Ar Brexit hag ar skiant ne rint ket un eured gwall vrav. Abaoe m'eo bet choazet gant an tu krenvañ eus annezidi-voterien ar Rouantelezh-Unanet d'en em zizober eus Europa e vezont diwisket en un eil doare: tec'hout a ra kuit ar skolveuridi eus ar vro. N'eo ket ar Brexit en pleustr c'hoazh m'he deus kollet ar vro 2 130 klasker e 2017. 'Brexodus ar pennoù' a reer eus ar finvadenn graet gant ar Saozon diplometañ war-zu broioù all, er gazetenn The Independant.
Petra 'dalv, mont dre un diwaskadenn startijenn hag imor pa deu ar goañv? Abalamour da betra e c'hoarvez? An trubuilh anavezet abalamour d'ar c'houlz-amzer a c'hell skeiñ etre 3 ha 5% deus ar boblañs met evit-se ne c'hell ket bezañ gwelet hepken evel 'blues ar goañv'. Kalz a dud a oar petra a dalv, ha n'eo ket ken grevus. TAS a reer eus an trubuilh-se e galleg. TAS evit Trouble Affectif Saisonnier. E saozneg: SAD
Ur prof ampoezonet a rit pa lezit ho c'hoarielloù kozh d'ho pugale pe da vugale ho pugale. Ur soñj vrav 'oa deuet deoc'h da gentañ koulskoude: fiziañ enne teñzorioù ho yaouankiz tenerañ. N'eo ket c'hwi, ma n'oc'h ket skiantourien, a c'hell kompren ar gwall graet evel-se. Pe pas penn da benn ma n'oc'h ket kimiourien. A-viskoazh ho peus kavet dommaj gwelet ho mignoned lakaat ar c'hirri-tan bihan, al loened-feur ne c'hoarie mui o bugale gante er pod-lastez. Gant ur sell all e c'heller gwelet se e-giz un choaz leugn a furnez. Kas ar c'hoarielloù d'ur rumm bugale d'egile a dalvez ampoezoniñ an holl.
E 2017 'oa bet diskouezet doare an Nevez-Zelandiz d'ober skol e-giz an hini gwellañ er bed. Petra eo e berzhioù kentañ? Meret eo an eurioù skol, ar programmoù-skol gant klaz gwevnded: graet 'vez eus barregezh hag ezhommoù ar skolidi. O red-skol, o c'hursus a c'hell bezañ chenchet seul gwezh ma vez ezhomm d'hen ober, ha se betek disoc'h o studioù. Personelaet e c'hell bezañ eus an deroù betek ar fin.
Er Rouantelezh Unanet 'vo ur vinistrezh evit stourm enep an digenvez sokial gouzañvet gant seurtoù tud zo. 9 milion e vefent er vro a-bezh. Ar gudenn-se 'oa bet gwelet ha komprenet gant an deputeez Jo Cox un nebeut bloavezhioù zo. Ganti 'oa bet krouet ur gomision barlamant evit en em soñjal war an diskoulmoù: unan anezhe 'oa digeriñ ur ministrerezh gouestlet da stourm a-enep an digenvez.
Ar servijoù sivik, pe 'konjeoù keodedek' a zo e-giz postoù-labour d'an dud en oad da labourat ha n'int ket c'hoazh 25 ploaz. Hervez ur studiadenn bet kaset gant Ensavadur-stad ar Yaouankiz hag an deskadurezh pobl e konter muioc'h-mui a dud yaouank prest d'en em ouestlañ er seurtoù kefridiezhioù-se.