[Un atersadenn gant Julien Cornic] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59753) , rener Ti ar Vro Kawan, evit komz deus nevezentioù ar gevredigezh, dreist-holl da geñver ar servij buheziñ en EHPADoù bet digoret gante ha deus ar festival Breizh-Okitania etre ar 24 hag ar 26 a viz Du e bro Kawan.
Ar gronikenn Barzhaz gant Magali Baron evit komz deus al levr [Ar peñsead gant Yann Bijer. ] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59747)
Lodenn diwezhañ [Pennad-Kaoz ar sizhun] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59750) gant Jañ-Lou An Intañv evit komz deus mont en dro ar gevredigezh Liamm an Douar.
Ur reportaj e skol Diwan Plounevez-Moedeg a aoze d'ar Sadorn 18 a viz Du ur [Soubenn Noz] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59748) .
Ar gronikenn Daouarn ha Pri gant Awen Prigent, poder e Benac'h, o kontañ deomp ar c'henlabour a gas gant arzourien o tont d'ober un diskouezadeg en e boderezh. Kinnig a ra dezho a c'houde tresañ war podoù bet graet gantañ.
Pevare lodenn [Pennad-kaoz ar sizhun e ti feurm ar Wazh wenn] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59750) e Plufur gant Yoann Colas, menajer yaouank deus an ti-feurm ha Jañ-Lou An Intañv, a youl vat er gevredigezh Liamm an Douar.
Tammoù un atersadenn gant Gwenola Koig, Jañ-Maï Ollivier ha Loeiza Duigou war [Heklev Podkast] (https://heklevpodkast.bzh/) , e-kerzh Saloñs al Levrioù e Karaez, evit kompren gwelloc'h penaos o deus savet al lec'hienn-mañ hag an istorioù evit ar vugale. Ul lodenn deus an istor [Ma bedig-bed din-me] (https://heklevpodkast.bzh/Ma-bedig-bed-din-me.html) bet skrivet ha lennet gant Gwenola Koig.
Eil lodenn ar gronikenn Barzhaz gant Magali Baron war al levr bet troet gant Kristian Braz, [Ar spier a tistroe deus ar yenijenn] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59155) .
Lodenn diwezhañ [Pennad-kaoz ar sizhun war ar staj Anvioù loened ha plant] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59657) e brezhoneg bet aozet gant Stumdi.
Ur reportaj gant Benjamin Bouard diwar-benn Peizanted Brieg er bloavezhioù 1990
Un adskignadenn deus ar gronikenn [E pleg an hent] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/55097) war ar fed ne vefe respont ebet a-wezhioù d'hon goulennoù pouezus : petra eo ster ar vuhez ? Petra eo ar garantez ? Hag all
Ha pevare lodenn [Pennad-kaoz ar sizhun war ar staj Anvioù al loened] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59657) hag ar plant bet aozet gant Stumdi.
Ur reportaj gant gant Morgan Bramoulé war ar gevredigezh La Maison e Konk-Kerne.
[Ar gronikenn Daouarn ha Pri] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59562) gant ar poder Awen Prigent o tresañ rozennoù war bolennoù gwen ha du.
Ha trede lodenn [Pennad-kaoz ar sizhun] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59657) war ar staj Anvioù al loened hag ar plant bet aozet gant Stumdi.
Teñval eo dazont ar pesketa er vro. Muioc'h get Alain Le Sann a zo kenbrezidant ar c'henstroll Pesketa ha Diorren b'An Oriant. Un atersadenn get Enora Molac (RBG).
Un diover a sekretourezed·ien ti-kêr àr ar maezioù. Setu eil lodenn an heuliadenn get tud ti-kêr Plougonver Silvi Gwezennek ha Yannig Larvor. Pennad-Kaoz ar sizhun-mañ kinniget deoc'h get Tomaz Laken (RKB).
Deiziataer miz An Azvent a zay 'maez a benn Digwener àr Brezhoweb. Muioc'h get Florent Grouin, karget ag ar produiñ evit ar chadenn tele.
Un abadenn kinniget get Enora Molac dre-eeun a Radio Bro Gwened e Pondi. Keleier ar vro get Yuna Cojean.
Roiñ liv/goust ur lec'h hag ur sevenadur d'ar re nevez-arriv. Setu ur goulenn en deus ar soner Glenn Gouthe kredet añse c'hoari geti. Un teul-fillm 52' a vo savet getoñ, anvet [EVOR] (https://tiarvro-bro-gwened.bzh/news_bretagne/soutien-a-glenn-gouthe-pour-son-projet-de-film-documentaire-evor/) . Tud ar Mor-Bihan a gomzay ag o liamm get ar vro-se. Muioc'h e atersadenn penn kommañs an abadenn-mañ. Un atersadenn get Enora Molac.
Ur 100 a dud bennak a vank evit labourat èl sekretour·ez ti-kêr e departamant Aodoù an Arvor. Ha n'eo ket forh gwelloc'h e Penn ar Bed. E miz Even ag ar blez-mañ e oa bet kinniget ur lezenn get ar Sened evit roiñ talvoudegezh d'ar vicher. Muioc'h a vez roet da glevet e Pennad-kaoz ar sizhun mañ, kaset get Tomaz Laken (Radio Kreiz Breizh).
Adkavit ivez Alan Goulwen àr ar goustoù er gronikenn Yec'hed ha Mael Gwenneg, evit neventioù FR3.
Keleier ar vro get Tunvezh Wloeguen-Grandjean. Un abadenn kinniget dre-eeun a Bondi get Enora Molac
Sioù bras a zo e ti Cooperl: gwasket & bac'het an desaverion-moc'h, e-mesk traoù arall. Setu pezh bet dispaket get Splann! dre enklask kazetennerion Kristen Falc'hon hag Ivan Lovgenoff. Muioc'h da glevout get gopradez ar media Juliette Cabaço-Roger, doc'h mikro Tunvezh Wloeguen Grandjean. Adkavit an enklask enlinenn [AZE] (https://splann.org/br/enklask/cooperl-enklask-war-un-embregerezh-pemoch-ramzel/) .
En abadenn-mañ e oa bet klevet hirroc'h àr-dro istor Sklaerenn Galloudeg & he familh e Pashupatinath. An eskemm a-bezh get Caroline Trouillet da adkavout [en abadenn Tavarn Kreiz Mitin AMAÑ. ] (https://rbg.bzh/program/10675/page/1/)
Un abadenn kaset dre-eeun a studio RBG e Pondi get Enora Molac. [Keleier ar vro] (https://radiobreizh.bzh/programme/1) get Tunvezh Wloeguen Grandjean.
Sein, une île de résistance a zo e tan bout embannet e ti Montagnes Noires. Ar c'hazetenner hag istorour Bernez Rouz oa bet da glask istor don ha stank an dud o veviñ àr an enezenn da vare an eil brezel-bed. Un atersadenn kinniget get Radio Kerne.
Sklaerenn ar Galloudeg he doa bevet ha profet ur sapre skiant-prenet dezhi ha d'he familh en ur vonet da veajiñ e-pad 6 miz e broioù India, Nepal ha Malaizia. Muioc'h da glevout e Pennad-kaoz ar sizhun-mañ, un atersadenn bet graet evit an abadenn [Tavarn Kreiz Mitin] (https://rbg.bzh/program/10675/page/1/) get Caroline Trouillet.
Carmen Le Bris a oa bet klañv, asambl get razh ar geriadenn e bro ar Maasaied pa oa bet degemeret enno. Round-up oa bet strewet àr un dachad, e zebre enni saout oa desavet get ar Maasaied... Muioc'h da glevout er gronikenn Beajoù.
Un abadenn kaset dr-eeeun a Bondi e studio Radio Bro Gwened get Enora Molac. [Keleier ar vro] (https://radiobreizh.bzh/programme/1) get Anton Burel.
Divizet eo bet d'ar 7/11 skriv ur lezenn get ar Sened evit dilemmel an AME - sikour yec'hedel ar Stad d'an dud dibaper (AME - Aidé Médicale d'Etat). Mediniserion·ezed, kevredigezhioù... Kalz a dud a zo mantret. Muioc'h da glevout a-ziàr ar pezh a vez bevet àr an dachenn get Christian Ar Meut, ag ar gevredigezh Solidarité Exilés Hennebont. Un atersadenn get Yuna Cojean.
Traoù dic'hortoz a c'heller gwelet gweave... Muioc'h a-ziàr ar prizioù "loufok" Ig Nobel get Loeiz Belleg er gronikenn fizik! War hentoù an antroposenn.
Tudennoù dibar a c'heller daremprediñ gete en ur vonet un tammig pelloc'h er vro! Ar wezh-mañ e vez lakaet àr wel bro Kastellin-Pleyben get skipailhad Bali Breizh, Frañs 3 Breizh. Muioc'h get Maël Gwenneg karget ag ar programmoù.
Beaj Sklaerenn Galloudeg hag he familh a zo bet ur sapre skiant-prenet da zizoleiñ ar bed. India, Nepal ha Malaisia a zo bet gweladennet gete. Muioc'h da glevet e [Tavarn Kreiz Mitin ] (https://rbg.bzh/program/10675/) Caroline Trouillet.
Un abadenn kaset dre-eeun a Radio Bro Gwened e Pondi get Enora Molac. [Keleier ar vro] (https://radiobreizh.bzh/programme/1) get Metig Jakez Vargas.