaint é klask. Santiñ a raont n'hell ket ar vuhez pemdezieg degas dezhe ar respont d'o atersoù don, ar re a za da beb unan ur wezh en e vuhez d'an nebeutañ : piw on, perag eh on amañ ? An oll relijionoù a embann ema ar wirionez gante ha gante hebkén. Trawalc'h an dra-se evid moned difonn war o hentoù. Mez relijion ha speredelezh zo daou dra dishañval groñs. Droed en deus peb unan da glask ar respont. Lod a soñj zokén ema un dle evite. Ha perag pas ? Mar karomp ar Vuhez, mar klaskomp ma vo ar gwellañ ma c'hell, yec'hed, mignoniezh, karantez, labour hag oberoù, ne vir ket ar mod-se d'ober dimp d'en em soñjal pelloc'h c'hoazh. Evid krennarded war-glask evel-se, ha brazarded ive marse, tener o eneioù, ne vez ket diaez da dud hag a ziskouez boud asur o dedenn en o rouedoù. Albert Boché a lâre ataw, evid termeniñ ar laikelezh : krediñ n'eo ket gouied. Ar pezh a vez gouiet a c'hell boud rannet etre an dud, da skwer daou ha tri zo pemp. Gelliñ a ra peb unan krediñ (en Tad Nedeleg, en Aotrou Doue pe e netra), mez daw eo dezhañ gouied n'eo ket 'med kredennoù, a c'hell boud dishañval gant an nesañ. Un dra vad a vehe da beb unan deskiñ ober an diforc'h etre krediñ ha gouied kent moned da-heul mistri, kalz ne vern pere. Mez ouzhpenn-se, perag e klaskomp mistri er-maez ahanimp ? Kelennerion ne lâran ket, mez mistri ? Jean-Claude Le Ruyet.20161209b.190E.
SIN-161202-CAPTAIN FANTASTIC.docx CAPTAIN FANTASTIC Ur film sevenet gant : Matt Ross (2016). Gant : Viggo Mortensen, George MacKay, Annalise Basso (1e58). Ar wezh-mañ em behe gellet komz a film Nicole Garcia, Le mal de pierre, lec'h ma c'hoari Marion Cotillard. Ar re a gar an aktorez-se a vo koutant he gweled e-kreiz he braventez. E-keñver karantez eh eus peadra da brederiañ war heni he gwaz en istoer, an aktor spagnol Alex Brendemülh, leun a basianted evid leuskel amzer d'e vaouez d'en em gompren ha d'henn kompren ive. Ur menier Shakespeare er pezh-c'hoari La mégère apprivoisée, mez gant ur gwaz uvelloc'h, hag ur pried en he c'halon un c'hoant foll da redeg war-lerc'h ar garantez, mez ur garantez hunvreet. Nawazh e komzin hirroc'h ag ar film Captain Fantastic, heni Matt Ross. Ennañ e weler Viggo Mortensen, ataw just, ataw plom, evel e Les promesses de l'ombre pe Loin des hommes. Gweled a raomp tud achapet ag ar vuhez amerikan ordinel. Ur familh hipïed waet da chom e-kreiz koadaouier don, an tad, ar vamm hag o c'hwec'h a vugale. Ha foei d'ar vuhez anavet e-raog, kaoc'h d'ar skol, d'ar seku, d'ar labour en uzin. Mez ar gerent ne oant ket foll memestra. Gouarnet o doa meur a liamm gant ar bed "normal". Levroù, da skwer, ha n'eo ket ne vern pere : levroù da zeskiñ, a-sort gant teorienn Einstein pe bonreizh ar stad amerikan. Ur c'helenner ag an dibab eo an tad, barreg e meur a zomani intellektual. Gouied a ra lakaad e vugale da frankaad o speredoù heb ankouaad o c'horfoù. Goulenn a ra gante berraad, gant o c'homzoù sklaer, ar pezh o dez komprenet, hag a denn douzh ar politik kement ha douzh ne vern pesort tachenn c'houiañsel. Mez bemdez ive e vez red dezhe oll en em c'hourdonañ stard, braz ha bihan, sul ha pemdez, hañv-gouañv, ha kaletaad o c'higennoù. Bevañ a raont evel Indianed, gwaregoù gante evid lazhañ ar loened mar karont debriñ kig. Gouied a raont kousked edan an amzer ha splujañ en dour yein. Gouest int da grapañ oll douzh tevennoù sonn ha gouied a raont ive añdur an droug. Setu neuze gante buhez "sovajed", mez sovajed desket braz, yac'h-pesk a-gorf hag a-ene. Anavoud a ran tud hag a garehe bevañ evel-se, e foñs ur c'hoad, emren ha dizepant. Gante an c'hoant da bellaad a-zoc'h sotoni ar bed. An c'hoant kuitaad tropad deñved Panurge e-raog kouezhel gante en izlonk. Mez n'eo ket an dra-se aez d'ober hiziw. N'omp ket mui e amzer pirated an inizi Karaib. Hiziw e trouz ar bed en disterrañ lec'h ag an douar, en disterrañ toull zokén. Gwelet e vez roudoù ar c'hirri-nij en oabl glaz a-uz d'ar stêr Amazon hag a-dreist d'an dezerzh aostralian. Ha gwazh, bremañ, evid ar re kizidig douzh ar gwagennoù a izfrekañs, n'eus ket lec'h nebtu evite da gavoud repu. Er film-mañ e rank ar familh distroiñ d'ar bed normal abalamour da gleñved ar vamm ha dreist-oll abalamour d'he marw. Rag n'int ket dizepant naket. Kerent ar vamm, chomet a-dreñv, ne asantont ket douzh choaz o bugale. N'int ket akord tamm ebed gant mod-bevañ ar familh. Tamall a raont d'an tad boud pennkaoz kleñved ha marw o merc'h. Rebech a raont dezhañ derc'hel o bugale vihan er-maez ag ar sevenidigezh, en dañjer enta. Troiñ a ra ar film d'ar momant-se ma kej an daou ved en-dro, dre red, abalamour da varw mamm ar meuriad. Ha gweled a raomp ar stourm etre kerent ar vamm, kristenion hag a rank ma vo sebeliet o merc'h evel dleet, ha familh ar verc'h-sen. Honnañ nawazh he doa choazet ar boudhizm. Faotoud a rae dezhi ma vehe bet losket he c'horf ha taolet ar ludu en ur lec'h... dic'hortoz. Kenteliuz eo ar propoz, pa gomzer ag an natur en-dro en hor bed gwallgaset. Jean-Claude Le Ruyet.20161202b.189E.
SIN-161125-TRASHED.docx TRASHED - NO WASTE N'eo ket an douar ur boubellenn Un teulfilm sevenet gant : Candida Brady (2012). Gant : Jeremy Irons (1e38). Henn gouied a raomp sur a-walc'h, henn gweled a raomp bemdez, pa yaomp da vale war bord ar mor pe zokén war hentoù bihan ar vro : kousïet e vez an endro gant loustoni a beb sort. Degas a ra ar mor e lod a "beñse" bemdez. Un amzer zo bet e oa ar "peñse" traoù hag a yae Arvoriz da serriñ, traoù bet kollet gant ar bagoù pe daet goude ur soliñ bennag, mez dreist-oll traoù daet ag an natur, kefoù gwez, tammoù koad a veze serret evid ober tan en ti. Hiziw e weler traoù a liw, plastik dreist-oll, ha kàer ho po serriñ ha netaad, ataw e tay karradoù nevez a loustoni bemdez, kaset gant ar mor pe laosket gant baleerion ar ribloù. War ar maezoù e vez ur sort. An dud, pa roulont, ne soursïont ket pa daolont ho boutailhoù bier goulle, o mouchedoù-paper louz, ha zokén o sac'hadoù loustoni, er fozelloù. N'eo ket soursi "mad an oll" a vag o speredoù. Me, me, me ! Me n'em eus ket c'hoant d'ober bil, ar frankiz ar c'hentañ mad, ha ma heni eo a vern ! Soñj 'm eus boud gwelet un abadenn-dele diwar-benn ur bobl ag ar Reter tost he doa fesonoù kuriuz da vevañ ; gwerso braz e oa. Pa save an dud tier e laoskent war ar leurdi rac'h o restachoù : dibluskoù legumaj ha frouezh, listri torret ha m'oar-me c'hoazh. Kerzhed a raent warne evel-rezon, tre evel ma kerzhe ar saout war ar plouz, ar raden pe an del sec'h a veze strewet bemdez er c'hraou dindane gant ma zud-kozh. Ur wezh beb ploaz d'an nebeutañ e veze red skarzhañ ar c'hraoù ha sevel ur yuc'h-teil hag a chome da boazhañ e-kreiz ar leur dirag an ti e-pad daou pe dri miz. Soñj 'm eus pegen izel e veze leurdi ar c'hraoù neuze, kalz izelloc'h goude ma oa bet tennet un c'hanter vetrad a deil anezhañ. Mez an dud-se a gomzan anezhe ne skarzhent ket o zier, tamm ebed : distrujañ a raent an toennoù evid sevel ar murioù ha lakaad toennoù uhelloc'h. Hag evel-se a dermen da dermen. Kredabl n'eo ket ar re-se o doa ijinet ar skubellennoù ! Souezhuz memestra ar feson-se d'ober, ne gavit ket deoc'h ? Nawazh ni zo-ni éc'h ober evel-se bremañ gant an douar, pa broduomp traoù andistrujuz ha p'o strewomp-ni pe p'o berniomp-ni ne vern e-menn, heb en em c'houlenn petra a zay ar menezioù-lastez-se da voud a-benn deg, kant pe daou gant vloaz a-vamañ. Ne soñjomp ket en hon bugale, nag en hon bugale vihan, hopala, pas ! Pesort douar a vo laosket dezhe ? Bevañ a raomp euruz-maleuruz, ha perag ober bil ? Prenañ a raomp boued a bakadoù braw o liw hag o boutañ a raomp en hon kaddïoù braz beteg ma vint ouzhpenn leun-barr, traoù da grignad dirag an tele ha boued tretet ne ouiomp ket penaoz mez foutre-kàer, adal ma vo sukr enne pe ma vint sall a-walc'h evid roiñ sec'hed dimp : kalz ne vern peogwir eh eus koka ha bier ganimp : leun-chouk hon yeinerezoù hag hon skornerezoù. Ya, mez "ur moull zo da beb tra", ha gweled a raomp pegen sod eo ar feson-se d'ober. Plastik er morioù, ken munud an tammoù ma vezont lonket gant ar pesked beteg moned en o gwad...hag arru war hon pladoù en-dro ! Penaoz ober ? Berniañ ? Loskiñ ? Ar gwellañ a vehe chom heb produañ traoù na c'hell ket an natur doned da benn anezhe. Ha diskloumoù zo. Ha tud a sav evid kemm an traoù. Er C'haliforni da skwer mez pas hebkén. Mall eo, mall braz eo diwall douzh hon jestoù-pemdez. Jean-Claude Le Ruyet.20161125b.188E.
SIN-161118-NO LAND'S SONG.docx NO LAND'S SONG Un teulfilm sevenet gant : Ayat Najafi (2014). Gant : Sara Najafi, Parvin Namazi (1e35). Beb ploaz bremañ, a-c'houde 1999, keveladur brôadel ar mediaouegoù a gennig 150 teulfilm d'un 2000 lec'h bennag (mediaouegoù, sinekleuboù) evid roiñ tu d'an dud da zizoloiñ oberennoù talvouduz a beb sort. Evel-se, er Bonoù, hon eus gellet gweled ur film iranian, interesuz braz evid kompren penaoz e ra an dud, pa vez strizh ha strikt an traoù en-dro dezhe, evid bevañ ur sort ha gelliñ doned da benn ag o c'hoantoù meur, en ur mod bennag. A-c'houde dispac'h 1979 en Iran, n'hell ket mui ar maouezed kanal dirag an dud o-hunan. Mez lakaet he doa ur sonaozerez yaouank, Sara Najafi (hag a zo c'hoar ar sevener Ayat Najafi) moned eneb da reolennoù he bro, gant sikour sonerion ha kanerion daet ag ar Frañs, Elise Caron, Jeanne Cherhal hag Emel Mathlouthi. Evid ar re na veajont ket a-hend-arall, setu amañ ur fenestr digor-kàer war ur vro na vez ket anavet kalz, rag piw en deus c'hoant da voned da vroioù a-sort-se, lec'h ma n'eo ket avel ar frankiz é c'hwezhiñ bemdez-bemnoz war an toennoù ? Nawazh, n'eo ket a-gaoz ma vez dallet sturierion ar broioù-se gant o letennoù enk ma ne vez ket kavet du-hont ive speredoù disparl, digor war ar bed, ha c'hoant dezhe moned e darempred gant an dud a youl vad a vez kavet e peb lec'h. Amañ eh eus bet kavet un alc'hwez. Rag aze ema an dalc'h : ar re a zo bet lakaet en un toull-bac'h a rank kavoud alc'hwez an nor pe govellañ unan evid achap. Ha mar n'eo ket un alc'hwez evid achap, ur benveg bennag evid ober un toullig er vur d'an nebeutañ, trawalc'h evid gweled gouloù an heol ha marse kresk ur vleunienn bennag, piw a oar ? Hag ar muzik an heni eo an alc'hwez amañ. Ha muzik braw, a drejeboul kalonoù an dud, ken fromuz ma c'hell boud. Aze ema nerzh ar sonèrezh, heni ar varzhoniezh, heni ar skridoù, romantoù pe danevelloù. Ar re a vez dalc'het, staget, haodet, sklavelaet, yavet ha bazhyevet, ar re-se a laka o frankiz donnañ ha pennañ en o gerioù pe en o mouezhioù. Lod a gan en o fennoù ha, mar n'int ket evid kanal a vouezh uhel, e ra ar muzik labour ur balzam madoberuz war o foanioù korfel ha speredel. Amañ e welomp Iranianezed entanet gant an c'hoant kanañ. Penaoz ober, pa vez paotred ar republik izlamad é terc'hel sugelloù ar vro stennet kreñv ? Penaoz ober pa vez pennoù aheurt ur spont é tennañ arguzennoù dibouell, sod ha nay, evid rac'hwizañ permetiñ d'ar c'hanourezed-se da sevel ur c'hoñsert evel ma karehent ? An diktatouriezhoù ne blij ket dezhe kenlabourad gant estrenion : ataw e sav problemoù diplomateg kentizh ma ta dezhe c'hoari gant ar reolennoù etrebrôadel. Ha pa vehe bihan ar problemoù-se n'eo ket un dra aez dezhe. Mad o doa graet ar merc'hed-se neuze, sur a-walc'h, goulenn sikour gant mignoned anavet e Pariz. Ne sinifi ket e oa bet aez ar labour, mez d'an nebeutañ e oa bet roet kalonegezh ha fiziañs d'an dud. Gellet o doa ar merc'hed-se doned da benn ag o zaol, a-benn ar fin. Gellet o doa ar Frañsizion hag an Dunizianez he doa kemeret perzh e Nevez-Hañv an Tunizi roiñ harp da verc'hed Teheran ha sevel gante ur ganadeg-sonadeg dispar dirag ur c'hant bennag a dud. Ne oa ket ne vern piw : o mignoned kentoc'h, mez arabad boud milzin en endroioù a-sort-se. Setu un teulfilm aozet mat, parfed ar son ennañ, braw ar skeudennoù ive, ha dreist-oll kalonekauz, pa ziskouez e talvez bepred ar boan strivañ evid sevel golo an dogmoù, dogmoù hag a glask ataw, hag a glasko pell c'hoazh kredabl, minellañ ar frankiz hag ar joa da vevañ. Jean-Claude Le Ruyet.20161118b.187E.
SIN-161104-MOI, DANIEL BLAKE.docx MOI, DANIEL BLAKE Ur film sevenet gant : Ken Loach (2016). Gant : Dave Johns, Hayley Squires (1e40). Ha just e oa roiñ ar balmenn aour d'ar film-mañ e Cannes ar bloaz-mañ ? Klevet em eus filmvarnourion dikrïañ hardizh diwezhañ film Ken Loach war France Culture. Ne oa ket gante gerioù kreñv a-walc'h evid duañ an daolenn. Evite ne zegase ket ar film netra nevez, ne oui ket Ken Loach ober nemed ar pezh en deus graet beteg bremañ hag a za da voud kasauz. Setu ar pezh am eus komprenet en o c'homzoù. Ne oa nemed Arnaud Laporte, kaser an abadenn, hag en doa kavet interesuz an tem hag ar mod ma oa daet an tem-se war ar skramm gant Ken Loach. Iver a-walc'h eo, n'eo ket nevez an tem : diaezamantoù Daniel Blake, un den 59 vloaz, evid bevañ en ur mod onest e Breizh-Veur hiziw-an-deiz. Klañv e galon ha lakaet ne oa ket evid labourad kén gant e vedisinourion, setu ma oa bet goulennet gantañ klask labour memestra gant ar melestradur evid gelliñ resev ur bañsion bennag a-berzh ar Stad. N'eo ket pell ar roue Ubu a-zoc'h an afer, na Kafka pas muioc'h. Ober a ra bremañ ar melestradur gant urzhiataerioù, gant pellgomzoù hezoug, gant an Internet, ha daw d'an oll plegañ kousto pe gousto douzh ar c'hizioù nevez-se. Ha gwazh a-se mar n'eo ket gouest an den da gouchañ gante aez. Dezhañ da gavoud sikour lec'h ma c'hell. Dezhañ ive da ouied penaoz sevel ur CV gouest da zedenn selloù ar batromed e-korf un herradig. Gwir eo ne ziskouez ket ar film netra nevez. Anavoud a raomp an traoù-se. Ha setu perag ne oa ket koutant ar filmvarnourion. Anavoud a raomp stad an traoù er gevredigezh ha skuizh omp gant mizer tud zo, gant ar strivoù a raont evid treuzvevañ, evid magañ o bugale bemdez-Doue. Ha red dezhe goulenn boued er bankoù boued gant mezh liez, ha laerezh meur a wezh, ha gwerzhañ o c'horfoù gwezhavez. Ha randonuz ha boroduz eo komz ag an traoù-se, sul ha pemdez. Anavoud a raomp an traoù-se, ya, mez a-bell re liez. Setu nawazh ar pezh en deus choazet Ken Loach da ziskoueziñ. Ne ra ket prop war ar skramm. Pa zigor gant herr ar vamm ur vouestad hariko evid debriñ un dra bennag a-gaoz ma oa "krevet gant an naon", ya, ne ra ket prop war ar skramm, ha displijet kalz he deus ar skenenn-se da dud zo. Ha gwirion eo ar fed ? Ne ouian ket. Mez kredabl en doa klasket ar sevener gouied penaoz e c'hoari an traoù gant an dud pa n'hellont ket debriñ o gwalc'h, pa 'n em gavont o-hunan evid en em vagañ, bugale ha rac'h, dilabour ha divlank-kàer. E-pad bloaziadoù e oa hon model sokial unan hag a roule aez : labour evid an oll pe dost ha sikour evid ar re zilabour, un nebeud anezhe e-keñver bremañ. Hiziw n'eo ket ur sort. Ned a ket an ekonomiezh war-raog evel a-gent, ur bern tud a vez laosket war bord an hent, ha mizer he deus ar gevredigezh da roiñ ur lec'h enorabl dezhe. Hag ar re e chom peadra dezhe da vevañ en o aez a glask gouarn ar pezh o deus evid na gouezhel en toull d'o zro. Ne vez ket gwelet kalz ar boliserion e film Ken Loach. Un nebeud memestra, evel gouarnerion an Urzh. Mez pesort Urzh ? Aze ema marse aters ar film politikel-se. Pesort Urzh a vez difennet hiziw, pa welomp ar pezh a zegouezh war hon planedenn, gant an dud dilabour ha gant ar repuidi a sko kreñvoc'h-kreñv douzh dor ar broioù pitaod ? Douzh an daou du e sav mouezhioù. Evid gouarn, hag evid rannañ. Da beb unan d'ober e choaz. Jean-Claude Le Ruyet.20161104b.185E.
SIN-161028-RELEVE, HISTOIRE D'UNE CREATION.docx RELÈVE, HISTOIRE D'UNE CRÉATION Un teulfilm sevenet gant : Thierry Demaizières hag Alban Teurlai (2016). Gant : Benjamin Millepied ha dañsourion Opera Pariz (2e). Un uzin korolloù, setu penaoz e wele Benjamin Millepied Opera Pariz, daou lec'h brudet ennañ : an Opéra Garnier hag an Opéra Bastille. Daet e oa da voud rener an dañs eno e miz Du 2014 ha c'hoant braz dezhañ lakaad avel fresk da wezhañ war an ti kozh. Un hent difer en doa kaset Benjamin Millepied beteg Pariz. Dañsourez e oa e vamm hag abred en doa en em c'houestlet d'an dañs. Bevet en doa yaouank en Afrik hag anavet lusk ar c'hevandir-se e-raog peurzeskiñ e arz e New-York gant an New York City Ballet. Ne vourre ket dezhañ ar mod kozh a oa heni Opera Pariz, staget douzh fesonoù-ober diamzeret d'e soñj. Reuter, strizhter ar c'helenn hag ur sistem klasañ korollourezed ha korollourion, ur sistem na rae nemed ober aon dezhe ataw, heb roiñ dezhe plijadur ha frankiz o c'horfoù. Evid ar rener yaouank ne c'helle ket e zanserion roiñ ar gwellañ anezhe heb kaoud plijadur. Mez ouzhpenn-se e tiwalle ive douzh yec'hed e dropad, douzh feson peb unan d'en em vagañ, da ziwall e gorf, ur soursi na oa ket heni e ziagenterion. Ha prest e oa da lakaad tud du o c'hroc'henn da gemer ar rol pennañ, tra nevez en Ti braz. Diskoueziñ a ra ar film penaoz e vez savet un arvest dañs. Hag ur blijadur eo d'an daoulagad gweled ganedigezh an traoù, pa ziskloront e spered un den hebkén beteg bleuñviñ war leurenn an Opera Garnier, dirag ur saliad tud dedennet braz, ha prezidant ar Republik en o mesk. Ar c'hustum eo da brezantiñ an arvestoù peurlipet, en o mod braw da voud diskouezet. Peadra da lakaad an arvesterion da voud souezhet braz hag achantet zokén, pa vez parfed an traoù. Mez gouied penaoz ema daet an arzourion da benn ag o fal ne lamm ket netra ag hon plijadur. Daw eo boud gwelet ur wezh d'an nebeutañ penaoz e vez savet un arvest, evid muzuliañ ar strivoù graet gant an oll, rag un oberenn olleg eo evel-just : dañs, sonèrezh, kinkladur, goulaouier. Rankañ a ra da beb tra boud direbech d'an deiz braz. Gweled a raomp amañ ganedigezh an arvest "Clear, Loud, Bright, Forward" prezantet e Pariz e 2015. Perzh mad ar film zo roiñ da zivinoud ar pazoù graet gant peb unan evid doned da benn. Unan hebkén a wele splann da gomañs : an arvester an heni eo. Benjamin Millepied e oa ar muzik en e benn da gentañ rac'h, rag diwar ar muzik en doa savet e goroll. Daw e oa bet dezhañ choaz an dañsourion, un c'hwezeg hebkén diwar ar c'hant hanter-c'hant bennag a ya d'ober korf koroll Opera Pariz. Ha goude, gelliñ lakaad an dañsourion da santoud ar pezh en doa-eñv c'hoant d'o lakaad d'ober. Rag sinifiuz eo an dañs, ur langaj eo, gouest da sevel fromoù e kalonoù an arvesterion adal ma vo fromet ive kalonoù an dañserion war ar leurenn. Ha gelliñ a ra ar from diwanañ a zeiz da zeiz, a jest da jest, a striv da striv. C'hwezañ a ra ar c'horfoù mez lemm e rank boud ar speredoù ive evid roiñ ster d'ar pezh emaint é sevel, oll asamblez. Ha gant ar film e vez santet penaoz e ta ar skipailh da voud ur c'horf hebkén, unvan en e labour, unvan en e grouidigezh. Renet en deus Benjamin Millepied ur prantad war an dañs e Opera Pariz, goude boud torret meur a gustum. N'eo ket chomet pell nawazh : roet en doa e zilez ha kuitaet e labour e miz Gourhelen 2016. Ur merk ag e labour kàer e chomo an teulfilm-mañ. Jean-Claude Le Ruyet.20161028c.184E.
SIN-161021-FRANTZ.docx FRANTZ Ur film sevenet gant : François Ozon (2016). Gant : Pierre Niney, Paula Beer, Ernst Stötzner, Marie Gruber (1e54). An darempredoù etre ar Frañs hag an Alamagn n'int ket bet sioul ataw, henn gouied a raomp. Kontañ a ra François Ozon dimp penaoz e oa bet pe penaoz a c'hellehe boud bet an darempredoù-se just goude ar brezel 14. Istoer ur plac'h alaman eo, Anna, hag a za liez da bediñ war bez he mignon Frantz, bet lazhet war an talbenn. Beteg an deiz ma kav Anna ur Gall dirag ar bez, ur Gall, Adrien, daet aze ive evid enoriñ ar c'hamarad en doa bet tro da hantiñ e Pariz e-raog ar brezel. Adal neuze e krog santimantoù an dud da dreñkañ en-dro e kêr, en un Alamagn bet mezhekaet gant ar faezhidigezh, kondaonet da baeañ kér-ruz ar brezel-se d'ar Frañs. Setu ar film a oa bet choazet evid lañsiñ ar sine-kleub brezhoneg en Alrae ar bloaz-mañ, ha n'eo ket bet dipitet an dud. Ur film e gwenn ha du eo, gant ur banne liw da beb an amzer evid bravaad ar vuhez, rag gouied a raomp e c'hell ar bleunioù digoriñ e tachadoù a beb sort, enkontet ar re zivalaw. Ur film eo hag a c'hell an den boud c'hoant da weled diw wezh. Marse a-gaoz ma vez roet kig hag ene d'an diw vro dre an daou zen pennañ, Adrien ar Frañsez hag Anna an Alamantez. Liez e chom kamera Ozon da ruzal war o dremmoù, é leuskel amzer dimp da gompren pe da glask kompren ar pezh a dremen en o speredoù. Ar pezh a soñj an Alamagn ag hec'h enebourion, petra a soñj ar Frañs ag e re. Ya, petra a soñjont ? Petra a sinifi o gerioù, mez ive o zavioù, o daoulagad trist pe souezhet ? Ne ouian ket mar en deus klasket ar sevener taolenniñ an darempredoù a zo hiziw-an-deiz etre an diw vro, ha, pelloc'h, etre broioù Europa. Ar pezh a zo, etre an daou zen a vez gwelet o emgav war ar skramm, e ya an traoù d'ar strad en ur mod dipituz kenan. Gweled a raomp an dizalbadoù a c'hell ar gevier ober war an dud. Ha pa za ar gevier ag an daou du n'eus ket kalz a dra euruz da c'hortoz, peogwir ne vo heni ebed evid tennañ an arall ag ar pej m'ema kouezhet e-barzh. Ha n'eo ket afer daou zen hebkén : redeg a ra ar gevier hag en em silañ a raont e meur a gorn. Ned in ket pelloc'h, daw eo din miroud ar mister deoc'h, mez gevier a gavoc'h a-dra-sur, gevier hag ho lakay da fuloriñ marse, pa weloc'h penaoz e tro an traoù. Kavet em eus-me fromuz-braz ar film. Marse abalamour ma tenn Anna (Paula Beer) douzh ur genskriverez alaman am boa anavet gwerso. Bravitez fas Anna ha melkoni he selloù zo trawalc'h evid lakaad fromoù da sevel er c'halonoù tener ! Mez n'eo ket toud : enni e vez santet an Alamagn, kement ha ma vez santet ar Frañs gant tudenn Adrien. Evel-just e vez gwelet an endro. Alamagn ha Frañs n'int ket anvioù daou zen, mez anvioù broioù hag a ra o fetisted d'an daou zen, hag a garg peb unan gant istor, gant kredennoù, gant fromoù kontrel pe hañval. Pa ne vez ket aez da zaou zen en em gavoud, zokén p'en em gavont o-hunan asamblez, penaoz krediñ e vo aez da ziw bobl en em gompren muioc'h ? Setu perag ema talvouduz braz da beb unan ober ar paz a c'hello henn lakaad da dostaad douzh an arall. Ha gelliñ a ran dañsal ganeoc'h ? Ar bed nen deus ket dober a glemmicherion, mez a dud hag a ra hag a dud hag a ro. Didro. Jean-Claude Le Ruyet.20161021b.183E.
SIN-161014-HOMELAND, IRAK ANNEE ZERO.docx HOMELAND, IRAK ANNÉE ZÉRO Un teulfilm sevenet gant : Abbas Fahdel (2016 ; 5e34). Hir-mat eo an teulfilm-mañ. Re hir. Hir evel ar brezel. Ar brezel kaset gant an Amerikaned hag ar Saozon en Irak goude gwalldaol New-York e 2002. Achuet ar film e 2016 mez filmet an diw lodenn anezhañ e 2003 just e-raog ha just goude ar brezel. Diskoueziñ a raont o daou buhez ur familh a vBagdad, heni ar sevener e gwirionez, eondred, kenderved, nized, é c'hortoz ar brezel da gentañ, hag é klask kompren ar pezh a oa degouezhet gante goude, e-pad ar c'hentañ mizioù heb Saddam Hussein. Gweled a raomp Irakiz ordinel, hañval deoc'h ha me, gant ar memez doberoù hag oberoù pemdezieg : fardañ boued, lakaad dour gant ar plantaj, studial er skol, selled douzh an tele, moned e kêr gant mignoned, digoriñ ha serriñ ar portal... Un teulfilm dishañval groñs diouzh ar re eh omp kustum da weled da vare ar brezelioù. Liez neuze e vez diskouezet an traoù hag an dud, mez a-bell. N'hell ket an arvester tostaad douzh an dud wirion, ar re a sant hag a véw tre eveldimp, pa vez lamet ar pezh a denn douzh ar yezh, an dilhad pe douzh ar relijion. Gant film Abbas Fahdel e tostaomp douzh Irakiz. Hag a-nebeudigoù e ta dimp da anavoud an dud-se, hag estonet omp, ur wezh c'hoazh, é weled pegen tost douzhimp emaint. Ar vugale muioc'h eged an dud vraz marse c'hoazh. Hag an dra-se a chañch ar sell hor boa war ar vro-se, ken pell a-vamañ, a gredomp. Etre esper hag aon emaint oll. Esper, rag dindan diktatouriezh Saddam Hussein emaint. Hag aon evel-just, rag piw a sellehe didrabas douzh ur brezel é toned ? Da beb an amzer e welomp, dre an tele peurvuiañ, penaoz eh ae an traoù er gevredigezh. Saddam, trankil evel ur gwir Tad ar Vro, oblijet ar vugale da gas ur gardenn dezhañ seul gwezh evid e bennbloaz. Ha eñv war ar skritelloù ha gant e zelwennoù e-kreiz kement plasenn a zo. Hag an dud, soudarded ha rac'h, é selled doutañ evel douzh un Doue. Farsuz, ha terrubl war-un-dro, gweled ar vugale lakaad skotch douzh ar fenestroù, war ar skotch kozh a oa chomet a-c'houde ar brezel kent, é soñjal e vehe efeduz douzh ar bombennoù. Fromuz ive gouied e oa ar paotr, un deg vloaz bennag, é c'hortoz ar brezel rag un tu a vehe dezhañ da guitaad kêr evid moned da vevañ war ar maezoù e-pad ur prantad... ha marse dilezel ar skol ! Broioù ar c'hornad zo bet gwallgaset gant meur a vrezel : n'eo ket ar petrol er-maez ag ar problem eno, evel-just. N'ankouaomp ket ar brezel Iran-Irak hag en doa padet eizh vloaz, an hanter hirroc'h eged heni 14 amañ ! A-blad en doa lakaet ekonomiezh an Irak, daet da voud divlank-kàer ha redïet da emprestiñ argant d'e amezeion evel an Arabia Saoudad, ar C'howeit. Mar oa bet aloubet ar C'howeit gant an Irak e 1990, e oa abalamour ma ne faote ket d'ar vro-se diverkañ an dleioù-se. Boutet e oa bet an Irak er-maez gant un arme etrebroâdel dindan paeroniezh an ONU. Mez ne oa ket brezel 2003 ur sort. Amerik Bush ha Breizh-Veur Tony Blair o doa aloubet an Irak o-hunan-penn. Faos e oa arguzenn an armoù lazhuz-braz a oa bet digarezet gant George Bush evid kas ar brezel-se da benn, heb aotre an ONU ar wezh-mañ. Bremañ, gant an eil lodenn, e ouiomp penaoz e oa bet bevet ar mizioù kentañ gant tud Bagdad. Skarzhet an diktator, mez evid pesort gwellaad ? Bremañ o deus Irakiz un dremm, ur fas. Eveldimp-ni emaint, ha gelliñ a raomp o c'hariñ ive. Jean-Claude Le Ruyet.20161014d.182E.