Goude crash 1929 hag enkadenn 1973 eo deuet enkadenn ar bankoù ha dleoù ar Stadoù. Displegadennoù "Les économistes atterrés" war stad an traoù ne vezont ket klevet alies. Met amañ e Breizh, e-giz-se lec'h all, e welomp efedoù an enkadennoù war bep seurt micherioù : labour-douar, peskerezh, deskadurezh, yec'hed, sevenadur ha servijoù publik. Diaesoc'h un tamm eo ivez da Bank ar Boued dastum sikour evit ar re baourañ.
Enoret bras omp bet o tigemer e studio Radio Kerne Kenny Matampash, mouezh aotreet ar bobl masai. evit an eil gwezh e oa bar vro pedet gant tud ar gevredigezh breizh solidarite masai eus kemper. Rener an ONG Neighbours Initiative Alliance eo kenny . D'ar mare ma varv o loened an eil goude egile, ma vez treuzet bemdez harzoù bro genya gant ouhzpenn 1000 repuad somalian e rank ar masaied stourm ouzh ar sec'hor ha deus an dienez. Un atersadenn troet e bzg gant Ninnog Latimier.
Ar festival Eco to Bigoud a vo dalc'het war tachenn Kerobistin e Kombrid d'ar 14, 15 ha 16 a viz Here. Bodet e vo gant ar gevredigezh Sur un air de terre an holl dud kizidikaet d'an ekologiezh, pe ar re n'int ket c'hoazh gwall skiantet war an doareoù gwellan da zoujan ouzh an en-dro. Emglev Bro Douarnenez a zo o paouez rein lans d'ar gouel a vez aozet bep bloaz e ker ar Pennoù-sardin tro dro d'ar brezhoneg ha d'hor glad.
An droiad filmoù bevaat e brezhoneg a vez kinniget d'ar skolioù e Breizh a-bezh, gant an div gevredigezh Daoulagad Breizh ha Dizale bep bloaz. Elen Rubin, Samuel Julien ha Gwenn Daniel a ginnig deomp bilañs ar bloaz paseet ha filmoù nevez ar bloavezh 2011-2012. An div gevredigezh zo sikouret gant Kuzul ar Rannvro ha Kuzul-Meur Penn-ar-Bed... Lena Louarn ha Marc Masson a gomz deomp eus ar sikour-se.
Penaos eo cheñchet dañsoù hengounel Breizh dre ar fed int en emgavet war leurennoù ? Peseurt krouidigezhioù arzel gant dañsoù hengounel Breizh en amzer dazont ? Daou sell disheñvel : Soaz Jolivet, dañserez ha koregrafourez a-vremañ e Tamm Kreiz, ha Thierry Riou goprad e War 'l Leur.