Priz ar megawattheure (MWh) a zo digresket a galz e Portugal, betek treiñ da rekord e istor priz an tredan eno. Koust a raio bremañ unnek euro pevarzek. Setu ur c'heloù mat evit ar Bortugaliz. Neblec'h er bed e vo ken izel priz an tredan. Marc'hataet eo bet ar priz-se gant produerien lakaet war renk da gaout takadoù da staliañ o c'hreizennoù heol. Galvet 'oa ar broduerien tredan d'ober kinnigoù d'ar gouarnamant. Ar greizenn prometaet 'vo savet etre Albufeira ha Vilamoura, en Algarve, e Su Portugal. Efedus eo bet er fin lakaat an holl broduerien d'ober o c'hinnigoù war un dro: kontrol d'ur gwerzh sav-taol eo bet!
A-benn miz gwengolo 'vo roet ur c'hrogad rugby e norzh Fukushima. Kip ar Bed 'vo, ha Japan eo penn-aozer an emgavioù-se. E 2020 'vo graet plas d'ar C'hoarioù Olimpek ha kregiñ a rint e Fukushima. An diviz etrevroadel-se zo bet kemeret e 2013, 2 vloaz goude an tsunami a oa bet distrujet gantañ kreizenn nukleel Fukushima. Peogwir 'oa disoc'hoù ar gwallzarvoud meur-se 'under control' eus a lâre ar C'hentañ ministr Abe, goude marv un 20 000 a dud d'an 11 a viz meurzh 2011.
Ma rafemp hor seizh gwellañ, a-stroll, evit stourm efedus a-enep chenchamant an hin e vefe krouet tost da 18 milion a bostoù labour ouzhpenn er bed. Klask bihanaat ar c'hementad a c'haz a efed ti-gwer a lakafe tud zo da goll o labour, met pa reer ar gont e vefe peder gwezh muioc'h a bostoù krouet evit a bostoù distrujet.
E Venezuala e reer bremañ gant ur moneiz enlinenn, elektronek, ar 'petro'. A-ziwar skouer ar 'bitcoin'. Diskleriet eo bet gant ar prezidant Nicolas Maduro d'an 3 a viz Kerzu 2017, ha servijout a raio da dremen e-biou ar c'hastizoù ekonomikel gouzañvet gant ar vro. Jedet eo talvoudegezh ar moneiz-se eus feur an eoul-maen.
Ford ha Volkswagen o deus roet o micherourien-sindikalour da juntenn-arme Arc'hentina.. E fin miz Kerzu e oa digoret ur prosez diembann e Arc'hantina: hini ar sternourien o deus labouret evit Ford etre 1976 ha 1983. Petra a zo lakaet war o chouk? Tamallaet zo dezhe bezañ aozet ur c'henwallerezh gant an diktatouriezh-lu. Er prantad-se 'oa aet diwar-wel e-tro 30 000 keodedour (an desaparecidos), 15 000 all 'oa bet andishaet gant ar gouarnamant, 9 000 inskrivet evel prizonnidi politikel, ha 500 bugel zo bet laeret.
Merourien ur mirdi e Boston o deus tutet Riley en o skipailh. Er fin, tutet,ma c'heller lâret an traoù evel-se, peogwir ez eo ki, Riley. Ur c'hi-hemolc'h pe 'chien braque' e galleg. Ne vo ket gopret Riley dres evel an implijidi all. Karget 'vo hor mignon oadet a zaouzek sizhunvezh evit poent, da ziwall ma ne dosta ket familhoù loened bihan zo un tammig re dost ouzh al livadurioù. Goude detektiñ an drammoù, ar c'hrignoù bev, an armoù, ar moneiz faos e vefe gouest ar chas da glevet an arvevadoù, ar parasitoù evel ar preñv-dilhad: mont a reont e lien al livadurioù d'ober o frikoioù ma vezont lezet da ober. Hag ur pikol kudenn int er mirdioù.