IDA Ur film sevenet gant : Pawel Pawlinowski (2014). Gant : Agata Trzebuchowska, Agata Kulesza, Dawid Ogrodnik. Setu ur film hag a zo evel ur stêr lec'h ma redehe an dour enni, n'eo ket ag ar vammenn d'ar mor, mez er c'hontrel, ag ar mor d'ar vammenn. Ur film a-eneb da soñj an darn vuiañ ag an dud hiziw, ur film hag a ya douzh red ar stêr e-lec'h en em leuskel da voned disoursi gant an dour. Liw an amzer gozh zo war ar film-mañ ouzhpenn-se, amzer gozh ar Pologn komunist ag ar bloazioù 1960, gant otoioù en em c'houlenn an den penaoz eh aont war-raog. Filmet e gwenn ha du, difonn, ha nebeud a gomzoù ennañ. Hag ouzhpenn-se ur film diwar-benn ur leanez yaouank, ur plac'h hag a garehe sanañ he gouestloù evid bevañ er c'houvant da vad ar peurrest ag he buhez. Ya, dirag daoulagad an arvesterion n'eus aze nemed ur bed diamzeret ha paour, ur bed edan troiñ d'un amzer nevez, gant ar muzik da gomañs, gant ar jazz. Aesoc'h eo, plijusoc'h eo dimp gweled filmoù evel Magdalen Sisters pe Philomena. Filmoù a-liw, filmoù ag hon amzer eo ar re-se, é tiskoueziñ fesonoù divalaw tud zo, tud a iliz, leanezed dreist-oll (perag leanezed dreist-oll ?), penaoz e pouezent war krennardezed tener o eneioù, e-sigur o lakaad war hent mad o relijion. E gwirionez e tiskouez ar filmoù-sen an droug a c'hell boud graet e hanw ar mad meur a wezh, a-dreñv murioù uhel savadurioù kristen enorabl. Liez e veze kaset eno ar re diaez d'ar familhoù roiñ ur plas dezhe er bed ordinel. Ur menier prizon int, ur lec'h da reizhañ an dud diroll, an dud nad int ket a-feson, hervez soñjoù o c'herent. Ur lec'h da dresañ ar re na gerzhont ket eeun evel ma vez dleet en ur gevredigezh enorabl. Ya, hiziw e kavomp interesuz braz gweled ar filmoù-se, en hon amzer a frankiz. Ha gwell a-se. Mez moian zo dimp en em c'houlenn a besort frankiz eh omp é komz. Aez eo krediñ eh omp tud libr pa soñjomp e raomp ar pezh a garomp, pa ne raomp nemed ober ar pezh a ra an darn vuiañ ag an dud, pa ne raomp nemed heuliañ an heni a gomz an uhellañ, an heni a seblant boud ar surrañ en e lâredoù, ar stabillañ en e gredennoù. Daw eo henn anzav : liez e raomp evel deñved Panurj an amzer-vremañ, stank a-walc'h ar ouenn anezhe war an douar. Un emzivadez eo Ida, dianav dezhi he zad hag he mamm. Lakaet e oa bet en un ti evid an emzivaded, ha goude-se he doa bet c'hoant da voned da leanez, ez-naturel, rag he bed e oa, n'he doa ket anavet ar vuhez ordinel tamm ebed. Diskoueziñ a ra ar film istoer Ida, pe kentoc'h penaoz he doa gellet doned da benn a ober he soñj, da lâred eo pe chomel gant ar leanezed arall er c'houvent pe kuitaad ar lec'h kloz-se da vad. Amañ, e-lec'h pouezañ warni evid he lakaad da sanañ he gouestloù (ar pezh a vehe bet graet didruez gant ar Magdalen Sisters sur a-walc'h), ec'h ali he superiorez da Ida moned da weled ur voereb dezhi, diwezhañ kar-nez he familh kollet. Moned er bed, ne sant ket Ida an dober-se, mez kavoud a ra gwell sentiñ d'he superiorez. Honnañ, marse, he doa santet e oa gwell d'ar plac'h yaouank-se moned er-maez da greñvaad he feiz, evid roiñ dezhi peadra d'ober ur choaz gwirion. Ha setu Ida waet. Un ene glan eo Ida, mez lod a lâro ur santezig pri, ha lod arall c'hoazh, ha simploc'h ha didro, ur vleupez ha netra kén. Gwir eo n'anav ket Ida netra ag ar vuhez, ha gant he moereb e ray anaoudegezh gant ar vuhez just a-walc'h, ha diouzhtu gant tu teñwellañ ar vuhez : an alkool, ar seks, an dizesper, goullander buhezioù zo. Ha tañva a ra Ida douzh an aval-se. Eved a ra alkool, ober a ra anaoudegezh gant ur paotr, ur soner saxo, un den jentil ha troet douzh an amzer da zoned. Gantañ e ra an amour evid ar wezh kentañ. Mez goude ? Mez goude, a c'houlenn Ida ? Post coïtum animal triste, goude an amour e vez trist an den. Ya, goude an alkool, goude plijadurioù korfel ar garantez, petra a chom ? Hag evid Ida ne chom ket kalz a dra. Ne gav ket ar vuhez-se krog ebed enni, ne leunia ket he c'halon, ne laka ket hec'h ene da dridal. N'eo ket an dra-se ema Ida é klask. Ur choaz digomprenaduz dimp marse. Aze ema braventez ar film-se, pell a-zoc'h firbouch ha plijadurioù skañv hon bed. Ur film evel ur pik goulenn eo, evel un aters. Ya, na goude ? Petra a chomo etre hon daouarn, goude dimp boud gwelet hon buhezioù moned da netra en tantadoù berrlosk ? Jean-Claude Le Ruyet. 20140324a.66C. SIN-140328-Ida
DIPLOMATIE Ur film sevenet gant : Volker Schlöndorff (2014). Gant : Niels Arestrup, André Dussolier. Soñj 'm eus ag ur frazenn bet lennet ganin pa oan krennard : "Pa vez enaouet an tantadoù ne vez gwelet nemed o gouloù". Ar pezh a sinifi ne vern ket kalz ar pezh a zo é loskiñ, mez ar splannder hebkén, ar splannder a vez taolet gant an tan ; ne vern ket kalz ar pezh a vez distrujet, mez an dazont a zo edan sevel ; ar pezh a sinifi c'hoazh ne vern ket kalz an amzer dremenet, skubet gant un taol dorn, troet da ludu, da voged ha da c'houloù, mez an esper a sav gant an dispac'h. Meur a wezh, nawazh, e talv ar boan gouied ar pezh a dremen er waskadenn, a-dreñv an istor ofisiel, rag ur yuc'h fedoù a zegouezh ha n'int ket edan ar gouloù just a-walc'h, n'int ket a-wel nag a-ouez d'an oll. Amañ da skwer, kredabl o deus dalc'het soñj an dud e oa bet dieubet Pariz e miz eost 1944. Soñj hon eus ag an hanw Von Choltitz, Dietrich von Choltitz, gouarner ar "Gross Paris", da lâred eo chef alaman rannvro Bariz. Gouied a raomp nen doa ket heuliet urzh Hitler, an heni a c'houlenne gantañ loskiñ kêrbenn ar Frañs, distruj an oll bontoù, an oll vonumantoù ha savadurioù heverk. Nawazh, boud e oa von Choltitz ur gwir soudard prusian, un ofiser ganet en ur familh ofiserion, kustum da sentiñ douzh an urzhioù. Ne oa ket von Choltitz un ael. En e vuhezskrid nen doa ket roet kalz a ditouroù resiz diwar-benn an amzer tremenet e Sebastopol e 1942. Lod a lâr en doa kenlabouret evid kas Judevion ar rannvro-se d'ar marw, ha tost da 40 000 e oa bet anezhe. Goulennet e oa bet gant von Choltitz moned d'an Alamagn evid resev urzhioù Hitler, e miz eost 1944. Hag ar jeneral alaman en doa gwelet e pesort stad izel e oa daet e führer da voud, dispourbellet e zaoulagad pa gomze diehan, ar baw é redeg war e vachol, e selloù kollet war un dremmwel ne oa ket mui 'metañ douzh henn spurmantiñ c'hoazh. Ne oa ket Hitler tamm ebed mui an den en doa anavet von Choltitz un nebeud bloazioù e-raog, pa oa gouest da entaniñ ar bobl alaman c'hoazh, mez un den klañv, hanter foll, torret e hune dezhañ. Neuze, pa oa bet lakaet von Choltitz da ouarner Pariz d'ar 7 a viz eost 1944, e ouie ar jeneral e oa achu gant an hune-se, gouied a rae e oa an Alamagn edan koll ar brezel, ha buan. Dle ' oa da von Choltitz distruj Pariz da noz ar 24 a viz eost 1944. Mez perag nen doa ket sentet douzh e chef neuze ? Perag nen doa ket losket, distrujet Pariz ? Berlin ne oa ket mui anezhañ nemed rivinoù dija, neuze, perag leuskel Pariz en e sav ? Perag n'he doa ket kerzhet aze lezenn an talion : lagad evid lagad, bazhad evid bazhad ? Piw henn goui ? Heñv, von Choltitz e-hunan, en doa soñjet e oa poazh an traoù, hag e oa gwell dezhañ soñjal en amzer da zoned, evid distanañ d'ar justis a oa douzh henn gortoz goude ar brezel ? Marse. Mez ne oa ket an ofiser alaman e-hunan, hag en-dro dezhañ e oa tud hag a laboure en tu kontrel evid lakaad an traoù da achu fonnabl, ha gant an nebeutañ a zizalbadoù. Ha savet eo ar film a-zivoud rol un den ogozig dianav, Raoul Nordling, koñsul ar Sued (Sveden) e Pariz d'an amzer-se. Ar Sued, da lâred eo ur vro nebtueg. Un den hag en doa graet e seizh gwellañ evid ma ne vehe ket bet graet muioc'h a dorfedoù c'hoazh, evid ma vehe lakaet un termen d'ar brezel blaouac'huz-se. Ha daoust dimp anavoud fin an istoer e chomomp staget douzh ar stourm ramzel a zo bet, pe a c'hell boud bet marse, rag ne ouiomp ket re, mez ne vern, etre an daou zen, etre Nordling ha von Choltitz. Ema ar film evel un drajedïenn ag an henamzer. Diskoueziñ a ra ar labour a zo heni an diplomated, na glaskont ket doned da benn ag o gevredi gant armoù dir, mez gant gerioù hebkén, gant arguzennoù, gant skeudennoù ha troioù-lavar choazet pervezh. Arabad koll ar liamm gant egile, arabad torriñ ar liamm tanaw a ya betegzañ c'hoazh, rag pa vo torret ar liamm-se e vo c'hwitet ha manket an taol ha frank e vo an hent evid leuskel an tankoù hag ar c'hanolioù da dremen. Nag a basianted, nag a empentiñ, nag a speredegezh, mez nag a respet ive evid an arall, daoust pegen divalaw e c'hell boud gwezhave ! Daw eo lakaad ar pezh a zo seven ennañ, ar pezh a zo kàer ha braw da voud mestr war e lod duañ. Setu aze tu splann an diplomatiezh, he zu enorusañ. Ne lâran ket ema glan ataw. Mez ya, daet eo Volker Schlöndorff da daolenniñ er film-mañ stourm daou jigant, c'hoariet ag an dibab gant André Dussolier ha Niels Arestrup. Un oberenn gàer eo, brasoc'h, a soñjañ, eged ar fed istorel waet d'ober sujed ar film. Jean-Claude Le Ruyet.201403120a.66C.
DALLAS BUYERS CLUB Ur film sevenet gant : Jean-Marc Vallée (2014). Gant : Matthew McConaughey, Jennifer Garner, Jared Leto. Lod a chelaouerion Radio-Bro-Gwened a lâro ne ran nemed roiñ mel d'ar filmoù a brezantan deoc'h beb sizhun a-c'houde ouzhpenn ur bloaz dija. Ya, daw eo din anzav ne glaskan ket moned da weled ar pezh a c'hellehe boud ur c'holl-amzer. Ha ne chañchin ket ar sizhun-mañ c'hoazh, rag interesuz braz em eus kavet ar film amerikan-mañ. Ur film diwar-benn ar sida eo, ar sida bevet gant an dud hag ar strivoù a ra an dud-se evid en em dennañ a-zindan krabanoù an Ankoù, pand int en arvar a goll o buhez fonnabl. Ha gwelet e vez fasoù liessort an Ankoù just a-walc'h. An Ankoù hag a c'hell boud ar re karget a gavoud hag a fabrikañ ar remedoù adaz, ar re karget sañset a warantiñ ar re glañv. E gwirionez e c'hell an dud-mañ boud sotoc'h gant ar segal a c'hellint rastellad en afer kentoc'h eged gant yec'hed ar re glañv. An Ankoù c'hoazh ar vedesinourion prest da heuliañ alioù tud ar laborvaoù : prest int da gemenn d'o fasianted ar remedoù kenniget netra nemed evid gounezañ ur veaj d'ar Seychelles pe m'oar-me. Rag evel-se e yae hag a ya c'hoazh sur a-walc'h an traoù e bed labourerion ar yec'hed : argant- zo ba'r jeu, ur bochad argant, ha kalz ne vern evid lod ar pezh zo a-dreñv, drougoù, poanioù, buhezioù, adal ma vo tu da rastellad ar muiañ posubl ag ar blankoù-se. An Ankoù c'hoazh tud ar melestradur amerikan, an FDA, Food an Drug Administration, hag a chom stag douzh e lezennoù graet re liez evid mad industri an apotikerezh, kentoc'h eged soursial douzh yec'hed ha konfort ar sitoaianed. Stank eo an erered, stank eo ar morvleidi é troiñ tro-dro d'ar paourkaezh den klañv, é c'hortoz n'eo ket e varw, mez é c'hortoz kentoc'h ma pado gant e zroug, rag tra ma vo béw e klasko bévañ c'hoazh ha dispign e ziwezhañ blankoù evid chomel béw un tammig pelloc'h c'hoazh... ha gling-gling a ra ar blankoù pa gouezhont e sac'h e vadoberourion gamm ! Ha ken du-se ema ar wirionez ? Euruzamant ne vez ket ataw evel-se, mez ya, ken du-se ema, meur a wezh d'an nebeutañ, er Frañs zokén, meur a skandal zo bet ha nend an ket d'o menegañ amañ. Komz a ra ar film a stourm un den evid en em soagnañ e-hunan-penn, pa glask ar vedesinourion hag ar melestradur parraad doutañ ag henn ober. Daw e vo dezhañ kuitaad ar vro evid boud remedet hervez e c'hoant, ha klask dre ar bed a-bezh evid kavoud ar remedoù mad d'e yec'hed-eñv ha mad ive da yec'hed e gensorted. Istoer un den e-kreiz e vuhez eo, ur sort bugul-saout, ur sort cow-boy bil-ebed, disoursi-kàer, dedennet muioc'h gant ar merc'hed eged gant ar labour. Seks, dramm ha rodeo, setu e vuhez dindan tri ger. Pa oa bet lâret dezhañ ne chome nemed tregont deiz dezhañ da vevañ, setu chañchet e vuhez penn-da-benn. Dre veur a stad e tremen : ar gounnar, an dristez, an digalonekaad. Mez kreñvoc'h eo e c'hoant-bevañ c'hoazh eged e c'hoant da sujañ douzh ar pezh a soñj hag a lâr e vedesinourion. Dister e oa e vuhez, mez gant an taol-se ag e blanedenn e ta e vuhez da gavoud ster, hag ar ster-sen a ra he friz d'e vuhez nevez. Ha n'eo ket evitañ hebkén e stourm. Stourm a ra ouzhpenn evid e gensorted, kamaraded, kamaradezed pe tud dianav a-grenn. Beteg an termen diwezhañ e stourm eneb d'ar galloudoù ofisiel, ospitalioù, melestradur ha Stad evid gouarn e frankiz da choaz ar mod da voud pareet. Ar pezh a seblant boud un droed normal n'eo ket unan e gwirionez. Tud zo a oui gwell evidoc'h ar pezh a vo rit deoc'h lonkiñ, pesort produioù a vo boutet en ho korf e-sigur roiñ yec'hed deoc'h en-dro, pa vez evid gwerzhañ marc'hadourezhioù da gentañ-rac'h. Ne vez ket rannet ar frankiz. Pa grog ar frankiz da voud krignet gant un dra bennag e vo krignet emberr gant un dra arall ha neuze, a dammig da dammig, e vo debret ar jao gant ar bik... Ya, redit da weled ar film-se, bet savet diwar buhez un den, ur gwir zen, Ron Woodroof e hanw, chomet en e sav evel den beteg an termen diwezhañ. Gant tud a-sort-se e c'hell an esperañs chomel yac'h en hon kevredigezh c'hoazh. Hag ur muzik ag an dibab a glevoc'h, ouzhpenn kement-se... Jean-Claude Le Ruyet.20140313a.65C.
12 YEARS A SLAVE [DAOUZEG VLOAZIAD UR SKLAV] Ur film sevenet gant : Steve MacQueen (II) (2014). Gant : Chiwetel Ejiofor, Michael Fassbender, Benedict Cumberbacht, Paul Dano, Lupita Nyong'o, Brad Pitt. Arabad kemmeskiñ Steve MacQueen II, an den en deus sevenet ar film-mañ, gant an aktor Steve MacQueen hon eus dalc'het soñj anezhañ marse evid e rol er film La Grande Evasion. Mez pell eo an amzer-se dija. Ar Steve MacQueen-mañ, an eil enta, a zo du ha savet en deus ur film kreñv diwar-benn ar sklavaj en Amerik, un nebeud bloaziadoù e-raog Brezel ar Sécession, da lâred eo Brezel an Digevrediñ. Diwar ur skrid bet savet gant an den e-hunan, Solomon Northup, ema bet savet ar film, ha santet e vez roud ur wirionez posubl en istoer kontet dimp. Dizoloiñ a raomp un Amerik daou benn dezhi dija : heni an nord, heni New-York da skwer, lec'h ma c'hell ar Re Zu bevañ evel ar Re Wenn, hag un Amerik arall, heni ar Sud, lec'h m'ema ar sklavaj ur realded terrubl c'hoazh. Ar pezh na ouiemp ket marse hag a zeskomp amañ, gouez d'ar film d'an nebeutañ, e oa sklavetaerion hag a làere morilhoned en Nord hag o c'hase d'ar Sud d'o gwerzhañ er planteizoù-kotoñ pe korz-sukr. Evel-se e tae, hag e-korf berrig amzer, un den libr ha koñsideret da voud ur sklav dihanw, heb kompren ar pezh a oa degouezhet gantañ. Ar pezh a oa degouezhet gant Solomon Northup, soner-violoñ donezonet mat, daet da voud par douzh ur loen pe dost, pe gwazh eged ur loen marse zokén, rag ne vez ket graet douzh ar loened ar pezh a vez graet douzh an nesañ meur a wezh. Ur film tàer eo, lod ag ar skenennoù diaez da añdur. Ravoltet e c'heller boud gant kement a fallentez, fallentez evid netra ouzhpenn-se, nemed plijadur tort ar mestr, pe terruploc'h marse c'hoazh, fallentez mevelion ar vistri. Un ugent vloaz bennag e-raog Brezel an Digevrediñ e oa rannet an Amerik etre an daou spered-se. Hag an daou spered-se a c'helle o daou boud savet diwar ar memez relijion, ar memez testenn-orin, hervez ar mod da lenn ar skridoù sakr. Lod a gavo un tamm dasson er bed a-vremañ, sur a-walc'h. Diskoueziñ a ra ar film penaoz e c'helle ar stourm eneb d'ar sklaverezh boud er prantad-se. Ne veze ket aez en em zisklaeriañ eneb d'ar sklaverezh er Sud neuze. Selled douzh ar Re Zu evel douzh tud ive a lakae meur a unan da fuloriñ ha da goll o skiant. Evid ar sklavelerion n'eo ket an arall ar memez boud evelte, setu diazez meur a vrezel ha meur a emzalc'h heniennel pe olleg divalaw ha mantruz. Interesuz eo gouied e ta ar ger sklav ag ar ger Slav, ger hag a dermen pobladoù kreiz-Europa, ar Slaved, a-gaoz ma oa bet bet dalc'het gwezharall gozh, gant ar C'hermaned, meur a Slav evel sklaved. Na gredomp ket ema ar sklavaj un dra diamzeret ! Lod a lâr ema ar labour hiziw-an-deiz furm vodern ar sklaverezh. Ha gouied a raomp e c'hell henn boud gwezhavez, beteg en hon bro-ni. Siwazh n'eo ket an c'hoant sujediñ an nesañ heni ar sklavelerion hebkén. N'en em ziskouez ket ar sklaverezh evel a-gent ataw, mez milionoù a dud a véw ha n'eo ket evel tud libr, tud istimet, tud evel an dud arall. Heb kontiñ ar pezh hon eus gwelet e-pad ar c'hantvloaziad tremenet, pa glaske lod n'eo ket sujediñ ar re arall mez kentoc'h o distruj oll. Soñjomp e Staline hag en e c'houlagoù siberian, en Nazied, e Kambodj Pol Pot, er Rwanda... Ur stourm braz eo enta, an heni a zo bet taolennet er film-mañ, ha n'eo ket ur stourm tremenet, mez ur gwir stourm a-hiziw, ha pell e pado c'hoazh, m'eus aon. Jean-Claude Le Ruyet.20140302d.64C.
L'AMOUR EST UN CRIME PARFAIT Ur film sevenet gant : Arnaud ha Jean-Marie Larrieu (2013). Gant : Mathieu Amalric, Karin Viard, Maïwenn, Sara Forestier. Daet e oa soñj din ag ar film 37°2 le matin p'am boa gwelet ar film-mañ. Ne ouian ket re perag. Marse a-gaoz ma oa dic'hortoz ar pezh a zegouezh en istoer. Marse a-gaoz d'ar ritm, d'ar lusk a zo ennañ adal ar penn kentañ ha beteg ar fin. Marse a-gaoz ma seblant normal traoù nad int ket, ar pezh a vez dizoloet tamm ha tamm. Mez pa'm eus gouiet e oa bet skrivet ar roman en doa awenet ar film kentañ hag ar roman en deus awenet hennañ gant ar memez den, Philippe Djian, e komprenan gwell... Neuze, kelenner lizheradur e skol-veur Lausanne eo tudenn bennañ ar film. Ema e vevañ gant e c'hoar en ur chalet hanter-gollet war ar menez. Ha labourad a ra e c'hoar er memez skol-veur war ur post bennag er melestradur, evel kontaouerez marse. Ur c'helenner mat eo an den, mez kudennoù a zo nawazh etre eñv hag e golleged, ha zokén etre eñv ha melestradur ar skol-veur, a-gaoz mand eo ur merc'hetaer touet, ar pezh na vehe ket ken problemeg marse pa n'eo ket gant e studierezed e vehe. Da beb an amzer enta, setu ma tegas hon pratik unan pe un all ag ar plac'hed kàerrañ-se beteg e di, ar pezh a hegas e c'hoar. Honnañ zo plac'h yaouank-kozh c'hoazh, pas evid pell marse nawazh, rag m'ema chef ar gevrenn-lizheradur lec'h ma labour hon kelenner é rodal war he zro, hag é klask tostaad douti par ma c'hell. Kompren a ra an arvester eh eus aze traoù kuriuz, mez leun eo ar vuhez ordinel a draoù a-sort-se. Nawazh e tro an traoù da chaluz buan a-walc'h, e gwirionez adal ar momant ma kav hon kelenner skol-veur, da darzh an deiz, plac'h e noziad ziwezhañ divuhez-mik en e wele. Petra zo degouezhet ? Arabad dezhañ chomel da soñjal re : daw eo dezhañ kuzhad ar c'horf, ha fonnabl mar plij. Daw eo dezhañ en em dennañ ar fonnaplañ ma c'hell ag ar saviad riskluz-se. Riskluz evid e vrud, riskluz evid e surentez zokén. Hag adal neuze e krog an traoù da dreñkañ, ha da dreñkañ en ur mod dic'hortoz-kàer, na boud e kred an arvester gouied ar pezh a zay da-heul. Ur suspens ag ar re efedusañ zo er film, ur suspens hag a sav a-liez diwar traoù dister, da skwer pa welomp an oto é roulad buan en noz war hentoù leun a erc'h skornet hag é reziñ izlonkoù teñwel ha don. Aon hon eus evid an dud a zo e-barzh ! Un triad hag a c'hoari braw asambl a welomp : Mathieu Amalric, kelenner kollet un tammig mat en e hunvreoù, dedennet-groñs gant ar merc'hed yaouank enta ; Karin Viard, e c'hoar sur a-walc'h, mez ouzhpenn-se ur vamm pe dost evitañ, añfin un c'hoar pe ur vamm hag a zo ive ur plac'h hag a garehe boud ur vestrez evid an deirved tudenn, Denys Podalydès. Daoust dezhañ boud rener ar gevrenn lizheradur, ne oui ket re hennañ penaoz ober evid gounid kalon c'hoar e golleg heb lakaad hennañ d'henn disprizañ a lein e zismegañs hag a c'hell boud braz. Setu aze ur film-polis ag ar re gàerrañ. N'eus ket dober a drafik drammoù nag a spierion rus pe chinad ar wezh-mañ : pell omp a ved James Bond pe heni Largo Winch. En ur bed ordinel omp, ha setu just a-walc'h ar pezh a blij dimp : er buhezioù ordinel e sav meur a wezh, diwar un draig bennag, an direzon, an sourpren, ar souezh, an eston. Ne ouian ket mard eo ar garantez ur muntr parfed, mez ur momant plijuz am eus tremenet é selled douzh ar film-se, ha kement-arall a souetan deoc'h. Jean-Claude Le Ruyet.20140221d.63C.
YVES SAINT-LAURENT Ur film sevenet gant : Jalil LESPERT (2014). Gant : Pierre Niney, Guillaume Gallienne, Charlotte Le Bon. E galleg e komzer bremañ ag ur biopic pa vez diskouezet buhez un den bennag war ar skramm. Ema ar biopik, ger anglezeg berraet, ar pezh a glot mui pe vui gant ar buhezskrid, ar "biographie" mar karit. Dre ma tiskouez ar biopik buhez tud kentoc'h dishañval a-zoc'h buhez an neb piw bennag, e vez desket traoù interesuz, evel-just hag evel-rezon. Ar pezh a raomp amañ gant buhez Yves Saint Laurent, ar gwrier pe ar c'hemener milvrudet e oberennoù ha milanavet e hanw. Diskoueziñ a ra ar film penaoz e oa daet Yves Saint Laurent, ha eñv gant e ugent vloaz hebkén, da genlabourad gant Christian Dior, ha penaoz en doa kemeret ar rol pennañ e ti Dior, goude marw an heni en doa henn kroueet. Anavet eo Yves Saint Laurent dre ar pezh en doa graet e domani ar mod, e domani ar gwriad chik ha cheuc'h. Un den donezonet mat e oa-eñv, sur a-walc'h, evid boud bet remerket ken abred e Pariz. Boud e oa e familh ag an Aljeri, a gêr Oran, e fin an trevadennerezh gall eno. Ne oa ket an dra-se neutr tamm ebed e buhez an den, rag pa oa bet goulennet gantañ moned d'ober e goñje, e risk a voud kaset du-hont, d'an Aljeri, e-kreiz ar brezel, hag en em gavoud dirag e vignoned marse, e oa chomet klañv ha kaset d'an ospital gant un diwaskadenn, un deprim kwa... A-bell e vez diaez gouied petra a c'hell boud pe a c'hell boud bet buhez un den a-sort-se hag en deus lakaet meur a unan da hunvreal. Toud an dud ne lennont ket ar journalioù hag a laka buhez disolit hennañ pe hennezh a-wel d'o lennerion. Mizeroù-kalon ar pennoù-braz n'interes ket an oll. Peb unan a ya evel ma c'hell, ha daw eo da beb unan debriñ, kousked, daremprediñ e gensorted, moned da zañsal, ober un tañva d'ar garantez ha m'oar-me c'hoazh, hag an traoù-se ouzhpenn labourad. Ar pezh zo, pa anavomp un hanw brudet, ne soñjomp ket en traoù-se rac'h. Gweled a raomp splannder an den edan ar goulaou, ha ne welomp ket ar pezh a zo teñwel en e vuhez. Mez tud int ive, ar re vrudet-se, ar pezh a glask ar biopikoù degas soñj dimp. Ur spered tener e oa Yves Saint Laurent. Kavet en doa e salud marse en e garantez baduz evid e gompagnun Pierre Bergé, hag a oa e serc'h hag e gensort, e geveler, kenlodeg e ti Yves Saint Laurent. Savet e oa bet an ti-se gante o daou goude ma oa bet roet e zilez d'ar c'hemener gant ar baron Boussac, mestr ti Dior. Da hennañ e seblante an den Yves Saint-Laurent boud re vresk goude e ziwaskadenn hag e dremen en ospital. Mez ur spered-kroueeour e oa Yves Saint Laurent nawazh, ha brudet e oa daet da voud er bed a-bezh. Ur marc'h-labour e oa ive, pa ne gonte evitañ nemed "ober saeioù", evel ma lâre. Er-maez ag ar labour-se ne oa ket gouest d'ober kalz a dra, a lâre c'hoazh. Mez ne oa ket un den fidel en e garantezioù, daoust dezhañ boud chomet gant Pierre Bergé e vuhez pad. Tañwaet en doa douzh an drogach ha douzh an alkool ha ne oa ket ataw evid talañ doute. Tu splann ha tu teñwel an den. Nawazh, ar pezh a chomo amañ n'eo ket ar skeud, mez ar splannder. Yves Saint Laurent, d'an nebeutañ, en deus lakaet e dalant da vleuñviñ, ha ken dispar ma oa e dalant ma n'eo ket bet kousïet gant ar skeud. Ha n'eo ket aze pal ar vuhez, just a-walc'h ? Ha n'eo ket pal-buhez peb unan lakaad e dalant da vleuñviñ ive, par ma c'hell ? Setu aze un tamm preder c'hoazh ha nad eo ket dister, a gredan... Petra hor bo-ni graet ag hon talantoù, a-benn ar fin ? Jean-Claude Le Ruyet.20140220b.62C.
SUZANNE Ur film sevenet gant : Katell Quillevéré (2013). Gant : Sara Forestier, Adèle Haenel, François Damiens, Paul Harny. Soñj 'peus marse ag ar film L'Esquive, ar film en doa roet da anavoud Sara Forestier, krennardez neuze, e 2004, gant he farlant didro a vannlew Pariz. Tro he doa bet d'ober filmoù arall, da skwer Gainsbourg e 2009 pe Le nom des gens e 2010, ar rol pennañ dezhi en heni diwezhañ-se. Gwelet e vez ive en un film nevez L'amour est un crime parfait, gant Mathieu Amalric. Ha setu, gant Suzanne, ur film lec'h ma talc'h ar rol pennañ ennañ c'hoazh, ur rol hag a jaoj mat dezhi. Istoer ur plac'h eo, Suzanne, ur plac'h kollet he mamm dezhi yaouank, hag a glask he lec'h er vuhez etre he c'hoar hag he zad, hennañ chalboter war an hentoù ha nebeud amzer er gêr, pa ya da gas e gamion ag un tu d'an arall e c'hwec'h kogn ar Frañs. Ur wir vignonez eo he c'hoar, mez dishañval a-grenn ive, muioc'h klasel, muioc'h soubet er vuhez ordinel, an heni a vez bevet gant tud he oad. Ne zisplij ket dezhi redeg war-lerc'h ar baotred, mez daoust dezhi moned da zañsal e chom he-hunan er vuhez. An tad a garehe a-walc'h roiñ ar pezh a c'hell d'e verc'hed, mez diaez eo dezhañ o c'hompren. E c'hoant zo kentoc'h o desav propig ha chom heb selled douzh o c'hoantoù-gi. Evel-just, pa za dezhañ da ouied ema Suzanne é tougiñ ur bebig, ne gav ket respont deread ebed, nemed jestoù rust. Setu Suzanne dalc'het enta gant he faotrig. N'eo ket ur c'horf estren dezhi, kariñ a ra Suzanne he c'hrouadur. Mez enni e verw an c'hoant da gaoud ur vuhez arall, ar vuhez n'he deus ket bet amzer da anavoud c'hoazh. Siwazh dezhi, an heni a dosta douti n'eo ket ar gwellañ marse. Ur paotr yaouank eo, dedennet kentoc'h gant ar pezh a zo er-maez ag ar lezenn. Jentil eo ganti, ha marse e vehe bet posubl dezhañ choaz ur vuhez arall ive, mez techet e oa d'en em leuskel da roulad war an devalenn aez en doa anavet dija. Ha Suzanne, a-gaoz d'he c'harantez evid ar paotr, mez marse ive a-gaoz d'ar lec'h a rae diouver dezhi en he familh, a-gaoz d'ur ranku bennag en he c'heñver, en em laka da heuliañ he c'harantez, heb selled a-dost douzh an hent heuliet gantañ. Ha setu-hi éc'h ober anaoudegezh gant ar prizon, pa oa chomet he c'homper er-maez, en natur, libr ataw. Ne ziskouez ket Katell Quillevere ar prizon dimp, pe nebeud tre, ha gwell aze. Ar pezh a gont zo santimant Suzanne goude boud treuzet ar momantoù kaled-se. Penaoz he deus kreskaet, penaoz he deus brasaet, petra en deus chañchet enni ? Kompren a ra traoù sur a-walc'h, mez ar pezh en dehe gellet boud simpl e-raog a oa daet da voud diaesoc'h bremañ c'hoazh. Ar liamm gant he faotr da skwer, plaset en ur familh-degemer ha daet da voud brasoc'h bremañ, krennard tuchant. Ar pezh hon laka da stagañ douzh ar film just a-walc'h eo ar mod ma ro Suzanne da gompren pegement e karehe tostaad douzh he zad, pandeogwir ne oa ket mui he mamm etalti. Mez ne gav ket Suzanne an tu d'henn ober, ha ne gav ket an tad an tu da roiñ d'e verc'h ar pezh a c'houlenn : e garantez-eñv. Hag ar garantez, evid boud gwir garantez, a rank leuskel libr an heni karet. Narenn klask henn lakaad da voud evel ma karehemp henn gweled, mez henn kariñ evid ar pezh ema, heb tamm c'hoant ebed d'henn formatiñ e neb feson. Aliañ ya, mez nompas henn derc'hel, nompas parraad douzh an arall a zisplegañ e ziwaskell. Mez ne vez ket komprenet ar garantez evel-se ataw. Ouzhpenn-se, an termen diaesañ evid-se eo ar grennardiezh, pa glask ar paotr yaouank pe ar verc'h yaouank achap a neizh ar familh, heb boud sur c'hoazh ag ar pezh a garehe ober da vad. Neuze ne oui ket ataw o zud, o c'herent, e-menn ema ar limit, ne ouiont ket, rag n'o deus ket desket. Ober a raont o seizh gwellañ, ha ne vez ket ar gwellañ ataw evid ar c'hrouadur. Setu ur pezh a film. Ur plac'h tener ha kizidig eo ar sevenerez sur a-walc'h, Katell Quillevéré, un hanw brezhoneg dezhi. Gant hiraezh eo e c'hortaimp he c'hentañ film. Jean-Claude Le Ruyet.20140213a.61C.
COMMENT J'AI DÉTESTÉ LES MATHS... Un teulfilm sevenet gant : Olivier Peyon (2013). Dam, ne glot ket titl ar film-mañ gant ar pezh a zo e-barzh. Anavet em eus meur a unan hag a zo waet d'henn gweled, é krediñ kavoud e-barzh ur balzam, ur remedenn bennag douzh o c'hablusted kuzh, rag int ive, gi ive n'o doa ket karet ar matematikoù pa oant er skol. Siwazh evite, rag ema pal ar film diskoueziñ dimp tud sod gant ar matematikoù just a-walc'h ! Ha bec'h d'ar re hag a zo foll gant an teoremoù kuriuz, diaez ha kazi-dibosubl da gompren d'ar re nad int ket chalet gant ar langaj ispisial-se. Evid ur wezh ne chomin ket heb menegiñ amañ hanw un nebeud matematikourion vrudet ha heb roiñ deoc'h da gleved komz ag un nebeud naouturioù matematik hag a chomo er-maez a ma intent pell amzer c'hoazh sur a-walc'h. Evid-se em eus bountet ma fri e geriadur ar matematikoù a oa bet embannet gant Jean Marot e 2002. Jean Marot, hag a oa kelenner e skol-veur Brest, a gomz evel-mañ ag Aristote : "Ganet e 384 ha marvet e 322 kent JK. Filizofour gresian, diskibl da b-Platon. Diazezour al lojik matematik. Diforc'het en doa en un doare sklaer an naouturioù aksiom, termenadur, postulad hag hipotezenn." Evid Isaac Newton e lâr Jean Marot kement-mañ : "Ganet e 1643, marvet e 1727. Matematikour, astronomour ha fizikour saoz. Lezenn Newton an desacherezh universel. Binom Newton. Metod tostâdur Newton (metod an dañjañtenn). Eeunenn Newton ur pewarc'hostez klok : eeunenn é tremen dre boentoù-kreiz diagonaloù ar pewarc'hostez. Formulennoù Newton evid somm an n-ved galloudoù euz gwriziennoù ur gevatalenn b-polinomial". Mad. En tu arall, n'eo ket gwall hir ar pezh a vez kavet dindan hanw Albert Einstein:"Matematikour ha fizikour amerikan, alaman a orin. Priz Nobel ar Fizik e 1921. Mekanik statistik. Teorienn ar c'hwantaoù. Teorienn ar relativelezh." Nag a gemm nawazh zo daet da heul Einstein er vuhez vodern ! Ne vehe ket ar bed a-hiziw evel m'ema heb e deoriennoù hag o deus treuzfurmet an traoù. Hanw zo hiziw ne vehe ket mui gwir e deorienn kant dre gant, da skwer evid pezh a sell douzh tizh ar gouloù. Beteg bremañ e soñje an dud n'helle ket ar gouloù moned fonnaploc'h eged 300 000 km e-korf un eilenn, ur segondenn. Geo, a lâr tud arall : kavet eh eus bet ranniganoù (partikuloù mar karit) hag a yahe fonnaploc'h c'hoazh, peadra d'en em soñjal ha da glask pelloc'h. Gant ar gouiañsoù, a-benn ar fin, ne vez ket surroc'h an dud a netra : an traoù hag a ziskouez boud ar stabillañ a vez distabillaet d'o zro ive. Euruzamant eh eus un esperañs matematik ! Diaez e vehe din esplegañ deoc'h petra eo resiz, mez komzet e vez ag esperañs matematik ur variantenn dargouezheg real diskret X. Siwazh n'omp ket sur boud sovet c'hoazh mar chomomp bourdet gant ar c'hwadratur ! Liammet eo ar c'hwadratur gant "jedadur ur gorread pe un integralenn". Klevet ho peus komz a g-kwadratur ar c'helc'h kredabl, ar pezh a zo "tresañ, gant ar reolenn hag ar c'hompas, ur c'harrez hag en deus ar memez gorread hag ur c'helc'h roet." Ya, mez marse e ouiit ive e oa bet "prouet dibosupted kwadratur ar c'helc'h gant Lindemann e 1882" ! A !... Evel-se eh a ar bed war-raog : heb ar vatematikourion ne drohe ket evel ma ra. Ya, tud zo hag a zo toemm-braz douzh ar langaj drol-se e oa bet rekiz dezhe henn deskiñ evid kompren ar bed hag henn diskrivañ. N'eo ket koll amzer tostaad douzh an dud-se, amzer ar film-mañ d'an nebeutañ. E-mod-se e komprenoc'h petra a dalv selled douzh un neudenn mel blod é kouezhel war un tapis-ruilh. Me n'em behe gwelet nemed mel é kouezhel. Mez unan ag an dud drol-sen en doa gwelet un dra arall, gras d'ar yezh a gomze ha na gomzan ket me. Domaj evidin. Ya, perag ne vourren ket deskiñ ar matematikoù ? Lârit din... Jean-Claude Le Ruyet.20140130a.
BLEIZ WALL-STREET / LE LOUP DE WALL-STREET Ur film sevenet gant : Martin Scorsese (2013). Gant : Leonardo DiCaprio, Jonah Hill, Margot Robbie, Jean Dujardin. Planedenn mab-den a c'hell boud dishañval braz hervez peb unan. An darn vuiañ ag an dud a chom war an hempraz o buhez pad. Ober a raont evel an oll. Chomel a raont e stern ar lezennoù, sentiñ a raont douzh ar moral, an heni diavaez pe an heni diabarzh. Ne glaskont ket pe ne glaskont ket re kuitaad an hent hantet gant o c'hempredidi. Ne sinifi ket emaint eüruz gant ar pezh a c'hounezont, eüruz gant ar pezh a raont, eüruz gant o otoioù, gant o zier, eüruz gant o stad, a-benn ar fin. Marse n'int ket eüruz, n'int ket koutant braz, mez troiñ a ra o buhezioù evel-se ha ne zegouezh ket netra evid lakaad an traoù da chañch. Setu aze penaoz eh a an traoù war-raog evid ar peb brasañ ag an denion. Evid lod e vez dishañval. Pe a-gaoz m'emaint donezonet kàer, ha ne gollont ket amzer evid lakaad ar bed d'henn gouied. Pe a-gaoz ma o deus bet chañs un deiz, ur chañs vihan hag a zigore war unan vrasoc'h. Ar pezh a zo, ar re-se o doa spurmantet ar pezh a oa en tu arall ag an treuzoù, hag ar pezh o doa spurmantet a oa bet trawalc'h evid entaniñ o c'hoantoù, o lakaad da vrasaad c'hoazh. Istoer un den yaouank un ugent vloaz bennag a gont Martin Scorsese dimp gant Bleiz Wall-Street/Le Loup de Wall-Street. Jordan Belfort an heni eo, paotr a-feson, jentil ha toud mez leun a c'hoantoù. Degouezhoud a ra dezhañ, e fin ar bloazioù 1980, da labourad e Wall-Street, e kalon ar c'hapitalizm amerikan. Dent gwenn ha lemm dezhañ, ne bad ket pell an amzer kent ma kompren an den reolennoù ar bed-se. Ha n'eo ket kompren ar lezennoù-sen hebkén, mez c'hoari gante dreist-oll, evid tresiñ e hent dezhañ e-hunan. Gouied a ra kavoud tud c'hoantauz eveltañ, gouied a ra o lakaad da genlabourad ha da dapoud fiziañs ennañ. Ha pandeogwir ema donezonet mat ar paotr e kavont sav dizale ha doned a raont da voud pitaod braz oll, ur bam. Ar pezh a vank d'an oad-se liez a c'hell boud ar furnezh. Ha n'eus ket kalz a furnezh gant Jordan pa dosta ken aez doutañ ar maouezi yaouank ha diwisket, an alkool, an drammoù, ar galloud. N'eo ket bevañ a ra mez loskiñ e vuhez evel ar re na welont limit ebed d'o c'hoantoù ha d'o galloud. Daet Jordan Belfort da voud pinvidig braz e-korf berrig amzer, n'helle ket an traoù padoud evel-se evitañ, petramant abalamour d'e yec'hed, lakaet diaez gant ar pezh a lonke hag ar pezh a snife bemdez-bemnoz, pe abalamour d'an dud tro-dro, an FBI da skwer hag en doa c'hoant da selled a-dostoc'h douzh mod-ober ar pratik. N'eo ket ar c'huzulioù a rae diouver dezhañ nawazh, mez techet e oa da heuliañ ar re fall ha da zisprizañ ar re fur. Setu neuze hon eus gwelet penaoz en doa krapet an den er skeul sokial buan ha beteg ar lein anezhi, ha penaoz e oa bet red dezhañ he diskenn ken buan goude. Daoust d'ar film padoud tost da deir euriad, ne gavomp ket hir an abadenn, ken fonnuz ema an darvoudoù ennañ, ha kaset diehan gant ritm an istoer na laosk ket amzer d'an arvesterion da zic'hostal kent an achumant. Ur film war ar vuhez diroll eo, ar vuhez diroll pa ne vank ket netra d'en den d'ober ar pezh a gar. Mez avañtur un den, savet war an avel, diwar goust ar re arall a fizie o blankoù dezhañ. Un istoer trist e gwirionez, pa soñjomp e oa bet goulennet gant ar pobloù paeañ evid rapariñ dizalbadoù an dud-se. An nebeud traderion-se-se o deuz lakaet o bankoù da rivinañ leun a dud evid o gloar hag o fortun dizonest, tre evel heni Jordan Belford. Jean-Claude Le Ruyet. 20140109b.
THE LUNCH-BOX Ur film sevenet gant : Ritesh Batra (2013). Gant : Nimrat Kaur, Irfan Khan, Nawazuddin Siddiqui. N'eo ket gwall liez e vez kenniget filmoù indian dimp da weled. Nawazh e vez klevet komz a vBollywood, par ha kar d'an Hollywood amerikan, mez e Bro-India. Sav braz en deus kavet ar film-mañ en e vro, hag ur misi eo gelliñ henn gweled d'hon tro. Perag ? Interesuz eo da gentañ sujed ar film: ur vaouez a Vombay, dilezet gant he gwaz, a alej bemdez e verenn dezhañ evid henn dedennañ en-dro. Ha kaset e vez ar verenn-se e podoù graet espres-kàer evid-se, ar lunch-box, ur gantinenn vetal goloet toemm. Ur servij ispisial, heni an dabbawallahed, a vez karget a roiñ peb kantinenn d'an den mad. Ha ne fari jamez ar gaserion dizesk-se, hervez ar pezh a lâront didro a-c'houde ma oa daet tud Harvard da gontrolliñ o labour. Ha just a-walc'h, amañ e ra an dud-se ur fari, rag ne zegouezh ket ar boued mad gant gwaz ar plac'h mez gant un den arall, unan tost d'e retred, e-hunan er vuhez ha divugon-kàer. Eskemm a raont bilhedoù, komz a raont ag o buhezioù voer ha divlaz, goulle-braz a-benn ar fin. Ha setu dre ar bilhedoù-se ar vuhez é kellidiñ en-dro en o c'halonoù. Setu aze o istoer, setu aze un nor digor, a-sort gant ar re a gennig ar vuhez dimp da beb an amzer. Ar pezh a ziskouez ar film eo ar pezh a ra an dud dirag an nor damzigor-se : pe he digoriñ frank ha kerzhed a-dreist d'an treuzoù, pe chomel ambazh diragzi, gant an aon dirag ar pezh a zo nevez, a zo dic'hortoz, an avañtur kwa ! Ar pezh am eus-me kavet pouezusoc'h c'hoazh eged an istoer-se zo buhez ar vro-se, a zay da voud poblekoc'h eged Bro-Chin a-benn un nebeud bloazioù. Ha kêr Vombay amañ, ur gêr lec'h ma ner an dud enni evel merion, mez tud evel peb unan ahanimp evel-just, tud hag o deus c'hoant da grogiñ er vuhez ive, da voud euruz, da gaoud o lod. Amañ e Frañs, amañ e Breizh hon eus un danvez hag a zo bihan e Bro-India : ar lec'h, ar lijor. Du-mañ e kav peb unan pe dost ur lec'h da azez en trenioù. Mez du-hont e chom an oll en o sav e-pad ar veaj, ken stank m'ema an dud. Du-mañ e vez interet an dud a-blad c'hoazh, astennet en o charkeioù, plas a-walc'h zo evid-se. Mez du-hont e krog an dud da lakaad o re varw en o sav er vered evid gouarn lec'h d'ar re arall. Diskoueziñ a ra dimp ar vugale, bugale evel re a-vamañ, c'hoant c'hoari gante, c'hoant da c'hounid ur blank bennag ive pa c'hellont. Ur vro mil yezh enni, mez ar saozneg liez evid ober ar liamm marse, pe evid ar vuhez vodern. Santet e vez pouez ar frammoù kozh, bew c'hoazh daoust d'ar vro boud brasañ demokratiezh ar bed, ha boud gouest da sevel armaj atomeg. Hag e-touesk ouzhpenn ar milliard a dud a zo eno e tegouezh istoerioù a-sort gant an heni a ra e sujed d'ar film. Istoerioù ollvedel a ziskouez ema mab-den ar memez heni e peb lec'h, e peb bro war an douar. Na mad na fall, mez dishañval ataw. Ha daw eo dimp en em lakaad prest da zaremprediñ gant an oll dud-se, hag a zo oll war bourzh ar blanedenn Douar, an dra-sen evel pa vehemp oll war ar memez bag e-kreiz ar mor-braz. Moian zo soñjal e teuzo an harzoù a-nebeudigoù, moian zo soñjal e vo mesket-divesket an dud e peb bro. Mez ataw e chomo istoerioù etreze, un dober a eurusted, un esperañs gouest da lakaad daoulagad peb unan da barañ war un dremmwel splannoc'h, splannoc'h eged o buhez pemdezieg re strizh d'o eneioù. Jean-Claude Le Ruyet.20140115a.