Un arzour gall pouezus eo bet Raoul Dufy (ganet e 1877 ha marvet er bloavezhioù 50). Livour, tresour, poder, krouer danvez, kinkler, liesseurt eo bet e oberenn. E mirdi arzhoù kaer Kemper 'vo kinniget betek ar 4 a viz Mae 300 eus e oberennoù. 3 sal a zo da welet, an hini kentañ gouestlet d'e daolennoù n'eo ket an hini dedennusañ daoust ma lak ac'hanomp da splujañ 'barzh e stil, an eil sal er c'hontrol a ziskouez e labour war an danvez hag ur souezh eo ! Annaïck Loizel, heñchourez er mirdi, a vo ganeomp a-hed an abadenn An Divskouarn o Nijal evit kinnig deomp an diskouezadeg Raoul Dufy, ar bloavezhioù fol...
Konogan an Habask, soner bombar, biniou, fleût ha pib ilin zo ganeomp en abadenn An Divskouarn o Nijal. Soner mil benveg eo paotr Terrug, ha mil raktres ivez. Gant 3 mignon 'neus bet savet ar strollad fest-noz Startijenn pa oa er skolaj. Bez-kampion e kampionad bedel ar sonerien koupladoù e Gourin eo bet 2014 pa oa c'hoazh soner amatour. E 2006 eo deuet da vezañ soner a vicher ha dibaoe 'neus kenlabouret gant a bep seurt tud. Krouet 'neus ar strollad Pevarlamm, a vesk kan, gitar, violoñs pibilin ha taboulin. Perzh eo ivez eus ar strollad Davis Pasquet, derc'hel a ra gant ar sonerezh koupl ha fin ar bloaz paseet 'neus embannet ur bladenn Dre ar vro, asambles gant Bernard Bizien, soner gitar. Er pladenn e klever daou eus ar pevar benveg mestroniet gant Konogan an Habask, fleütoù ha pib ilin.
Er bloavezhioù 1990 ne veze ket klevet kalz a vrezhoneg gant ar radioioù e Penn-ar-Bed hag hiniennoù o doa kavet lar oa deuet poent da cheñch penn d'ar vazh ha neuze o doa lakaet en o soñj sevel ur radio nevez e brezhoneg, hep komz gallek ebet. Hag ar giz-se neuze 'oa bet krouet Radio Kerne, e 1998, e Ploneiz. Met ne oa ket bet gwall aes kas an traoù war-raok ! Hubert Donval oa un' deus ar re gentañ a oa krog e-barzh al labour, ha setu emañ-eñ 'vont da gontañ deomp penaos oa komañset an traoù gant Radio Kerne.
Bet eo bet Benjamin Bouard oc'h ober anaoudegezh gant Marie Broustal e Sant-Riwall. Honnezh a zo ganet e Penn-ar-Gêr, e-kichenn ar vourc'h, hag evit ar wech emañ-hi o chom eno. Kalz traoù a gonto deomp en abadenn hiziv : penaos 'veze maget ar babigoù gwechall ha peseurt boued 'vez drebet bremañ. Safaret 'vo deus ar meurlarjez ivez, deus ar votadegoù a zo 'tont pe c'hoazh deus al labour-douar er gomun !
Kalzig a radioioù kevredigezhel a zo pe a zo bet e Naoned ! Ha n'eo ket bet gortozet krouadur Radio Naoned evit skignañ brezhoneg war gwagennoù kêr Anna Vreizh. Yves Averty 'neus bet tro da labourat e radioioù morlaer koulz hag e radioioù kevredigezhel hag a zo bev c'hoazh an deiz a hiziv. Kontañ a ra deomp e avañturioù e Radio Libre 44, CFM 94.8, Turbulence FM, PRUN, Radio Atlantique, Radio Sud Loire, Jet FM hag Alternantes FM. Klevet e vo ivez Bleuenn Raynaudon-Kerzhero ha Hoel Mahé. Int a splujo en o eñvorennoù don p'o doa lusket abadenn Kazh-Gwenn e fin ar bloavezhioù 1990. Bugale skol Diwan Naoned e oant pa oa bet sevennet un heuliad abadennoù war Jet FM, asambles gant o c'helenner Jerald Ar Go.
e 1998 eo komañset Radio Kerne gant ar skignañ. un tammig ouzhpenn 20 vloaz goude eo deuet ar mare da splujañ e memor an dud o deus graet hag a ra c'hoazh anezhañ. Penaos e oa ganet, peseurt hunvreoù oa gant an dud o deus savet Radio Kerne, petra vez graet bremañ gant an implijidi.... Klevet vo Hubert Donval, Manu Mehut, Jean-Yves Le Goff, Youenn Rosmorduc, Marie Crenn, Erell Beloni, Yann Erle Gourvez, Gael Helary, Laetitia FItamant, Morgane Bramoulle, Tunvezh vGloaguen ha Benjamin Bouard. Un abadenn kinniget gant Lou Millour
Penaos eo echuet ar stourm ba Plougoñ ? Setu ar pezh a vo sujet an trede abadenn an Divskouarn o Nijal da lidañ 40 vloaz ar stourm enep ar greizenn nukleel. Graet vo anv amañ deus ar maread a zo bet adalek ar bloavezh 1980. Ma vo preget deus Fañch Mitterand a-benn neuze, mez ivez deus an diforc'h a zo etre en em gannañ ha krouiñ, mez ivez deus ar memor.
40 vloaz 'zo eo bet treusfurmet buhez ur barrez vihan beg Penn-ar-Bed. D'an 30 a viz Genver 1980 zo bet devet doser enklask foran kreizenn nukleel Plogoñ. Gant Radio Kerne e teuvomp en dro war an istor vojenel-se, en un heuliad abadennoù an Divskouar o Nijal, asambles gant tud ar C'hab pe ar broioù tro war dro, bet o kemer perzh en darvoud. E eil darn an heuliad-mañ, e vez kontet ganto maread an enklask foran en e-unan, c'hwec'h sizhunvezh a zo bet hir, deus an 31 a viz Genver d'ar 14 a viz Meurzh 1980.
D'an 30 a viz Genver 1980 e oa bet devet doser enklask foran kreizenn nukleel Plogoñ. Maread kreñvañ ur stourm deuet da vezañ mojennel, enep an nukleel, enep ar raktresoù braz, enep kreizenniñ an divizoù politikel e Paris. Ar bloaz-man neuze e lidomp 40 vloaz ur stourm deuet da vezañ mojennel. 40 vloaz 'zo oa bet treusfurmet buhez ur barrez vihan hag he zud. Penaos eo deuet tud Plougoñ da vezañ trec'h deus ur gouarnamant hag e arme ? Peseurt abegoù, lies anezho, a voe gant pep hini evit nac'hañ ar pezh a voe tonket dezho ? Peseurt ijin o eus bet evit en em dennañ ? Piv voent ? Ha petra o c'hoarvezet dezho ur wezh dilezet ar raktres kreizenn ? Lod deus an dud bet bevet ar stourm o deus dalc'het soñj. En abadenn gentañ-mañ e vo preget deus bloavezhioù kentañ ar stourm, etre 1974 ha 1979, gant pemp den bet kemeret perzh er stourm, war ur maread hir pe hiroc'h, met holl gant kement a dan enno.
Bremañ 'zo dek vloaz bennak eo komañset Gurvan Lozac'h da skrivañ ur pezh mell levr hag a zo e anv "Diksionêr Kreis-Breizh". Tost 7000 komz a gaver e-barzh, komzoù en deus dastumet tammig-ha-tammig gant brezhonegerien deus kreiz ar vro. N'eus ket pell eo bet oc'h en em gavout asambles gant Annick (Brenniliz) ha Nicole (Poullaouen), evit deskiñ gant ar re-mañ anvioù brezhonek ar plantennoù. Kaset en deus an enrolladenn deomp !