Ar furchadegoù bet aozet tro-dro da Pegasus Bridge, nepell ouzh Caen, e Kalvados, a zo bet kaset d'o disoc'h n'eus ket keit-se. Emañ ar pont brudet-se war ar stêr Orne, ha dre ar pont-se 'oa bet aozet donedigezh an C'hevredidi en Emgann bras evit adc'hounit Normandi. Ar 6 vet Division breizhveuriat eo 'oa arru eno da gentañ.
Ne gavfemp ket trawalac'h a oksijen war gorre Meurzh evit analiñ. Eno eo kaver an dour dindan stumm togennoù skorn hag alkalaek ha sec'h eo al leur. Met gounit plant zo a c'heller ober memestra, hag en o zouez, an houpez, ha gant houpez e reer bier. Ar re o deus bet ar c'heloù-se o deus c'hoarzet. Petra? Gellet brasañ war Veurzh a vefe tu da ober? Met se a vefe evel bezañ er gêr, dreist!
E komansamant miz Even e vo lañset Kib bedel ar melldroad e Rusia. Hag ur soñj vrav zo deuet da batroned ur vreserezh vihan: lakaat ouzh o boutailhadoù bier etikedennoù gant banniel an 32 vro a dapo o flas er c'hrogadoù. En o zouez, Arabia Saoudaat. Ha gwall fachet int chomet gant se.
Araok pell ne vo mui fraosteg ebet er c'herioù bras, eme deomp ar c'hazetenner Antoine Calvino. Achu, ne vo ket kavet ken e plegoù koachet straedoù zo, savadurioù ha tachennoù dilezet a veze kavet repu enne gant bugale skol al louarn, an arzourien diwenneg hag ar glaskerien vara. Institusinoalizañ a reer betek ar skwatoù hiziv an deiz. Hag anvioù ofisiel 'vez roet dezhe, e-giz 'vefe graet da garteroù nevez: Foresta e Massilia, Soukmachines e Pantin, Les Grands Voisins e Paris, an Hangar Darwin e Bourdel, hag Enez ar Mekanikoù e Naoned. Modernizet eo bet ar fraostegi, hag enne eo reoliet strizh ar vuhez bremañ.
Chañsoù zo n' ho pefe ket bet gwelet gwezh ebet en ho puhez, evit gwir, kokain. Nemet e vefec'h ur ribouler daonet, kentoc'h yaouank, p'eo ar c'hokain un dramm bet demokratelaet, ma c'heller lâret an traoù evel-se. Met ken demokratelaet eo ken e vez adkavet en holl metoù sokial bremañ, hag ouzhpenn e ti an arzourien binvidik o chom e kerioù bras, e-giz 'oa diskouezet gant skeudenn Epinal betek hen. Ken demokratelaet ken e c'hellfec'h kaout gwezh ha gwezh all ouzh pennoù o bizied roudoù eus bleud kokain.
Troet 'oa pobl Island d'ar Gristeniezh abalamour d'ur menez-tan. E 939. E fin ar milved kentañ goude ganedigezh Jezuz-Krist' oa c'hoazh an Islandiz paganed. P'eo tarzhet ur menez war o enez eo be chenchet prim o c'hredennoù, p'o deus gwelet disoc'h ar gwallreuz-se war o buhez.. Klaskerien eus skol-veur Cambridge, evit diskleriañ se 'oa komañset dagentañ da sellet ouzh ar gwez war Island.. « Kelc'hioù-kreskiñ ar gwez, ur barzhoneg, ha kalz a lava o deus sikouret dimp da gompren petra zo c'hoarvezet d'an Islandiz ha perak eo ar Baganiezh da goll » emezont.
Adkavet zo bet ur valumig marv war aochoù Murcie, e bro Spagn, un nebeut deizioù zo. Ha pa c'hoarvez d'ar skiantourien o dez preder war abegoù marv al loened gouez yaouank da gaout digarez da studiañ o c'horfoù e reont. Digoret eo bet al loen bet kavet e-kichen tour-tan Cabo de Palos d'ar 27 a viz C'hwevrer. En e zek metr a gorf, resisoc'h en e vouzelloù, ez eus bet kavet tost 29 kilo a zilerc'hioù plastik.