Kent krogiñ gant ur blead nevez a filmoù prezantet deoc'h amañ war RBG e rankan hetiñ ur bloazad mad deoc'h oll, chelaouerion gaezh. Souhetiñ a ran deoc'h ur bloazad a beuc'h hag a joa. Ra vo hon kevredigezh furroc'h ha ra greskay enni soursi an oll. N'eo ket un dra aez d'ober. Mez daw eo derc'hel soñj eh eus un naonteg ha pewar-ugent dre gant ag an dud e diaz ar biramidenn, drol e vehe ne zahe ket ar muiañ niver-se da benn a lakaad an unan dre gant hag a glask chomel en he fenn da gompren e rankont diskenn gant ar re arall. Doned a ray un deiz, evid ma pado red hon planedenn en egor yein, yein mez ken misteriuz... Hiziw e komzin deoc'h a LULU FEMME NUE Ur film sevenet gant : Solveig Anspach (2013). Gant : Karin Viard, Boulli Lanners, Claude Gensac. Ha setu, just a-walc'h, evid krogiñ gant ar bloaz nevez, ur film fresk e spered. Setu ur plac'h yaouank c'hoazh, ur grennardez hag ur paotr bihan dezhi dija memestra. Diviz a ra ar plac'h-se kuitaad he zi un deiz, kuitaad he gwaz evid moned da dennañ hec'h anal pelloc'h. Rag ne gave ket he lec'h, ne gave ket hec'h eürusted e kompagnunezh an den-se, re rust eviti, re stag douzh e vodelloù-gwazed a rankont boud rust douzh o maouezi. Kredet he deus achap, ar plac'h-se, kredet he deus lakaad hent etre he gwaz ha hi, etre lec'h he buhez strizh hag ar pezh a sante e don he c'halon. N'omp ket war an douar evid plegañ dindan c'hoantoù diroll hon nesañ. N'omp ket amañ evid añdur ur vuhez na blij ket dimp. N'omp ket amañ evid leuskel piw bennag da vougañ hon spered hag hon c'hoant da grogiñ er vuhez bet roet dimp. Ha setu Lulu éc'h achap ag he zi, é kuitaad hec'h endro vouguz. Divizet he deus leuskel ar vuhez da roiñ ur chañs arall dezhi. Digoret he deus an nor, graet he deus ar c'hentañ paz, ha daet eo ar vuhez nevez betegzi. Evel-se eh a an traoù war-raog liez. Mar ne gredomp ket bouljal ha fichal e chom kaoulet an traoù, ne chañch ket netra, ne zegouezh ket netra. Adal ma tigoromp hon spered, hon kalon d'an nevezted e ta an nevezted tost douzhimp. Darempredoù nevez, tud nevez, kamaraded nevez, mignoned nevez. Ha selloù nevez warnimp ive gant ar re hon anave pa oamp mouget c'hoazh, ha trist ha dijoa. Mez petra zo degouezhet 'ta ? N'int ket evid kompren, da gentañ. Ha tamm ha tamm e komprenont ho peus en em lakaet en hent. Ha gi hag a rebeche deoc'h boud torret ho puhez pemdezieg a gompren bremañ ho peus choazet hent ar frankiz evid na leuskel ho puhez da vreinañ en ur stern re strizh eviti. Ha kariñ a rahent chañch buhez ive. Mez ne gredont ket marse, rag daw eo boud kaloneg evid riskañ koll toud, ar pezh a gredomp re liez, pa ne biaouomp netra e gwirionez. E-kontrel, pa gredomp chañch buhez e ta ar vuhez da voud pinvidikoc'h ha muioc'h a fiziañs a dapomp ennimp. Setu aze istoer Lulu, he deus asantet en em lakaad noazh, n'eo ket evel ma kred lod, diwisk-kàer, mez noazh a-gaoz ma he deus taolet toud he c'hustumoù kozh, ar re a rae droug dezhi, ar re a barrae dezhi a vevañ euruz, netra kén. Ya, ar gwiskamantoù-se he deus kredet o zeurel en doullenn. Ha vad en deus graet ar jest-se dezhi. Dezhi ha d'he merc'h, d'an nebeutañ. Ur film hag a ro esperañs d'an dud. N'eo ket skrivet peb tra er marmor dija, ha gant tud arall ouzhpenn. Dimp-ni, da beb unan ahanimp da skriv istoer e vuhez. Bezomp kaloneg a-walc'h evid henn ober, evel Lulu, pa chom amzer c'hoazh, pa vez an termen c'hoazh... Jean-Claude Le Ruyet.20140102b.
CASSE-TETE CHINOIS Ur film sevenet gant : Cédric Klapisch (2013) Gant : Audrey Tautou, Romain Duris, Cécile de France, Kelly Reilly. Vad a ra ar film-mañ d'an den. Ya, vad a ra pa vez yein an amzer en-dro dimp, vad a ra ive pa vez chalet hon speredoù gant leun a draoù dister, heb penn na lost, pa ne welomp ket diskloum ebed d'hon standur pemdezieg. Setu un den yaouank a-vremañ, tro da zaou-ugent vloaz, bet é vevañ gant meur a vaouez dija, ha bugale gantañ ive, bugale hag a sell spiz douzh mod da vevañ o zad. Troiñ a ra an traoù etre Pariz ha New-York. Gouied a raomp n'hell ket mui heni bremañ en em goutantiñ ag e benndi e-kostez Langidig, e-kostez Plôe pe e Lostebrout. N'eo ket graet an avionoù, ar c'hirri-nij, evid ar re arall hebkén. Setu neuze stok etre ar yezhoù, etre ar poblañsoù, etre ar modoù d'ober. Ha plijuz eo gweled ar friko-se é poazhañ joaiuz dirag hon daoulagad. A dam ya, ned a ket ataw an traoù ken aez evel ma karehe an dud e yahent. Ha ne vez ket ataw simpl an darempredoù etre an dud, etre an tad hag e vugale da skwer : daw eo derc'hel kont ag ar re-mañ memestra, daw eo o gwiskañ, alejañ boued dezhe, o c'has d'ar skol, selled a-dost douzh o labour-skol. Ha na gant ar vamm, ar vamm gentañ, da lâred eo mamm ar vugale-se, laosket a-dreñv, hag a garehe doned en-dro! Hag ouzhpenn ar vamm-se an eil mamm, mamm ar c'hrouadur arall, fachet war-lerc'h ar Frañsez pe dipitet gantañ kentoc'h ha waet kuit da New-York da vevañ gant ur marc'h-mul Amerikan. Ha petra ober pa za ur gamaradez arall, hag a vew-hi gant ur plac'h bremañ, goulenn gantañ he sikour da roiñ ur bebig d'ar c'houblad hañvalseks ? Torr-penn, torr-penn braz, casse-tête chinois, rag Chiniz zo ba'r jeu ive. Muioc'h-mui a Chiniz a vo gwelet ba'r filmoù bremañ kredabl, rag komzet e vez ag ar Chin muioc'h-mui hiziw. War goshaad ema waet Toñtoñ Sam ive, en tu arall ag ar Meurvor Adlantel. Mez m'her lâr deoc'h, mar faota deoc'h kaoud un tañva ag ar yezh chineg, kit da weled ar film-mañ : bamet net e voc'h é kleved Audrey Tautou é komz yezh Konfusius krenn-ha-krak heb strebaotiñ tamm ebed war ar gerioù. Setu aze ur bomm-film hag a chomo pell e memoer an dud, rag bamuz eo. Fent helaezh zo er film, stadiadoù bourruz ha farsuz, ha tener ive, da beb an amzer. Lakaet en deus Cédric Klapish peadra da lakaad ar maionez da sevel, ha daet eo da benn a-feson. Lennet em eus e oa tud hag a rebeche da gKlapisch boud waet war un dachenn re aez, da lâred eo heuliañ an hent en doa roet brud dezhañ gant L'Auberge espagnole ha Les Poupées russes. Kalz ne vern : setu ataw Casse-tête chinois. Dam n'eo ket me a yay da rebech dezhañ boud savet teirved lodenn ar memez istoer, pa gavan plijadur en drived tamm. Evel-se e ra hon sevener tro ar bed, gant tud yaouank, ataw ar memez re pe dost. Taolenniñ a ra ar bed evel ma en em ziskouez boud evid an dud a-vremañ, ar re tregont pe daou-ugent vloaz, oll o nerzh gante c'hoazh, yaouank a-walc'h evid kaoud c'hoant da grogiñ er vuhez dre hec'h oll bennoù. Heb torriñ o fennoù gant patromoù an amzer gozh. N'eo ket an tudennoù-mañ evid trueziñ d'an amzer, evid kaoud keuz ag un dra bennag. En o douar-gwinizh emaint, en o dour-mor, ha n'eo ket dour-mor saotret. Kudenn ebed, nemed ar joa da voud bew ha da santoud ar vuhez en-dro dezhe, enne zokén. Ur film yaouank, ur film yac'h, kwa ! Komprenomp mat : Ar Leti Spagn, ar Poupinelloù rus, an Torr-penn Chin : petra 'vo kentañ film Klapisch ? Kit da ouied !... *Ar Yér-Indez pe... *An Toaletoù turk marse... Gwelet e vo. Da c'hortoz e hetan deoc'h ha d'ar bed ar gwellañ evid ar bloaz nevez. Peuc'h, yec'hed ha prosperite evel-just. Ar baradoez ive, sur a-walc'h, mez n'eus ket pres... Jean-Claude Le Ruyet.20131221b.
LE MEDECIN DE FAMILLE Ur film latino sevenet gant : Lucia Puenzo (2013). Gant : Alex Brendemülh, Natalia Oreiro, Diego Peretti. Soñj 'peus marse, zokén ar re yaouankañ, ag an hanw-mañ : Josef Mengele, ganet e 1911 e Günsburg, ur gêr ag an Alamagn, tres ar Grenn-Amzer warni c'hoazh, war bord an Danub. Ur medisinour nazi e oa, hag en doa tennet korvo ag ar brezel diwezhañ evid ober e arnodoù divalaw war prizonidi kamp Auschwitz. E 1938 e oa daet Mengele da voud ezel ag ar parti nazi kent moned en SS. Nebeud goude e oa bet hanwet e Frankfurt en Ensavad Biologiezh a-hêrezh ha Yec'hedouriezh ar Gouennoù (e galleg Institut de Biologie Héréditaire et d'Hygiène Raciale). Eno en doa kenlabouret gant an doktor Von Verschuer, hag a grede dezhañ e oa studi ar c'hevelled ar gwellañ tra d'ober evid diskoachañ levezonoù an hêrezh war an dud. Ne oa ket Mengele ar gwashañ en e zomani. Gwazh evitañ c'hoazh e oa bet Carl Clauberg pe Horst Schumann, pe ar Japanad Shiro Ishii (1892-1959) hag en doa graet ur labour vil a-sort-se war prizonidi er Chin, pa oa bet aloubet ar vro gant Japaniz, etre 1937 ha 1945. Un tammig e-raog achuamant ar brezel dija e oa bet bec'h en Alamagn evid ar re o doa kemeret re a bouez er rejim nazi. Klask a rae an oll tec'houd kuit ar fonnaplañ ma c'hellent, rag gouied a raent ne vehe ket bet braw o stad kenkaz e vehent bet tapet gant ar re e oa daet ar maout gante. Setu perag e oa bet savet gwenodoù-achap evid an dud-se. Ur bern anezhe o doa kavet repu e Amerika ar Sud. Klask a oa bet warne, evel-just, goude ar brezel. Setu penaoz e oa bet sinalet Adolf Heichmann er Brezil gant Simon Wiesenthal, ar c'hlasker Nazïed. Gouied a raomp e oa bet skrapet Heichmann gant ar Mossad izraelian ha barnet goude-se e Jeruzalem. Mard eo chomet hanw Mengele e memoer an dud ema kentoc'h a-gaoz ma oa bet klask warnañ hardizh gant ar Mossad ive, gant an Amerikaned ha zokén gant an Alamagn nevez, mez en aner. Tost da voud tapet ouzhpenn ur wezh, e taas Mengele ataw da benn a achap. En Arjantin, er Brezil, er Paraguay, mez en Europ ive e kavas bod. Mez e Amerika ar Sud e soñjas dezhañ e oa ar gwellañ dezhañ da chom kuzhet. Eno e veze sikouret gant trevadennad an Nazïed harluet hag a oa stank ha galloudeg. Evel-se e c'hellas Mengele bevañ 35 ploaz dijabl goude ar brezel. Marvet e oa er Brezil e 1979, beuzet en ur lenn. Chom a ray Josef Mengele simbol pe arouez ar medisinerezh treitour d'e bal ha muntrer. Diwar-benn ur prantad a vuhez Mengele e Bro-Arc'hantina enta ema bet savet ar film-mañ. Er Batagoni eh omp, e 1960. Du-hont, e-tal kêr Bariloche, war bord ar lenn Huapi, eh eus ur familh daet du-se da deurel un ostel, hag é vevañ sioul. Degemer a raont un den, medisinour anezhañ, hag a gemer muoch-mui a lec'h en o mesk. Intereset eo an den dreist-oll gant o merc'h Lilith, 12 vloaz, hag a zo re vihan evid he oad. Hag an dra-se a laka sevel ennañ en-dro e choant a c'hlanded hag a barfeted... Degas a ra ar film-se soñj dimp ag hon istoer, ha penaoz e vez ankouaet pe ged an torfedoù brasañ. Labour an amzer eo, a laka an dud, a rumm da rumm, da ankouaad an diaouled a ampouezon buhez an denelezh. Degas a ra soñj dimp e vew etaldimp, ennimp marse, ar pezh ar c'hell diwaniñ en-dro da ne vern pesort termen, mar ne ziwallomp ket. Evel ma lâre ar skrivagner alaman, Bertold Brecht, "Bew eo c'hoazh ar c'hof hag en doa ganet ar loen louz". Dimp-ni da voud war evezh enta ha da ziwall. Jean-Claude Le Ruyet.20131217c.
OMAR Ur film palestinian sevenet gant : Hany Abu-Assad (2013). Gant : Adam Bakri, Waleed Zuaiter, Leem Lubany, Samer Bisharat. C'hoazh ur film terribl diwar-benn ar brezel-se etre Izraelianed ha Palestinianed, ur brezel hag a bad bremañ a-c'houde degvloazadoù. Ar re yaouank amañ dreist-oll a sant ar gwad bervañ en o gwaziad pa ne ya ket an traoù en-dro dezhe evel ma karehent e yahent. Moian zo kompren ar Yudevion pa zifennont ar vro roet dezhe e 1948. E-raog e oant ur bobl divro. Mez ar feson ma oa bet roet pe kemeret an douaroù-se gante ne jaoj ket ataw d'ar re a oa é chom er broioù-sen e-raog, graet Palestinianed anezhe. Diaez eo d'ar re-mañ en em santiñ e peuc'h gant o voazined pa glask ataw Izrael brasaaad he lod dre sevel batimantoù e trevadennoù sovaj pe hanter-sovaj. Ha petra soñjal ag ar vur uhel braz savet gant Izrael c'hoazh evid parraad douzh ar Balestinianed a voned war he douaroù ? Diouzh an tu arall e komprenomp ive e klask Izrael gwarantiñ he foblañs pa darzh bombennoù er busoù pe en tavarnioù ha pa vez lazhet siviled. Gant piw ema an droed ? Droed o deus an Izraelianed da gaoud ur vro. Mad. Mez droed o deus ar Balestinianed ive da gaoud o heni. Ha n'eo ket o heni en ur bloc'h. Rannet eo e daou damm d'an nebeutañ, bandenn C'haza, er sud, hag ar Cisjordani, ar lod vrasañ, en Nord, ar lod-mañ toullet ha didoullet tamm ha tamm gant an Izraelianed, en despet d'ar lezenn liez. Komprenabl eo n'eo ket ur feson jaojabl da roiñ ur vro d'an dud. Penaoz ober ? Ouzhpenn-se e chom statud Jeruzalem un ampouezon da rac'h an dud du-hont. Peb unan en deus c'hoant da gaoud ar gêr a-bezh evid e boblañs. Izrael a-gaoz mand eo liammet stard gant orin he fobl, ar Balestinianed abalamour mand eo o c'hêrbenn ive, oll ar Vuzulmaned a-gaoz ma eh eus eno relegoù hag arouezioù kreñv ag o feiz, ar Gristenion ive evid ar memez rezonoù, rezonoù koshoc'h c'hoazh. Neuze, penaoz d'an dud bevañ eno, dreist-oll ar Balestinianed, dalc'het en ur stad izel gant boycott ha gant gwask Izrael warne plaen ? Komprenabl eo e verw o gwad er yaouankizoù dalc'het evel-se er baourentez. Setu aze steuñvenn ar film-mañ, sevenet gant un den a Vro-Balestin just a-walc'h, un den hag a sant an traoù dre an diabarzh. Karantez, treitouriezh, disfiziañs. Tri c'hamarad, Palestinianed oll, e soñj dezhe sevel ur group armet evid stourm ive evid o bro. O fal : lazhañ soudarded Tsahal, arme Izrael. Ar pezh a raont aez a-walc'h. Mez ne chom ket o ebenourion diseblant. Gouied a raont penaoz ober evid diskoachañ muntrerion o soudarded, ha gouied a raont penaoz silañ disfiziañs ha douetañs er c'halonoù evid doned da benn hag o falioù. Hag Omar, an den a heuliomp amañ, e vo diaez dezhañ choaz etre e stourm hag e garantez evid Nadia. Diskoueziñ a ra ar film pegen luziet eo an traoù eno, pegen diaez e vez gweled un diskloum bennag sevel pa vez kement a gasoni etre an dud. Ha nawazh, pa vehe an disterrañ minc'hoazh, an disterrañ respet etre an dud eno, e vehe posubl diskar ar magoerioù ha bravaad ar vuhez. Mez piw a grogo ? Gant piw e vo graet ar paz kentañ ? Un den a-sort gant Mandela, ha ganet eo dija war an douaroù entanet ha gwadeg-se ? Kasomp hon hetoù matañ a beuc'h dezhe, d'an nebeutañ. Jean-Claude Le Ruyet.20131213a.
SUR LE CHEMIN DE L'ECOLE/war hent ar skol Un teulfilm sevenet gant : Pascal Plisson (2013). Gant aktored dianav. Daw e vehe d'an oll re na gavont ket plijuz moned d'ar skol (hag ar re arall ive) moned da weled ar film-mañ hag a ro meuleudi d'an c'hoant-deskiñ, d'an c'hoant moned d'ar skol evid tostaad douzh ar c'houiañs. Moned d'ar skol kousto pe gousto, edan peb amzer, heb kontiñ e boan, en despet da zañjerioù an hent. Heuliañ a raomp amañ, ha dre vroioù braw-braw, pewar rummad bugale war an hent hir-mat a rankont ober beb mitin, evid lod, kent arru en o zier-skol. Da gentañ e heuliomp Jackson hag e c'hoar er C'henya. Abred-abred e savont o daou evid moned en hent a-hed ar bemzeg kilometr bennag o c'haso da saludiñ drapell o bro. N'ankoua ket o zad o bennigañ e-raog o leuskel da achap. Peder euriad-hent, soñjit 'ta, a-dreuz brouskoad, a-dreuz bro an olifanted na garont ket boud direnket, dreist-oll pa vez o re vihan gante. Daomp bremañ beteg ar Marok, en Atlas, lec'h ma vew Zahira hag he c'hamaradezed, o zeir ouzhpenn ugent kilometr d'ober beb lun evid gelliñ studial ar peurrest ag ar sizhun en o skolaj. Ha setu c'hoazh Carlos hag e c'hoarig hag a ya d'ar skol o daou asambl war gein ar memez jao, triwec'h kilometr d'ober e kreiz ar Patagoni, en Arjañtin (pe e Bro Arc'hantina mar kavit gwell). Mez ar re fromusañ marse zo Samuel hag e zaou vreur, e Bro India. An tri-mañ n'o deus nemed pewar c'hilometr d'ober beb mitin, hag un euriad ha kard e pad o beaj. Mez dre m'ema handikapet Samuel, dre m'ema strobet, e rank e zaou vreur tennañ pe poulsañ war e gadoer-rodeg evid ma c'hello deskiñ ive ha doned da voud medisinour un deiz bennag, pa vo braz, evid aesaad buhez ar vugale strobet eveltañ. Setu e c'hoant. Setu aze ur wir gentel a vuhez. Ken pell m'ema ar modoù-ober-se evidimp hiziw ma c'hellehemp krediñ n'eo ket 'med sinema. Mez gwir eo nawazh. Pa oan-me bihan er skol em boa anavet unan a ma c'hlasad hag a gerzhe seizh kilometr bemdez, ha gant e votoù-koad ouzhpenn, kement-se evid doned da azezañ etaldin. Hag ar memez hent d'ober e sañs kontrel bemnoz evel-just. Me, d'an amzer-se, e oan é chom ur pewar c'hant metr bennag ag an ti-skol hebkén. Hiziw, en hon broioù, ne vez ket mui laosket ar vugale da voned d'ar skol o-hunan. Daw eo d'o mammoù o c'has ha d'o degas, a pa vehe tri c'hant metr d'ober. N'eus nemed selled douzh toud an otoiadoù hag a arru dirag peb ti-skol da naw eur 'med deg ha da beder eur hanter c'hoazh... Hag e diabarzh an otoioù-se e ranker azezañ ar vugale e kadoerioù ispisial hag o stagañ enne ouzhpenn kement-se c'hoazh ! Nawazh ne oa ket e-mod-se gwezharall ganimp naket : hir e veze an hent da veur a unan. Ne lâran ket e veze gwell gwezharall. Mez ankouaad a raomp marse e oa ar skol alc'hwez an dazont evid ar gerent. Rac'h pe dost a gonte warni evid tennañ o bugale ag ar vuhez stard a oa o heni. Hag ar rmemez tra a welomp er film-mañ : n'eo ket a-gaoz m'ema pell an ti-skol e kav ar gerent aze digarez da c'houarn o bugale er gêr. Ha gwazh aze mard eo dañjeruz an hent (hag ema) : pouezusoc'h eo an deskamant da dapoud, pouezusoc'h ar skol eged ar risk war an hent. Setu aze ur gwir bal da dizhoud : un deskamant, evid kuitaad buhez vizeruz o c'herent. Hag e fin ar film, pa zesk an arvesterion petra ema daet ar vugale-se da voud goude boud graet kement a strivoù, e kuitaont sal ar sinema, digor-kàer o c'halonoù war dazont an denelezh. Jean-Claude Le Ruyet.20131205b.
AVEC DEDE Ur film sevenet gant : Christian Rouaud (2013). Gant : André Le Meut, Pascal Lamour, Jo Sergent, Donatien Laurent. Daet eo ar c'hiz da sevel teulfilmoù diwar-benn tud nad int ket tre evel ar re arall. Liez e vez sevenet ar filmoù-se goude o marw, mez pas ataw, evel amañ, un enor roet d'an den bew ! Anavoud a raomp oll Dédé ar Meud, hon talabarder brudet. Marse n'anavomp ket kement ar c'hlasker kanennoù kozh, an difraoster dïelloù hanter gollet, ar serrer paperioù melen chomet da louediñ e solerioù zo hag edan boud taolet en tan. Interesuz eo ar film, dre ma tiskouez dimp a-dost pesort tan a vroud hon Dédé braz da voned war-raog gant e vuhez. Mez interesuz ive dre ma tiskouez Breizh war ar memez tro, Breizh gant he nerzh ive, nerzh he zud, tud dianav an darn vuiañ anezhe, tud hag a sant ar memez gwad é redeg en o gwaziad. Ha gant ar muzik eo, gant ar sonerezh, e talm liez ar gwad-se. Pa glevomp Dédé é komz bremañ ne soñjomp ket e oa bet pell kent digoriñ e veg a-vihan evid lâred e soñj. Mez bremañ e toubl e brezeg evid tapoud an amzer gollet pa oa mousig c'hoazh. Ha moned a ra heb skuizhañ da weled tud ar vro, kanerion ar bobl, hag a anav meur a ganenn, e brezhoneg pe e galleg, pa ne vez ket mesket an diw yezh. Dre ma anav mat ar pezh a zo bet kanet er vro e vez aesoc'h dezhañ gouied pegoulz en em gav gant un tamm dispar, un dra dianav a-grenn. Ha tamm ha tamm e vez kreskaet evel-se niver ar pezhioù sevenadur-se. Lod zo bet embannet dija ha ne vint ket kollet, mez chom a ra labour d'ober c'hoazh. Gouied a ra Dédé lakaad e gamaraded ba'r jeu. Kenlabourad a ra gant Paskal Lamour, gant Donatien Laurent, gant Loeiz ar Braz ha tud arall c'hoazh. Dober zo a dud war dachenn ar muzik : n'ankouaomp ket ema ur lod kàer a skeudenn ar vro, en diabarzh hag en diavaez. Ouzhpenn rastellad tonioù kozh e ra Dédé war-dro sonerion ar bagadoù hag a za d'ober stajoù gantañ. Ur mestr eo war e dachenn, ur mestr mat hag a oui ober gant ar bourd hag ar fars evid lakaad an danvez talabarderion ha biniaouerion da wellaad o mod da soniñ, mez ur mestr na laosk ket an disterrañ fari da dremen, rag tanaw eo e skouarn, m'hel lêr deoc'h. Ha mard eo mestr Dédé ar Meud ema pa c'hwezh en e vombard. Ampart er festoù-noz, ampart war ar leurennoù brasañ, eñv zo mestr ive pa za e vombard da zañsal e-tal an orglezoù, evel e Santez-Anna, da skwer. Rekiz eo kavoud aer en e gof evid lakaad ur vombard da ganal, ha n'eo ket aer a ra diouver d'hon den. Domaj e kavo meur a unan kredabl pas kleved muioc'h a vrezhoneg er film-mañ. Gwir a-walc'h ive, daoust ma en em gaver e bed tud dedennet gant muzik Breizh, ne oui ket an oll komz brezhoneg. N'eo ket trawalc'h evid lod boud intereset gant an tonioù evid santiñ an dober a zeskiñ ar yezh hag a ober ganti ar muiañ hag ar liesañ ma c'hellehent. Pa gomzehe an oll ra hag a c'hwezh en ur vombard pe en ur biniaou, pe an oll daboulinerion ag ar vro, neuze e vehe ur paz braz graet evid tennañ ar brezhoneg ag an enkadenn, pa soñjer er vugale hag a vehe enskrivet er skolioù diwyezheg ha rac'h. Hetomp ma klevint ar galv un deiz bennag... Jean-Claude Le Ruyet.20131127.
NEUF MOIS FERME Ur film sevenet gant : Albert Dupontel (2013). Gant : Sandrine Kiberlain, Albert Dupontel. Pa vez tu da c'hoarzhed gant an ambiañs vrein-mañ e vehe domaj mankiñ an deiz. Gant film Albert Dupontel en em gavomp en ur bed real mez beteg ar follentez. Diaez e vez lakaad an dud da c'hoarzhed, ha c'hoarzhed a raomp, na boud pe a-gaoz m'ema groz ar stadiadoù ijinet. Ha c'hoarzhed a raomp marse ive a-drugarez d'ur ritm kaset buan, ag ur skenenn d'an arall. Plijuz eo gweled Sandrine Kiberlain en ur rol digustum (amañ heni ar fars hag ar fent) ha moned a ra braw war-raog he c'hoari gant Albert Dupontel. Ema hennañ ur làer a vicher, skoet e spered un tammig, mez gwelloc'h den eged ma tiskouez boud. Ha eñv en em gav dirag ur varnerez siriuz-braz na briz ket tamm ebed moned da riboulad gant tud ar lez-varn, barnerion, alvokaded, grefierion ha kement a zo, zokén pa vez an termen da festañ ar bloaz nevez. Ur vaouez siriuz enta, re speredeg evid hantiñ ar wazed (a lâr-hi), hag un torfedour hag a anav mat geriaoueg ar lezennoù dre m'ema bet toull-bac'het stard liez gwezh dija. Na boud n'eo ket kustum hon barnerez da riboulad ha da vambochad, setu ma en em laka da eved ur banne re e-mesk an dud arall dirollet oll. Ha pa lâran ur banne re, e oa ur banne re. Ha re a vanneoù he doa eved dija e-raog ar banne re-se. A dam, ne ouie ket ar plac'h penaoz e c'hell an alkool c'hoari war ar pennoù. War pennoù ar re arall marse, mez war he fenn-hi tamm ebed. Ha setu-hi waet d'ober traoù n'he dehe ket kredet ober biken. Euruzamant eh eus kameraioù e kêr bremañ, euruzamant e vew an dud e surentez e peb lec'h. Gant ar c'hameraioù e vo komprenet ganti beteg pesort stad divalaw e oa waet an noz-se, hi, ar plac'h distag a-zoc'h plijadurioù ar bed na gave ket he lod nemed en he micher. Ha hi, na faote ket dezhi bevañ gant ur gwaz, na faote ket dezhi kaoud bugale, setu-hi gant traoù nevez er gêr. Un doere diaez da lonkañ. Dreist-oll pa oui ar wirionez, dreist-oll pa oui piw eo an tad. Ha dreist-oll c'hoazh pa oui ema waet re bell an traoù evid dispartiañ. Mamm e vo na ne vo ! Momantoù fentuz-braz a gaver er film, ha gouied a ra Albert Dupontel ober an azenn a-feson, un dudi henn gweled. Moian zo lâred nawazh (rag eñv eo en deus skrivet ar senario ha sevenet ar film) e chom un tammig gwan an achuamant, evel ma en dehe kavet diaezamantoù da gloziñ an istoer foll-mik-se. Daoust d'ar mank-se e chom ar film un oberenn a dalv ar boan boud gwelet, gant skenennoù drol-abominabl hag a chomo e pennoù an dud pell goude sur a-walc'h. Jean-Claude Le Ruyet.20131114a.
LES GARÇONS ET GUILLAUME, À TABLE ! Ur film sevenet gant : Guillaume Gallienne (2013). Gant : Guillaume Gallienne, André Marcon, Françoise Fabian. Jaojiñ a ra mat ar film-mañ d'an debatoù kaled meur a wezh hag a drubuilh hon kevredigezh er prantad-mañ : afer an darempredoù etre an dud, ar c'houblad, an dimeziñ evid an oll, ar vugale ha m'oar-me... En tu arall ag hon barnadennoù prim (rag re liez e ta barnadennoù prim d'an dud), eh eus tud ive, paotred pe merc'hed. Ha n'omp ket toud ur sort, daoust ma vez gwelet emzalc'hoù hañval-rac'h gant ar muiañ niver. Mez evel ma lâre Coluche," n'eo ket a-gaoz m'emaint ar re niverusañ é krediñ e traoù faos ema ar wirionez gante". Ema Guilhom gourig ur familh vourc'hizion tri a vugale dezhi, paotred oll. Paotred oll, setu aze an dalc'h ! Rag ne oui ket Guilhom piw eo e gwirionez : ur paotr evel e vreuder pe ur plac'h evel ma kred-eñv kentoc'h hag evel ma ra ar re arall dezhañ da grediñ ? Rag n'eo ket sklaer tamm ebed ar liamm a zo etre ar vamm ha heñv. Pa c'halv e vamm "Douzh taol bremañ, ar baotred ha Guilhom ! " e c'hell hennañ boud luziet-diluziet ar skeudenn en deus anezhañ, luziet-diluziet ar santimant ag e natur-den. Diskoueziñ a ra ar film pesort stadiadoù fentuz, dañjeruz ha fromuz tro-ha-tro a vez bevet gant Gwilhom, dreist-oll da brantad e grennoad. Rag mar chom kalm a-walc'h an traoù etre paotred ha merc'hed e-pad o bugaleaj a-fed an diforc'hioù-korf a zo etreze, ne vez ket hañval an traoù evid ar grennarded, hiziw an deiz evel gwezhall kredabl. Doned a ra an darempredoù paotred-merc'hed pouezuz-braz neuze, ha trubuilhuz evid meur a unan. Amañ e welomp pegen diaez e oa bet an hent d'ar paotr yaouank, dezhañ da ouied hag ur paotr e oa da vad pe ur plac'h. Ar mousfent a gaver er film, deuz ar penn kentañ d'an achuamant, setu an dra, d'am soñj, hag a ro dezhañ e galite digustum. Daoust m'ema kriz an traoù evid ar paotr meur a wezh, e ta c'hoant d'an arvesterion da c'hoarzhed, gant an drol m'ema an traoù pa vezont gwelet ag an diavaez. C'hoant c'hoarzhed, mez heb ober goap, ken inosant ha glan a-benn ar fin e santer ar paotr-se. Gelliñ a raer santiñ pegen kaled ha stard e c'hell boud evid ne vern piw bevañ e-mesk kamaraded-skol, studierion pe studierezed didruez-kàer, d'ar liesañ. Neuze e c'heller kompren penaoz e c'hell an dud-se soufriñ, gouzañviñ, añdur o stad heb gweled diskloum ebed. Ha vad a ra dimp santiñ eh omp toud war ar memez planedenn, mez diaesoc'h da lod kavoud o flasoù pa ne vevont ket evel ar re arall, evel ar muiañ niver. Kit da weled ar film-se, ho kwalc'h a c'hoarzhed ho po ha moarvad un tamm muioc'h a gompren hag a garantez evid an denelezh. Arabad lâred ema an dud sod, foll, kriz ha dibouell ataw. Vad a ra selled doute dre o zu mad ive. Ha mar kavit e kemer Gwilhom plas kreiz ar film, n'ankouait ket selled douzh e vamm evid intent he rol hag he c'hoari e diaezamantoù he faotr. Heb he barnañ, mez kentoc'h dre glask gouied perag e oa bet evel-se. Rag hi ive a oa bet krouadur...ha chomet krouadur marse, pa ziskouez kement a c'hoant boud karet gant gourig ar familh. Mez talviñ a ra ive selled douzh an tad, un den na deus ket kavet an tu da sikour e vab, un den diliw en e rol a dad, a-benn ar fin. Setu ur film dic'hortoz, farsuz ha joaiuz, ur misi en amzer-vremañ : domaj a vehe henn leuskel da louediñ er salioù teñwel. Joa ha plijadur deoc'h enta. Jean-Claude Le Ruyet.20131030a.
FESTIVAL LATINO AN ALRAE 2013 Hiziw ne gomzin ket deoc'h ag ur film resiz mez ag ur festival-sinema, ur festival bihan mez interesuz : heni ar sinema latino hag a vez savet en Alrae bremañ a-c'houde 2012. N'omp ket kustum da weled filmoù sud-amerikan, re an nord ne lâran ket. Tro am eus bet da weled tri ag ar filmoù prezantet e sinema Les Arcades en Alrae, ha n'eo ket heni ebed ag an tri-se ema bet roet ar maout dezhañ gant ar juri. Ar film enoret-mañ, Wakolda e ditl, zo bet sevenet e 2013 gant ur plac'h yaouank, Lucia Puenzo. Kontiñ a ra istoer ur fizikour alaman hag en doa graet anaoudegezh, e 1960, gant ur familh a Vro-Arc'hantina. Divizet he doa tud ar familh-se digoriñ kamproù-ostizion. Ha setu an den-se daet da voud an heni kentañ ag o fratiked. Ne ouie ket ar familh-se e oa an den unan a dorfedourion vrasañ e amzer, pa oa ezel d'ar strollad nazi en Alamagn. En tri film am eus bet-me tro da weled ne oa nemed traoù stard ha kaled, tàerded e-keñver an dud. Merket eo istor Amerika ar Sud gant distabilded ar gevredigezh ha distabilded ar galloud politikel. Tremen a ra an traoù ag un dispac'h d'an arall, ha ne vez ket respetet gwall liez nag an demokratelezh na droedoù mab-den. E-touesk an tri film-se e venegin daou amañ. Da gentañ heni Jorge Reyes, Avenue des Amériques, ur film hag a zispleg dimp en-dro penaoz e oa bet diskaret gouarnamant Salvador Allende gant an Amerikaned dre ar CIA. Klevet o deus ar re goshañ ahanimp kredabl komz ag an darvoudoù-se, degouezhet er bloaz 1973. Daet e oa Salvador Allende da voud prezidant ar Chili ha kroget en doa da roiñ d'ar bobl ar pezh a oa dezhi, da skwer ur lod ag an argant a veze làeret, koulz lâred, gant kevredadoù liezvroadel ar c'houevr (multinationales du cuivre), rag m'ema ar c'houevr pinvidigezh vrasañ ar Chili. Siwazh, n'hell ket ur vro vihan moned he-hunan eneb d'ar c'hevredadoù liezvroadel, ha ne oa ket bet pell an dud-se da chom heb prenañ ar c'houevr d'ar Chili kén, ha divlank-kàer en em gavas ar vro hebdale. Goude trubuilhoù aozet gant ar CIA ha gant tu dehoù ar vro, dreist-oll e-kreiz an arme, ne vanke ket mui nemed un taol-strap, un taol-stad, evid bombardiñ palez ar republik ha kas Allende d'ar marw. Pinochet an heni a oa daet d'e heul, ne oa ket evid boud tener gant ar re o doa kredet e gouarnamant ar bobl, evel ma ouiomp. Jorge Reyes, daet da brezantiñ e film, zo chomet persona non grata en e vro, hag e Frañs e vew a-c'houde 1975, bloaz ma oa bet sevenet e film. An eil film, La jaula de oro, da lâred eo Ar gawidell aour, a ziskouez pesort hent a rank heuliañ ar re o deus c'hoant da guitaad mizer o bro evid moned d'an Amerik, da lâred eo er Stadoù-Unanet. P'hon eus oll en hor speredoù ar pezh a zo degouezhet e-kostez Lampeduza, tostoc'h douzhimp enta, e c'hellomp kompren, pa welomp film Diego Quemada Diez, petra a vroud an dud-se, ha gi yaouank d'ar liesañ, da guitaad o bro, kousto pe gousto, daoust da zañjerioù an hent. Amañ e oant pewar war renk da gomañs, c'hoant dezhe achap : tri faotr hag ur plac'h, tro-dro da bemzeg-c'hwezeg vloaz peb unan anezhe. Unan, a-benn ar fin, nen deus ket kredet moned kuit. Waet kuit neuze an tri arall, hebtañ. A-benn ar fin ne vo nemed unan hag a c'hello arru douzh troad ar banniel steredennet. Kollet ar re arall en hent, làeret ar plac'h gant pirated ar Meksik, ha lazhet Indian ar skipailh gant ur soudard amerikan, tennet warnañ gant e fuzuilhenn-lunedeg, tre evel ur gonifl. Ya, arruet en Amerik, e-hunan, karget a netaad ur lazhti braz, a serriñ an tammoù kig ha druzoni kouezhet edan ar machinioù. Ya, arrru en ur gawidell aour evel-se, dindan ar risk a goll o buhez, n'eo ket a-benn àrchoazh e vo talet douzh an dud-se a zoned beteg ar broioù pinvidig, ha n'eo ket ar murioù, par da vagoer veur ar Chin a barray doute a zoned. Pa c'hello an dud bevañ gant dînded en o bro e vo dishañval an traoù. Mez piw en deus c'hoant d'o harpañ da dizhoud ar pal-se ? Neuze, memestra, gant filmoù a-sort-se, plijadur er salioù teñwel ha deskamant ive, ha preder ouzhpenn. Joa deoc'h ataw... Jean-Claude Le Ruyet.20131010b.
UNE PLACE SUR LA TERRE Ur film sevenet gant : Fabienne Godet (2013). Gant : Ariane Labed, Benoît Poelvoorde, Thomas Coumans, Brigitte Sy. Kavet em eus e oa amañ rol bravañ Benoît Poelvoorde am eus bet tu da weled er sinema beteg bremañ. Ema Antoine ur fotografer na gav ket e lec'h er vuhez, un den na c'hell ket diskoueziñ e arz. A-gaoz d'an dra-se marse en deus kavet e oa ar whisky un harp a-feson evid ankouaad e vizer. Hag ouzhpenn ar whisky nen deus nemed ur mignon gwirion, Mateo, paotr bihan e voazinez. Liez, re liez sur a-walc'h evid ar paotrig, e kuita ar voazinez-se he zi, ha goulenn a ra gant Antoine ober war-dro he mab. Ober a ra hennañ e labour diwaller a youl vad, war un ton hag a zo joaiuz a-walc'h ha didro-kàer, ar pezh a blij kalz da Vateo. Un deiz nawazh, pe un noz kentoc'h, e wel Antoine, dre lagad e venveg-fotoioù, un amezegez arall é sailhañ a lein an doenn, evid roiñ un termen d'he buhez. Just e-raog ober ar jest-sen a zizesper he doa sonet ar plac'h-se, ha sonet braw hervez Antoine, un ton bennag a Chopin gant he fiano. Dre chañs e c'hell Antoine belziñ an ambulañs ha sovet e vo ar plac'h yaouank a-drugarez dezhañ. Mez adal an noz-se e vo Elena evel un tour-tan e buhez Antoine, rag ganti e kavo en-dro an c'hoant da dapoud ur lec'h war an douar, e lec'h-eñv. N'eo ket un istoer karantez, na boud n'eo ket ar garantez er-maez. Kentoc'h istoer un tostaad, un dizoloâdenn a ene an nesañ. Klask a ra Antoine kompren Elena, hag Elena kompren Antoine, rag o daou o deus frailhoù en o buhezioù, goulïoù diaez da serriñ. Ha kompren a ra peb unan tamm ha tamm ema egile ar remed a oa é klask evid adkavoud e hent ha kas e vuhez pelloc'h, gant an talañtoù a zo e re. Ha n'eo ket aez, ha n'eo ket dizañjer an tostaad-se, ha chomel a raomp, ni arvesterion, gant an c'hoant da ouied pelloc'h penaoz e c'hell ar liamm-se troiñ. Braw ha romantel ema Ariane Labed, un tammig re romantel marse, ha c'hoazh, me ne gavan ket. Mez ema Benoît Poelvoorde gant ur rol braz, just : un taol mestr ema ar film-mañ evitañ. E zarempredoù gant Mateo, farsuz liez, hag e zarempredoù gant Elena ne welomp netra faos enne. Ataw e son just an ton, hag ataw e vez just ar jest, ar sell, ar minc'hoarzh. Diskoueziñ a ra ar film un dra a ankouaomp e turmud ar vuhez : gant ar re arall, tud dic'hortoz-kàer gwezhave, e vez liez an alc'hwez gouest da zigoriñ dimp an nor war hon bed gwirion. Lod ahanimp a zifraost o hent o-hunan-penn, ha gwell aze evite sur a-walc'h. Mez boneur hag eurusted zo ive, ha muioc'h marse c'hoazh, pa c'hellomp tostaad douzh an dud arall, ha roiñ dezhe ar pezh a oant é klask pa roont dimp ive, diouzh o zu, ar pezh a rae diouver dimp evid moned en hent da vad. Ar vignoniezh-se eo pal ar film, a-benn ar fin, ha n'eo ket un dra a vez gwelet bemdez er sinema. Plijadur deoc'h oll enta dirag ar skramm braz. Jean-Claude Le Ruyet.20131003b.