Trouz er gêr

Arvorig FM

Liamm eilet er golver.

Mirdi Yan' Dargent gant Ronan Hirrien.

Mirdi Yan' Dargent gant Ronan Hirrien.

29/08/2023

Mirdi Yan' Dargent oa bet digoret e 1991 e Sant Servez a-drugarez da Jean Berthou zo aet da anaon e miz Kerzu bloaz paseet.
Kenderc'hel a ra ar mirdi da vevañ a-drugarez da dud kevredigezh "mignoned mirdi Yan' Dargent".
Baleadennoù heñchet a zo bet kinniget 'pad an hañv gant Ronan Hirrien.
En abadenn hiziv 'vo klevet muioc'h diwar-benn al livour Yan' Dargent met ivez diwar-benn Jean Berthou, bet merour ar mirdi.
Ronan Hirrien gant Karolina.


Ar Roue Arzhur gant Strollad ar Vro Bagan.

Ar Roue Arzhur gant Strollad ar Vro Bagan.

07/07/2023

"Ar Roue Arzhur", pezh c'hoari nevesañ Strollad ar Vro Bagan, skrivet ha leurenniet gant Goulc'han Kervella
Un abadenn tan ha kurun gant tudennoù hag anevaled dreist-naturel, dañsoù, emgannoù....
Gant Karolina.


Teir diskouezadeg zo kinniget gant Passerelle etre ar 16 a viz Even hag ar 16 a viz Gwengolo

Teir diskouezadeg zo kinniget gant Passerelle etre ar 16 a viz Even hag ar 16 a viz Gwengolo

07/07/2023

Gant Camille Guihard zo e karg da hentañ an dud ‘ba Passerelle eo bet kinniget deomp an teir diskouezadeg zo da gaout ‘bar greizenn arzoù a-vremañ zo ‘ba Brest. Gallout ‘reer mont da welout anezho betek ar 16 a viz Gwengolo.

- « An disparti ». Oberennoù c’hwec’h arzour zo da dizoloiñ.
- Poltridi Laura Henno : ur sell war blanedenn strolladoù paotred yaouank dibaper zo ‘ba enez-vMayotte.
- Labour Germain Marguillard bet kaset ‘ba « Passerelle » zo welout a-hed an hañv. « A l’infini pas du tout » eo anv e diskouezhadeg.

Kinniget eo an abadenn gant Erwan Blanchard.


Sevenadur ar Gurded gant Gaby Kerdoncuff ha Michel an Hir

Sevenadur ar Gurded gant Gaby Kerdoncuff ha Michel an Hir

03/07/2023

Gant trede pennad an heuliad Kurdistan dre sell Breizhiz e kendalc'homp da gaozeal eus sonerezh ar Gurded gant Gaby Kerdoncuff. Savet en deus ar soner abadennoù gant sonerien ha sonerezed kurd.
War-lerc'h e vo klevet Michel an Hir, ezel eus ar gevredigezh "Keneildedoù kurd Breizh" a zo bet e Diyarbakır, e Kurdistan Turkia. Bet eo o veajiñ eno meur a wech etre 2008 ha 2013. Tro en deus bet da c'houzout hiroc'h diwar-benn sevenadur ar Gurded. E gouel ar bloaz-nevez Newroz en deus kemeret perzh.
Sonerezh :
Ala - Kê Dezanê
Kani Kamar - Mihabadim
Şivan Perwer - Pêşmergên Me
Mizgîn - Newroz
Ayşe Şan - Heywax Dayê
Ahmet Kaya - Diyarbakır Türküsü
An heuliad abadennoù Kurdistan dre sell Breizhiz zo kinniget deoc'h gant Maëlys Poublanc.


Ur sell war sonerezh ar Gurded gant Gaby Kerdoncuff

Ur sell war sonerezh ar Gurded gant Gaby Kerdoncuff

03/07/2023

Mont a ra Gaby Kerdoncuff da gKurdistan Irak abaoe 2006. Ar soner trompilh ha bombard eus Bro-Dreger en deus savet raktresoù gant sonerien ha sonerezed kurd. Lakaet e vo ar gaoz gantañ war ar binviji, ar c'han ha sonerezh hengounel ar Gurded.

Sonerezh :
Aynur Doğan - Keçe Kurdan
Feleknaz - Delal
Mihemed Arif Cizîrî - Ziravê
Ali Mardan - Dengi Sazde
Aynur Doğan - Lawike Metini
Gorani Kurdi Halparke Zor Xosh Be Shan
Sivan Perwer - Min b-riya te kiriye
Dengê Jînên Colemêrgê - Mûzîrka Featuring Kom
An heuliad abadennoù Kurdistan dre sell Breizhiz zo kinniget deoc'h gant Maëlys Poublanc.


Kurdistan dre sell Mikael Baudu, sevener teul-filmoù

Kurdistan dre sell Mikael Baudu, sevener teul-filmoù

03/07/2023

E pennad diwezhañ an heuliad abadennoù "Kurdistan dre sell Breizhiz" e roomp deoc'h da glevout Mikael Baudu. Sevener an teul-filmoù "Kurdistan, huñvreal an nevez-amzer" ha "Open the border" a lakao ar gaoz war plas ar merc'hed e Kurdistan, ar brezel ouzh Daesh hag an divroidi.

Sonerezh :
Aynur Doğan - Qumrîkê
Helly Luv - Revolution
Seîd Yusif - Min Dilek Girt
Ibrahim Rojhilat - Hêvî
Arroudoù ar filmoù Kurdistan, huñvreal an nevez-amzer (2015) ha Open the border (2017)
An heuliad Kurdistan dre sell Breizhiz zo kinniget deoc'h gant Maëlys Poublanc.


Tomaz Andre, skipper Diwan!

Tomaz Andre, skipper Diwan!

29/06/2023

Treuziñ mor Atlantel e-bourzh ur vag zo dindan liv Diwan ! Thomas André, bet skoliataet ‘bar skolioù Diwan, ‘neus divizet sevel un emglev asambles gant ar c’hevread skolioù dre soubidigezh e brezhoneg evit kas e raktres. E soñj emañ kemer perzh ‘bar c’hours bigi brudet anvet « La mini transat ». Loc’hañ ‘raio eus « Les Sables d’Olonne » ‘benn ar 24 a viz Gwengolo evit mont sa Saint-François ‘ba Gwadloup e bourzh Frankiz, anv e vag. Displeget ‘neus ar skipper yaouank eus Brest e raktres da Erwan Blanchard.
Gant Karolina


Aod an tri dañvad gant skolidi Santez Anne.

Aod an tri dañvad gant skolidi Santez Anne.

29/06/2023

Da lidañ fin ar bloavezh skol eo bet skolidi Santez Anna Gwitalmeze betek aod an tri dañvad gant o skolaer Guilhom Kabon.
Un digarez evito da c'houzout muioc'h diwar-benn ar vezhinerien gant Kristof Nikolaz eus Ti an Aberioù.
Gant Karolina


Gounit artichaod gant ul loen kezeg & programm Gouel broadel ar brezhoneg

Gounit artichaod gant ul loen kezeg & programm Gouel broadel ar brezhoneg

28/06/2023

François Duc a labour an douar gant e gazeg "Unique" c'hoazh an deiz a hiziv. Gounit a ra al labourer-douar artichaod e Kleder.
E eil lodenn an abadenn e vo klevet Tristan an Nedeleg. Programmer Gouel broadel ar brezhoneg a vo ouzh mikro Erwan Blanchard. Ar festival a vo dalc'het e Langoned e-pad an dibenn-sizhun mañ.
An abadenn zo kinniget gant Maëlys Poublanc


Le serment de Pamfir/ Le Groupe Ouest.

Le serment de Pamfir/ Le Groupe Ouest.

26/06/2023

A-benn dimerc'her e vo skignet e sinema Even (Lesneven) "Le serment de Pamfir". War al lec'h 'vo ar realizatour a Ukrainia : Dmytro Sukholytkyy-Sobchuk evit kinnig e film hir kentañ. Dmytro a zo bet o labourat er "Groupe Ouest" e Plouneour-Brignogan hag neus dalc'het liammoù kreñv gant ar vro.
Graet 'vo anv ivez gant Maina ar Gars eus daou film all, bet priziet e "Festival de Cannes" da geñver "La semaine de la critique" : "Il pleut dans la maison" & "Tiger Stripes".
Gant Karolina


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ