Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Breizh kelt: un istoér termeniñ

Breizh kelt: un istoér termeniñ

26/09/2023

Ur bochaz trouz a zo bet graet gant un diskouezhadeg anvet [Bretagne... Celtique ?] (https://www.musee-bretagne.fr/expositions/expositions-passees/celtique/) Savet e oa bet e penn kommañs ar blez, e Maezioù Frank (Champs Libres) Roazhon.
Da respont e oa bet aozet [ur c'hendiviz e-pad Emvod ar Gelted] (https://bretagneceltique.bzh/) , b'An Oriant. Arbennigerion ar bed kelt a zo bet pedet da gomz.
Enora Molac deus Radio Bro Gwened oa bet d'ober un tamm tro enno, klevet e vo tud a zo bet pedet da gomz e-pad an deiz-se ha tud arall ivez :
- Alan Stivell, "test bras" an devezh kendiviz Breizh... Kelt!
- Simon Rodway, kelenner e Skol-veur Aberyswyth (Bro-Gembre). Rener ar Journal of Celtic Studies (Kelaouenn ar Studioù Keltiek), o labourat àr ar C’hembraeg krenn, dornskridoù Kembraek ar Grennamzer, Iwerzhoneg krenn hag Hen-Iwerzhoneg, ha lizheregouriezh Keltiek.
- Erwan Chartier, kazetenner, skrivagner hag embanner. Graet en deus un dezenn àr " [Sevel an Etrekeltiegezh e Breizh] (https://www.theses.fr/2010REN20048) "
- Serj Bozeg, kelenner diàr ar brezhoneg. Amstoaret get ar yezhoù kelteg.
- Rozenn Milin, doktolerez àr ar sokiologiezh. Skrivet geti un dezenn àr ar " [simbol] (https://www.theses.fr/2022REN20028) ", deuet de vout prezidantez Kuzul Sevenadurel Breizh.
- Eric Marchand, arbenniger àr ar liammoù etre sonerezh hengounel Breizh hag ar muzikoù modal. (Aterset get Caroline Trouillet). Muioc'h a zo da glevout [amañ] (https://rbg.bzh/episode/58231/) gantañ.
- Yannig Baron & Pascal Le Blay a zo bet enrollet e fin an deiz, perzh ag an 500 den a oa deuet da selaou doc'h ar c'hendiviz.



Avel em fenn - Lun 25 a viz Gwenholoñ

Avel em fenn - Lun 25 a viz Gwenholoñ

25/09/2023

Megabassinou: d'an 8/10 paset e veze ur prosez e Niort, tamallet da veur a stourmer bout aozet manifestadegoù maez lezenn a-enepte. E pennad-kaoz ar sizhun e vo komzet ag ar poulloù-deur bras divent-se, hag ar gwask a vez lakaet àr an dud o sevel a-enep. Ur sujed kaset get Tomaz Laken ha Maëlle Ausias (Radio Kreiz Breizh)


Ken 2050 e c'hellehe an hanter ag ar boblañs àr an douar bout berrwel. Ur c'hleñved daoulagad eo, a c'hell bout aesaet. Muioc'h get Alan Goulwen er gronikenn Yec'hed.


Asambl' en Alré a vo lidet an dibenn-suhun mañ, Tugdual Jaffré a vo klevet doc'h ar mikro, pedet e oa bet ivez Mannaig Le Dortz, gopradez Ti ar Vro Bro Pondi evit komz ag ar c'hentelioù brezhoneg a zo diorroet mat er vro an distro-skol mañ.


Keleier ar vro kaset get Metig Jakez Vargas dre-eeun a Radio Kerne.Un abadenn buhezet get Enora Molac e Radio Bro Gwened.


Avel em fenn - Gwener 22 a viz Gwengolo

Avel em fenn - Gwener 22 a viz Gwengolo

22/09/2023

Ur reportaj war ur prosez bet el lez-varn d'ar 15 aviz Gwengolo etre Gi Yonkour, ur medisin loened war e leve o chom e Kallag, ha major an archerien e Kallag.
Ar gronikenn Barzaz diwar-benn al levr "Ribin diribin"
Keleier ar vro hag ar bed gant Erwan Blanchard.
Pemvet lodenn Pennad-kaoz ar sizhun war an idantitelezh kelt gant Erik Marchand deus mikro Caroline Trouillet.


Avel em fenn - Yaou 21 a viz Gwengolo

Avel em fenn - Yaou 21 a viz Gwengolo

21/09/2023

[Ur reportaj hir e Foar ar gezeg e Bulad] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/58606) . Serrit ho taoulagad ha splujit en ur bed a-gozh lec'h 'vez komzet e brezhoneg deus ar c'hezeg ha deus ar vuhez war ar maez.
Pevare pennad-kaoz ar sizhun gant Rozenn Milin o komz deus an idantitelezh kelt.
Keleier ar vro hag ar bed gant Tomaz Laken
[Ar gronikenn Daouarn ha pri] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/58605) , gant Awen Prigent, poder 'ba Benac'h o tisplegañ al labour peurlipat war an tassoù ur wezh int bet lakaet da sec'hiñ un nozvezh.
Sonerezh : Kakore Ja, Faraualla


 E-kreiz Foar gezeg Bulad !

E-kreiz Foar gezeg Bulad !

21/09/2023

D'al lun 11 a viz Gwengolo e oa bet Foar gezeg Bulad-Pistien. Bep bloaz e vez klozet pardon Bulad gant un devezh koñkourioù. Evit ar bloaz zo tremenet dirak ar juri tost da zek ha tri-ugent ebeul-bloaz hag ebeulezed triwec'h miz. Hag ouzhpenn ar juri a oa o sellet oute, anat deoc'h ! Bet oa Tomaz Laken e-touesk an dud. Un digarez da lakaat ar gaoz gante war ar c'hezeg hag an trakteurien evel-just. Hag un digarez ivez da gomz, e-skeud-se, eus cheñchamant an Amzer pe c'hoazh eus kresk ar menajoù...


Avel em fenn - Merc'her 20 a viz Gwengolo

Avel em fenn - Merc'her 20 a viz Gwengolo

21/09/2023

Un atersadenn gant Radio Kerne diwar-benn ur pezh c'hoari nevez gant ar strollad Mad ar jeu. Bleuenn Raynaudon-Kerzhero a tispleg stumm ar pezh c'hoari.
Ar gronikenn [E pleg an hent] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/58590) e tispleg Clement Guillanton psikologour 'ba Montroulez, plas ar wirionez hag an douetans d'an dud tapet gant ur psikoz.
Keleier ar Vro hag ar bed gant Erwan Blanchard
Trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant atersadennoù war an idantitelezh kelt gant Serj Bozec deus mikro Enora Molac.


Avel en Fenn - Meurzh 19 a viz Gwenholoñ

Avel en Fenn - Meurzh 19 a viz Gwenholoñ

20/09/2023

Petra eo ar liammoù etre ar broioù kelt? E pennad-kaoz ar sizhun-maén e teuromp ur sell àr an elfennoù-se, da-heul ar c'hendiviz aozet b'An Oriant e Emvod ar Gelted. Hiriv: Erwan Chartier àr ar liammoù politikel hag ekonomikel, un tammig lentig evit ar mare.

Arzhig Du a zo ur "valeur sûre" èl ma lârer. Skignet e vez an heuliad tresadennoù-bev evit ar re vihan en-dro get Brezhoweb. Muioc'h get Florent Grouin, karget ag ar broduiñ evit ar webTV.

Pep tra a zo diaes àr bandenn Gaza. Labourat an douar ivez. Muioc'h get Youn Jardin, ezel er gevredigezh France Palestine Solidarité. un atersadenn kaset get Radio Kerne.

Keleier ar vro get Tomaz Laken. Un abadenn kaset get Enora Molac dre-eeun a Bondi, e studio Radio Bro Gwened.


Avel em Fenn - Lun 18 a viz Gwenholoñ

Avel em Fenn - Lun 18 a viz Gwenholoñ

19/09/2023

Neventioù Breizh enep ar feurmoù uzin a zo: 4 den a zo bet klevet ar Lun-mañ get ar barner e lez-varn An Oriant. Un enklask a zo àr ar stern c'hoazh evit komprenn petra 'zo bet graet resis get piv d'an 19 a viz Meurzh 2022 àr un hent-houarn e Sant-Jelan. Skarzhet e oa bet kuit tonennoù ed ag un tren e treuskas madoù evit an embregerezh Le Gouessant. Yann doc'h ar mikro, a-raog e galvadenn dirag ar barner.

Breizh...Kelt! a zo anv an devezh kendivizoù bet aozet d'ar 4/08 b'An Oriant. Respont a rae an aozerion·ezed d'an diskouezhadeg savet get mirdi Breizh e Roazhon e penn kommañs ar blez: Bretagne... Celtique?
Evit Pennad-kaoz ar sizhun omp distroet àr an afer get Alan Stivell, Corinne Poulain, Simon Rodway ha selaouerion an devezh ivez Pascal Le Blay ha Yannig Baron, a oa àr ar lec'h.


A benn 2050 e c'hellehemp bout 1/2 ac'hanamp berrwell (myope) àr an douar... Muioc'h get Alan Goulwen er gronikenn Yec'hed.


Keleier ar vro get Anton Burel.


Un abadenn buhezet get Enora Molac e studio RBG e Pondi.


Avel em fenn - Gwener 15 a viz Gwengolo

Avel em fenn - Gwener 15 a viz Gwengolo

15/09/2023

Padrig Ferog deus ar gengevredigezh Raok a zo war-eeun e studio RKB evit kontañ an darvoudoù a vo e brezhoneg a-hed ar miz e Kreiz Breizh. En o zouesk, un devezh c'hoari e mediaoueg Gourin, un abardevezh evit eskemm etre tud bouzard ha brezhonegerien.ezed e Karaez ha bern traoù all.
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun war stad ar servij Trummadoù e ospital Karaez gant Gael Pedron, medisinez e Rostren.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Metig Jakez Vargas
Ar gronikenn Barzhaz war al levr [ "Ur vein war an hent"] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/58531) gant Magali Baron.


Nozvezh ar gavotenn 2023

Nozvezh ar gavotenn 2023

14/09/2023

Chrisitian Rivoalen, ezel deus ar gevredigezh Dañs Tro a zo war eeun en abadenn Avel em fenn evit komz deus Nozvezh ar gavotenn a zo etre ar 14 hag ar 17 a viz Gwengolo. Displegañ a ra perak o deus choazet skignañ ar film "Et pourtant ils dansent", ar plas a roont d'ar brezhoneg dre ar veilhadeg a vo d'ar gwener da noz, ar fest-noz d'ar sadorn hag an enor da Louis Lofficial.


Première Précédent Suivant Dernière