Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Ur gartenn bed en mil tamm

Ur gartenn bed en mil tamm

07/12/2023

Daou viltamm e brezhoneg nevez a zo bet embannet gant Bannoù-heol ! N'eo ket un taol-arnod ken evit an ti-embann e brezhoneg : e 2021 djia oa bet embannet ur miltamm gant kartenn Vreizh e brezhoneg, hag an oe graet berzh. Ar bloaz paseet eo ur miltamm gant ar broadoù keltiek hag a zo bet embannet gant Bannoù-heol. Ar bloaz-mañ eo kartenn ar bed hag a zo bet lakaet beuzzeul, ha n'eo ket en ur stumm mez e daou : unan evit ar vugale, 280 tamm anezhañ, hag unan evit ar re vrasoc'h, a ra... 1000 tamm ! Evel an daou re gentañ eo Mikael Bodlore-Penlaez, douaroniour anezhañ, an hini an eus savet ar c'hartennoù asambles gant Arno Elegoed, penn-braz Bannoù-Heol hag Herve Gwegen, selvij an anvioù-lec'h e Ofis Publik ar Brezhoneg deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean.
An daou viltamm a goust 15 € ha 16 €. Gall a reer [prenañ anezho] (https://bannouheol.com/br/miltammou/miltamm-kartenn-ar-bed-1000-tamm) war lec'hienn internet Bannoù-Heol, pe kavout anezho e pep stal sevenadurel a feson !



Avel em fenn - Merc'her 6 a viz An Azvent

Avel em fenn - Merc'her 6 a viz An Azvent

06/12/2023

An Emgavioù Benelour European a veze dalc'het e deroù ar sizhun b'An Naoned. Aozet oa get ar gevredigezh Choisir la cause des femmes. Muioc'h get Ludsine Briand doc'h mikro Raphael Thouroude (Radio Naoned).

5 sizhun a chom c'hoazh d'ar skolioù skolajoù ha liseoù evit kas o c'hanaouenn, evit ma vo choazet get skipailhad Ar Redadeg! Kanaouenn ofisiel an dud deuet evit [Ar Redadeg 2024] (https://www.ar-redadeg.bzh/fr/actualites/article/le-parcours-de-la-redadeg-2024-a-ete-defini) a zo e tan donet 'maez, get Kaolila & El Maout, er podkast-mañ emañ e fin an abadenn e Pennad-kaoz ar sizhun! Adkavit ar gopridi Tifenn Siret Cyril Lelong ha Fulup Kere.

Adkavit ar gronikenn E pleg an hent get Clément Guillanton: hiriv muioc'h a-ziàr ar gibellad lavar hag e levezon àr hor feson de gomz. Ur gronikenn da adkavout [AZE] (https://www.rkb.bzh/e-pleg-an-hent/) kinniget deoc'h get Maëlle Ausias (RKB).


Avel em fenn - Meurzh 5 a viz An Azvent

Avel em fenn - Meurzh 5 a viz An Azvent

05/12/2023

Ar votez-koad staliet àr-dro kouzoug ar vugale a gomze ur yezh arall evit ar galleg er skol a vez anvet ar symbol (an arouez e brezhoneg ivez). Labouret he doa Rozenn Milin àr an ostilh-gwask-se a zo bet lakaet e plas e mar a vro en tu arall d'ar Frañs ivez.

Digoret eo ar gwerz kilometroù! Neventioù Ar Redadeg e kompagnunez gopridi ar gevredigezh Tifenn Siret Cyril Lelong ha Fulup Kere, da glevout a-hed ar sizhun goude ar c'heleier e Pennad-kaoz ar sizhun.

Adkavit ivez Carmen e Ladakh, er gronikenn Beajoù a zo bet klevet evit ur wezh, e plas Florent Grouin evit Brezhoweb (er adkavet e vo a benn Dimeurzh de zonet!).

Un abadenn kinniget get Enora Molac dre-eeun a studio RBG e Pondi, Keleier ar vro & ar bed get Yuna Cojean.


Avel em fenn - Lun 4 a viz An Azvent

Avel em fenn - Lun 4 a viz An Azvent

04/12/2023

Muioc'h-mui a dud a zo er bed, hag emañ ret lojiñ pep hani. Neoazh ehamp e vonet àr-an-dro d'un enkadenn hin spontus. Ur lezenn a zo bet votet d'an 13 a viz Gouere: ZAN. Zéro Artificialisation Nette. N'eus ket droat ken da sevel tier stèl a-raok. Kudennoù a zo get ar lezenn neoazh. Henri Goardon maer Goulien doc'h mikro Benjamin Bouard (Radio Kerne).

A benn 6 miz e vo Ar Redadeg! Muioc'h àr ar pezh a zo àr ar stern get skipailhad ar gopridi Tifenn Siret, Cyril Lelong ha Fulup Kere e Pennad-Kaoz ar sizhun! Muioc'h a vo da glevout bemdeiz a-hed ar sizhun mañ.

Adkav a rahet ivez kronikenn fizik Loeiz Belleg ha neventioù Bali Breizh get Maël Gwenneg rener e FR Breizh.

Un abadenn buhezet get Enora Molac dre-eeun a studio RBG e Pondi. Keleier ar vro get Metig Jakez Vargas.


Avel em fenn - Yaou 30 a viz Du

Avel em fenn - Yaou 30 a viz Du

30/11/2023

Mari-Elen Morvan, krouerez ar strollad c'hoariva Strollad Kallag a zo war-eeun evit komz deus al lid 30 vloaz aozet gante d'an 2 a viz Kerzu.
Kronikenn Daouarn ha pri gant Awen Prigent o komz deus ar sielloù a zo en e atelier.
Keleier ar vro hag ar bed gant Erwan Blanchard.
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Yannick Larvor ha Silvi Gwezennek evit komz deus al labour sekretour.ez-mêri.


Avel em fenn - Merc'her 29 a viz Du

Avel em fenn - Merc'her 29 a viz Du

30/11/2023

Un atersadenn gant Elouan Ar C'houlz soner violoñs, perzh deus ar C'hreiz Breizh Akademi 9, Bruulu hec'h anv. Kontañ a ra deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean petra eo ha petra 'n eus ar stummadur degaset dezhañ.
Un tamm deus ar gronikenn E pleg an hent war an doare da gomz gant an dud.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Anton Burel
Trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun war ar micher sekretour.ez-mêri gant Tomaz Laken.


Avel em fenn - Gwener 24 a viz Du

Avel em fenn - Gwener 24 a viz Du

29/11/2023

Un atersadenn gant Ministr an Deskadurezh e Polinezi, Ronny Teriipaia. Tremenet e oa e Lise Diwan Karaez ha respontet en devoa e tahisianeg da goulennoù Tunvezh Wlagen-Grandjean.
Ar gronikenn Barzhaz diwar-benn al levr evit ar vugale : Ar bleiz 'n oa c'hoant da zebriñ Tadig an Nedeleg gant Magali Baron.
Un abadenn ragenrollet.


Avel em fenn - Yaou 23 a viz Du

Avel em fenn - Yaou 23 a viz Du

29/11/2023

Atersadenn Christian Rivoalen deus Dastum diwar-benn 20 vloaz ar glad dizanveziel gant an UNESCO.
Ar gronikenn Daouarn ha pri gant Awen Prigent, poer e Benac'h, war ar sielloù.
Un abadenn Avel em fenn ragenrollet.


Avel em fenn - Gwener 20 a viz Here

Avel em fenn - Gwener 20 a viz Here

29/11/2023

Un atersadenn gant Serj Couteller, dilennad e kumun Karaez ha Charlie Grall dre bellgomz diwar-benn Saloñs al levrioù Karaez.
[Lodenn gentañ ar gronikenn Barzhaz] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59155) diwar-benn levr John Le Carré bet troet e brezhoneg gant Kristian Braz, Ar spier a tistroe deus ar yenijenn. Sell Magali Baron deus mikro Tomaz Laken.
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun el liorzh Ekolokobio e-kichen Biocoop Pondi.


Avel em fenn - Yaou 19 a viz Here

Avel em fenn - Yaou 19 a viz Here

29/11/2023

Un atersadenn gant Yvon Boutier evit komz deus [ Foar Kezeg Kerrien] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59197) .
[Ar gronikenn Daouarn ha Pri] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/59198) gant Awen Prigent, poder e Benac'h, evit komz deus ar bolennoù savet gant an dorn, hep mekanik ebet.
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun el liorzh Ekolokobio e-kichen Biocoop Pondi


Première Précédent Suivant Dernière