« Hi zo ken kozh hadoñ », « c'hwi zo ken yaouank hati » . frasennoù ar mod-se a c'haller klevet e brezhoneg etramek Molan. N'eo ket droll, du-hont 'vez displeget ar gomz « ha » ! Preget 'vo deus komzoù all er gronikenn-mañ ivez : evit, gant ha e-mod. Yannick Souffez a zo deus mikro Benjamin Bouard.
Penaos vez lâret "même" e brezhoneg an Aven hag ar Belon ? "Memes" a c'haller lâret evel-just, med traoù all a zo c'hoazh, e-giz siken (zoken) a vez lakaet atav e fin ar frasenn. Ha morse, morse ne vez lâret "memes ma" evit treiñ "même si" e brezhoneg. Du-hont "vo klevet "posubl" pe c'hoazh "na poch' Doue" (na posubl Doue). Yannick Souffez, deus mikro Benjamin Bouard.
Teir rannig-verb a gaver e brezhoneg standart : a, e hag o. Disheñvel a-walc'h eo an traoù e brezhoneg ar bobl ha cheñch a ra kalz deus un eil bro d'eben ivez, dreist-holl e Bro-Gerne. Setu neuze ne vênt ket klevet peurvuiañ, hag ar rannig e a zo bet kollet pell 'zo. Penaos emañ an traoù e brezhoneg Molan, Rieg ha Bañleg ? Yannick Souffez a zo 'vont d'isplikañ an dra-mañ deomp, deus mikro Benjamin Bouard atav.
"Bout" a vez graet deus ar verb "être" etramek Molan, Rieg ha Kemperle, e-giz e brezhoneg Bro-Gwened. Met ne vez ket implijet tre memes-mod : ar stumm "emañ" 'neus kemeret muioc'h a blas evit ar stumm "eo". Lakeomp, lâret vo "n'emañ ket brav an amzer hiziv" kentoc'h evit "n'eo ket brav an amzer hiziv". Yannick Souffez a zo 'vont da zisplegañ an dra-mañ deomp.
Gant brezhoneg Bro-Kemperle 'c'haller bezañ estonet 'hat ! Un pe une a vez skrivet un, ur, ul e brezhoneg peurunvan, hag le, la, les a vez skrivet an, ar, al ivez. Ah feiz ! Disheñvel a-walc'h emañ an traoù etre Rosporden ha Kemperle. Simploc'h eo an traoù zoken : alies a-walc'h ne vez ket klevet netra ! Ha n'eo ket achu ! Dirak un m, ur p pe ur b : a-benn neuze vez lakaet un 'm. E-giz-se neuze vo lâret 'm bagoù evit lâret les bateaux. Yannick Souffez en-dro, deus mikro Benjamin Bouard.