Elouan Saoz a zo deuet e studio RKB da ginnig penaos eo bet embannet ar pemp ton gant ar C'hreiz Breizh Akademi #9, anvet Bruulu. Ar sorserien, Boked eured, Skolader Yaouank, Noz kent aveit 'n hinour, N'ho 'p eus ket soñj plac'hig, setu anv ar pemp ton bet choazet gant ar strollad, e-skeud sonadegoù an nevez-hañv, d'ar 6 a viz Ebrel e Maoron, d'an 12 a viz Ebrel e Plouguerne. Ha bez oa ivez ur sonadeg d'an 9 a viz Meurzh e Sant Ave.
En abadenn hiriv e adkavehet:
- Jorj Belz, o kas ur predegenn a-zivous glad sonennoù a vro Gwened pedet get Kanerion Bro Boio a benn Disul 17 a viz Meurzh, hag o kanal doc'h ar mikro er studio, brokus.
- Romain Sponnagel hag e embregerezh nevez Arfolk (teirvet tamm a B/Pennad-kaoz ar sizhun)
- Daouarn ha pri get Awen Prigent, a-ziàr ar poderezh.
Keleier ar vro n'eus ket en enroladenn-mañ. Avel em fenn a zo bet kaset get Enora, a studio RBG e Pondi.
Hiriv b'an abadenn:
- Piv oa Hélène Jegado, ar lazherez arsenik? Muioc'h get an heñterez Severine Even he deus labouret àr ar vaouez he doa lazhet ur bochad tud e kreiz an XIXvet kantved e Breizh. Un atersadenn get Morgane Cotten (Radio Kerne).
- Muioc'h a-zivoud ar label Arfolk get ar rener Romain Sponnagel (eil tamm Pennad-kaoz ar sizhun-mañ!)
- [Pennad-kaoz] (https://www.brezhoweb.bzh/Pennad-kaoz_337.html) get Magali Baron, aterset get Lionel Buhannic evit Brezhoweb. Un eskemm get Florent Grouin, karget a produiñ evit ar chadenn tele àr internet.
[Keleier ar vro] (https://radiobreizh.bzh/programme/1) get Anton Burel dre-eeun a Roazhon. Avel em fenn a zo bet kaset get Enora Molac (RBG) dre-eeun a Bondi.
Adlañset program boutin Avel em fenn!
Er podkast-mañ e klevehet:
- Resisadurioù a-ziàr an dysménorhée (loéradoù/amzerioù poanius) get testeni Marie Goyet ha displegadennoù ar medisin staliet e Sizun Benjamin Franckaert. Atersadennoù kaset get Yuna Cojean.
- [Arfolk] (https://arfolk.bzh/) , setu distro ar label nevez-kozh! Barregezhioù produiñ Coop Breizh a vez tapet getoñ. Muioc'h get ar rener Romain Sponnagel, a-hed ar sizhun-mañ.
- Distro prantad [Ar Prizioù] (https://www.youtube.com/watch?v=3yMqEiCcvjE) , ar blez mañ e vo b'An Naoned. Muioc'h a-ziàr an darvoud e kompagnunezh Mael Gwenneg, rener ar programmoù brezhonek e Fr3.
Adkavit ivez kronikenn fizik Loeiz Belleg a-ziàr ar zero ha [ Keleier ar vro & ar bed] (https://radiobreizh.bzh/programme/1) kinniget dre-eeun a Landerne (Arvorig FM) get Erwan Blanchard. Avel em fenn a zo bet kaset dre-eeun a Bondi e studio RBG get Enora Molac.
Poltred a-gleiz: Romain Sponnagel, rener Arfolk.
Bec’h zo war ar servijoù yec’hed er vro war digarez e vank tud da labourat en ospitalioù, ispisial e Aodoù-an-Arvor : e Lannuon e vo krennet degemer an urjañsoù bemnoz betek an hañv da vihanañ. Hag e Gwengamp emañ e sell Ajañs Rannvro ar Yec’hed da serriñ ar servij gwilioudiñ ha da grennañ ar surjianerezh noz-deiz en ospital. Gallout a rafe an diouer a dud bezañ diskoulmet buan a-walc’h koulskoude. Met Penaos ‘ta ?
O tegemer medesined eus Kuba, eme lod. Da goulz ar C’hovid-19 dija e oa bet ur c’henlabour etre ar Frañs ha Republik ar C’haraib da gas labourerien eus Kuba d’an Antilhez. Hag e-kreiz miz C’hwevrer - souezhusat tra ! - pedet e oa bet Otto Vaillant, kannad Kuba, da zont da Wengamp gant Vincent Le Meaux, prezidant tolpad kêrioù Gwengamp-Pempoull. En deiz-se e oa bet renablet an ezhommoù tud e pep servij gant sikour sindikadoù an ospital. Ha da heul e oa bet graet un emvod kelaouiñ war an ton bras. Abretoc’h e-kerzh an devezh en doa bet tro Tomaz Laken da c’houlennata Gael Roblin, koñsailher e Gwengamp, a oa diwanet en e benn ar mennozh goulenn sikour digant Kuba
Kannad Kuba en doa respontet « Ya ! Gallout a reomp kas medesined eus Kuba da Wengamp ! ». Met un dekred a vo afer digant ar gouarnamant d’ober deus ar c’homzoù-se dont da wir.
Daoust d’un embargo amerikan a bad abaoe ouzhpenn 60 vloaz e vez arc’hantet gant Kuba ur warez sokial digoust evit an holl. Stank-hardizh eo ar vedesined war an enezenn. 8 medesin zo evit 1000 a dud.
Ha dre-se e vez kaset medesined gant Kuba da galz a vroioù er bed. Ar brigadennoù-se zo un doare arm diplomatek efedus hag ur vammenn arc’hant evit gouarnamant Kuba. Hennezh a vira gantañ ul lodenn eus an arc’hant a vez roet dezhañ gant ar broioù o c’houlenn sikour. Reiñ a ra ar peurrest d’e vedesined divroet o deus ur gopr uheloc’h evit an hini o dije war an enezenn memes tra.
Diskuliet eo bet gant ONGoù zo ar c’hontrad a liamm medesined divroet Kuba ouzh o gouarnamant. Vincent Le Meaux, prezidant tolpad kêrioù Gwengamp-Pempoull, en doa disklêriet e miz C’hwevrer e tleje ar vedesined kuban a zeuje bezañ paeet kenkoulz ha re ar vro.
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken
Abadennoù ispisial a vez kaset get Avel em fenn ar sizhun mañ.
Hiriv e kenigamp deoc'h monet pell beteg broioù Nepal & Malaisia, e kompagnunezh Sklaerenn Galloudeg. Bet e oa bet enno get he familh, ha kontet an avañturioù doc'h mikro Caroline Trouillet, en abadenn Tavarn Kreiz Mitin.
Ur suhuniad abadennoù ispisial eo evit ar skipailhad.
Hiriv e vo klevet ha desket anvioù evned (laboused) zo, e kompagnunezh Padrig Dréan hag e stajidi & stajiadezed. Ur staj natur oa bet aozet e-pad vakañsoù an Hollsent get Stumdi, degemeret e Ekomirdi Sant Degan.
Keleier ar vro [DA ADKAVOUT AMAÑ] (https://radiobreizh.bzh/episode/61497) .
Ur suhuniad abadennoù ispisial eo evit ar skipailhad.
Hiriv e kenigamp deoc'h klevout penaos e oa bet ar Genskrivadeg Etrevroadel Backhold, e Pondi Disadorn 2 a viz Meurzh. Ur reportaj get Yuna Cojean.
Muioc'h en abadenn a-ziàr ar Gazeg Veurzh. Un atersadenn get Benjamin Bouard (Radio Kerne).
Evit adkavout ar c'heleier, [KLIKIT AMAÑ] (https://radiobreizh.bzh/episode/61474) .
Yann ar C'horr a zo soner akordeons o chom e Rostren ha deuet eo da gomz deus ur festival aozet gant e gevredigezh, ar gevredigezh Muut. Ar festival anvet Plié-Deplié a vo dalc'het deus ar 15 betek ar 17 a viz Meurzh gant ur sonadeg d'ar 15 e mediaoueg Rostren hag ur staj d'ar 16 ha 17.
Un ton anvet Holen en deus ivez sonet war-eeun e studio Radio Kreiz Breizh.
"An dourvarc'h na ouie ket neuial" sed aze ul levr evit ar vugale savet e brezhoneg penn da benn. Penn-kentañ an abadenn e vo klevet ar gronikenn Barzhaz gant Magali Baron o komz deus al levr-mañ heuliet da c'houde gant atersadenn an dresourez Chloe Garel-Delval deus mikro Tomaz Laken.
Keleier ar vro hag ar bed gant Anton Burel
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun gant Juluan ar C'hoz, bet e bro Jeorji hag o kontañ deus ar supra.