Krouiñ e brezhoneg, hag ar yaouankiz... Sed aze an tem a oa bet dibabet evit skol-veur hañv Gouelioù Meur Kerne 2011. Bep seurt tud oa deuet da zegas o skiant-prenet ; En o zouez : Aziliz Bourjez, Goulwena An Henaff, Tony Foricher, Riwanon An Habask, Youn Chapalan ha Soaz Jolivet.
D'an 1 a viz du 2011 e vo lidet 30 vloaz marv ar varzez Anjela Duval. Ur gouel vo dalc'het d'ar 6 a viz du evit enoriñ he memor. Asambles vimp e pad an tri c'hard eur da zont gant bastian guillou evit komz eus ar gevredigezh chas plasenn anjela duval a raio war dro. Ganet e oa Anjela Duval e 1905 e parrez ar c'houerc'had (bro Dreger). Barzhez an douar hag ar vro eo bet al labourerez-douar-mañ. A-viskoazh he deus bevet e-barzh menaj he zud ha graet war-dro an atant he unan-penn. Gwall-c'hlararet oa en em gavet goude marv he mamm e 1951, aet e oa he zad da anaon dek vloaz a-raok. Ha setu anezhi da Enebiñ ouzh ar velkoni en ur skrivañ barzhonegoù. Kroget oa da studial he yezh vamm tro dro d'ar bloavezhioù 1960. Heñchet e oa gant an abad Klerg, ur beleg desket bras war ar brezhoneg. Gantan oa bet embannet he barzhonegoù kentañ e-barzh ar gelaouenn Barr Heol. Emsaverez ha broadelourez e oa-hi, ar pezh a oa dibaot a-walc'h evit ur beizantez. Difenn a rae start an natur, hag ur gristenez gredus e oa ivez. Aet eo Anjela Duval d'an anaon e 1981 e Lannuon.
Arzourez ha stourmerez evit gwirioù mab den eo Bobby Rodwell. Pedet e gouel sinema douarnenez en deus displeget deomp peseurt kudennoù bras a chom en Afrika ar Su, petra oa bet an TRC (truth an reconciliation campaign) un doare lez varn poblel e fin an apartheid, ha peseurt raktresoù arzel e kas hi da benn evit stourm a enep d'ar baourantez, d'ar gwask war ar merc'hed hag all... Atersadenn jubennet gant Ninnog latimier
Ur strollad fest noz mod nevez e bro Roazhon, ska,punk ha dansoù hengounel vez mesket gant ampartiz gant paotred yaouank ar strollad IMG. Gurvan Molac e penn ar strollad ha julien Danielo a displego deomp pep tra diwar benn o album nevez "interdit de cracher gallo".
Ur veaj e bed an teatr e brezhoneg e bro gerne. Un nozvezh pleustriñ gant Strollad Plon8 war o fezh c'hoari nevez "Sul" gant JM Ribes hag un dro e parkoù kermahun gant skipailh ar warmaezien o labourat war an "embouteillages théatraux".