Sinema

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Le passé

Le passé

12/04/2023

LE PASSÉ Ur film sevenet gant : Asqhar Farhadi (2013). Gant : Bérénice Bejo, Tahar Rahim, Ali Mosaffa. Troiñ ha troiñ a ra mab-den etre un nebeud temoù, ataw ar memez re, temoù hag a vehe evel barroù e gaouidell. Ha daw dezhañ ober gant al lec'h strizh a chom dezhañ da vevañ ennañ. Etre ar spas hag an amzer ema e lec'h. Oblijet e vez an den ober gante ataw, hag henn gouied a rit, a-c'houde Einstein, boud eh eus ul liamm kreñv etre ar spas hag an amzer. Setu un istoer hag a laka ar biz war an amzer, gant ar pouez lakaet war an amzer dremenet kentoc'h. Tremenet, ya, mez pas toutafed. Doned a ra an amzer-se, waet kuit sañset, da ampouezoniñ an deiz a-vremañ ha da barraad douzh an dud sujet dezhañ a brepariñ àrc'hoazh, o amzer da-zoned. Ur bern traoù a vez sujet d'an amzer ; an oll draoù e gwirionez. Evid lod kàer anezhe n'eus ket problem ebed. Leuskel a raont an amzer d'ober he labour-uziñ warne. Heb keuz na klemm. Ar pezh a zegouezh gant ar menezioù, gant ar gwez, gant al loened zokén. Evid ul lod arall, evid an dud dreist-oll, e vez diaesoc'h añdur, diaesoc'h gouzañviñ an uzañs-se. Ha diaesoc'h c'hoazh pa za ar pezh a oa waet kuit gant ar bloazioù doned en-dro da atahinañ an dud. N'eo ket ar santimantoù er-maez a uzañs an amzer. Ar c'hontrel eo mem. Pa soñj an dud en o c'harantezioù tremenet, e c'hell o soñjoù boud bravaet pe boud gwelet gante duoc'h eged ma oant e gwirionez c'hoazh. Setu amañ istoer ur c'houblad dispartiet pewar bloaz so ha tri c'hrouadur gante. Bevañ a ra ar plac'h e Pariz gant he bugale ha gant un den arall. Mez goulennet he doa-hi gant he gwaz kentañ doned d'he gweled evid achu gant afer an divors, an dizimeziñ. Pa zegouezh ar gwaz kentañ en-dro ne dremen ket an traoù sioulig. Abalamour d'an darempredoù etre ar verc'h koshañ hag he mamm marse. Mez ive marse a-gaoz ma n'eo ket achu da vad an traoù etreze o daou. Etre daou soñj e tiskouez ar c'houblad kozh boud, hag evel-rezon n'eo ket an tortal-se heb trubuilhañ buhez an dud tro-dro, brazarded ha bugale. Talviñ a ra ar boan moned da weled ar film-sen hag a ziskouez Bérénice Bejo en ur roll dic'hortoz : bremañ e ouio an arvesterion penaoz e c'hell boud ar gomedianez pa vez kounnaret, pa vez maliset ruz. Ur priz ispisial, heni an aktorez wellañ, he deus resevet e Cannes ar bloaz-mañ evid he rol er film-mañ. Neuze, plijadur d'an oll er salioù teñwel. JCLR.20130613.


Pierre Rabhi au nom de la terre

Pierre Rabhi au nom de la terre

12/04/2023

PIERRE RAHBI AU NOM DE LA TERRE Ur film sevenet gant : Marie-Dominique Dhelsing (2012) Gant : Pierre Rabhi, Edgar Morin... N'eo ket ar sinema evid diskoueziñ filmoù da ziverrañ hebkén. Gelliñ a ra boud ive ur sort skol, ur fenestr digor war ar bed gwirion, ur banne avel fresk gouest da roiñ boued maguz d'hon speredoù naoneg. Rag lod ahanimp, d'an nebeutañ, a zo daet da voud tremen-skuizh gant trouz ar bed, skuizh gant ar mod ma vez lakaet an dud da lonkañ lostoù-leueioù bemdez-doue. Setu ur film plijuz hag a ra vad. Ha perag ? Netra da weled gant an istoerioù roet dimp da weled evid ma kavimp berroc'h hon amzer, evel ma ne vehe ket berr hon amzer hebté dija. Ar filmoù-se a goust milionoù da sevel. N'eo ket ag istoerioù-se e vo hanw amañ, mez ag an Istor, an Istor braz gant un i braz. Filmet he deus Marie-Dominique Dhelsing un den hag a ra an Istor. Ha diouzhtu e vez santet n'eo ket an den-se é livañ gevier dimp. Un den bihan a gorf, daet ag an Aljeri, mez un den hag a anav mat hor bro goude boud bet desavet enni. Un den etre daou ved, nord ha sud, evel ur bochad tud. Mez n'eo ket Pierre Rahbi un den evel an dud arall. Bet eo bet un den ordinel nawazh, hag e-pad degadoù, p'en doa divizet kuitaad ar bed a-vremañ ha distroiñ d'an douar, evel ma yahe a-dreñv, a-gul. Komprenet en doa, e-raog an darn vuiañ a dud e rumm, e oa ar bed é voned a-dreuz. En Ardech en doa kavet un dachenn da brenañ, ha du-se en doa desket pareañ an douar, aesaad dezhañ. Du-se, e-pad bloaziadoù, gant e vaouez hag e vugale, en doa peurlipet ar mod da respetiñ an douar ha d'henn lakaad da roiñ d'an dud ar boued hon eus oll dober anezhañ. Bremañ, gant e skiant-prenet, e vez goulennet gantañ doned da ziskoueziñ an hent evid sevel ar bed da zoned. Amañ, mez ive er Burkina-Faso, er Roumani ha kement a zo. Setu penaoz e c'hell tud zo en em lakaad er-maez ag ar jeu olleg e-pad ur prantad, ur prantad hag a c'hell boud hir-mat. Hag en un taol setu-gi war al leurenn a-gaoz ma o doa kemeret an amzer da selled pelloc'h eged o c'hempredidi. Daet eo Pierre Rahbi da voud ur c'helenner evid an dud a gomañs kompren n'eo ket gant an hent mad ema an denelezh é kerzhed a-c'houde un tammig so. É kerzhed pe é redeg kentoc'h. Arabad pennfolliñ : klaskomp kompren kentoc'h. Petra zo kaoz eh a an traoù a-dreuz ? Ne respetomp ket mui an douar, ne sellomp ket pell a-walc'h, ne soñjomp ket e dazont hon bugale. Pesort douar a vo laosket dezhe ? Ar re a c'horto penaoz e vez graet rotel mad (kompost mar karit) a vo dipitet. Ne vo ket kavet er film modoù-ober pleustreg, mez kouviañ a ra an oll d'arrest a redeg un herradig ha d'en em lakaad da soñjal un tammig. Ne chom ket Pierre Rahbi da hunvreal, mez hunvreal a ra ive. Savet en deus meur a lec'h ma ya an dud da zeskiñ penaoz ober, ha moned a ra an traoù war-raog. Ha moned a yahe fonnaploc'h c'hoazh ma rahe peb unan evel kolibri an istoer a vourr Pierre Rahbi é kontiñ. Ha setu ar sorbienn-se : AR C'HOLIBRI Kroget e oa an tan ur wezh er goadeg vraz, pell, du-hont, en Afrik, ha spontet net oa ar loened a veve enni. Hag int da achap par ma c'hellent, ha d'en em gavoud oll war tor ur menez tost lec'h ma c'hellent, dic'halloud groñs, arvestiñ douzh an distruj : flammennoù ramzel, fulad helaezh, moged du, tommder, splannder ruz an ifern ! Hag an oll é klemm, hag an oll é hirvoudiñ, hag an oll é oueled hag é termal ! Al leon, ar zebr, an olifant, an tigr, al logodenn, an dourvarc'h, an aourgi, ar gelionenn tse-tse, ar bôa hir, ha m'oar-me... Hag an tan da lonkañ ar goadeg, da lonkañ o buhez, didruez-kàer, diehan... En un taol, setu ar c'holibri - na munuted un evn ! - é nijal a-denn-askell war-du an avon a rede kamm-digamm douzh troad glaz ar menez. Hag al labousigan da gemer un dapenn dour en e bigos ha da nijal en-dro, tre beteg an tantad ha da skopiñ e dapennig war ar flammennoù garw. Ha distro d'an avon hag en-dro goude david an tantad da skopiñ e eil tapenn, hag ataw evel-se gant e droioù souezhuz. Ha souezhet just a-walc'h an oll loened arall gant kement a ardoù, rag ardoù diefed war an tan-gwall e oa, re anad ! Hag an oll é klask henn digalonekaad, hag an oll éc'h ober goap anezhañ : "Arrestit, paourkaezh Kolibri, n'oc'h ket evid lazhañ un tan ken braz, c'hwi ken bitig ! Sod oc'h ! Chomit amañ ganimp, pell a-zoc'h an dañjer! Na petra oc'h é klask aze ? Ho klod ? " Setu respont ar c'holibri, etre diw dapenn dour : "Ober a ran ma lod ! " Aze ema spered Pierre Rahbi, me 'gred : da beb unan d'ober e lod. Ale, plijadur deoc'h oll er salioù teñwel. JCLR.20130602.


Lann Vras

Lann Vras

12/04/2023

LANN VRAZ Ur film sevenet gant : Soazig Daniellou (2013) Gant : Aziliz Bourgès, Erwan Cloarec, Marion Gwenn, Nicole ar Vourc'h, Bob Simon. Hiziw e komzin deoc'h ag ur film bet savet er vro gant Bretoned ha brezhonegerion war-un-dro, ar pezh nad eo ket un dra a vez gwelet liez. Ur film hir tost da un euriad hanter, kentañ film ken hir-se bet graet er vro hag e brezhoneg. E brezhoneg, mez pas hebkén, rag klevet e vez galleg ive hag un tammig saozneg. Ne faote ket da Soazig Daniellou, ar sevenerez, diskoueziñ ur vro er-maez ag ar realded : e Breizh hiziw e vez klevet galleg, ned dalv ket ar boan henn kuzhad. E Breizh, dreist-oll e lenn-vor Brest, mez ive e bae Montroulez hag e Plougastell ema bet filmet ar skenennoù. Ur film evid an tele eo. N'eus diforc'h ebed etre ar filmoù-tele hag ar filmoù savet evid boud skignet er salioù sinema, nemed ar mod da rastellad argant d'o sevel. Daou sistem zo, ha pa groger en unan anezhe n'eo ket en arall. Daomp gant ar film-tele enta ar wezh-mañ, a-benn ar wezh kentañ e vo ur gwir film sinema marse. Ha perag ne vehe ket ? Rag daet eo braw an traoù gant Soazig Daniellou hag he skipailh komedianed ha teknisianed. Hiziw e c'heller bodañ tud a-vicher hag a gomz brezhoneg, mem war dachenn ar sinema : setu un dra nevez, hag a ziskouez eh a an traoù war-raog memestra : doned a ra ar brezhoneg da voud ur yezh a-vremañ, gouest da gomz a ne vern pesort sujed. Ur sujed breton zo bet tretet gant ar film : komz a ra ag istrerion, ag ekolojisted ha difennerion ar laboused-mor, dreist-oll ar skraviged Dougall, nebeutoc'h-nebeud anezhe sañset. Karantez zo ive e-kreiz an istoer etre Gwenn ha Mark. Pellaet he doa Gwenn a-zoc'h ar vro e-pad pemp ploaz, ha daet en-dro gant an esper adkavoud he mignon Mark. Mez bremañ e vew Mark gant Aurélie ha paotrig honnañ, Tom, ur c'hrouadur 8 vloaz bennag. Mez ag ur familh istrerion ema Gwenn, istrerion nad int ket re chalet gant difenn ar skraviged Dougall evel Mark, hag a zo e penn an ekolojisted. Amañ eh omp a-blom gant romant Romeo ha Julieta mod Breizh. Mez ur blijadur eo en em santiñ en hon bro, gant tud rust un tamm meur a wezh, rust evel ar mor tro-dro. Diskouezet e vez Breizh evel m'ema, bew ha braw mez gwirion, pell a-zoc'h ar skeudennoù evid an douristed. Komz a raer e-barzh ar film ag an istr triploid, da lâred eo istr kemmet o jenom un tamm, rag n'hellont ket "ober bugale" evel ma lâre ur c'hrouadur ba'n istoer, é krediñ e oa e voereb Mari triploid ive, a-gaoz ma n'he doa ket bet bugel ebed. Iztitlet eo ar film e galleg. Daw eo din lâred e kaven sikour da beb an amzer gant an destenn c'halleg evid kompren frazennoù zo. Marse ne oa ket mad ar son er sal ma oa bet skignet ar film (un amphi e lise Victor Basch e Roazon), marse ive ne oa ket bet lâret kreñv a-walc'h gant ar gomedianed, marse ive a-gaoz ma ne oa ket bet distaget spiz a-walc'h. Aze eh omp gant ur problem a zo heni ar brezhoneg a-hiziw : daw eo dimp termeniñ ur brezhoneg aez da gompren evid an oll. Mall eo henn ober, a-hend-arall e vo digalonekaet ar re a vez e teskiñ (hag ar re arall ive). Daw eo sachañ evezh ar gomedianed war kalite o brezhoneg, war spizter o distagadur, war choaz ar gerioù a vo lâret. Ur gwir labour en a-raog. Din da ouied n'eo ket bet boulc'het al labour-se c'hoazh, ul labour a oa e-kreiz soñjoù Albert Boché nawazh. Setu aze ur chantier ag ar re bouezusañ a rank difennerion ar brezhoneg kas da benn. Mez saludomp ar film-se, Lann-Vraz, hag intrudu Soazig Daniellou he doa kaset he ragtres da benn : ur maen-bonn e chomo e istoer ar sinema e brezhoneg. Skignet e oa bet ar film war FR3 Breizh e miz ebrel dija, ha skignet e vo war FR3 c'hoazh hiziw, d'ar gwener 24 a viz mae, diwezhad siwazh, da greiznoz ha deg. Mez klasket e vo henn lakaad da droiñ e salioù zo goude ive. Kit d'henn gweled mar gellit, plijadur ho po. JCLR.20130523.


Hanna Arendt

Hanna Arendt

12/04/2023

HANNAH ARENDT Ur film sevenet gant : Margarethe von Trotta (2012) Gant : Barbara Sukowa, Axel Milberg, Janet Mcteer, Julia Jeutsch, Ulrich Noethen. N'eo ket bemdez e vez roet da weled filmoù hag a gomz a filozofiezh, a brederouriezh. Liez pand aomp d'ar sinema e vez evid an diverrañs, evid aveliñ hon pennoù. Gant ar film-mañ e vez roet dimp da brederiañ un herrad diwar-benn ar pezh he doa lakaet Hannah Arendt da goll he mignoned, goude ma he doa skrivet ar pezh a soñje-hi er journal The New-Yorker a-zivoud prosez Adolf Eichmann er bloaz 1961. Mez piw e oa Hannah Arendt ? Moian zo goulenn "piw eo" e gwirionez, rag chomet eo bew he soñjezonoù beteg hiziw c'hoazh, daoust dezhi boud marw a-c'houde 1975. Ur Yudevez ag an Alamagn e oa-hi. Kuitaet he doa he bro er bloaz 1933, p'he doa santet e oa an traoù é troiñ da fall e bro Goethe, Bach, Schiller ha kement a speredoù uhel a zo. Daet e oa da chom un nebeud bloazioù e Pariz, kent moned da Lisbonn ha kent moned da vevañ e New-York a-benn ar fin. Daet e oa da voud unan a vrasañ filozofourion an XXved kantvlead. Tra ma oa studierez en Alamagn c'hoazh he doa heuliet kentelioù ar filozofour brudet Martin Heidegger, ha daet e oa da voud e vestrez zokén. Rebechet e oa bet ar momant-se dezhi, a-gaoz man doa troet Heidegger douzh tu an Nazied un nebeud bloazioù goude, daoust d'an dra-se boud amsklaer ha debatet hiziw-an-deiz c'hoazh. He buhez pad he doa en em c'houlennet Hannah Arendt petra oa natur an Droug. Evel Yudevez hag Alamantez war-un-dro he doa prederiet war ar sujed-se hag a oa, d'he soñj, ur merk ag an totalitarizmoù niveruz he c'hantved. Pa oa daet dezhi da ouied e oa bet kidnapet Adolf Eichmann gant ar Mosad izraelian, he doa goulennet heuliañ prosez ar bourew nazi evid an New-Yorker. Hag ar pezh he doa komprenet eno, e Jeruzalem, goude boud sellet spiz douzh emzalc'h Eichmann en e gaouedell-wer ha chelaouet aketuz douzh e respontoù da atersoù e varnerion a oa kement-mañ : Ur bern multroù a oa bet graet dre respontegezh Eichmann durant ar brezel, pa oa-eñv e penn treuzdougen ar re deportet da gampoù ar Marw. Mez n'en em sante ket kabluz hennezh tamm ebed : sentet en doa douzh urzhioù pennoù braz an Nazied, setu toud ! Evid Hannah Arendt e oa aze skwer an denion a zilez o dînded a zenion pa rac'hwizont soñjal o-hunan-penn. Eviti n'eo ket ar ouiañs pe ar skiant a zo perzh mad an denelezh, mez gouested an den e-hunan d'ober an diforc'h etre ar pezh a zo mad hag ar pezh a zo fall, an diforc'h etre ar Mad hag an Droug. Eichmann, evid-se, a rac'hwiz boud un den pa ne faote ket dezhañ, e mod ebed, klask selled e-menn e oa ar Mad hag e-menn e oa an Droug. Un dra hebkén a gonte evitañ : sentiñ d'an urzhioù, sentiñ d'ar mestr, hag aze e oa e enor a zen ! Mez evid Hannah Arendt e oa a-gaoz d'ar sentidigezh dall-se en em lakae Eichmann er-maez a gumuniezh an denion just a-walc'h. En e levr Eichmann à Jerusalem he doa espleget petra oa eviti "boutinded an droug", la banalité du mal. Mez un dra arall he doa dizoloet ha komprenet Hannah Arendt e Jeruzalem e-pad ar prosez-se ive. Kabluz e oa an Nazied sur a-walc'h. Mez lod ag ar Yudevion (er c'huzulioù yudew, ar judenrate, a oa bet savet er gethoioù gant an Nazied e-pad ar brezel) n'o doa ket talet douzh an Alamanted evel ma vehe bet daw dezhe henn ober. Ha setu aze ar pezh en doa lakaet kumuniezh ar Yudevion ebebti. Kredet he doa Hannah Arendt touchañ en un tabou. Hag evel ma ouiomp, n'heller ket touchañ en un tabou heb boud gwallgaset en ur mod benneg goude-se. Rag ar pezh hag a oa gwir evid Eichmann a rac'hwize e respontegezh a-benn ar fin, an dra-se a oa gwir evid ar Yudevion ive. Rag gant an oll e vez goulennet choaz gant emskiant lemm etre an Droug hag ar Mad. Ar perzh a c'houlenn sakrifisoù, aberzhioù, ha kriz meur a wezh, beteg sakrifis ar vuhez. Setu un nebeud levroù bet skrivet gant Hannah Arendt hag embannet e galleg : Les origines du totalitarisme (1951), Condition de l'homme moderne (1958), La crise de la culture (1961). Setu aze peadra d'en em soñjal er bed-mañ a durmud. Mez plijadur deoc'h memestra er salioù teñwel. JCLR.20130516.


Quartet

Quartet

12/04/2023

QUARTET Ur film sevenet gant : Dustin Hoffman (2012) Gant : Maggie Smith, Tom Courtenay, Billy Connoly. Pa vez an dud é voned da goshaad muioc'h-mui, setu ur film a zegaso frealzidigezh en tiegezhioù. Hiziw an deiz e komzer kalz ag an tier-retred. Gwir eo e vew an dud koshoc'h-kozh, ha liez ne vezont ket mui evid chomel o-hunan en o zier. Setu perag eh eus bet savet tier-retred. Mez tier-retred ha tier-retred zo ha n'int ket evel ar re arall. Tier-retred zo evid tud ar bobl, an dud ordinel. Ne lâran ket emaint marc'had-mad. Ha tier-retred zo evid tud n'o deus ket problemoù argant, evel amañ er film. En un ti-retred e tremen ar film neuze, un ti-retred evid muzisianed arruet kozh, muzisianed ha kanourion ha kanourezed. Evite evel evid ar re arall n'he deus ket ar gozhoni kalz a druez, ha daw eo da beb unan ober gant e zrougoù, e vizeroù ha diaezamantoù ar pemdez a za d'an den gant an oad. Ul livadur karakterioù eo ar film, hag a ziskouez techoù ha sïoù peb unan, pa ne chom ket kalz a dra ag o brud pe ag o gloar tremenet. Diaez e vez d'an den añdur n'hell ket mui ober evel a-gent, pa oui e oa waet da voud ur mailh war e dachenn un amzer zo bet, pa oa e bar e vuhez c'hoazh, evel violonour pe evel kanourez-opera. A, pa ouiehe ar yaouankizoù, ha pa c'hellehe ar re gozh ! Siwazh, ne chom nemed damorantoù, restajoù, soñjoù re liez. Diskoueziñ a ra ar film ne vez ket tapet furnez gant an oll, daoust d'an oad. Evid tapoud furnez e vehe daw da dud zo kaoud buhezioù hanter-hirroc'h marse, ha c'hoazh& Ar pezh a laka o buhez da voud diaez da lod zo goulioù hag a zo chomet dibare o buhez-pad. Mez n'eo ket diremed an afer, war a seblant. Marse n'eo ket re ziwezhad evid ma vo aesaet dezhe da fin o amzer& Ur wezh e oa bet lâret kement-mañ din gant un Alamant kozh, ouzhpenn deg vloaz ha pewar-ugent dezhañ : "Moned a ra kuit peb tra, nemed ar garantez an-hunan !" Tout s'en va, sauf l'amour-propre ! D'an nebeutañ, setu ur film a-wael hag a ziskouez dimp "n'eo ket ar gozhoni evid ar flakennoù, evid an drueged", la vieillesse n'est pas pour les mauviettes. Aze eh eus bugon ha nerzh ha fent evel ma oui an Anglezed kaoud ha diskoueziñ. Ur momant bourrabl da dremen er salioù teñwel. Evid achu eh an da gontiñ deoc'h bremañ oadoù ar vuhez, pandeogwir eh omp ganti : Da zaou vloaz e kav braw an denig chom heb friged dindan e gorf. Da dri bloaz e kav braw an denig kaoud dent. Da zaouzeg vloaz e kav braw an c'hrennard kaoud mignoned. Da driwec'h vloaz e kav braw ar c'hrennard kaoud e aotre-vleniañ. Da ugent vloaz e kav braw an den ober al lez. Da dregont vloaz e kav braw an den kaoud argant. Da hanter-c'hant vloaz e kav braw an den kaoud argant c'hoazh. Da dri-ugent vloaz e kav braw an den ober al lez c'hoazh. Da zeg vloaz ha tri-ugent e kav braw an den kaoud e aotre-vleniañ c'hoazh. Da bemzeg vloaz ha tri-ugent e kav braw an den kaoud mignoned c'hoazh. Da bewar-ugent vloaz e kav braw an den kaoud dent c'hoazh. Da bemp ploaz ha pewar-ugent e kav braw an den kozh chom heb friged dindan e gorf c'hoazh. Arsa, ha me é tostaad douzh an achumant, mil mallezh ! Ale, joa dimp ataw memestra, ha beteg ar c'hentañ tro. JCLR.20130508.


sugar man

sugar man

12/04/2023

SUGERMAN Ur film savet gant : Malik Bendjelloul (2012). Gant : Sixto Diaz Rodriguez, Stephen Segerman, Dennis Coffey. Suger Man, an Den-Sukr. Netra da weled amañ gant istoer ar Paotrig Baramel. Komz a ra ar film, un teulfilm e gwirionez (un documentaire mar karit), ag un den bew c'hoazh. Un den na oa ket bet brudet tamm ebed pa oa yaouank c'hoazh er bloazioù 1970. Ur c'haner amerikan, ur Bob Dylan arall, gwell eged Bob Dylan c'hoazh, hervez lod. Hennezh en doa kroget en ur gitar pa oa 16 vloaz, ha savet kanennoù skrivet braw diwar-benn e vuhez hag ar vuhez en e gêr a z-Detroit. Remerket e oa bet gant daou impresario ha savet en doa diw bladenn gante. Mez, kuriused tra, ne oa ket bet skrap tamm ebed war ar pladennoù-se, ur vezh. Perag ? Den ne oui re. Marse a-gaoz d'e hanw : Rodriguez, Sixto Rodriguez, un hanw meksikan, hanw ul latino, evel ma vez lâred eno g'un tamm dispriz marse. Pandeogwir nen doa ket kavet sav gant e ganennoù, heb ober bil e oa chomet gant e vicher netaad tier louz pe distruj ar re a veze da zistruj da leuskel sevel traoù nevez d'o heul. Ul labour ne oa ket prest ne vern piw d'henn ober& Ha chomet e oa an den du-se, e Detroit, "kuzh ha diglod", evel ma lâr ar ganenn. Ar pezh na ouie ket Rodriguez, pa oa chomet dianav-groñs e hanw en Amerik, e oa daet da voud brudet-braz e Sud-Afrika. Du-hont e veze anavet e oll ganennoù gant an dud. Ne oa ket bet gwerzhet ogozig disk ebed e Bro ar Yondr-Sam, mez dre voneur e oa digouezhet unan er Republik Sud-Afrikan. Diouzhtu e reas berzh eno, ha klasket e oa bet prenañ ar bladenn, mez pandeogwir ne veze ket kavet e oa bet kopiet ha kopiet an disk gant yaouankizoù ar vro. War a seblant e klote gomzoù ar c'hanennoù gant c'hoantoù hag esper an dud, rag dalc'het e oa Sud-Afrika gant an Apartheid c'hoazh. Ne ouie den ebed penn da Rodriguez, estroc'h eged ar pezh a oa skrivet war golo ar pladennoù, kazimant netra. Mez ur gontenn a rede diwar e benn, ouzhpenn-se : lâret e veze e oa marw Rodriguez. Goude ur c'hoñsert bennag en dehe bet en em lazhet war al leurenn dirag e chelaouerion ! Moian 'vehe bet d'an traoù chomel evel-se, paneve d'ur journalist sud-afrikan bennag boud c'hoant da skriv ur pennad diwar-benn marw souezhuz an den-se. Nag ur souezh pa zegouezhas hennañ en Amerik : den ebed nen doa klevet komz a Sixto Rodriguez ! A-benn ar fin, goude furchal ha difurchal e kavas ar c'hazetenner roudoù Rodriguez, ha bew e oa an den c'hoazh. En un ti paour a-walc'h e veve, e-kostez Detroit. Evel-just e oa bet kenniget dezhañ da zoned da Sud-Afrika da ganañ. E 1998 e oa. Nag ur souezh evitañ, eñv, an den dianav-kàer en e vro, gweled beteg 5000 a dud diragzañ é kanañ e destennoù war e vuzik ! Braw eo an istoer, n'eo ket ? N'eo ket ur gontenn nawazh : degemeret e vo Rodriguez er Zenith e Pariz a-benn miz Mezheven. Tri deiz da-heul. Ha ne chom ket mui plas dijabl ebed ! Adembannet eo bet e sonennoù, evel-just. Kit da weled ar film fromuz-se, ur wir sorbienn a-vremañ, chom a reoc'h bamet. Ale, setu toud evid hiziw. Ha plijadur deoc'h ataw er salioù teñwel. JCLR.20130418.


Les amants passagers

Les amants passagers

12/04/2023

LES AMANTS PASSAGERS Ur film savet gant : Pedro Almodovar (2013). Gant : Javier Càmara, Carlos Areceo, Ràul Arévalo, Lola Dueñas. Ne ouian ket ar pezh a dremen e pennoù an dud pa'n em gavont dirag un dañjer braz, en arvar a goll o buhez. Setu ataw sujed film nevez Pedro Almodovar. En un Airbus A320 war-nij hag é troiñ a-dreist da Vro-Spagn e welomp penaoz e c'hoari an traoù gant tremenidi ar c'hlas Aferioù. Ne ya ket an traoù evel kustum en avion-se, tamm ebed, rag ur gudenn zo gant an Airbus : ne ya ket an traoù kén gant unan ag ar c'hilhoroù-douarañ, da lâred eo gant ar rodoù ! Tra mand eo bet lakaet tremenidi ar c'hlas marc'hadmad da gousked evid ma chomint trankil, e ta da re ar c'hlas Aferioù (un nebeud a dud hebkén) da anavoud ar wirionez, hag ar pezh a zo douzh o gortoz : da lâred eo ar marw, marse 'walc'h, pa glasko ar c'harr-nij douarañ. Hag ouzhpenn-se ne gav ket ar sturier aerborzh ebed lec'h pozañ ar c'harr-nij, evel ma vehent bet abandonet en aer. En un taol e kompren an oll emaint marse é vevañ o momantoù diwezhañ, disikour-kàer. Gouied a raomp oll e vo red dimp mervel un deiz bennag, mez pell eo an deiz-se, a gredomp, ha da c'hortoz e klaskomp tennañ korvo ag hon amzer, en ur mod bennag, lod evel Sant Jerom, lod evel Jérôme Cahuzac, lod evel c'hwi ha me. Bevañ a raomp evel pa vehemp eternel, beurbaduz ! Mez n'anavomp ket an deiz resiz. Mar dehe dimp da weled spiz ar momant é tostaad, neuze e vehe ur ganenn arall, kredabl ! Arabad gortoz amañ ur film psikologel, ur studi don ag ar pezh en dehe gellet boud ur sujed interesuz. Tamm ebed. Amañ ema waet Almodovar war un dachenn hebkén : heni ar seks, hañvalreviad pe arallreviad, é tiskoueziñ penaoz e vez renet an dud gant an afer-se. Ur feson d'ober goap d'ar marw e ta al lez da voud amañ. Tre evel e-pad ar brezel, war am boa lennet : tra ma kase an Alamanted o fuzeennoù V1 pe V2 war Londrez e c'hoarie ar serc'heged, da lâred eo an amourouzion, gant o c'horfoù tre edan ar bombadegoù. C'hoarzhed a ra an den e-pad ar film, mez chom a ra dipitet un tammig memestra. Mizer en deus an arvester da gavoud ar pezh a veze kustum da gavoud dindan sinadur Pedro Almodovar beteg bremañ. Interesuz eo gweled just a-walc'h ar pezh a zo bet skrivet diwar-benn ar film-se er journalioù. N'eo ket akord an dud tamm ebed. Mar chom lod ag an dud war o c'hoant e taol tud arall mel d'ar film. Neuze, ha moian ' vehe lenn an traoù gant un alc'hwez arall eged an heni a zigor dimp sal ar rez-douar ? Marse e rankomp selled uhellikoc'h evid prederiañ un tammig ha kompren pal ar sevener. Neuze, daoust ha ne vehe ket ar film-se ur skeudennadur ag hon bed foll prest da fardiñ er vur, prest da stokiñ douzh an douar e berrig amzer ? Rag a-benn ar fin eh omp un tammig evel tremenidi an Airbus-se, pa soñjomp mad. Kousket an darn vuiañ ag an dud gant ar bruderezh ha plijadurioù skañv ha diroll ar vuhez pasket dezhe gant tud sañset speredekoc'h&hag a zo er memez karr-nij ! Hag ar re-mañ, hag a anav ar wirionez hag an dañjerioù a zo douzh hon gortoz, a rank choaz : pe ankouaad ar wirionez-se, rac'hwizañ selled douzh an dazont, pe klask limitañ an dizalbad, an distruj. Marse. Mez daoust ma c'hell an den lenn an traoù er mod-se e chom diaez dezhañ boud achantet gant ar film. Kalz ne vern penaoz, en despet ag ar mankoù, e chom ar film-se unan bet savet gant Almodovar memestra. Ale, setu toud evid hiziw, chelaouerion gaezh. Neuze, plijadur deoc'h oll er salioù teñwel. JCLR.20130410.


syngue sabour

syngue sabour

12/04/2023

SYNGUÉ SABOUR Ur film savet gant : Atiq Rahimi (2012) Gant : Golshifteh Farahani, Hamidreza Javdan, Massi Mrowat& E 2008 en doa resevet Atiq Rahini ar priz Goncourt evid e romant hañval e ditl : Syngué Sabour, ar pezh a sinifi ar Maen a Basianted. En Afghanistan ema Maen ar Basianted ur maen ispisial e c'hell an den lâred oll e sekredoù dezhañ, heb tamm mezh ebed. Hag ar maen-se, daet da voud leun-barr gant ar sekredoù-se, a darzh un deiz. Hag an deiz-se a za da voud deiz an dieubidigezh, da lâred eo deiz ar frankiz evid an den, disammet e galon da vad. Setu aze ur mod-ober kozh moarvad, hag a ziskouez amañ boud ken efeduz ha labour ar c'hofesour pe labour ar psi ! E Kaboul, debret gant ar brezel diabarzh, e vew ur vaouez hag he diw verc'hig. Gloazet eo bet he gwaz, stourmer brudet, ha setu-eñv bremañ, astennet difich ha digomz en o zi. Nebeud a dra a vez diskouezet ag ar vuhez tro-dro, lec'h ma ren paourentez ha treuzvevañs. An darn vuiañ ag ar film a dremen er gampr lec'h ma kont ar vaouez yaouank c'hoazh d'he fried mud darnoù ag he buhez kuzhet. Eñv an heni eo he maen a basianted. Drezañ e tay he dieubidigezh-hi, he frankiz a vaouez. Setu ur film aze c'hoazh ag a daolenn buhez ar maouezed er broioù dalc'het gant an Izlam, hag a ziskouez ur wezh ouzhpenn stad ar maouezi red dezhe en em wiskañ penn-kil ha treid evid bale er ruioù. Lod a lâro e raont an dra-se a volontez vad, tre evel Europeanezed konvertiset nevez so. Mez ober un dra evid diskouez un disakord en ur gevredigezh laik n'eus ket kalz a dra da weled moarvad gant un dober sokial pa vez renet an traoù gant ar relijion, ha pa ne vez ket posubl torriñ an tabou heb riskañ beteg ho puhez. E-pad an amzer-se ne vo den ebed (nemed o c'hengredennerion a-gozh) evid rebech d'an Europeanezed konvertiset nevez so ha gwisket ar burqa gante, dilezel ar gwiskamant-se pa garint ! Ur gomedianez iranian an heni eo, Golshifteh Farahani, zo amañ ar vaouez yaouank é klask en em zijabliñ a bouez ar gevredigezh, a bouez ar wazed. Filmet eo bet disi he braventez hed-ha-hed ar film, ar film hag a gav aze ur steredenn lugernuz da heuliañ. Mez ar pezh a zo da zerc'hel marse eo m'ema an dud ur sort war c'horre an Douar, kalz ne vern pesort sevenadur o doug, kalz ne vern pesort relijion o ali, o sklaeria pe o dalc'h. Ema peb unan gant e gorf hag e spered, ha lezenn ar c'horf a vag o hunvreoù hag o c'hoantoù liesoc'h eged ma kredomp marse. Setu perag ive marse eh a d'ar brezel ar wazed na ouiont ket ober al lez. Setu aze peadra da brederiañ c'hoazh ! Ale, setu toud evid hiziw. Kenavo d'an oll ha plijadur ataw er salioù teñwel. Jean-Claude Le Ruyet.20130328.


Hitchkok

Hitchkok

12/04/2023

HITCHCOCK Ur film savet gant : Sacha Gervasi (2012) Gant : Anthony Hopkins, Helen Mirren, Scarlet Johansson. Ha klevet ho poa komz ag Alma Reville, maouez mestr ar suspens, Alfred Hitchcock ? Me pas. Biskoazh. Ne ouien ket zokén e oa dimezet an den. War a vez desket gant ar film e konte kalz e wreg d'an aotrou Alfred. N'eo ket evid ma selle-hi a-dost douzh ar pezh a zebre he gwaz (re a gatew marse), douzh ar pezh a eve (re a whisky marse) rag un arloup hag ul lipouz e oa ar c'haezh den, techet da furchal er yeinerez goude koan c'hoazh. Nann, ur genlabourerez ag an dibab e oa Alma Reville, maouez Alfred Hitchcock. Gouest e veze da sikour he gwaz da choaz ar senario mad, mez ouzhpenn-se da renañ an traoù er studio pa n'helle ket ar mestr henn ober. Ur gwir film mod Hitchcock eo hennañ, rag suspense zo ennañ ive. Kontiñ a ra ar mod ma oa daet ar c'houblad da benn ag un istoer ne oa ogozig den ebed evid krediñ ennañ pa oa bet lañset an ide gant Hitchcock : heni ar film milvrudet Psychose. Beteg neuze e oa chomet filmoù Hitchcock seven ; ne glaskent ket moned war dachenn an traoù na veze ket prest ar gevredigezh da weled, traoù ar seks da skwer. Er bloazioù-se ne veze ket c'hoariet kalz gant ar risk-se a ziskoueziñ traoù difennet. E Psychose e oa waet Hitchcock un tammig en tu arall ag ar pezh a veze permetet. Evid brasañ plijadur an arvesterion, evel-just. Disfiziañs braz e oa bet ar wezh-sen etre an daou bried hag ar produer. Studioioù Hollywood a heulie ar sevenerion pa santent e vehe un dra vad evite o-hunan lakaad argant ba'r jeu. Mez pa ne seblante ket ar senario boud unan hag a jaoje gant patromoù ar prantad e vezent disfiziuz braz ha gouest e vezent da zilezel tud ken brudet evel Alfred Hitchcock. Mez penneg e oa hennañ, ha sur anezhañ gant ar skiant en doa tapet gant ar filmoù bet savet gantañ e-raog, evel La mort aux trousses da skwer. N'eo ket displijuz tamm ebed splujañ e bed sakr ar filmoù hag a oa Hollywood just goude ar brezel. Gweled penaoz e c'hoari an traoù etre ar c'homedianezed ; pesort darempredoù a veze etreze hag ar sevenerion. Evel e peb strollad tud moarvad, mez darempredoù krisoc'h amañ c'hoazh, p'en em gavomp e bed ar brud en e bar, hag ur brud a c'hell ober tro ar bed. N'eo ket divourrabl ive gweled penaoz e c'hell ur senario diwaniñ e spered un den, ha boud pinvidikaet ha kemmet tamm ha tamm gant redïoù an teknik pe redïoù ar reolennoù moralel. Rag pa za un oberer bennag da benn ag un taol kàer ne vez ket heb diaezamantoù. Meur a skoilh zo bet kavet gantañ war an hent, hag ouzhpenn ur wezh kredabl en doa santet an digalonegezh henn labourad. Setu perag e vern kalz kaoud un "ael mad" en endro tost, gouest da zeltuekaad an de, da roiñ bugon dezhañ, pa ne wel ket mui splann e hent, pa ne wel ket ar mod d'en em dennañ hag an enkadenn. Ha ne oa ket bet dister tamm ebed c'hoari e vaouez Alma e buhez Alfred Hitchcock. Ma oa bet hennañ mezvet gant e orgouilh hag e lorc'h personel e-pad pell, e oa daet un tamm kompren dezhañ e fin e vuhez. Añfin, ar pezh a vez kontet gant ar film. Da lâred eo, pa vez hir buhez an den en dez hennañ muioc'h a chañs da gompren an traoù. Setu toud evid hiziw. Neuze, kenavo, chelaouerion gaezh, ha plijadur deoc'h oll er salioù teñwel. JCLR.20130315.


Möbius

Möbius

12/04/2023

MÖBIUS Ur film savet gant : Eric Rochant (2013) Gant : Cécile de France, Jean Dujardin, Tim Roth. Evid ar re a vourr é selled douzh ar filmoù-polis, setu unan a blijo dezhe. Evid ar re e plij dezhe gweled Cécile de France pe Jean Dujardin er sinema, ne vint ket dipitet. Dalc'het e vez an dud adal ar penn kentañ ha beteg an termen diwezhañ gant ar film-se hon kas e bed ar finañs choazh, ar finañs gant he zu mafiaeg. Mez ag ar mafia rus e vez hanw ar wezh-mañ. Pe kentoch, e-lech bale e bed ar mafia, a pa vehe ar mafia rus, e valeomp e bed ar servijoù kuzh, re ar Rusi dre he FSB galloudeg, re ar Stadoù Unanet, dre ar CIA ken galloudeg. A-benn ar fin, neo ket ken splann al liammoù dar paour-kaezh Yannig etre toud an traoù-se. Ar pezh a zo sur, e bed an argant louz eh omp, an argant louz é klask boud onestaet. Hag evid onestaad argant louz e vez kavet tud, tud a-feson, tud direbech, prop warne evel ma vez lâret meur a wezh. Tud speredeg-braz, hag a anav mat al lezennoù ha toud an itrikoù hag an doareoù-ober evid roiñ do fratiked un inosañs direbech. Ha pa vez al labous-se ur plach braw ha disteñget, petra goulenn ouzhpenn ? Setu Cécile de France en ur rol nevez eviti, mez gouied a ra en em lakaad e-barzh gant un naturel ag an dibab. Jean Dujardin, diouzh e du, zo a-vod ive en e grochenn ajant rus&hag a gomz ruseg evel ne vern pesort moujik stummet e Skol-Veur Moskou ha galleg flour evel ne vern pesort titi parizian. Setu aze perzhioù mad un ajant doubl. Neo ket gwall siriuz, a lâro lod, boud lakaet an daou-se er roloù-se. Gwir eo un tammig. Mez sinema zo sinema. Ha ken du ema ar bed tro-dro dezhe ma en em laoskomp baleet gant ar sevener, tamm ha tamm. Ned an ket da gomz ag an istoer deoch pelloch. Kit da weled ar film-se ha tro ho po da vevañ a-bell e bro an argant, bro an ostelloù pinvidig, bro an otoioù braz, kér-ruz ha saotruz ha du o liw a-liez. Ha bro an dreitouriezh ive, bro an troioù kamm daet da relijion. Neus ket kalz a dud jentil er film, kalz a dud inosant. Toud emaint kamm a spered, mui pe vui. Lod beteg mel o eskern. Netra a vad da chortoz anezhe, er vuhez-mañ ataw. Mez petra faota deoch, evel se ema. Nheller ket chañch an dud, neus nemed an den a chell chañch e-hunan mar kar, mar gell, mar menn henn ober. Un dispach diabarzh a choulenn an dra-se, netra kén. Marse dre spurmantiñ ar pezh a chellehe ar garantez boud& Aha, kit da ouied ! Rag karantez a weler er film, ha braw da weled... Lakaomp ne vehech ket intereset gant an istoer, pinvidig-braz, e teskoch sinifiañs an titl dan nebeutañ : Möbius. Ansav a ran e oan chomet pell é chortoz ar perag ag an titl-se, daoust ma ouien ar pezh a oa dindan an hanw-se. Mez a-benn ar fin e tegouezh mat. Peadra da brederouriañ ha da filozofañ. Lâret e vez ema ar matematikoù ur chouiañs abstret, difetiz. Ya, mez dreze e vez braztreset meur a wezh hent meur a zen, evel er film-mañ. Setu brasaet ar mister evidoch choazh marse, chelaouerion gaezh ? Ale, ho leuskel a ran gant o choant da chouied hirroch. Neuze, setu toud evid hiziw, ha plijadur dan oll er salioù teñwel. JCLR.20130313.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine