Pesa mod 've lâr't ?

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

E vicher 'oa pilhaouer hag hir 'oa e varow

E vicher 'oa pilhaouer hag hir 'oa e varow

12/04/2023

Dalc'homp da zeskiñ brezhoneg Langoned asambles gant Jean-Yves Plourin ha Tomaz Laken, e-ser studiañ Tour Langonet, ur ganaouenn bet skrivet gant un den deus ar vro, If ar Moal.


Kemmadur ar "v" da "f" ?

Kemmadur ar "v" da "f" ?

12/04/2023

Ar c'hemmadurioù, c'hwi oar mat, 'vênt ket skrivet tout ! Hag kalz deuzouto a vez klevet e brezhoneg an dud c'hoazh, e-giz hini ar "v" a ya da "f". N'eo ket ken ral ha se da glevet ar c'hemmadur-mañ zoken. Jean-Yves Plourin a zo deus mikro Tomaz Laken.


Kaozeal gleb

Kaozeal gleb

12/04/2023

Ouzhpenn e Bro-Gwened 'vez kaozeet gleb avat ! Un tamm partout e Bro-Gerne 'vez klevet sonioù palatalizet, e-giz e Langoned. Jean-Yves Plourin a zo deus mikro Tomaz Laken en-dro hag asambles ganto emaomp 'vont da zeskiñ tammoù traoù deus brezhoneg bro Langonet, e-ser studiañ Tour Langonet, ur ganaouenn bet kompozet gant If ar Moal.


Pouezh-mouezh Langoned

Pouezh-mouezh Langoned

12/04/2023

Deomp pelloc'h asambles gant Jean-Yves Plourin ha Tomaz Laken a vez bep sizhunvezh o teskiñ deomp tammoù traoù diwar-benn brezhoneg Langoned, e-ser studiañ « Tour Langoned ». If ar Moal en deus kompozet ar ganaouenn-mañ, abalamour oa divroet d'an Amerik ha chomet eno e-pad tregont vloaz bennaket. Ur ganaouenn lâret gant komzoù ha pouez-mouezh ar vro.


Ar verb "ober" en amzer-baseet

Ar verb "ober" en amzer-baseet

12/04/2023

Dalc'homp gant brezhoneg Langonned, asambles gant Tomaz Laken ha Jean-Yves Plourin, e-ser studial kanaouenn If ar Moal c'hoazh, Tour Langonned. E penn-kentañ ar ganaouenn-mañ 'vez klevet un dra bennak a c'hallfe lakaat diaes un tamm-mat a dud : amzer-baseet ar verb « ober ».


Tour Langoned

Tour Langoned

12/04/2023

Cheñch bro a vo graet bremañ ! E-pad un toullad sizhunvezhioù 'oamp kostez Molan, Rieg ha Banaleg, gant Yannick Souffez ha Benjamin Bouard. Hag er c'hronikennoù da zont neuze 'vo lakaet ar gaoz war brezhoneg Langoned, asambles gant Jean-Yves Plourin. Hennezh a zo o chom e Langoned ha bloavezhioù 'zo 'noa skrivet un dezenn skol-veur diwar-benn brezhoneg Sant-Servez, en Aojoù-an-Arvor, ha brezhoneg Langoned, er Morbihan. Hed-ha-hed ar c'hronikennoù 'vo kontet deus ar mod da safaret brezhoneg e bro Langoned, e-ser studiañ ur ganaouenn a oa bet kompozet gant un den deus ar vro. If ar Moal 'noa savet pozioù « Tour Langoned » pa oa o chom en tu all d'ar mor bras, pell deus ar vro lec'h oa bet ganet ... Silaouomp Jean-Yves Plourin bremañ, deus mikro Tomaz Laken (Radio Kreiz-Breizh)


Molan, bro ar voraerien

Molan, bro ar voraerien

12/04/2023

Molan eo bro ar voraerien, ar vartoloded ma karit. Ha se zo kaoz neuze 'vez klevet a-wechoù un nebeut komzoù pe troiennoù deuet deus bed ar voraerien a zo paseet e brezhoneg ar vro. Ha Yannick Souffez 'neus dastumet un tamm-mat deuzouto !


Ar verb kaout

Ar verb kaout

12/04/2023

Dalc'homp bremañ gant ar verb kaout. Penaos vez displeget ar verb-mañ e Molan ? Penaos ya en-dro du-hont ? Yannick Souffez a zo 'vont da respont deomp deus mikro Benjamin Bouard.


Petra emaoc'h 'hanial ?

Petra emaoc'h 'hanial ?

12/04/2023

Dalc'homp da zeskiñ traoù souezhus diwar-benn brezhoneg bro ar stêr Aven. Etramek Kerien hag ar Faouet lakeomp 'vo klevet « ho-kunan » evit lâret « vous-mêmes ». Ha kollet eo bet ar prefiks « -ad » ivez : ne vez ket lâret « adkomañs, adlâret » neuze. Ha goût a rafec'h petra sinifi ar verb « hanial » du-hont ? Yannick Souffez a zo 'vont da respont deomp deus mikro Benjamin Bouard.


"Te" pe "c'hwi" ?

"Te" pe "c'hwi" ?

12/04/2023

Petra ranker lâret d'an dud : "te" pe "c'hwi" ? Yannick Souffez a zo 'vont d'isplikañ deomp peseurt-mod vez graet en e vro. Un tamm poent a vo graet ivez diwar-benn ar mod da lâret "on" e brezhoneg.


Permiere Cai d'avant Cai a sieudr Dâraine