Japan a baeo digolloù d''ar merc'hed a gennerzh, a goñforzh e-giz int bet lesanvet eleveziek. En gwirionez 'oant dalchet dindan sklaverezh evit ezhommoù seks ar soudarded e-kerzh an Eil Brezel bed. Pell 'zo oa chomet Korea ar Su o c'hortoz e anzavfe Japan ar fedoù lous-se.
Etre 2009 ha 2014 e oa en em gavet 220 milion a zolarou en trevadennoù israelian er-maez lezenn. Tremenet eo an argant-se dre fondasionoù amerikan a-raok erruout e Cisjordania. Ha koulskoude e talc''h mistri Washington da ziskleriañ gwelet en trevadennoù er-maez lezenn-se ar skoilhoù kentañ d''ar peoc''h.
Dindan un nebeut deizioù eo troet ar Zuism eus kult, azeulerezh dianav da pouezusañ relijion Island. An andro-se, pe an distro ouzh Doue a larfe lod, a zo ur pal dezhañ, un abeg: rediañ ar Stad da baouez d''ober d'an holl islandiz paeañ un taos a vez dasparzet da c'houde etre an ilisoù anavezet ez ofisiel war an enez.
Kevrin Tric''horn ar Bermudez a c'hellfe bezañ displeget gras da glogorennoù a vetan. Kavadennoù talvoudus a reer evit an deizioù e strad ar mor a-vaez da Siberia. Ha gant se e c'hell ar skiantourien degas war an daol martezeadennoù bet graet hep bezañ kadarnaet c'hoazh : tarzhadennoù pochadoù metan a vefe penn kaoz e vije aet diwar wel kalzig bagoù ha kirri-nij e Tric'horn ar Bermudez.