MICHAEL KOHLHAAS Ur film sevenet gant : Arnaud des Pallières (2013). Gant : Mads Mikkelsen, Mélusine Mayance, Delphine Chuillot, David Kross. Istoer un den ag an XVIved kantvlead eo ar film-mañ, Michael Kohlhaas, ur marc'hadour-kezeg ravoltet gant an direizhted. Tennañ a ra un tammig douzh film Mel Gibson, Braveheart (1995). Diskouezet en doa Mel Gibson buhez un den arall, William Wallace, hag en doa stourmet evid e vro, Bro-Skos, hag a oa neuze, en XIIIved kantvlead, dindan beli ar roue saoz Edouard Iañ. E film Mel Gibson e oa maezadoù braw-braz, menezioù goloet a erc'h, roñseed é c'haloupad, armeioù é kerzhed unan douzh heben, gwaregoù ha biroù evel glaw, treitourion, roueed ha rouanezed ha m'oar-me. Ennañ e oa from hag aer fresk ; roiñ a rae c'hoant d'an den krapiñ war ur jao ha galoupad ive a dostenn da flagenn, goude boud treuzet meur a stêr sklaer ha fresk an dour e-barzh. Amañ ive e vez gwelet maezadoù kàer, re ar Cévennes, dindan an heol, dindan ar brum, dindan ar glaw. Gouied a ra ar filmer c'hoari gant ar gouloù, ar sklaer hag an teñwel. Ha Mads Mikkelsen, den dibaot e gomzoù ha kollet e selloù war ur bed misteriuz, a zo an den a jaoje d'an avañtur-se. Amañ ive eh eus kezeg, soudarded gant o armaj, klezeñvoù, arbalastroù. Mez un diforc'h braz zo etre an daou film. Ur film politikel e oa Braveheart, liammet e sujed ouzhpenn gant ar pezh a soñj meur a Skosad a-vremañ moarvad. Ar pezh nad eo ket ar film-mañ tamm ebed. Rag un den e-hunan eo Mikael Kholhaas, ur Protestant ag an Alamagn daet da vevañ e-touesk Protestanted ar Cévennes. Un den hag en deus c'hoant da gavoud e roñseed en-dro, goude ma oant bet làeret dezhañ gant ur baron faeuz ha gwallgaset gant mevelion hennezh ouzhpenn-se. Er film Braveheart e oa bet lazhet mestrez Wallace gant ar Saozon. Amañ ive e oa bet gloazet-kriz maouez Kohlhaas, gloazet d'ar marw zokén, pa oa bet e lez priñsez Angoulem da c'houlenn justis evid he gwaz. A-gaoz da vuntr e garantez en doa savet William Wallace eneb d'ar Saozon. Diwar-sen ive e sav Michael Kohlhaas eneb da c'halloud e amzer. Liammet en doa Wallace e donkadur douzh heni e vro. Kohlhaas ne wel nemed e zroed-eñv, e broblem-eñv. Mar gell lakaad peizanted d'henn heuliañ en e stourm n'eo ket tamm ebed evid o dijabliñ-gi, mez evid doned da benn ag e gevredi, evitañ e-hunan. Ur stourm evid ar justis, mez ar justis personel. Un tamm preder zo da dennañ ag e istoer, bet kempennet amañ diwar romant Heinrich von Kleist. Ouzhpenn ur wezh eh eus bet emsavioù-peizanted en Istor, ouzhpenn ur wezh eh eus bet jakerezhioù. Goude ma veze sellet doute evel douzh loened, gant o mistri, an Aotroned, e save kounnar e kalonoù ar beizanted-se, a-daol-trumm, ha didruez-kàer e yaent oll asamblez da loskiñ kastelloù an noblañsoù par ma c'hellent. Mez ne yae ket pell o stourm. Kentizh ha ma c'helle ar roue, liez goude boud o laosket da zistruj ha da zizalbadiñ kalzig traoù, e kase e soudarded warne da lakaad skrap war pennoù-braz an dispac'h evid o barnañ buan hag o lakaad e-pign douzh ar groug heb dale. Soñjomp e Emsav ar Bonedoù Ruz e-kostez Karaez gant Sebastian ar Balp hag er Vro Vigouden e 1675. Soñjomp er pezh en doa graet an duk de Chaulnes neuze da-heul : plegañ a rae ar gwez du-hont gant ar pouez a oa bet roet dezhe, beteg pemzeg den krouget douzh ar memez gwezenn ! Diaez gouied ped a dud a oa bet lazhet gant dragoned Loeiz ar XIVved, rag goulennet en doa hennañ distruj toud ar paperioù a denne douzh an emsav-se. Un den reizh e oa Kohlhaas moarvad, mez ne oa ket trawalc'h siwazh.... Mar klaske Michael Kohlhaas justis, dam, gellet en doa tapoud ar pezh a oa bet é klask gant e armoù. Mez dam, diaez e vez d'ar briñsed leuskel o sujidi roiñ kentelioù dezhe. N'hellont ket henn añdur, ha ne rint ket biken, tra ma chomo un tamm galloud gante d'an nebeutañ. Ha n'o doa ket henn graet amañ naket. Setu ur film hag a blijo d'ar re a chom dedennet gant ar Grenn-Amzer, gant ar roñseed ha gant ar c'hastelloù kreñv. Plijet en deus din-me, d'an nebeutañ, ha plijet portred an den-sen ive, un den reizh, beteg re marse. Mez barnañ, setu micher ar varnerion. Hag amañ e chom kenteliuz ar varnadenn... Jean-Claude Le Ruyet. 20130926b.
JEUNE ET JOLIE Ur film sevenet gant : François Ozon (2013). Gant : Marine Vacth, Géraldine Pailhas, Frédéric Pierrot, Fantin Ravat. Goude filmoù anavet mat evel Sous le sable (2000), Huit femmes (2001), Dans la maison (2012), setu ar wezh-mañ François Ozon é tretañ sujed ar studierezed hag a ya da werzhañ o c'horfoù evid gelliñ paeañ o studioù... pe evid prenañ ur sac'h Prada pe Vuitton, rag meur a wezh ne ya ket pelloc'h o c'hoantoù. War a lârer ne vehe ket dibaot ar merc'hed-se. Bremañ, war ar web, gant ar c'henrouedadoù, les réseaux sociaux, evel ma ver kustum da lâred e galleg, ne vez ket diaez da ne vern piw kas fotoioù ag e gorf ha kennig moned e darempred gant an heni prest da baeañ. Ma, peb unan a ra ar pezh en deus c'hoant gant e gorf. N'eo ket gwell, a gredan, boud dalc'het beteg re gant limitoù ur gevredigezh re bilpouz evid lezel traoù ar seks moned en o aez pe gant dogmoù ur relijion bennag. Ar re a wask war ar re arall evid lâred dezhe ar pezh a zo mad d'ober hag ar pezh a zo fall n'int ket liez nemed tud hag a glask lakaad ar re arall da chom er memez limitoù hag o re. A-hend-arall e c'heller selled douzh taolioù-añsi ar yaouankizoù evel un tu da zizoloiñ ar vuhez d'an termen mand int arru en oad da guitaad neizh o c'herent ha d'en em lañsiñ ive d'o zro. Mez ne vez ket splann ataw, henn gouied a raomp, an hent-etre, lec'h ma c'hell an den kaoud e blijadur pe e satisfiañs, e-mesk displijadurioù kontrel pe dañjerioù ar bordoù. Nawazh ne ouian ket petra tennañ a film nevez Ozon. Moian zo henn gweled evel un teulfilm. Ya, bremañ e ouiomp ar pezh a c'hell studierezed ober, mar n'en gouiemp ket dija. Ha neuze ? Petra a chom ag an istoer-se ? Nag ar c'houronez, c'hoariet ez-naturel gant Marine Vacth, petra a denn-hi ag he skiant nevez prenet ? Ne ouiomp ket re, e gwirionez. Ne ouiomp ket hag-eñv e lakay-hi un arrest d'he avañturioù gant an dud kozh, koshoc'h eviti ataw, pe mar sant bepred enni an c'hoant da c'halviñ tud dianav c'hoazh pe ar re anavet ganti dija. Ne ziskouez ket kalz he santimantoù, hag en ur ger, n'eus ket kalz a garantez etre ar wazed a hanta ha hi. Gouest eo da santoud an denerded, war a seblant. Mez karantez, en em c'houlenn a ra an den mar goui petra eo. Ne chom aze nemed plijadur ar c'horf. Ar pezh a gont ive, evel-just. Gelliñ a ray an den lâred he deus amzer ar plac'h c'hoazh evid leuskel ar santimantoù uhelloc'h diwanañ enni a-nebeudigoù, ar pezh a zo gwir ive. Aze marse e vehe bet moian da François Ozon furchal muioc'h ha diskoueziñ penaoz e c'hell ar spered doned da roiñ e heol da vuhez ar c'horf, rag mankoud a ra er film. Marse ive en deus klasket ar sevener diskoueziñ penaoz e kav ar seks un hent nevez da vevañ dre an Iphonoù pe Smartphonoù. Ar pezh a ra peb unan gant ar fesonoù nevez-se zo etre daouarn peb krennard, a-benn ar fin. Ha diwar ar skiant-prenet a dapo ar grennarded-se e savo ar vuhez da zoned. O buhez, da lâred eo buhez ar gevredigezh en ur mod. A-vepred eh eus bet ag an hent-se : ataw e ra mab-den diwar an endro ma vew enni. Ale, ur wezh c'hoazh, plijadur deoc'h oll er salioù teñwel (mez ar wezh-mañ e vo red d'ar chelaouerion boud tapet o daouzeg vloaz dija, mar faota dezhe gweled ar film-mañ). Jean-Claude Le Ruyet. 20130915b.
J'DEMANDE PAS LA LUNE, SEULEMENT QUELQUES ÉTOILES Ur film sevenet gant : Robert COUDRAY (2013). Gant : Laurent Voiturin, Juliette Pinoteau, Maxime Raguin. N'em bez ket liez an tu da brezantiñ deoc'h ur film savet er vro, gant un den ag ar vro, gant tud ar vro war ar skramm. Ur film savet gant nebeud a argant, 50 000 euro douzh am eus klevet, tra ma laka pennoù braz Hollywood milionoù en o oberennoù. Hunvre Robert Coudray e oa : eñv, ar barzh-ferailher a Lizio, le poëte ferrailleur evel ma ra-eñv anezhañ, a zo daet da benn a sevel an istoer-mañ. Un taol-kàer, bourrabl da weled, un istoer a hiziw filmet a-feson. Evid doned da benn ag e c'hoant en doa goulennet Robert Coudray servij ur pewar-c'hant den bennag, tud a-gostez Lizio evid ar peb brasañ, mez pas hebkén. Tud a-bell a oa daet da roiñ dorn dezhañ ive, pe evid c'hoari er film, pe evid alejañ boued, pe evid sikour en ur mod bennag, rag ur bern traoù a vez d'ober war ur leurenn-sinema ha tro-dro dezhi. Ha setu J'demande pas la lune, seulement quelques étoiles daet er-maez, ha lañset e vo e salioù ar Frañs a-bezh, mar plij. Pa lâren deoc'h e oa un taol-kàer! Istoer un den yaouank un tammig kollet eo. Kollet en e garantezioù, kollet en e zarempredoù gant e verc'h, kollet ouzhpenn e vicher dezhañ hag etre mil soñj evid gouied ar pezh a garahe ober ag e vuhez. A-benn ar fin e krog hon den en un dra en doa disprizet da gentañ : eñv hag a oa waet da vevañ pell a-zoc'h douaroù e hendadoù, setu ma oa daet soñj dezhañ ag un tamm douar a oa bet laosket dezhañ e Breizh goude marw e dad-kozh. E Lizio just a-walc'h. Ha eñv da guitaad ar gêr vraz, Pariz marse, mez kalz ne vern, ha da voned war-droad war e hent. Ha dizoloiñ ar vuhez er vourc'h nevez, lec'h ma en em anav peb unan. Darempredoù nevez, hag ar chañs ive, ar chañs kenniget dezhañ gant tud ar vro hag ar jourdoul daet dezhañ da vevañ ar vuhez nevez-se. Savet un ti dezhañ, un ti a-sort gant an traoù kuriuz ha dic'hortoz kellidet e empenn Robert Coudray, un ti diharag, kamm ha tort, leun a faltazi. Aze e anavomp dorn hon barzh-ferailher, evel-rezon. Koutant e vehen kaoud un ti a-sort-se e penn arall a ma jardiñ : evid ma flijadur, ha plijadur ma bugale vihan sur a-walc'h. Ur bennoberenn ag an dibab ! Evel-just eh eus skoilhoù war an hent, ha dober en do hon den a sikour e gompagnuned nevez hag e voazined evid talañ douzh ar re a faota dezhe distruj an ti-se, rag hanw zo a dennañ mein en-dro ag ar maengleuz lec'h m'ema staliet. Bec'h a vo. Gant piw eh ay ar maout ? Koutant e vo an dud a anav Lizio sur a-awalc'h, mez koutant e vo an oll Vretoned ive gweled ar film-se hag a zo a-renk gant meur a film arall, heb mezh, m'henn lâr deoc'h. E galleg ema, e-kontrel douzh Lann Vraz, heni Soazig Daniellou, mez ur film made e Breizh eo. Diskoueziñ a ra an traoù bouljal er vro a-fed sevel filmoù gouest da gomz ahanimp en ur mod digor. Na vankit ket ho tro, pa dremeno en ho kêr, ha kasit ho mignoned genoc'h, ne vint ket dipitet : digor braz e vo o c'halonoù pa sortiint ag ar sal hag ho kouviañ a rint da voned d'eved ur banne da davarn ar blasenn. Netra nemed plijadur. Jean-Claude Le Ruyet.20130905b.
INSAISISSABLES Ur film sevenet gant : Louis Leterrier (2013) Gant : Jesse Eisenberg, Mark Ruffalo, Woody Harrelson. Setu ur film evid an hañv. N'eus ket kalz a dra da c'hortoz anezhañ nemed diverrañs, ar pezh nad eo ket fall dija. Hanw a vo amañ a hud, a strobinellerezh, ag achanterezh, a douelladurezh, a vaji mar karit. Istoer ur vandennad touellerion pe sigoterion hag a genlabour evid sevel ar brasañ troioù. Mez gant an argant e c'hoariont, hag argant an dud arall ouzhpenn-se, ar pezh a laka ar polis da redeg war o lerc'h. En Amerik evel-just. Hanw ' vo ag ur c'heveladur sekred, al Lagad, bet savet en amzer gwezharall ha ken kozh evel ar faraoned. Soñjit e Moiz hag en doa taolet e benn-bazh dirag ar Faraon, hag ar penn-bazh-se é voned da nàer vraz kentizh. Mez ar Faraon a c'halvas e douellerion d'e dro hag a re-se ive a oa bet gouest da lakaad o fennoù-bazh da voned da nàeron. Nemed e oa bet lonket an nàeron-se gant heni Aaron, breur Moiz. Er c'heveladur-se ne vehe tolpet nemed ar re vrasañ ag ar sigoterion. Ha n'eo ket ar re a garahe moned e-barzh a c'hell henn ober, nann, n'eo ket e-mod-se e kerzh an traoù, mem er bed hud-se. E galleg e sinifi ar ger prestidigitation an aezamant da c'hoari gant ar bizied (latin presto digiti). Mez estroc'h eged ar bizied a c'hoari en afer, ha daw eo kavoud skiant ouzhpenn evid lakaad an dud da grediñ ema bet lakaet ar gonifl da zisparisañ er vouest ha troc'het ar vaouez dre an hanter. Meur a dra zo dindan an hanw a douelladurezh, hag a oa bet urzhiet gant Robert-Houdin en XIXved kantvlead : 1.Troioù ampartiz (daouarn ha komzoù) ; 2. Troioù sigotañ (lakaad traoù da zisparisañ) ; 3. Efedoù estonuz ar spered (ar pezh a vez anavet dindan an hanw a ventalizm); 4. Magnetizm (spizwelerezh, divinerezh) ; 5. Mediomegezh (spiritizm, galviñ ar speredoù, armenerioù misteriuz, taolioù hag a dro) ; 6. Diverrañs (kiprokoioù, troioù skañv). Hiziw-an-deiz e vez gwelet arvestoù touellerezh en tele hag arvestoù zo a vez prezantet e kabaretoù brasañ ar bed. E Frañs da skwer war France 2 e prezant Patrick Sebastien e abadenn vizieg Le plus grand cabaret du monde lec'h ma kouvi sigoterion ha touellerion hag ar bed a-bezh. En Amerik ema daet Las Vegas da voud kêrbenn-huderezh ar blanedenn. Hag evel-just e komz ar film-mañ a Las Vegas. Ale, plijadur d'an oll er salioù teñwel ; teñwel...ha fresk. Jean-Claude Le Ruyet.20130810b.
MARIUS ha FANNY Daou film sevenet gant : Daniel Auteuil (2013) Gant : Daniel Auteuil, Raphaël Personnaz, Victoire Bélézy, Jean-Pierre Darroussin. Da'm soñj e oa savet keuz gant Daniel Auteuil goude filmoù Claude Berri : Jean de Florette ha Manon des Sources. Soñj ho peus marse ag ar filmoù-se, gant Yves Montand hag Emmanuelle Béard. E oa Daniel Auteuil Ugolin, an heni waet foll gant e garantez evid ar Manon vraw, mez honnezh a gare ar mestr-skol, ha n'eo ket ar paour-kaezh peizant. En em santiñ a ra mad Daniel Auteuil e bed Marsel Pagnol, kredabl, ha c'hoant en deus bet da gas an traoù pelloc'h. Ha setu daet Marius gantañ. Ha pandeogwir nend a ket Marius heb Fanny eh eus un eil film amañ ive, Fanny e ditl, evel-rezon. Un den ganet e 1895 e Aubagne e oa Marsel Pagnol. Skolaer laik ha republikan e oa e dad, hag a oa daet d'ober skol e Marseille. Goude en doa kroget Marsel Pagnol evel kelenner, mez buan e tilezas ar vicher-se evid gouestliñ e amzer d'al lizheradur. Skrivet en doa evid an teatr mez abred a-walc'h e oa bet dedennet gant ar sinema. Unan ag ar c'hentañ filmoù lec'h ma komze an aktored eo Marius (bet sevenet gant ar Paramount). Mez sevel a reas Pagnol e gompagnunezh dezhañ goude, hag evel-se e oa bet sevenet La femme du Boulanger (e 1938), La fille du puisatier (e 1940), Topaze (e 1951) ha kement a zo. Anavet eo istoer Marius ha Fanny kredabl, milanavet gant lod ahanaoc'h marse, dre ar sinema d'an nebeutañ. Mez plijuz eo adkavoud an dudennoù vrudet-se amañ : César (tad Marius), Honorine (mamm Fanny, c'hoariet gant Marie-Anne Chazel amañ), Panisse (Jean-Pierre Daroussin), Escartefigue ha Monsieur Brun. Plijuz eo kleved pouez-mouezh Marseille, hag a za ez-naturel gant an oll (lod a gavo marse eh eus re ag ar pouez-mouezh-se). Santet e vez eh eus bet plijadur gant ar sevener ha gant ar gomedianed da livañ buhez ar porzh braz, da roiñ da weled buhez an dud munud hag a ra he c'harakter, d'al liesañ, da gement kêr a zo. Ne ouian ket mar tenn Marseille hiziw d'an heni en doa anavet Pagnol. Ne ouian ket mard eo ken bourrabl kêr hiziw-an-deiz, rag pa vez hanw a Varseille e vez komzet dreist-oll a dorfedoù a beb sort kentoc'h eged a istoerioù evel heni Fanny ha Marius. Marse ema ar skeudenn divalaw-se un tu d'ar Barizianed, dre warizi, da zuañ eil kêr vrasañ a Frañs evid gouarn ar monopole, kit da ouied... Nevez so eh eus bet diskouezet dimp labourioù braz graet e kêr evid roiñ un tres modernoc'h da Varseille, hag anavoud a ran tud sod gant o c'hêr, ur gêr lec'h ma vez plijuz da vevañ, diouzh a lâront. Sur a-walc'h n'eo ket mui Marseille, hag a-c'houde gwerso dija, evel ma oa da amzer Pagnol. Rag diamzeret eo ar romantoù-se a galz : ne vew ket mui ar yaouankizoù evel d'an amzer-se. Petra he dehe bet lâret Honorine p'he dehe bet dizoloet he merc'h noazh-pipouilh er gwele gant ur plac'h arall ? An istoer-se nawazh n'eo ket displijuz da weled pe da adweled, rag en despet d'ar pewar-ugent vloaz tremenet (skrivet e oa bet ar pezh-c'hoari Marius e 1929), e chom fresk dirag kamera Daniel Auteuil. Kredabl ema a-gaoz d'an tem. Evel ar pezh 'm eus bet tro da lâret amañ ouzhpenn ur wezh dija, traoù ar garantez a chom traoù ar garantez ha treuziñ a raont an amzer en ur ziskoueziñ kement-se dimp, hag hañval a-walc'h. Moian zo da beb unan o c'hompren aez en despet d'ar c'hontekst, en despet d'ar c'henarroud. Setu perag e hetan plijadur deoc'h ur wezh ouzhpenn er salioù teñwel, hag ar wezh-mañ e kompagnunezh Fanny ha Marius hag o bandennad. D'an nebeutañ n'int ket fall dud hag e vakañs eh omp... Jean-Claude Le Ruyet.20130808.
SHOKUZAY 2 : ar re a faote dezhe ankouaad Ur film sevenet gant : Kiyoshi Kurosawa (2013) Gant : Kyôko Koizumi, Sakura Ando, Chizuru Ikewaki... Goude boud komzet amañ ag ar Shokuzay kentañ (Ar re a faote dezhe kaoud soñj en-dro) em boa lâret da'm maouez ne gomzehen ket ag an eil. Kavoud a rae din em boa lâret trawalc'h diwar-benn film nevez Kiyashi Kurosawa. Arsa, goude boud gwelet an eil e vehe un achap a rahen mar ne lârehen ket ger ebed en e zivoud. Eh an da gomz ag an eil film enta, da lâred eo Ar re a faote dezhe ankouaad. Taolenn a ra ar film kentañ an dizalbad a c'hell darvoudoù kriz bevet en o oad tenerrañ ober war brazarded zo. Gant an eil film eh aomp kalz pelloc'h c'hoazh barzh ene an dud. Mez petra ema Kurosawa é klask diskoueziñ dimp aze ? Tud ordinel, ar Japaniz-se, tud eveldimp, war-bouez nebeud. Tud seven braz, hag a salud izel hag a ziwall douzh o brud. Arabad ober an dra-mañ, pe leuskel ar vugale ober an dra-se : petra a soñjo an dud ? Petra a lâro ar voazined ? Mez goude ur seblant a normalded, setu ma tro an dud-se da fall, ha pa lâran da fall e vo sourprenet meur a unan. Suspense zo adal penn kentañ ar film ha tre beteg ar fin. Ha neuze e vez dizoloet pegen tort e c'hell boud ene mab-den. Lakaet e oa bet ar pouez war ar beder flac'hig o doa gwelet muntrer an Emili vihan. O gweled a raomp e deraou o buhezioù maouezi yaouank pemzeg vloaz goude an torfed, diw anezhe er film kentañ hag an diw arall er film-mañ. Mez nag ar vamm ? Ya, ar vamm ! Petra zo en he fenn, a-dreñv he selloù kran ? Honnezh oa chomet un tammig er-maez ag an enklask, daoust dezhi doned da beb an amzer d'en em ziskoueziñ en-dro, evid degas soñj d'ar beder flac'h ag o fenijenn hag ag o dever-rapariñ. Mez souezhet an den pa zizolo bed ar vamm-se he doa mallozhet ar paour-kaezh merc'hed. Rag a-benn ar fin e oa a-gaoz d'he mallozhiñ-hi e oa chomet hanter glañv ar vugale-se, e-sigur ma oa bet dibosubl dezhe diskrivañ ar muntrer. Hag istoer ar vamm-sen ive hon laka da ziskenn izel braz e spered an dud. Petra en deus klasket Kurosawa lakaad war-wel ? Etre klask ankouaad ha klask kaoud soñj en-dro... N'eus ket a bardon en istoer-se. Moned a ra peb unan beteg e fin, ur fin diaez ha kriz. Ema mammenn o froblemoù pell en amzer baset, ha douzh a seblant n'eus ket diskloum ebed : gouied pe pas ne chañch ket an traoù. Goude Fukushima en em c'houlenn a ra an dud petra zo kaoz e chom Japaniz stag douzh o flanedenn c'harw. Daoust ha n'eo ket a-gaoz mar chomont stag douzh o bugaleaj heb gelliñ brasaad ? Heb gelliñ en em zijabliñ ag o doueed kozh, pe kentoc'h c'hoazh ag o diaouled kozh ? Ur Japanad a anavan, goude 'm boud goulennet gantañ petra a soñje diwar-benn katastrof Fukushima, en doa respontet din : " Dober hor boa a vevañ an dra-se." Setu aze ur film kreñv ha garw (komz a ran amañ ag an diw lodenn). N'eo ket ur film aez. Unan direnkuz eo, hag a c'hell lakaad meur a unan diaez just a-walc'h. Un dra vad e vehe en em c'houlenn penaoz ober pe petra ober evid ma ne zegouezhehe ket ar pezh a zegouezh. Rag a-benn ar fin, an dud eo a zo kaoz ag ar pezh a zegouezh. Ni zo mestr ar jeu, a galz d'an nebeutañ mar n'eo ket evid peb tra. Ganimp alc'hwez ar baradoez, ganimp ive alc'hwez an ifern. Daw eo boud war evezh plaen. Un afer a goustiañs. Ur goustiañs vorgousket re liez. Etretant, e-lec'h klask lakaad hon empenn da labourad ha da renañ an c'hoari, e laoskaomp hent d'hon fromoù (jalouzi, c'hoantegezh, kounnar ha m'oar-me). Arabad boud souezhet gant ar bed hon eus savet diwar-se. Mard it da weled ar film, an daou film-se, hag en urzh kentoc'h, sellit douzh ar pezh a zegouezh heb boud trubuilhet, just selled doute. Selled heb jujañ, heb barnañ. Setu aze ur gwir labour-vakañs. A dam ! Jean-Claude Le Ruyet.20130730b.
SHOKUZAY : ar re a faote dezhe kaoud soñj en-dro Ur film sevenet gant : Kiyoshi Kurosawa (2013) Gant : Kyôko Koizumi, Sakura Ando, Chizuru Ikewaki... Boud eh eus daou gKurosawa, o daou filmerion vrudet e Bro-Japan hag er bed a-bezh. An heni kentañ, ganet e 1910 ha marvet e 1998, zo Akira Kurosawa. Gwelet e vez hennezh hiziw evel ar filmer japanad brasañ. Savet en doa un 30 film bennag, evel Ar seizh samouraï pe Dersou Ouzala, ha tapet ar briz aour e Cannes e 1980 evid Kagemusha "skeud ar brezeler". An eil Kurosawa filmer zo Kiyoshi Kurosawa, ganet e 1955 ha sevener Kaïro, Jelly Fish pe Tokyo Sonata e 2008. Kiyoshi Kurosawa eo sevener Shokuzay, ar film a gomzin diwar e benn hiziw. Daou film zo e gwirionez, ha beteg bremañ n'em eus ket bet tro da weled nemed an heni kentañ : Ar re a faote dezhe kaoud soñj en-dro. Istoer peder flac'h seizh pe eizh vloaz a vez kontet amañ, an oll anezhe test a vuntr o c'hamaradez Emili en o skol. Ar pezh a zo, digapabl e oant bet oll da ziskrivañ penn ar muntrer d'an enklaskerion goude, ha nawazh e oa bet gwelet hennañ gante just e-raog an torfed. Ar vamm enta, mamm Emili, ne gompren ket an ankouaad-se ha mallozhiñ a ra ar merc'hed hag a ranko ober penijenn o buhez-pad tra ma n'o do ket sikouret ar justis. Setu aze sinifiañs shokuzay, hag a sinifi penijenn e japaneg just a-walc'h. Diwar ur miniheuliad tele en deus savet Kiyoshi Kurosawa ar filmoù-se. Kroget e oa bet ar filmañ just goude katastrof Fukushima, da lâred eo goude an 11 a viz meurzh 2011. Diskouezhañ a ra ar film penaoz e c'hell boud distabillaet ar vrazarded gant darvoudoù bet bevet gante pa oant bihan. Amañ e vo taolennet mizer psikologel ar plac'hed-se, hag a zoug ar sekred, hag a glask kaoud soñj ag an darvoud en doa breinet o buhez. Hag a glask paeañ o mank, o faot. N'int ket eüruz, evel-just, n'hellont ket boud eüruz, gant ar pouez hag a wask o eneoù. Unan a za da voud poupinell ur fetichist pich null, dic'halloud, un arall ur skolaerez he fal gwarantiñ ar vugale, mez beteg re. Gwir gatastrofoù eo o buhezioù. Plijet en deus kalz ar film kentañ din, d'an nebeutañ. Diskoueziñ a ra ar Japan a-hiziw. Ne welomp ket kalz ag ar Japan-se marse, mez peadra da gompren penaoz eh a an traoù en hon bro-ni ive, daoust ma n'eo ket tre evel du-hont, e Bro ar Sav-Heol, pand omp-ni é vevañ amañ e Breizh, e Bro ar C'huzh-Heol. Da skwer ar skol ha plas ar gerent enni er Japan modern. Evel skolaer em boa komprenet e ranke ar skol ober lec'h dezhe, ha kenlabourad gante evid kas an traoù war-raog evid mad ar skolidi. Mez daw eo d'ar roloù boud sklaer, a-hend-arall e tro an traoù da fall. Amañ e vez diskouezet skolaerion na ouiont ket mui penaoz ober etre ar skolidi (re dener pe re zidailh) hag ar gerent prest da zougañ klemm evid an disterrañ tra. Hiraezh 'm eus gweled an eil lodenn, he hanw Shokuzay, Ar re o doa c'hoant da ankouaad. Ur misi a vez ataw evidin moned da veajiñ e kalon ur bobl arall, ken dishañval a-zoc'h kustumoù hor bro-ni, ha ken tost war-un-dro. Neuze, na boud e tiskouez an amzer chomel kàer, plijadur deoc'h ur sort er salioù teñwel. Jean-Claude Le Ruyet. 20130723b.
LES BEAUX JOURS Ur film sevenet gant : Marion Vernoux (2013). Gant : Fanny Ardant, Laurent Laffitte, Patrick Chesnais. Pa vez yaouank an den e soñj ez-naturel e pado e nerzh, e jourdoul hag e vraventez pe e chalm pell-pell c'hoazh, da viken pe dost. Mez tapet e vez tri-ugent vloaz buan a-walc'h, ha pand int tapet deoc'h eh oc'h oblijet d'ober gante, setu al lezenn. Evid traoù an amour e talv al lezenn-se ive. Ha kriz e c'hell boud al lezenn, evel-just. Setu sujed ar film-mañ enta. Ober a ra ur plac'h tri-ugent vloaz anaoudegezh gant un den yaouank hag a c'hellehe boud he mab. Netra nevez edan an heol. Ne vern ket. Ne ra an dud nemed kontiñ ar memez istoerioù dimp a rumm da rumm, mez ar mod d'o c'hontiñ eo ar pezh a vern dimp, a-benn ar fin. Diaez eo talañ douzh hon akustumañsoù. Doned a ra an akustumañsoù en hon buhezioù didrouz, a-dawig, heb gouied dimp, beteg an deiz m'o gwelomp. Ha p'o gwelomp e c'hellont boud dibosubl da añdur. Petra ober neuze ? Broudet e vez buhez peb unan gant an c'hoant da badoud ha da dennañ ar mad ag ar bed, ar gwellañ ag ar momant a-vremañ. Par ma c'hell e klask an den an hent da roiñ un astenn d'e damm amzer war an douar, adal ma vo ur prantad joaiuz ha bourrabl. Ha pa dremen an tren e sailh e-barzh. Setu ar pezh he deus graet Caroline, alias Fanny Ardant, gant ur paotr kalz yaouankoc'h egeti. N'eo ket a-gaoz ma n'en em gleve ket mui gant he gwaz, tamm ebed. Mez é c'hortoz un dra arall e oa-hi, é c'hortoz aer fresk. Ha daet an aer fresk gant an den-se, he c'helenner urzhiataerezh. Posubl e vehe bet d'an avañtur-se boud un istoer braz a garantez, mez chomel a ra bihan. Interesuz eo gweled Fanny Ardant mez ned aomp ket beteg boud kendrec'het gant ar film. Ne oa an emgav-se nemed un dra dister a-walc'h. Gwir eo e c'hell traoù a-sort-se digouezhoud liez a-walc'h. Mez n'eus ket enne, d'al liesañ, peadra da sevel ur senario. Amañ ne ya ket an traoù gwezh ebed beteg o bar, beteg an drama pe beteg ur c'han meur d'ar vuhez. Un avañturig a vez taolennet amañ, ha setu toud. An avañturig e oa an diw dudenn é klask moarvad. Moian zo kompren rezonoù ur sinema e bal diskoueziñ ar vuhez ordinel. Peb unan a c'hell boud ur gouron en e bemdez. Mez engortoz omp ag un tammig muioc'h eged ar pezh a anavomp dija, me gred, pa baeomp hon plasoù da voned un diw euriad bennag dirag ur skramm braz. Setu aze ar rebec'h a rahen d'ar film. Mankoud a ra karantez, mankoud a ra ivoul. Chomel a ra an dud war-vol o santimantoù, evel pa ne gredehent ket en o flanedenn. Ha ne gredont ket enni, e gwirionez. Perag o deus en em gavet ha perag o deus savet un istoer etreze, an daou-se? Evid moned er-maez a stern o femdez dijoa ? Marse. N'eus nemed Patrick Chesnais, gwaz Caroline, hag a ro da grediñ ennañ, da grediñ en e rol a waz treiset, doganet. Lod ne vint ket akord ganin amañ, hag a vourro gweled film Marion Vernoux. Neuze, plijadur dezhe er salioù teñwel. Ar re arall a c'hello moned d'henn gweled ive, mar bourront é weled Fanny Ardant, blew melen dezhi, toemm he mouezh ha braw he selloù. Pe moned d'ar plaj. JClaude Le Ruyet.20130704a.
LA GRANDE BELLEZZA Ur film sevenet gant : Paolo Sorrentino (2013). Gant : Toni Servillo, Carlo Verdore, Sabrina Ferilli. Liez a-walc'h e komzan amañ a filmoù amerikan. Setu unan italian. Talviñ a ra ar boan henn gweled en e wersion-orin. Mar peus c'hoant ho po tro da gleved italianeg un tammig, ar pezh na vez ket aez d'ober e Breizh war ar pemdez. Gant La Grande Bellezza, ar pezh a sinifi ar Vraventez Vraz, pe ar Vraventez Veur, e vo hanw a gêr Roma, pe a Rom mar kavit gwell. Roma, ar Gêr Beurbadel... Ha gwir eo, braw-braz eo ar gêr-se, gant he livioù kàer, gant linennoù kromm pe eeun an temploù hag ar savadurioù kozh. Mez ive gant linennoù folloc'h an natur eno, ar gwez uhel, ribloù an diw stêr a Roma : an Aniene hag anTibr. Ne vo ket diskouezet Rom al labourerion amañ, mez kentoc'h heni an douristed, heni an dud a Iliz, evel-just, leanezed, beleion, kardinaled. Mez dreist-oll c'hoazh Roma ar bitaoded, Romiz ar plijadurioù, foll gant an dañsoù, ar chervadoù, an diskutadegoù chik ha cheuc'h. Savet eo bet ar film evel un heuliad taolennoù barok hag a zegas soñj a Fellini. Treuzet e vez an taolennoù barok-se, melkoniuz un tammig ha leun a vousfent, gant un den 65 ploaz dezhañ. Ur skrivagner eo an den-se. Mez ur skrivagner nen deus ket skrivet netra a-c'houde ma oa yaouank. A-c'houde e romant kentañ hag en doa graet bec'h e-mesk ar boblañs. Ha daet an den da voud ken brudet adal an deiz-se ma en doa gellet, e-pad toud e vuhez, bevañ disoursi-kàer e-mesk bourc'hizion uhel ar gêr. Beteg an deiz ma taol ur sell war e vuhez just a-walc'h, ha ma kompren ema goulle a-walc'h honnañ. En un taol e kompren Jep Gambardella e chom un nebeud bloaziadoù dezhañ da vevañ, hag un nebeud hebkén, a-benn ar fin. Ha petra ober anezhe ? Gortoz koshaad da vad ha mervel un deiz ? Da lâred eo splujañ en e noz, ha splujañ diremed ? Pe tennañ ar matañ deuz ar pezh en deus dizoloet er vuhez, hag henn roiñ d'ar re arall dre skridoù nevez ? Rag evid Jep e ta da voud sklaer en deus bevet en ur bed a rivinoù beteg bremañ. Da lâred eo ur bed faos, ur bed a douelloù, ur bed a huneoù hag a hunvreoù. Rivinoù istorel, ha rivinoù an dud tro-dro dezhañ, e gompagnuned ha kompagnunezed é koshaad buan, hag é koll o chalm hag o c'hened, o braventez a-wezhall. Ur yuc'h portredoù zo bet taolennet er film : an oll é tiskoueziñ tud é klask tennañ ar mad ag ar vuhez evite o-hunan dreist-oll. Nemed un nebeud -tre, tud santel, pe dost... Daet soñj din a vuhez hon bed ive. Dreist-oll goude boud gwelet un abadenn en tele diwar-benn an Nepal. Ur sonenn arall du-hont hiziw-an-deiz, pa vez erc'h peurbadel an Himalaya é teuziñ hardizh. Ema ar chañchamant amzer éc'h oblijañ an dud da achap pelloc'h er flagennoù, beteg ar gêrbenn, Katmandou, ken braw tregont vloaz so, war a lârer, hag é vougañ hiziw gant 3 milion a dud. Ha diaez d'an dud produañ o magadur evel e-raog, diaez dezhe eostiñ ha gounid legumaj, a-gaoz d'ar sec'hor. E-lec'h digoriñ hon daoulagad e chomomp da zeverral... Hopala ! Mez petra eh on-me é lâred deoc'h amañ ?! Nann, nann, plijadur deoc'h er salioù teñwel ur sort. Nawazh, digoromp brasoc'h marse hon daoulagad evid gelliñ lenn etre al linennoù. Rag La Grande Bellezza a c'hell boud an Douar-ni ive, na ne c'hell... JCLR.20130628b.
MUD Ur film sevenet gant : Jeff Nichols (2013) Gant : Matthew McConaughey, Tye Sheridan, Jacob Lofland. Ar re o doa kavet bourrabl istoer Robinson Crusoe a gavo bourrabl ar film-mañ moarvad. War un enezenn e vew un den e-hunan. Mez n'eo ket gwall bell an enezenn a-zoc'h an douar-braz, rag e-kreiz ar ster Misisipi ema. Ha ne c'hell ket an den chomel pell kuzhet eno (rag douzh en em guzhad ema, e gwirionez). Interest ar film-mañ zo ar pezh a vez bevet gant krennarded an istoer. Waet int e darempred gant ar Robinson-se, Mud e hanw. Un tammig misteriuz eo hennañ, ur sarpant tatouet war e vrec'h hag ur roched sañset henn gwarantiñ douzh an droug. Ellis, unan ag an daou grennard, en deus fiziañs e madelezh an dud, endra ma vez disfiziuz e gamarad Neck. Ellis, maleuruz en e familh, en deus dober a gavoud karantez gant tud arall evid brasaad. Ha just a-walc'h e kred Mud er garantez. Ema é c'hortoz gweled e zousig en-dro, ur plac'h braw-abominabl, a lâr-eñv. Ha moned a ray Ellis da roiñ dorn dezhañ evid ma c'hello Mud hag e vestrez en em gavoud en-dro. Evel-just ne dremen ket an traoù ken aez-se evid Ellis. Ar pezh a grede ar paotrig a vrall dirag e zaoulagad ha mizer en deus da ouarn inosañs e santimantoù. N'eo ket bed ar vrazarded tre evel heni ar vugale. Ha daw eo d'hon daou c'houronig henn dizoloiñ. Henn dizoloiñ tamm ha tamm, pe en un taol hag a c'hell boud kriz ha didruez. Nawazh, daoust ha ne vehe ket e santimant kentañ an heni gwir, d'ar paotr Ellis, pa zegouezh dezhañ en em gavoud dirag unan bennag ? Evid e gamarad n'eus ket a dortal : evid Neck ne bad ket ar varnadenn. Hebdale e laka an dud e bouest ar re vad pe e bouest ar re fall. Kentoc'h mem e bouest ar re hag a c'hell degas un dra bennag dezhañ pe e bouest ar re nen deus-eñv netra da c'hortoz anezhe. N'eo ket Ellis evel-se. Santiñ a ra an traoù, santiñ a ra kalon an dud ha gouied a ra, en ur mod, mard int dîn ag e fiziañs pe mar n'int ket. En ur ger e kred er garantez. Evid ar re a vourr gweled filmoù-polis ne vint ket dipitet naket, rag suspense zo a-hed ar film. En dañjer braz o deus en em lakaet ar vugale, dre faot Ellis, dre faot e naifted, e eeunegezh. Euruzamant eh eus un Doue evid an inosanted... C'hoazh ur film a-zivoud An Amerik, a rebecho lod. Ha gwir eo : amañ eh omp gant ur film amerikan kant dre gant, hag a ro dimp skeudenn ar frankiz gant Mud, skeudenn ar c'hlanded gant Ellis, skeudenn ar feulster ive gant un nebeud pennoù aheurt prim war o armoù evel ma jaoj d'an Amerik, gouez d'an NRA, the National Rifle Association hag a zifenn an droed evid peb unan da zougen armoù. Ya, mez braz eo ar vro-sen ive, ur bochad brasoc'h eged Kumuniezh An Europ c'hoazh, ha dishañval-mik e c'hell boud an dud eno. Amañ, er Baiouoù war ribloù ar Misisipi, ne dremen ket ar vuhez evel e Washington pe e foñs an Texas. Da lâred eo e vez diskouezet amañ, en tu arall ag an istoer, un tachad arall ag ar vro vraz-se, heni ar ster Misisipi. N'hell ket an dud boud distag da vad a-zoc'h an endro ma vevont enni, hag ur bochad hunvreoù zo en hanw Misisipi, na n'eh eus. N'eo ket gwir ? Ale, plijadur deoc'h arre er salioù teñwel. JCLR.20130615b.