Nebeutoc'h a fiksionoù radio, mont war zu an « odio », postoù labour fiziet e stalioù prevez, muioc'h muiañ a abadennoù kozh adksignet... Setu taolenn nec'hus bed ar radio publik livet deomp en abadenn an Divskouarn o Nijal hiriv. E kreiz ul luskad sokial da stourm enep ar steuñv nevez bet savet gant ar renouriezh emañ an holl aozadurioù sindikel er mare-mañ. Dibaoe un nebeut bloavezhioù e vez digresket ar yalc'hadoù roet d'ar radioioù publik gant ar Stad, ha diwar an digarez-se e vez klasket gant ar renouriezh " neveziñ " ar modoù d'ober. Ha savet gant ar batronez Sibyle Veil ur " Projet 2022 " a zoare evit Radio Frañs. 60 million a euroioù a ranker kavout ac'hann ar bloavezh 2022 evit he raktres. Postoù labour nebeutoc'h a zo da vezañ neuze evel just, a-benn esperniañ kement-se argant. Ha diaboe ar 25 a viz Du emañ an implijidi gant harzoù-labour. Tudi Kreker a zo kazetenner en ti Frañs Bleu Breizh Izel, hag ezel ar sindikad CGT.
Deomp da Vrieg, deomp da welet ur chapel ! Chapel Sant-Selïa a vez graet deuzouti e brezhoneg ha Sainte-Cécile e galleg, koulskoude n'eus ket tra da welet etre an daou anv-se ! Bet eo bet Benjamin Bouard o klask kompren an dra-mañ, ha bizitet 'neus honnezh asambles gant René Pétillon. Anveout a ra mat ar chapel-mañ, e-kichenn eo-eñ ganet ha marsikod eo bet pa oa mouss.
Kontañ a ra « An Albatroz » istorioù mor ha istorioù oabl dre istorig bihan Yann-Vari ar Brizh, dre gomz ha dre son boest an diaoul. Ur c'habiten eus Douarnenez a oa Yann-Vari ar Brizh, sorc'hennet gant ar soñj a oa deuet dezhañ pa oa o sellet ouzh al laboused-plavañ e-pad e amzer-soudard 'ba' morioù ar Su : saveteiñ ar beñseidi hag ar vartoloded kollet er mor dre nijal. Ur wech deuet war e giz da Zouarnenez e vo savet gantañ ur c'harr-nij diwar batrom un albatroz. Un digarez brav eo an abadenn-mañ evit ober anaoudegezh gant Lukaz.
Ar 7vet kelc'h ! Setu pladenn nevez Dom Duff bet embannet e miz Mae 2019. Ar c'haner a o tremenet dre studio Radio Kerne-Naoned da gontañ peptra diwar-benn e bladenn. Lakaat a raio ar gaoz war meur a zra evel : - An awen 'zo ezhomm da sevel ur bladenn nevez. - Ar c'henlabour gant barzhed, kanerien·ezed, sonerien·ezed war an testennioù hag ar sonerezh. - Pe c'hoazh e gejadenn deuz ar c'haner mil vrudet Robert Plant, anezhañ kaner er strollad Led Zeppelin. Un istor farsus oa c'hoarvezet da Robert Plant e gouel an Erer Kozh just a-raok pignat gant al leurenn Glenmor. Dom Duff a gont an degouezhennig-mañ deomp !
Mont a raimp da benn all Bro-Gerne hiziv ! Bet omp bet pedet da zont da dapañ merenn-vihan e ti Elise Jouannet e Kervoazoù, e parrez Skrigneg. Ur gamaradez dezhi, Jeannine Guyader a oa deuet ivez. Hag an div-mañ asambles o doa kalz traoù da gontañ deomp : an diferañs etre tud Skrigneg ha tud Treger, al labour gwechall, ar balioù, tud Bolazeg ... a-bep seurt traoù tout !
Gouel an Hollsent a zo un dra important e Breizh evit ar wech tout, met kalz traoù a zo cheñchet hanterkant vloaz 'zo. Muioc'h a feiz a oa gwechall ha bremañ ne weler ket prosesion ebet ken kazimant da vare Gouel an Hollsent. Bet eo bet Benjamin Bouard oc'h en em gavout asambles gant Clémence, e Pleiben, evit safaret deus an dra-se. Clémence a zo ganet e Gouezeg, a-fas da Bleiben, deus an tu all d'ar Stêr Vras, ha kontañ a raio deomp ivez pegen sterd 'oa bet an traoù pa oa deuet da Bleiben da chom. Tud Pleiben a oa tud fier, kalz pindivikoc'h evit tud Gouezeg !
Bro ar gouren 'oa bro Skaer a-raok ar brezel. Kalz gourenerien a oa du-hont neuze ha bep bloaz, d'al Lun goude pardon Skaer, 'veze graet ur c'hourenadeg vras ivez. Met pell 'zo eo aet an dra-se da netra ! Ha bremañ neuze eo deuet Skaer da vezañ bro ar gwez-sapin ! Kalz douaroù a zo prenet d'ar beisanted da blantañ gwez-sapin e-barzh, goude ma ne chom ket kalz labourerien-douar ken dija. Kreñvoc'h eo an arc'hant evit pep tra, e-giz 'lârfe deomp Louis Monfort. Hennezh a zo ganet e Skaer ha n'eus ket pell eo bet Benjamin Bouard oc'h en em gavout asambles gantañ.
Guy Rannou a oa unnek vloaz ar wech kentañ 'oa-eñ bet e Pariz er bloavezh 1937, asambles gant e vamm-gozh. N'anvee ket e dad neuze ha setu 'oa bet kaset da Bariz d'ober anaoudegezh gantañ. Lojet o-daou 'oant bet gant kereñchoù dezho, hag asambles gant ar re-mañ 'oa bet 'pourmen un tamm partout e kêr. Nag a draoù nevez-flamm a oa evit Guy ! Ha bet 'oa bet o welet ar foar vras ivez, an "expo universelle" a oa dalc'het ar bloavezh-se. Ha kalz traoù 'noa gwelet du-hont avat ! Benjamin Bouard a zo bet oc'h en em gavout asambles gantañ evit dezhañ kontañ ar veaj spontus-mañ !
Evit kaout bara 'ranker kaout bleud digentañ. Hag evit fardañ bleud 'ranker malañ gwinnizh. E Penn-ar-Bed amañ e-giz-mañ ne chom ket kalz meilhoù ken, kalz deuzouto a zo bet sarret an eil goude eben abaoe ar bloavezhioù 1950, met bez 'zo c'hoazh un nebeut re a zo 'labourat er vro. Met deus pelec'h teu ar gwinnizh neuze ? An dra-mañ a zo un afer all avat ! Jean-Paul Kerdranvat a zo bet meilher e-pad un tamm mat deus e vuhez. Bet 'oa bet 'labourat en ur veilh e Ploneour-Lanwern, lec'h ma oa bet e dad o labourat araozañ, hag e dad-kozh araok an dra-mañ c'hoazh. Kontet 'neus da vBenjamin penaos eo cheñchet ar vicher, ar mod da fardañ bleud hag ar bleud e-unan ivez !
Tost daou vloaz 'zo bremañ 'vez gwelet ar gomedianez Tifenn Linéatte ingal a-walc'h war leurennoù ar vro, asambles gant he c'hamaradez Martina Díaz Pérez, evit ar pezh-c'hoari "Kakaw", produet gant La Obra. An diw-mañ a gas an dud da veajiñ e bro ar pobloù maya, bro ar c'hakao ! Met pell 'zo n'eo ket ken un evaj sakr evit ar re vaya ... En em gavet eo an Europeaned ha kemeret eo bet an douaroù ganto evit gwerzañ ar c'hakao deomp ! Ha n'eus ket pell eo krog Tifenn Linéatte e-barzh al labour en-dro ivez, evit sevel ur pezh-c'hoari all a zo e anv "Ar Roueed Poubelenn". Hennezh a gonto deomp istor daou furlukin hag a zo eürus ken-ha-ken o welet pegen fall emañ ar jeu war an tamm douar-mañ.