Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Avel em fenn - Meurzh 2 a viz Imbril

Avel em fenn - Meurzh 2 a viz Imbril

02/04/2024

[Prizioù a vez roet d'an dud a labour start evit lakaat àr raok ar brezhoneg bep plez, get OPAB hag FR3 Breizh] (https://www.brezhoneg.bzh/208-priziou-dazont-ar-brezhoneg.htm) . Ur lid a zo bet e kreiz ar miz paset, b'An Naoned. Annon e oa bet roet 3vet priz ar pladenn kanet e brezhoneg d'an daouad [Morwenn Lenormand] (https://www.morwennlenormand.com/) ha Roland Conq, evit o fladenn: Daou. Muioc'h da glevout ivez get an dilennadez karget ag ar brezhoneg evit An Oriant Tolpad Kerioù Laure Le Maréchal, ha Pierre-Yves Le Roho, ag an Ofis e penn kommañs an abadenn!

Adkavit ivez Florent Grouin àr [ 4munut e Breizh àr ar road gwad. ] (https://www.brezhoweb.bzh/Rei-gwad-munud-breizh_fiche_4340.html)
Carmen Le Bris oa bet da studial teknikoù bevañs ha labour an desaverion loened e Ladakh. Hi an hani eo a zo bet pedet ar sizhun mañ evit komz ag he skiant-prenet.

Keleier ar vro get Yuna Cojean. Avel em fenn a zo bet buhezet dre-eeun a studio RBG e Pondi get Enora Molac.


Avel em fenn - Merc'her 27 a viz Meurzh

Avel em fenn - Merc'her 27 a viz Meurzh

28/03/2024

E abadenn hiriv e adkavehet:

Patrick Béchard, ag APE skol divyezheg Rohan Gwened, àr fest-noz Disadorn aozet gete evit souten ar skol, o lidiñ he 25 plez!

Alan Stivell àr e skiant prenet èl soner, a zo troet 80 vlez e penn kommañs 2024.

Daouarn ha pri get Awen Prigent. Ur gronikenn poderez keniget deoc'h get Maëlle Ausias (RKB).

Keleier ar vro get Yuna Cojean. Avel em fenn oa animet dre-eeun a studio Radio Bro Gwened e Pondi get Enora Molac.


Avel em fenn - Meurzh 26 a viz Meurzh

Avel em fenn - Meurzh 26 a viz Meurzh

26/03/2024

Tourioù-avel àr vor e bro Gerne? Evit poent, n'eus ket. Met tud 'zo krog da brederiiñ àr an afer, èl Marc Andro, a zo dilennad Kemper Breizh Izel. Setu-eñ doc'h mikro Metig Jakez Vargas (Radio Kerne).

Adkavit Alan Stivell àr e vuhez soner/stourmer, goude ar c'heleier. En abadenn e vez klevet ivez Lena Le Foll a gomz deus skol Diwan Rianteg. Keleier ar vro & ar bed get Metig Jakez Vargas.
Avel em fenn a zo bet buhezet dre-eeun a studio RBG e Pondi get Enora Molac.


Avel em fenn - Lun 25 a viz Meurzh

Avel em fenn - Lun 25 a viz Meurzh

25/03/2024

Ar sizhuniadoù mañ e ya Brendan Budok e skol Diwan Pondi d'ober atalieroù deskiñ da c'hoari echedoù get ar vugale. Ur reportaj da glevout e penn kommañs an abadenn, get mouezhioù Brendan, Sabrina Le Badezet renerez ar skol, Marie-Odile ar skoladerez, hag Awena o c'hoari!

Stivell par Alan: Ur vuhez, Breizh, ar Sonerezh a zo nevez embannet e ti Cook Breizh. Muioc'h get ar soner goude ar c'heleier!

En abadenn-mañ e adkavehet ivez Alan Goulwen àr 4vet kronienn a-ziàr istoér ar vaksinerezh, ha Mael Gwenneg rener programmoù brezhoneg FR3 Breizh àr programmoù e yezhoù minorelaet arall àr tiriad ar Frañs. [ Keleier ar vro] (https://radiobreizh.bzh/episode/61798) get Tomaz Laken. An abadenn oa buhezet get Enora Molac dre-eeun a Bondi e studio RBG.




Avel em fenn - Gwener 22 a viz Meurzh

Avel em fenn - Gwener 22 a viz Meurzh

22/03/2024

Div lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun war ar c'hleuzioù, Tomaz Laken a oa bet d'ober un tamm tro e bodadeg ar 24 a viz C'hwevrer e Kallag aozet gant ar strollad "Kleuzioù".
Ar gronikenn Ur sizhun, ur c'hoari kinniget gant Ninnog Guillois-Le Dissez. Hiriv e gont istor ar c'hoarioù kevredigezhiel.
Keleier ar vro hag ar bed gant Anton Burel
Ar gronikenn Barzhaz gant Magali Baron o komz deus levr yezhadur diwezhañ Mark Kerrain war ar ger "nemet"


Diskouezadeg François Mayu

Diskouezadeg François Mayu

21/03/2024

Un diskouezadeg nevez a zo e diskouezva Liv an Dour e Sant-Konan, stok deus Mirdi ar Resistañs. Un diskouezadeg gant François Mayu a zo bet o pourmen war Hentig an Intronezed, ul lec'h anavezet mat deus ar Brezel Bed Kentañ. Eno en deus kavet milieroù a tammoù houarn ha gante en deus savet telwennoù ha livadurioù. En diskouezva e vo betek an 12 a viz Mae. Liloe Hemmert, a labour e Mirdi ar Rezistañs ha ganti omp bet o pourmen en diskouezva.


Avel em fenn - Merc'her 20 a viz Meurzh

Avel em fenn - Merc'her 20 a viz Meurzh

21/03/2024

Un Ti embann nevez a zo bet savet un nebeut bloavezhioù zo e Douarnenez. Foin e anv. Solenn Caroff a gomz diontañ deus mikro Marianne Vaidie.
Ar gronikenn Daouarn ha Pri lec'h ma tispleg Awen Prigent afer kevrinus ha skiantel al livioù e bed ar poderezh.
Keleier ar Vro hag ar Bed kinniget gant Metig Jakez Vargas
Eil lodenn Pennad-kaoz ar sizhun war ar c'hleuzioù, Juliette Cabaço-Roger a gont petra eo enklask diwezhañ Splann ! anvet "Kleuzioù ha girzhier en arvar"


Avel em fenn - Yaou 21 a viz Meurzh

Avel em fenn - Yaou 21 a viz Meurzh

21/03/2024

Un diskouezadeg nevez a zo e diskouezva Liv an Dour e Sant-Konan, stok deus Mirdi ar Resistañs. Un diskouezadeg gant François Mayu a zo bet o pourmen war Hentig an Intronezed, ul lec'h anavezet mat deus ar Brezel Bed Kentañ. Eno en deus kavet milieroù a tammoù houarn ha gante en deus savet telwennoù ha livadurioù. En diskouezva e vo betek an 12 a viz Mae. Liloe Hemmert, a labour e Mirdi ar Rezistañs ha ganti omp bet o pourmen en diskouezva.
Eil lodenn ar gronikenn Las Entrevistas gant Gisel Sparza Sepulveda deus mikro Anjela Stephan evit kontañ pezh a ra gant he strollad c'hoariva e Bro Chile, La Obra.
Keleier ar vro hag ar bed kaset da benn gant Erwan Blanchard
Trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun war ar c'hleuzioù, hiriv omp gant Juliette Cabaço-Roger a gont enklask diwezhañ Splann ! war ar girzhier.


Avel em fenn - Gwener 15 a viz Meurzh

Avel em fenn - Gwener 15 a viz Meurzh

15/03/2024

Un adskignadenn deus un atersadenn war-eeun a oa bet graet gant Yann Ar C'horr e-skeud ar festival Plié Deplié a vo deus ar 15 betek ar 17 a viz Meurzh.
Keleier ar vro hag ar bed gant Anton Burel
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun gant Romain Sponnagel krouer al label nevez anvet Ar folk


Avel em fenn - Yaou 14 a viz Meurzh

Avel em fenn - Yaou 14 a viz Meurzh

14/03/2024

Un atersadenn gant Elouan Saoz evit komz deus an EP niverel bet embannet gant ar C'hreiz Breizh Akademi #9 e-skeud sonadegoù an nevez-hañv
Ar gronikenn Las Entrevistas gant Gisel Sparza Sepuldeva deus mikro Anjela Stephan bet e bro Chile. Honnezh a gomz deus ar strollad La Obra he deus savet gant Celine Soun.
Keleier ar vro hag ar bed gant Tomaz Laken
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Romain Sponnagel evit komz deus ul label nevez savet : Ar folk


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ