E Russia n'eo ket mui gouest an dud da suportiñ ' talc'hfe ar gouarnamant da zistruj ar boued o tont eus ar broioù bet lakaet un embargo warne. P'emañ c'hoazh oc'h ouzhpennañ broioù da listennad an embargo emañ ar strollad komunour o paouez sevel ur raktres lezenn evit ma vo kentoc'h roet ar boued-se d'ar rusianed paourañ.
Ar mandarineg 'vo desket da bugale Afrika ar Su, ha n 'eo ket kentelioù da zibab 'vo. Evit ar gouarnamant e kaver amañ un doare da vroudañ an holl er vro da greñvaat o darempredoù konverzh gant Sina en dazont. Ar c'hentelioù-se a vo roet en holl skolioù kentañ derez. An enebourien d'ar steuñv-mañ a gav ennañ c'hwezh an impalaeriezh.
N'eus bet morse er bed kement a repuidi, a dud dislec'hiet abalamour d'ar brezelioù. 60 milion int bremañ. Uhelgomiseriezh ar Broadoù unanet evit ar repuidi he deus roet he danevell-bloaz hag ar sifr-se a dizher e 2014. 60 milion. Ha kresket eo buan an niver a dud rediet da guitaat o ziez hag o broioù evit chom bev. E 2013 'oa bet kontet 51 a dud diblaset er bed. Dindan 12 miz 'oa tost da 9 vilion a dud ouzhpenn er gont-se.
Thomas van Linge zo naontek vloaz ha gwellañ kartenner ar brezel sirian eo. Heuliet 'vez reoliek gant ouzhpenn 21 000 den dre Dwitter. Gras d'e gartennoù resis e c'heller heuliañ araokadennoù Daech eus un deiz d'egile abaoe miz Genver 2014. Betek bellourien ar Stad Islamek a sell oute.