Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Avel em fenn - d'ar Gwener 21 a viz Here

Avel em fenn - d'ar Gwener 21 a viz Here

13/04/2023

Kronikenn lennegel "Barzhaz" ar sizhun, gant Magali Baron eus Kuzul ar Brezhoneg ha Tomaz Laken eus RKB a zo diwar-benn adembannadur trilogiezh danevell-vuhez Jarl Priel gant ti-embann An Alarc'h. Atersadenn an devezh 'zo gant Fabrice Malardé eus ar gevredigezh "Poar ar 'leur" a vro Bubry ba Morbihan. Kaozeal 'ra deomp deus pezh 'vez graet gante a-hed ar bloaz ha deus un darvoud aozet gante e Sant-Ewan Bubry d'an 28 ha d'an 29 a viz here : ur film diwar-benn ar chistr skignet, ur brezegenn gouestlet da hengoun Bro-Pourlet hag ur "C'han ha tapas". Ar c'heleier 'zo kinniget gant Tomaz Laken. Ha da glozañ an abadenn 'vez klevet lodenn diwezhañ "Pennad-kaoz ar sizhun" gant Léandre Mandard, un istorour, hag a zo o skrivañ un dezenn diwar-benn an adlodennañ e Breizh hag ar stourmoù bet enneptañ. Emañ ouzh mikro Tomaz Laken.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Jungle by Night, Deluxe, ESG, Sanhog


Avel em fenn - Merc'her 19 a viz Here

Avel em fenn - Merc'her 19 a viz Here

13/04/2023

En abadenn e vo klevet lodenn diwezhañ ar gronikenn Peseurt mod 'vez lâret diar-benn brezhoneg Bro Dreger vihan. Bernard Cabon 'n oa kontet deomp deus e amezeg Pier Mari Le Lous 'kerzh ar gronikennoù tremenet, aze e vo klevet brezhoneg flour Le lous, tennet deus ur video Blaz Bazhvalan gant Kristian Braz.
Ur [reportaj e studio Dizale] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/53385) lec'h m'emañ Anaïs Leroux o seveniñ ur fiksion radio tennet deus levr Jerom Olivry "Ouzh skleur an noz".
Ha goude Keleier 5e30 trede lodenn [Pennad-kaoz ar sizhun diwar-benn an adlodennañ gant Leandre Mandard] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/53457) hag ar gronikenn Ouzhpenn ar Vretoned 'zo.


Avel em fenn - Merc'her 12 a viz Here

Avel em fenn - Merc'her 12 a viz Here

13/04/2023

Ar gronikenn Teñzor ar brezhoneg komzet gant Yann-Bêr Guyader o komz deus an dro lavar "Hennezh 'zo mab da Soaz an Ogejoù" deus mikro Tomaz Laken. Da c'houde un atersadenn gant Lucienne Moisan, plac'h an natur tro-dro da enezenn Moelez, diwar-benn ar skraviked a zo bet nebeut tre dionte o tont ar bloaz-mañ.
Hag evit echuiñ trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun war ar Seizh Sant gant Bastian Gwilhouz deus ar C'houerc'had hag ar gronikenn Ouzhpenn ar Vretoned 'zo war kumuniezh yusev ar Bnei Menashe.


Avel em fenn - d'ar Meurzh 18 a viz Here

Avel em fenn - d'ar Meurzh 18 a viz Here

13/04/2023

Er gronikenn "Brezhoweb" e kaoze Florent Grouin deomp eus Ar vigornez hag ar valum, ur film-bevaat, tresadenn-vev, 26 munut a vo kinniget war ar chadenn e-pad ar vakañsoù o tont. Goude 'vez klevet tro-ha-tro Maina Ar Gars, Maxime Touzé ha Valérie Kervella, o tisplegañ perak e chomfont hep sellet ouzh krogadoù melldroad Kip ar bed e Katar. Emaint ouzh mikro Yuna Kojan. Keleier ar vro hag ar bed 'zo kinniget gant Yuna Kojan. Pennad-kaoaz ar sizhun-mañ 'zo diwar-benn istor an adlodennañ e Breizh, Léandre Mandard a respont da c'houlennoù Tomaz Laken. Da glozañ an abadenn 'vez klevet Anne Koadig ouzh mikro Maelle Ausias, evit trede lodenn ar gronikenn "Tamm ha tamm 'vez graet he bragoù da Chann" diwar-benn ar Parded merc'hed-paotred.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Les Ours du Scorff.


Boycott Kib Katar 2022 - gant Maina ar Gars, Maxime Touzé ha Valérie Kervella

Boycott Kib Katar 2022 - gant Maina ar Gars, Maxime Touzé ha Valérie Kervella

13/04/2023

E 2010 e oa bet divizet gant ar FIFA en em dalc'hfe kampionad melldroad ar Bed e bro Katar. D'ar c'houlz-se dija oa bet reuz tro dro d'an afer-se. Hirie an deiz, ur miz a-raok e krogfe ar c'hib e sav ur bern mouezioù evit gervel an dud da "voycottiñ" ar c'hrogadoù.
Maina Ar Gars, Maxime Touzé ha Valérie Kervella a zo sot gant ar foot o-zri. Koulskoude e vezont klevet tro-ha-tro o tisplegañ perak e chomfont hep sellet ouzh krogadoù melldroad Kip ar bed e Katar. Emaint ouzh mikro Yuna Kojan.


Avel em fenn - Gwener 14 a viz Du

Avel em fenn - Gwener 14 a viz Du

13/04/2023

En abadenn e vo klevet ar gronikenn Barzhaz diwar-benn al levr [Pell diouzh an doarenn. ] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/53080) Goude e vo klevet un atersaden war eeun gant Padrig Ferog, deus ar gengevredigezh Raok ha Goulven Gentil deus Ofis an douristelezh komz deus al labour a reont war dachenn an ekonomiezh hag an douristelezh e brezhoneg e Kreiz Breizh. Echuet 'vo an abadenn gant lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun er Seizh Sant gant Bastian Gwilhouz deus ar C'houerc'had.


Sevel ur faltazi radio - gant Anais Leroux ha Bleuñvenn Konan

Sevel ur faltazi radio - gant Anais Leroux ha Bleuñvenn Konan

13/04/2023

Emañ skipailh Dizale e Kemper o peurechuiñ enrollañ ur fiksion radio nevez diwar roman polis Jerom Olivry Ouzh Skleur an Noz. Al levr, embannet 'ti Al liamm, en doa paket priz dazont ar brezhoneg e 2019. An istor sunerien-gwad-se ‘zo bet azasaet ha sevenet gant Anais Leroux a-benn kinnig ur faltazi 15 rann d’ar radioioù brezhonek. Prest 'vo a-benn un nebeut mizioù, e 2023, met a-raok e chom labour war ar stern !
Amañ vo klevet un tañva deus ‘pezh eo labour enrollañ ur faltazi en ur studio, leurenn a-dreñv ur raktres seurt-se, en un doare. Ul labour pizh, resis tre, lec’h ‘vez soñjet da doud ar munudoù hag enrollet betek an disterañ trouz, zoken trouzioù displijus ar sunerien-gwad !
Emañ Bleuñvenn Konan, prestet ganti he mouez evit ar faltazi, Jean-mari Olliver, ijinour-son e Dizale, hag Anais Leroux, sevenourez ar raktrez, o labourat... Selaouomp anezhe.
Ur reportaj graet gant Rose Troadeg


Avel em fenn - d'al Lun 17 a viz Here

Avel em fenn - d'al Lun 17 a viz Here

13/04/2023

Er gronikenn "Dastum" e kont Maelle Ausias deomp eus buhez Mari-Añj Konan, kanerez eus ar Morbihan brudet evit he mouez hag he stil. Benjamin Bouard 'zo bet o atersiñ Yann Meur diwar-benn al levr en deus nevez embannet e ti Kenleur : Pouchi-Poucha, sur les traces de Pardon Speied, peadra da c'houzout hiroc'h diwar-benn orin ar ganaouenn mil-brudet "Pardon Speied". Ar c'heleier 'zo kinniget gant Anton Burel. E "Pennad-kaoz ar sizhun" e vez kaoz deus istor an adlodennañ, Léandre Mandard, bet graet un dezenn war ar sujed-se a responto a-hed ar sizhun da c'houlennoù Tomaz Laken. Kronikenn Florie Thielin "Ur blantenn, un istor" a zo, evit sizhun, diwar-benn ar gwinizh "poulard" gant displegadennoù Pierre-Yves Le Panse, paesant-"toazenner" e Groñvel.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : "Pouchi-poucha" diwar ar c'hlip savet gant Yann Meur ha Konogan an Habask, Quiconico, The Hot 8 Brass Band


Bro Alré Gouil Bamdé - gant Olier Berson

Bro Alré Gouil Bamdé - gant Olier Berson

13/04/2023

Olier Berson a labour e Ti Douar Alre a ginnig deomp ar festival "Automne Autrement", "Bro Alré Gouil Bamdé" evit an anv brezhonek. Ur arvest douget abaoe 18 bloaz, gant Ti Douar Alre e Plewigner, hag a stroll toud an abadennoù a denn da sevenadur Breizh, pe vefe yezh, muzik, dañs pe c’hoazh glad, e Bro an Alre. Marteze ho peus bet tro da welet al levrigoù bihan a ginnig ar program liesseurt-se, gant ur binioù treuzwisket en un delienn diskar-amzer livet war ar gollo. An arvestoù a c’hoarvezo betek an 13 a viz Du e Su ar Morbihan, hag ar program a c'hellit kavout war al lec'hienn www.tidouaralre.com.
Atersadenn : Rose Troadeg


Avel em fenn - d'ar Meurzh 11 aviz Here

Avel em fenn - d'ar Meurzh 11 aviz Here

13/04/2023

Hirie e lak Florent Grouin ar gaoz war 4/13 munut e Breizh, reportajoù berr a ra berzh war Brezhoweb. Olier Berson deus Ti Douar Alre a ro deomp un tañva deus program "Bro Alre gouil bamdé", ur festival dalc'het etre ar 7 a viz here betek an 13 a viz du. Ar c'heleier 'zo kaset gant Erwan Blanchard deus Arvorig Fm. E "Pennad-kaoz ar sizhun", Bastian Guillou a gomz deomp deus al liamm a zo etre mojenn ar Seizh Sant amañ e Breizh ha hini a vez kavet er broioù arabeg, ha deus krouidigezh ar bardon hanter gristen hanter vuzulman a vez e vilajenn ar Seizh Sant bep bloaz e miz gouere.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Balkan Beat Box, Jean-Luc Thomas ha Gabriel Faure, Janis Joplin


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ