Luzhiet mat ar situasion geopolitikel e Jeorjia. Muioc'h get Juluan Ar C'hozh a oa chomet ur blez enno, distroet da Vreizh n'eus ket pell 'zo. Pennad-kaoz ar suhun-mañ kaset get Tomaz Laken (RKB). Podkast evit klevout ar reportaj bet graet e miz Meurzh 2019 e Jeorjia [AMAÑ] (https://rbg.bzh/episode/31683/) !
Un aotregezh nevez a vez kinniget en UBO: ar PPPE. Parcours Préparatoire au Professorat des Ecoles. Muioc'h get Guenole Larvor, a zo kelenner enno adal ar penn kommañs. Un atersadenn kaset get Laetitia Fitamant a Radio Kerne.
Ur sapre taol oa bet graet get FC An Oriant, evit ar brezhoneg. Arriued Morwenn Lenormand èl speakerez ar c'hlub melldroad, evit buheziñ ar c'hrogadoù. Muioc'h a-ziàr an afer get Florent Grouin, en deus embannet [ un abadenn geleier 4 vunutenn àr Brezhoweb] (https://www.brezhoweb.bzh/Brezhoneg-football-klub-oriant-munud-breizh_fiche_4315.html) .
Avel em fenn a zo bet buhezet get Enora Molac dre-eeun a Bondi e studio RBG. Keleier ar vro get Tomaz Laken e Rostrenn dre-eeun a studio RKB.
N'eo ket prop daouarn ONGoù 'zo, da gwarañtiñ an natur. E-dan krouidigezh parkeier bras e vez gwasket pobloù orin a vev enno a-houde pell. Ar WWF a zo tamalet dehi gwaskiñ ar bobl Baka e Kongo, ha skouerioù ur seurt a kaver e pep lec'h er bed. Ur levr a zo bet skrivet get an antropologerez Fiore Longo, a zo renerez [Survival International] (https://www.survivalinternational.fr/) Frañs & Spagn. Muioc'h da glevet e penn kommañs an abadenn geti, doc'h mikro Enora Molac. Mouezh brezhoneger: Yuna Cojean.
Pennad-kaoz ar sizhun: Juluan ar C'hozh a-ziàr e veaj e Jeorji & Armeni. Un atersadenn get Tomaz Laken (RKB).
Adkavit ivez Alan Goulwen er gronikenn yec'hed, evit 3vet kronikenn a-ziàr istoér ar vaksin. Keleier ar vro get Anton Burel. Avel em fenn a zo bet buhezet dre-eeun a Bondi e studio RBG get Enora Molac.
Hanter-kant vloaz zo, e-kreiz an noz etre an drizek hag ar bevarzek a viz C’hwevrer 1974 e oa bet trouz e Menez Are ! Gant an FLB-ARB e oa bet roet lamm da skingaser an ORTF e Roc’h Tredudon… War zigarez deiz-ha-bloaz an taol sebezus-se en deus bet Erwan Chartier, pennredaktour kazetenn ar Poc’hêr ar soñj da skrivañ ha da embann ul levr aes da lenn, d’an dud da gompren ar perag hag ar penaoz eus ar feulster politikel e Breizh er bloavezhioù 1970. Anavezet mat eo an istor-se gant Erwan Chartier. Ouzhpenn pemzek vloaz zo en doa skrivet ul levr diwar-benn Talbenn Dieubiñ Breizh gant Alain Kabon. Ul levr anvet « Le dossier FLB ». D’ar c’houlz-se e oa bet an daou gazetenner o c’houlennata kalz a dud bet o c’hoari er strollad kuzh. Met diwar-benn gwalldaol Roc’h Tredudon ne oa ket bet kalz anezhe o tigeriñ o beg…
Ur pennad-kaoz gant Tomaz Laken
« Roc’h Tredudon 1974, La bombe et le pylône », zo nevez embannet gant Erwan Chartier dindan ar rummad « Taol penn-bazh ».
Un danevell 'zo bet embannet get kambr rannvroel ar c'hontoù, a-ziàr Diwan. Alioù a zo bet roet d'ar gevredigezh, dreist-ordinal a-wal eo. Muioc'h get Yves-Marie Derbré-Salaun, teñzorer Diwan doc'h mikro Yuna Cojean.
Eil tamm Pennad-kaoz ar suhun e kompagnunezh Nely: klevet e vo hirroc'h a-ziàr kartennoù tarot ar marv hag an hani krouget. Un dennadenn gevrinus. An tamm ketañ a zo da selaou en-dro [amañ] (https://radiobreizh.bzh/episode/61272) .
Da glevout ivez en abadenn: Florent Grouin, karget a produiñ Brezhoweb a-ziàr eil koulzad [An istoér livet get buhez Jeanne Malivel] (https://www.brezhoweb.bzh/Jeanne-malivel-seiz-breur-breizh-istor-livet_fiche_4283.html) .
Keleier ar vro & ar bed get Erwan Blanchard dre-eeun ag Arvorig FM (Landerne), buhezet Avel em fenn hiriv get Enora Molac dre-eeun a Bondi (RBG).
Loc'hiñ un datathon oa an dibenn-suhun mañ get ar foñs roadennoù Breizh Niverel, bet krouet gant ar gevredigezh [Pik BZH] (https://www.pik.bzh/) . Pal ar raktres-se a zo dastum roadennoù e yezhoù bihaniver evit gallout enbarzhañ anezho gwelloc'h en ostilhoù niverel evel an naouegezh artifisiel pe an droerien emgefre evel Google Translate. Mélanie Jouitteau, enklaskerez er CNRS doc'h mikro Metig Jakez Vargas.
Nely a zo ar vaouez pedet ar sizhun mañ: komz a reomp a sorserellezh, tarot ha traoù arall!
Adkavit ivez Mael Gwenneg, e-karg ag an abadennoù brezhoneger e FR3 Breizh àr ar c'hoñkour bagadoù 1tañ rummad skignet a benn Disul àr ar rouedadoù; Loeiz Belleg a laray hirroc'h en e gronikenn fizik a-ziàr an energiezh osmotek.
Keleier ar vro & ar bed get Metig Jakez Vargas dre-eeun a Bloneis e studio Radio Kerne. Avel em fenn a zo bet buhezet dre-eeun get Enora Molac e studio RBG e Pondi.
Ar gevredigezh Les 10 mondes, anavezet evit o festival Belle Fest e-kreiz an hañv e Benac'h a aoz evit ar wezh kentañ un nozvezh etre 6e30 ha kreiznoz evit mont e 7 stal krouerien kêr Benac'h. Baleadennoù ha kontadennoù a vo ivez da 6e30 ha da 7e30. Un doare dibar da welet Benac'h ha labour ar grouerien.
Awen Prigent a zispleg tout-se dre bellgomz.
D'ar 17 ha 18 a viz C'hwevrer 2024 e vo dalc'het ar festival foto loened. 14 fotografour.ez a zo bet dibabet gant un tem bet choazet gante, ha moullet o fotoioù en bras ha staliet e Ti Menez Are hag e kêrioù Menez Are Kumuniezh Kumunioù.
https://www.timenezare.bzh/festival-photographie-animaliere-2/
Natacha Ar Gall hag Annaig Rizio Jouanig a zo skolaerezed e skol Logunec'h ha displegañ a reont deus mikro Enora Molac penaos n'em breparont evit ar C'han ar Bobl.
Ur gronikenn Daouarn ha Pri e stal boderezh Awen Prigent evit kompren spered ar poder pa vez 20 % deus pezh a lak er forn faotet ha deus doarelabourat Awen pa vez o kompoziñ tresadennoù war-eeun war e tassoù.
Keleier ar Vro hag ar bed kinniget gant Yuna Cojean
Trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant tri labourer douar o reiñ o soñj war pezh a dremen el labour-douar mare-mañ. Hiriv e roont o soñj war al louzeier.
Emañ an droiad filmoù-bev evit ar vugale o vont da gregiñ a-raok pell. Colin Rousseau a zo e servij keodedel e Daoulagad Breizh hag aozet en deus an emvod kelaouiñ gant an holl tier-vro e Karaez evit komz deus an daou film bet choazet.
Ar gronikenn Barzhaz war al levr Karnak, evit ar grennarded bet skrivet gant Goulc'han Kervella.
Keleier ar vro hag ar bed gant Tomaz Laken
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun gant Serj Falezan deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean evit komz deus c'hoari poblel war ar maez na vez ket komzet kalz dionte.