Trouz er gêr

Arvorig FM

Liamm eilet er golver.

Geriaoueg teiryezhek ar beajoù

Geriaoueg teiryezhek ar beajoù

13/04/2023

Levr diwezhañ Marsel Modir 'zo diwar-benn geriaoueg teiryezhek ar beajoù. Embannet eo gant an ti-embann Stang Alar. Un digarez da lakaat ar gaoz war beajoù ar skrivagner ivez.
Un abadenn kinniget gant Maëlys.


Yvon Abiven, Kannadig Treglonou

Yvon Abiven, Kannadig Treglonou

13/04/2023

Da geñver "Kafe brezhoneg Lesneven" aozet gant "Ti ar Vro-Leon" ha "Dastum Bro-Leon".
Deut Yvon Abiven da lakaat ar gaoz diwar-benn "Kannadig Treglonou", a veze skrivet gant ar person Jacques Calavarin, lesanvet Jakik Treglonou. Bet embannet etre 1916 ha miz Even 1941.
Ur gazetenn a rea berzh bras ma embanne enni e soñjoù diwar-benn ar vrezel 14, ar politikerezh, ar relijion, ar gizioù nevez…
Gant Karolina.


Imboudañ gant Avaloù Plabenneg

Imboudañ gant Avaloù Plabenneg

13/04/2023

Ur bourmenadenn en ur park ar frouezh gant Gaby Jolle, Robert Roudaut, Jean-Noel Ballot ha Kristian Guiavarch. An holl anezho zo izili eus "Avaloù Plabenneg". Gant ar gevredigezh e vez miret gouennoù gwez frouezh e Plabenneg. Diskouezet o deus ar wazed deomp penaos imboudañ. Hag e-kerzh an abadenn ez eus bet hadet kanaouennoù ha dastumet troiennoù gant Robert Roudaut !
Kinniget eo bet abadenn gant Maëlys Poublanc
Poltred : Goulven Konan


O'Tridal gant Nolwenn Korbell

O'Tridal gant Nolwenn Korbell

13/04/2023

Pleustriñ war ar mod da leurenniñ a zo bet graet gant paotred "O tridal" da geñver ur prantad chomadenn en Armorica e Plougerne. Hag evit al labour- se int bet skoazellet gant Nolwenn Korbell.
Da fin ar chomadenn oa bet un digarez da seniñ un nebeud tonioù diwar o fladenn nevez "Triumvirat" dirak an arvesterien 'oa bet en Armorica.
Gant Karolina


Cheñchamantoù an hin

Cheñchamantoù an hin

13/04/2023

Anna-Vari Treger 'zo oseanografourez e Plouzane ha ken-renerez Kuzul uhel Breizh evit an hin. Kemeret he doa perzh e rentañ-kont diwezañ ar GIEC, strollad etregouarnamantel an arbennigourien war cheñchamant an hin. Lakaet e oa bet ar gaoz gant ar skiantourez war penaos e c'hallfe bezañ an hin e Breizh en amzer da zont.
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc


Levrioù nevez Yann-Ber Kemener

Levrioù nevez Yann-Ber Kemener

13/04/2023

"Fleurig an dour...ma dousig flour" eo titl romant nevesañ Yann-Ber Kemener. 5 vet levrenn ar Saga Arvorika eo ma kendalc'h gant avanturioù Yann ar pilhaouer.
Bet embannet ivez ul levr evit ar re yaouankañ : "Moutig ha kevrin Ker-Iz".
Setu levrioù embannet gant Skol Vreizh.
Un abadenn gant Karolina


Ruzata a-stroll

Ruzata a-stroll

13/04/2023

Skipailh ruzata a-stroll "les Hermines" eus Brest a yelo da vro Italia evit ur genstrivadeg d'an 19 a viz Meurzh. Un digarez da lakaat ar gaoz war ar sport-mañ gant Sarah Malésieux, kabiten ar strollad.
Un abadenn kinniget gant Maëlys


Ur sell war istor ar PAM gant Tomaz Godin ha Nelly Blanchard

Ur sell war istor ar PAM gant Tomaz Godin ha Nelly Blanchard

13/04/2023

Un "trede-lec'h" (tiers-lieu) 'zo bet digoret er PAM e Brest ar bloaz-mañ. Ar PAM a oa un ti moullañ brudet tre er vro. Bremañ e kaver ennañ ur mirdi. Un digarez da lakaat ar gaoz war istor ar PAM a zo bet displeget deomp gant Tomaz Godin. An engraver eus Landerne zo o terc'hel ur stal er PAM. Anavezout mat a ra an ostilhoù a veze implijet gant an ti moullañ. War-lerc'h e vimp gant Nelly Blanchard, enklaskerez e kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek (CRBC), a lakao ar gaoz war al liketennoù gwin e brezhoneg a veze moullet gant ar PAM.
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc


Fañch Peru

Fañch Peru

13/04/2023

Un abadenn da enoriñ Fañch Peru a zo aet da Anaon e miz Geñver 2023.
Klevet 'vo ur pennad-kaoz graet e Skol Diwan Montroulez e 2014 ma oa bet pedet Fañch da ober anaoudegezh gant ar skolidi.
Gant Karolina.


Poltred Tudi Kreker - Eil lodenn

Poltred Tudi Kreker - Eil lodenn

13/04/2023

Tudi Kreker zo ur c'hazetenner yaouank eus Landerne. Bet eo o chom e Bro-Iwerzhon e-pad daou vloaz. Kontañ a ra deomp ar pezh en deus bevet eno : labourat evel kazetenner dizalc'h, heñcher kazetennerien, beajiñ e Iwerzhon an hanter noz... Emañ gant Erwan Blanchard.
Un abadenn lusket gant Maëlys Poublanc.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ