Trouz er gêr

Arvorig FM

Liamm eilet er golver.

Al Liamm 459

Al Liamm 459

10/10/2023

Bep daou viz en emgavomp gant Erwan Hupel a-benn kinnig kelaouenn nevesañ al Liamm.
En abadenn-mañ e vo great anv eus al Liamm niverenn 459, ur gelaouenn gouestlet d'ar gwez.
Gant Karolina.


140 vloaz a redadegoù kezeg war draezhenn ar C'hernig e Ploueskad

140 vloaz a redadegoù kezeg war draezhenn ar C'hernig e Ploueskad

06/10/2023

140 vloaz 'zo e vez lakaet ar c'hezeg da c'haloupat e bae ar C'hernig e Ploueskad. Jean Le Duff 'zo o chom nepell eus an dachenn-vor redadeg. A-viskoazh eo bet o welet an arvest-mañ. Gwech ebet ne c'hwito anezhañ. Bep bloaz e vez aozet ar redadeg e miz Eost gant ar « société des courses hippiques de Plouescat ». Deomp da selaou Jean Le Duff !
Gant Maëlys Poublanc eo kinniget an abadenn.


Hentad al lin e Penn-ar-bed

Hentad al lin e Penn-ar-bed

28/09/2023

Un abadenn diwar-benn hentad al lin e Penn-ar-Bed gant :
- Paul Salaün, Ernest Gereec hag Andre Henry eus ar gevredigezh Ploun' Patrimoine a zo o kempenn ur c'hanndi kozh e Plouneour-Menez
- Jonathan Kren a ginnige gweladennoù heñchet eus un uzin da broduiñ lin e Landerne. Kaset e oa an abadennoù-se gant Ti ar vro Landerne Daoulaz e-pad an hañv.
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc


Loeiza-Vari ar Rouz Kampionez Stadoù-Unaned Basket!

Loeiza-Vari ar Rouz Kampionez Stadoù-Unaned Basket!

27/09/2023

Div wech eo bet Loeiz-Vari ar Rouz kampionez Stadoù-Unaned ar skolioù-meur basket! Daou vloaz zo emañ o studiañ ha c'hoari basket war gador-ruilh gant Skol-Veur Alabama 'ba Tuscaloosa. Ouzhpenn c'hoari basket gant he skol-veur emañ... E-kerzh an hañv 'noa kemeret perzh 'ba kampionad Europa gant skipailh Frañs 'ba Rotterdam... Mestrez eo Loeiza-Vari da c'hoari basket sur deoc'h met plac'h Lambaol-Gwitalmeze zo barrek war ar studioioù ivez... Goude bout tapet un aotregezh war an AES emañ gant an eil bloavezh master war ar Management... Hiroc'h zo da c'hoût war Loeiz-Vari bremañ. Enrollet e oa bet gant Erwan Blanchard. Skignet eo bet ar pennad-kaoz e-kerzh abadenn Trouz er gêr bet kinniget gant Karolina Ruffle. Tan dezhi!


Gwarez filmoù Breizh gant Mevena Guillouzic-Gouret

Gwarez filmoù Breizh gant Mevena Guillouzic-Gouret

19/09/2023

Da geñver devezhioù ar glad e oa bet kinniget gweladennoù heñchet e Gwarez filmoù Breizh. Un digarez da lakaat ar gaoz war ar pezh a vez great gant ar filmoù a zo bet fiziet ennañ. Mevena Guillouzic-Gouret a labour eno a zispleg hiroc'h deomp.
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc


Ograoù ha koc'hu Ploueskad gant Gérard Cornillet

Ograoù ha koc'hu Ploueskad gant Gérard Cornillet

15/09/2023

Seniñ a ra Gerard Cornillet an ograoù e iliz Sant Pêr e Ploueskad. Ur weladenn heñchet a oa bet kinniget gantañ evit gouzout hiroc'h diwar-benn ar benveg-se. Ha war un dro en deus displeget istor ar c'hoc'hu a zo e-barzh ar gummun, unan e-touez ar re goshañ e Breizh.
Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc


Cie Pluenn & Festival Panoramas

Cie Pluenn & Festival Panoramas

14/09/2023

"La Belle vie"a zo abadenn gentañ ar strollad"Pluenn". Un abadenn savet diwar barzhonegoù skrivet gant Klariz Bailleul .
Klevet 'vo ivez ur pennad-kaoz gant Julien Marzhin diwar-benn festival Panoramas a vo e Montoulez .
Gant Karolina


30 vloaz Ti menez are & Atalieroù ar Stal e Plouneour-Menez

30 vloaz Ti menez are & Atalieroù ar Stal e Plouneour-Menez

13/09/2023

---Abaoe 30 vloaz e kinnig Ti menez are gouzout hiroc'h diwar-benn an endro hag an natur e Brasparzh. Stefan Merrer, rener ar greizenn a zisplego istor ar greizenn deomp.
---E eil lodenn an abadenn e vo klevet Angelina Beauvir a zo o terc'hel ostaleri STAL e Plouneour-Menez. Kinniget e vez atalieroù artizanerezh eno ivez. Solen Lesouef 'zo e karg eus un atalier engravañ.


Krapat er gwez gant Alexandre Masson

Krapat er gwez gant Alexandre Masson

13/09/2023

E-pad an hañv e ginnig Alexandre Masson pignat ouzh ur wezenn fav a-drugarez da gerdin en Uhelgoad. Ar buhezour-natur en deus krouet e embregerezh Merzhin Nature daou vloaz 'zo.
Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


liz Sant Servez & un atalier da sevel loaioù koad

liz Sant Servez & un atalier da sevel loaioù koad

07/09/2023

Lodenn gentañ an abadenn 'vo gouestlet da oberennoù Yan' Dargent e iliz ha chapel Sant-Servez. Displegadennoù gant Ronan Hirrien.
Goude-se e vo graet anv eus un atalier bet kinniget e Sant Riwal da ziskouez d'an dud penaos ober loaioù koad. Klevet 'vo Gweltaz Duval-Guennog ha Gabriel Moulleg.
Gant Karolina


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ