Renerien Frontex, an ajañs karget da evezhiañ harzoù diavaez an Unvaniezh european, a zo bet galvet gant ur c'hlasker saoz war o sifroù, faos hervezañ. Hag anzav o deus ranket tud Frontex bezañ dreistpriziet an niver a dud arruet e Europa abaoe penn kentañ an enkadenn enbroañ. Gellet a reer soñjal meo bet graet a ratozh-ker evit goulenn muioch a argant da gas o chefridiezhioù da benn.
En Unvaniezh European e konter 123 milion a dud gwall dost ga gouezhañ er baourentezh, ha kresket eo an niver-se abaoe an enkadenn argant, anat eo. Ha petra 'neus ar rol pennañ eo se? Al lobbioù. An holl bolitikerezhioù european zo gouestlet da binvidikaat, da azasaat buhez ar re binvidikañ, an uhelidi, ha krenvaat a reont evel-se an disingalderioù, a lenner e danevell ziwezhañ Oxfam.
Eman renerien Facebook o paouez embann ur buletins-kelaouin a-bouezh diwar-benn surentez ar c'homptoù dalc'het dre ar rouedad-man. Adalek breman e kelaouint kement den, kevredigezh, strollad tud spiet gant ur stad evit o mennozhioù politikel, o oberiadennoù sokial.