Kavet ez eus bet un arm nevez enep an dreist-bakterioù. Seul wezh m'ho peus afer gant un dañjer nevez e ranker modernizaat ho arsanailh d'en em zifenn, hag an enebour, d'e dro, a gavo un taol diarbenn da adc'hounit tachenn. Strategiezh-meur ar brezel an hini eo, ha dres heñvel eo an traoù evit ar pezh a sell ouzh ar yec'hed. Gwir tachennoù emgann eo hor c'horfoù diouzh ar savboent-mañ. Deus un tu an antibiotikoù, deus an tu all ar bakterioù. Hag ar re-mañ zo kreñvoc'h-krenvañ fas d'ar re gentañ.
4 400 den a vez lazhet gant an droug-skevent bemdez dre ar bed. Un danevell dre skrid diwar-benn an dorzhellegezh a zo bet embannet nevez zo gant Aozadur bedel ar yec'hed. Lakaat a ra war wel an holl araokadennoù bet graet abaoe 25 bloaz evit kemer e karg ar glañvourien ha mirout ouzh an dud war var da dapout ar c'hleñved sec'h da dapout anezhañ. Diskouezh a ra ken splann all an holl draoù a chom da ober da ezvoudañ, da zigwriañ ar c'hleñved-se.
Bordilhañ a ra ar mikroboù e strad ar morioù. E-pad ma 'ra ijinennoù-egor beajoù hir war-zu al Loar ha Mars a-benn kaout mikroboù warne e tiskoacher c'hoazh stummoù buhezioù souezhus war ar voul douar... Daniz zo bet o furchal e Foz ar Mariana, toull donnañ pluskenn an Douar, e Gwalarn ar Pasifik. Kaset o deus o binviji-studiañ 11 000 metr dindan gorre ar mor. Se zo 'giz diskenn an Everest ha c'hoazh 2 000 metr.
Kadarnaet eo gant ar skiantourien ur wezh c''hoazh : an urhziataeroù, n''int ket par d''an empennoù yac''hañ. Zoken ma c''hoarvezh deomp alies da lezel war hol lec''h kalzig a draoù, alc''hwezioù hag all, da vezañ dic''houest da ziskoulmañ ur gudenn vatematik, arabat disoñjal un dra. Barregezhioù hon empennoù a vefe dek gwezh dreist ar pezh a veze soñjet betek hen. Ur sapre taol dispac'h eo e bed an neuroskiantoù, eme eil-siner ar studiadenn-se bet embannet er gelaouenn skiantel eLife, ar c''helenner Terry Sejnowski.
Abalamour da betra ne reer ket 'teroristed' eus cow-boys an Oregon ? Abaoe un tammig pelloc'h evit ur sizhunvez e klever e-giz c'hwezh ar Far-West er Stadoù-Unanet, dreist-holl er c'helaouennoù : abaoe an 2 a viz Genver eo bac'het ur strolladig paotred-saout armeet en ur savadur kevredadel, federal, e stad an Oregon.
Pelloc''h evit un hanter gantved zo e kuitae Felix Arbez Frañs da vont da lakaat ul lodenn vat eus e argent war ur gont suis. 545 632 'oa niverenn e gont. Ha da c'houde ne ouezer ket petra neus bet graet Felix Arbez : n'eo ket deuet biskoazh da c'houlenn e wenneien. Chomet int kousket en un ti-bank helvet.