A-benn 2020 'vo dibosubl da vat bevañ e bandenn Gaza, o deus diskleriet arbennigourien ar Cnuced en ONU, Aozadur ar Broadoù Unanet. Karget an dud-se da studiañ ha da zielfennañ disoc'hoù an diorren hag ar c'hoñvers. Hag e bandenn Gaza, anat deoc'h, ne c'heller ket diorren an ekonomiezh hag asuriñ yec'hed an annezidi.
Chaseal ha dastum ar boutailhoù goullo: setu un dra nevez, anfurmel en ekonomiezh alaman. Kaoz a zo amañ eus ur sistem, ur reizhad ha n'eo ket bet lakaet e reolennoù du war wenn. Lakaet ez eus bet e pleustr en Alamagn un adnaouiñ (consigne e galleg) war endalc'herioù an evajoù, ha deuet asambles gantañ ur rummad tud nevez er gevredigezh, e kêr dreist-holl: an dastumerien boutailhoù goullo. "Pfandslammer" a reer deusoute. Sikour zo roet dezhe en o labour gant tud ha kevredigezhioù liesseurt, kontant da skoazell an dud paour-se.