Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Avel em Fenn - Merc'her 18 a viz Gwenholoñ

Avel em Fenn - Merc'her 18 a viz Gwenholoñ

18/09/2024

Birvilh bras a vez alies e bro An Alre. Gouel Alré Gouel Bamdeiz a zo àr ar stern evit an 20vet gwezh. Muioc'h get Olier Berson, goprad e [Ti Douar Alré] (https://bzh.tidouaralre.com/) . Da lakaat ho anv evit ur welladenn e brezhoneg a ziskouezhadeg Jean Mingham: ksk@ksk.bzh

Anna Graham a zo arzourez e bro An Alré ivez, awenet get he skiant-prenet àr Hent Sant Jak, e Pennad-kaoz ar sizhun.

[Rouedad Radio Breizh] (https://www.radiobreizh.bzh/fr/a-propos) a vod kazetennerion, kazetennerez ha gopradezed da gas ur labour àr un dachad ledan mat. Muioc'h a-ziàr ar re a labour àr ar bemdeiz evit kelaouiñ an dud get Tara Adeux gopradez Radio Breizh karget a gehentiñ.


Keleier ar vro: Anton Burel
Avel em fenn: animiñ ha teknik get Enora Molac (RBG e Pondi)


Avel Em Fenn - Meurzh 17 a viz Gwengolo

Avel Em Fenn - Meurzh 17 a viz Gwengolo

17/09/2024

Ar skipailh Kleor en deus graet ul labour a-feson evit kinnig ur podcast gouestlet d'al lennegezh e brezhoneg. Enrollet eo bet al levr Ar Vastardez, gant Yann Vadezour Lagadeg. Muioc'h diwar-benn labour Kleor gant Mael Thepault, unan eus o izili, ouzh mikro Gwenvael Delanoe.
Maïwenn Raynaudon, eus Bretons, a displeg deomp penaos e vez fardet ha skrivet atersadennoù ha pennadoù ar gelaouenn.
Kan a ra Anna Graham met n'eo ket awalc'h eviti ! En Ailleurs Café, en Alre, he deus staliet he fotoioù e gwenn ha du. Tost eo eus ar spered soufi met kerzhet he deus ivez war hentoù Sant-Jakez. Kontet he deus se er studioioù RBG, ouzh mikroioù Enora Molac ha Yann Boishardy.
Keleier ar vro hag ar bed : Metig Jakez-Vargas
Buheziñ Avel em fenn: Yann Boishardy
Teknik: Gweltaz Heno


Avel em fenn - Lun 16 a viz Gwengolo

Avel em fenn - Lun 16 a viz Gwengolo

16/09/2024

Poent e oa !Abaoe penn-kentañ miz Gwengolo ez eus ur c'houskva nevez er skolaj Diwan Kemper ! Echu eo ar mone-done etre enez Tudi hag ar skolaj evit an dibarzhidi. Hag ouzhpenn da se e vo rannet ar savadur gant kevredigezhioù sevenadurel all. Setu ar pezh a ra plijadur d'ar grennarded ha d'ar krennarderezed !
Aterset eo bet rener ar skolaj, Erwan Ar Berr , Chloé ha Lilwenn, dibarzhidi ar skolaj, gant Morgane Bramoullé eus Radio Kerne.
E Brezhoweb oa moien da sell ouzh abadennoù kegin, met en ur mod hengounel. Cheñchamant a zo er mare-mañ : un digoradur war gegin ar bed hag amprouennoù all, perak pas ? Displeget eo gant Florian Grouin, eus ar media Brezhoweb.
Ur plac'h mil okuped eo Anna Graham : sonerez, kanerez, luc'hskeudennerez, hag all, hag all....Muioc'h gant Enora Molac ha Yann Boishardy
Keleier ar vro: Anton Burel
Buheziñ Avel em fenn: Enora Molac & Yann Boishardy
Teknik: Gweltaz Heno


Avel Em Fenn - Gwener 13 a viz Gwengolo

Avel Em Fenn - Gwener 13 a viz Gwengolo

13/09/2024

Mil vrudet e oa Matao Gall eus Gwareg evel soner bombard etre an daou Vrezel Bed. Aozet eo ur brezegenn gant Dastum diwar e benn. Muioc'h gant Kristian Rivoalen eus Dastum Breizh-Izel.
Tapet vezer gant alerjiezh gant pollen pe traoù all ? Displeget eo an traoù gant Alan Goulwen ouzh mikro Enora Molac, RBG.
Pennad Kaoz ar Sizhun : Valentin Fabre, animatour e Ti ar C'hoadoù, aterset gant Yann Boishardy (RKB).

Keleier ar vro hag ar bed : Erwan Blanchard
Buheziñ Avel Em Fenn : Enora Molac ha Yann Boishardy
Teknik : Enora Molac


Avel Em Fenn - Yaou 12 a viz Gwengolo

Avel Em Fenn - Yaou 12 a viz Gwengolo

12/09/2024

Ba Rostren emañ ar strollad Eben a-benn pleustriñ war ur bladenn nevez. Jonathan Dour ha Marine Lavigne a gomz eus labour ar strollad.
C'hwi a zo dirak ho skramm bep Sul da 10 eur ? Marteze oc'h sot gant Bali Breizh. Mael Gwenneg e-karg eus an abadennoù e brezhoneg war Frañs 3 a displeg penaos e ya an traoù gant ar programmoù e brezhoneg.
Pennad Kaoz ar Sizhun : Valentin Fabre, animatour e Ti ar C'hoadoù, aterset gant Yann Boishardy (RKB).

Keleier ar vro hag ar bed : Erwan Blanchard
Buheziñ Avel Em Fenn : Enora Molac ha Yann Boishardy
Teknik : Enora Molac


Avel Em Fenn - Merc'her 11 a viz Gwengolo

Avel Em Fenn - Merc'her 11 a viz Gwengolo

11/09/2024

Arested eo bet Paul Watson, penn Sea Sheperd, ar gevredigezh a stourm a-enep chase ar balumed e bro Japan. Bleuenn, breizhadez, a zo stourmerez er gevredigezh a lâr hiroc'h ouzh mikro Gwenvael Delanoe.
Ya !, Rouzig, Louarnig ? Anavezout a rit ? Muioc'h gant Gege Gwen, prezidant ti-embann Keit Vimp Bev.
Pennad Kaoz ar sizhun : Valentin Fabre, animatour e Ti ar C'hoadoù, aterset gant Yann Boishardy ( RKB)

Keleier ar vro hag ar bed : Metig Jakez-Vargas
Buheziñ Avel Em Fenn : Enora Molac ha Yann Boishardy
Teknik : Enora Molac


Avel em fenn - Meurzh 10 a viz Gwenholoñ

Avel em fenn - Meurzh 10 a viz Gwenholoñ

10/09/2024

Filmiñ Les algues vertes ne oa ket bet aes. Derrière les algues vertes a zo ur film sevenet a-ziàr penaos oa tremenet an traoù e-pad ar labour filmiñ. Ar sevener Pierre Jolivet hag e skipailhad ne oant ket bet degemeret mat atav er c'humunioù, pell doc'h se. Muioc'h get ar c'hazetenner ha sevener Kristen Falc'hun àr e deul-film Derrière les algues vertes. Un atersadenn get Laetitia Fitamant (Radio Kerne).
Hag evit sikour get Kristen Falc'hun setu [ar liamm] (https://www.helloasso.com/associations/sevel-ideas/collectes/derriere-les-algues-vertes-le-film) .

Pennad-kaoz ar suhun: Valentin Fabre, animatour e Ti ar c'hoadoù hiriv. UAterset e oa bet get Yann Boishary (RKB).

Adkavit ivez Maiwenn Raynaudon-Kerzerho penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons, a-ziàr choazioù embann ar gelaouenn.

Keleier ar vro & ar bed: Gwenvael Delanoe
Buheziñ Avel em fenn: Enora Molac & Yann Boishardy
Teknik: Gweltaz Heno


Avel em fenn - Lun 9 a viz Gwenholoñ

Avel em fenn - Lun 9 a viz Gwenholoñ

09/09/2024

Diwallit, traouigoù teknik oa da gommañs an abadenn, ha krog 'ra an abadenn e-pad an atersadenn get Yann ar C'horr, doc'h mikro Yann Boishardy (RKB). O komz oa ag ar C'hocotte Nimute, ha sonadegoù aozet e bro Rostrenn.

Ti ar C'hoadoù 'vez meret get Rozenn An Dreo. Muioc'h a-zivoud ar greizenn degemer ar vugale àr-dro d'an natur e Pennad-kaoz ar suhun! Un atersadenn get Yann Boishardy (RKB).

[Yakari] (https://www.brezhoweb.bzh/Yakari_386.html) a zo ur sapre bandenn-dreset a zo bet lakaet e tresadenn-vev meur a wezh. E Brezhoweb e vez skignet anezi evit ar blead skol 2024-2025. Muioc'h get Florent Grouin ag ar media Brezhoweb.

Keleier ar vro: Anton Burel
Buheziñ Avel em fenn: Enora Molac & Yann Boishardy
Teknik: Gweltaz Heno


Avel em fenn - Gwener 6 a viz Gwenholoñ

Avel em fenn - Gwener 6 a viz Gwenholoñ

06/09/2024

Perlezennoù, voulouz du pe orañjez, brozoù biskoazh bravoc'h, stamennoù dic'hortoz ha bravigoù dilhad, setu peadre da roiñ daoulagad d'ho taoulagad bammet oa bet an dud oa deuet de welet obererezhioù [Mathias Ouvrard] (https://www.mathiasouvrard.com/) e Gwened pe b'An Oriant e-pad an hañv. Iwan ha Capucine oa e-mesk an dud gwisket gant Mathias, o tibuniñ e Festival An Arvor pe Emvod ar Gelted. Ar sonerezh oa krouet get Etienne Chouzier. Atersadennoù get Enora Molac.

Muioc'h àr ar brezhoneg er gelaouenn [Bretons] (https://bretons.bzh/) e kompagnunezh ar penn-redaktourez Maiwenn Raynaudon-Kerzerho, e Pennad-kaoz ar suzhun-mañ.

Adkavit ivez ar medisin e retret Alan Goulwen er gronikenn Yec'hed.

Keleier ar vro: Anton Burel
Avel em fenn: Enora Molac & Yann Boishardy (anim dre-eeun e RKB)
Teknik: Gweltaz Heno


Avel em fenn - Gwener 5 a viz Gwenholoñ

Avel em fenn - Gwener 5 a viz Gwenholoñ

05/09/2024

Petra eo sell tud a Vreizh àr o sevenadur/idañtelezh? Un nebeu goulennoù bet savet e-pad Emvod ar Gelted get Maiwenn Raynaudon-Kerzerho, e Pannad-kaoz ar sizhun mañ!

Adkavit ivez Mael Gwenneg rener programmoù brezhonek FR3 Breizh, a zo nec'het get ar fet e vehe diverket pe ampellaet ar programmoù e brezhoneg àr ar chadenn, evit ober plas d'ar c'hoarioù olimpek.

Distro skol eo ivez evit Ti ar Vro Gwengamp ! Muioc'h get ar gopradez nevez Vonig Fraval, doc'h mikro Yann Boishardy.

Keleier ar vro: Metig Jakez Vargas (Radio Kerne e Ploneis)
Avel em fenn: buheziñ get Enora Molac ha Yann Boishardy, teknik get Gildas Héno


Suivant Dernière