Evit un devezh ken dreistordinal hag an 29 a viz C'hwevrer eo bet pedet Yann Ar C'horr, soner akordeons war eeun en abadenn evit komz deus ur festival aozet gant e gevredigezh Muut. Ar festival anvet Plié-Deplié a vo dalc'het deus ar 15 betek ar 17 a viz Meurzh gant ur sonadeg d'ar 15 hag ur staj sonerezh d'ar 16 ha 17.
Keleier ar vro hag ar bed gant Yuna Kojean
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Juluan Ar C'hozh o kontañ e vloavezh e bro Jeorji
Distro eo an daouad gant Jean-Michel Veillon ha Lors Jouin evit un nebeut sonadeg. Un digarez da gontañ kaoz gant hemañ diwezhañ evit kaout e sell war pouezusted ar fed kompren ar pezh a vez lâret er c'hanaouennoù hag ar sonerezh a vez kompozet da heul, petra lâr ur ganaouenn choazet war un den ha penaos dremene an traoù pa oa eñ yaouank o labourat e tier-feurm Breizh.
« An dourvarc’h na ouie ket neuial ». Setu aze un istor souezhus. Istor Peskennig un dourvarc’h eus Bro-Genya ha na oa ket heñvel ouzh an dourvarc’hed all… Deuet eo an istor-se da wir a-drugarez da zaou zen o deus graet anaoudegezh an eil gant egile e-skeud ur stummadur hir da zeskiñ brezhoneg. Ijinet eo bet an istor gant Jakez Segalen war zigarez ur boelladenn. Eñ ‘noa kinniget d’e stummerez, Chloe Garel-Delval, pinvidikaat e skrid gant tresadennoù… Ha setu deuet er-maez ar wask ul levr kaer ha leun a fent evit ar vugale bras ha bihan, bet embannet e komañsamant ar bloaz gant An Alarc’h Embannadurioù a zo ezel eus Kuzul ar Brezhoneg.
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken
50 vlez eo An Drouzerion! Deuet e oa Jorj hag Izan Belz da gontiñ istoér ar strollad, ha da ganiñ evit plijadur hor ziskouarn. Da lidiñ blez ar strollad e vo ur fest-deiz ha noz bras e Klegereg, emgav d'ar Sadorn 9/03.
Pennad-kaoz ar sizhun: 3vet rann get Juluan Ar C'hozh, a oa bet da veviñ ur blez e bro Jeorji. Un atersadenn doc'h mikro Tomaz Laken (RKB).
Teknikoù poderez Awen Prigent ha poazhiñ ar podoù, setu kinnig Maëlle Ausias (RKB) da adkavout [AMAÑ] (http://www.rkb.bzh/daouarn-ha-pri/) ivez!
[Keleier ar vro] (https://radiobreizh.bzh/programme/1) get Metig Jakez Vargas dre-eeun a studio Radio Kerne e Ploneiz. Avel em fenn kaset get Enora Molac dre-eeun a Bondi.
O paouez embann ul levr emañ Erwan Chartier, penn-redaktour ar gazetenn Ar Poc'her war 50 vloaz an darzhadenn bet graet gant an ARB-FLB er Roc'h Tredudon. [Kontañ a ra da Domaz Laken] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/61340) penaos e veze meret ar mediaoù e 1974.
Ar gronikenn Ouzhpenn ar Vretoned 'zo war an ninnorsk hag ar bokmal
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Tomaz Laken
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Nelly, sorserez a-vremañ.
Un atersadenn gant Lors Jouin, kaner, e-skeud div sonadeg gantañ ha Jean-Michel Veillon. Un daouad brezhonegerien stag deus pozioù an tonioù ha deus an didrouz a vez ezhomm evit kompren mat ster ar c'hanaouennoù.
Ar gronikenn Barzhaz war anvioù tud Bro Wenrann gant Bertrand Luçon.
Keleier ar vro hag ar bed gant Anton Burel
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun gant Nelly, sorserez a-vremañ.
SkeeQ a zo ur strollad breizhat o seniñ sonerezh broioù an Norzh. Mael L'hopiteau a son telenn en triad-mañ ha displegañ a ra da Vorgane Cotten petra ar sonerezh hengounel a skandinavi.
Ar gronikenn Daouarn ha Pri gant Awen Prigent o kontañ pegen pouezus eo naetaat foñs an tassoù.
Keleier ar vro hag ar bed gant Yuna Kojean
Trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Nelly, ur sorserez a-vremañ.
[Evit ar pevare wezh eo aozet Festival ar Foto Loened e Ti Menez Are.] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/61242) Un darvoud graet evit ar re a zo plijet da welet al loened en ur mod disheñvel. Stephane Merrer, rener Ti Menez Are a gont penaos eo aozet an darvoud.
Ar gronikenn Barzhaz war anvioù tud bro Wenrann gant Bertrand Luçon.
Keleier ar vro hag ar bed
[Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun war al labourerien-douar o vanifestiñ.] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/61294) Gant Olivier Charles, maer Bulat ha labourer-douar ha Juluan Taleg, mouezh-aotreet Kenstroll Peizanted Penn-ar-Bed
[Un atersadenn gant Tristan Gloaguen] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/61245) , kelenner dañs e Strollad Dañserien Kastell-Nevez ar Faou. Displegañ a ra deomp penaos eo ganet ar strollad-mañ, petra eo hag a lid a zo bet aozet gante evit o 25.
Ar gronikenn Ouzhpenn ar Vretoned 'zo kinniget gant Benjamin Bouard war an [Turked ha Pomaks en Bulgari] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/60519) .
[Un atersadenn dre bellgomz gant Awen Prigent ] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/61244) evit komz deus un nozvezh e Benac'h tro-dro da grouerien ar barroz.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Anton Burel
Pevare lodenn [Pennad-kaoz ar sizhun war al labourerien-douar o stourm] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/61294) gant Olivier Charles, maer Bulat ha labourer-douar, ha Loeiz Stervinou ha Loeiz-Pêr Kraz, labourerien-douar war o leve bet o manifestiñ gant ar C'henstroll Peizanted.
N'eo ket prop daouarn ONGoù 'zo, da gwarañtiñ an natur. E-dan krouidigezh parkeier bras e vez gwasket pobloù orin a vev enno a-houde pell. Ar WWF a zo tamalet dehi gwaskiñ ar bobl Baka e Kongo, ha skouerioù ur seurt a kaver e pep lec'h er bed. Ur levr a zo bet skrivet get an antropologerez Fiore Longo, Décoloniser la protection de la nature. Muioc'h geti, renerez [Survival International] (https://www.survivalinternational.fr/) Frañs & Spagn.
Muioc'h da glevet geti, doc'h mikro Enora Molac. Mouezh brezhoneger: Yuna Cojean.
Skeudenn tennet en UBS, e-pad predegenn Fiore Longo b'An Oriant, pedet get Kenstroll Pesketa ha Diorren (Alan Ar Sann, a gleiz, Fiore Longo, a-zehoù).