An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

An embann e Coop Breizh

An embann e Coop Breizh

12/04/2023

E karg eus an embann e Coop Breizh eo Trifin Merdy. Deuet eo da ginnig deomp al levrioù nevez deuet maez gant an ti-embann ha deus ar vicher embanner pe embannerez en un ti-embann bihan !


"Ar paotr-pri, hag a voe hanter-baeet, a laboure dek kwezh muioc'h 'vit ar re all"

"Ar paotr-pri, hag a voe hanter-baeet, a laboure dek kwezh muioc'h 'vit ar re all"

12/04/2023

Raymond Lousouarn a zo ur paotr Penmarc'h 'n eus bet graet ar vicher a vunuzer. En abadenn-mañ e konto deomp gant e vrezhoneg pinvidik penaos eo bet stummet war ar vicher pa voe 14 bloaz. Lâret a raio deomp penaos eo cheñchet ar modoù da sevel tier ivez, etre ar bloavezhioù 40 ha hiriv : tremenet deus ar pri d'ar simant ha deus ar vein d'ar parpaing, deus ar paotr-pri d'ar gru, deus an heskenn dorn d'an heskenn dredan, ha penaos e voe savet ar chafod gant koad Bloveilh. Kontiñ raio deomp c'hoazh penaos voe gouel d'ar mare ma voe staget ar boked deus ar chiminal, ur wezh echuet o labour gant ar vasonerien. Un abadenn savet gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean


Plogoff, des pierres contre des fusils ... war an tapis ruz !

Plogoff, des pierres contre des fusils ... war an tapis ruz !

12/04/2023

Bremañ 'zo tost daou-ugent vloaz 'zo 'oa deuet 'maez ar film Plogoff, des pierres contre des fusils. Nicole ha Felix ar Garreg a oa bet o filmañ afer Plogoñ er bloavezh 1980, pa faote da c'houarnamant Gisgard d'Estaing ha d'an EDF sevel ur greizenn nukleek e Beg ar Raz, war gomun Plogoñ. E-pad tri bloaz neuze 'oa bet bec'h du-hont : ar maer Jean-Marie Kelorc'h ha kalz a dud a oa savet a-enep ar "sañtral". Ar bloaz-mañ eo bet restoret ar film ha lakaet eo bet e-barzh listenn Cannes Classics e festival ar filmoù. Pedet eo bet Nicole ha Felix neuze da zont da vale war-c'horre an tapis ruz !


Hent ar Marchosi

Hent ar Marchosi

12/04/2023

Asambles gant Marie Verveur emaomp en abadenn hiziv ! Honnezh a zo 'labourat hanter-amzer en ur gevredigezh nevez a zo he anv Hent ar Marchosi, e Langolen, etre Kore ha Brieg. Re ar gevredigezh-mañ a sav kezeg ha poneed ha neuze bep sizhunvezh 'vez degeremet tud evit kas anezho da bourmen gant al loened dre ar vro. Tud ampechet a vez resevet ivez, koulz e-giz tud o deus poan-spered pe c'hoazh bugale o deus diaesamañchoù en o familhoù. En em gavout asambles gant ar c'hezeg hag ober war o zro a ra vad d'an dud-se. Ur gwir derapiezh eo zoken !


AN DRIVLIADELOURIEN DIWEZHAÑ

AN DRIVLIADELOURIEN DIWEZHAÑ

12/04/2023

Chom a ra 5 devezh evit dizoloiñ an diskouezadeg diwezhañ a 'zo kinniget gant mirdi an Arzoù Kaer e Kemper. He zitl barzhoniel : AN DRIVLIADELOURIEN DIWEZHAÑ : AMZER AN NESTED Gouestlet eo an diskouezadeg-mañ da arzourien Kevredigezh Nevez al Livourien hag ar Gizellerien - ar vreuriezh arzel brudetañ a ziskouez diouzh ar gwellañ ar Belle Epoque hag ar mare etre an daou vrezel. Emaomp gant Annaig Loizel, heñchourez er mirdi.


Coop Breizh hag ar streaming

Coop Breizh hag ar streaming

12/04/2023

Daoust hag eo echu maread ar pladennoù ? Abaoe ur 15 vloaz bennaket eo unan eus chaladurioù industriezh ar sonerezh. Evit Coop Breizh, an ti-embann ha ti-produiñ staliet e Speied, n'eo ket ar memes tra. Kresket eo an niver a bladennoù gwerzhet ar bloaz paseet hag e breskenn az a ar chiffroù streaming ! Romain Sponnagel e karg eus ar sonerezh e Coop Breizh a zo ganeomp en abadenn : displeg a raio deomp penaos 'vez paeet an arzourien pa selaouer deus un eus o zonioù en ur savenn streaming, peseurt titour a roer hep gouzout d'ar mare-se hag e kaozimp ivez eus ar pladennoù nevez deuet 'maez gant Coop Breizh, Red Cardell ha Bagad Kemper hag Hamon Martin en o zouez.


Breiz Atao ?

Breiz Atao ?

12/04/2023

E-doug ar brezel, c'hwi oar mat, 'zo bet tud a oa bet o stourm enep an Almañted ha lod all c'hoazh a oa bet o labourat asambles ganto. E Breizh amañ giz-mañ 'oant bet sikouret, lakeomp, gant Bretoned 'zo a oa nasionalisted, tud a faote dezho distagañ Breizh deus Bro-Frañs. E maner Kerriou, e Gouezeg, e-kichenn Pont-Koblant, 'oa bet lod deuzouto. Yann ar Moulin a zo ganet e Pleiben ha soñj mat 'neus deus ar amzer-se.


Ar brezel diwezhañ e Terrug

Ar brezel diwezhañ e Terrug

12/04/2023

Tost daou vilion a soudarded frañsez a voa bet prizonnier e Almagn e-doug ar brezel diwezhañ. Ne oant ket bet gwall eürus du-hont : lod a veze kaset da labourat war ar maez ha ne oa ket a-zroad da vont da welet e familh en-dro evel-just. Yvonne Derrien a oa he zad prizonnier e Almagn e-pad pemp bloaz, ha ne oa ket 'met pevar bloaz pa oa-eñ aet kuit. Hiziv neuze emañ-hi 'vont da gontañ deomp deus ar pezh 'noa bevet he zad da zigentañ ha goude-se 'konto deomp deus he soñjoù deus ar brezel e Terrug, e-lec'h eo-hi ganet.


Gaby Bizien, soner ha stourmer evit an deskadurezh pobl

Gaby Bizien, soner ha stourmer evit an deskadurezh pobl

12/04/2023

Grit anaoudegezh gant Gaby Bizien, soner ha stourmer sevenadurel. Labouret en deus da grouiñ ha da ziorren skolioù sonerezh a-vremañ graet evit an holl.


Pol kleweled Douarnenez

Pol kleweled Douarnenez

12/04/2023

Douarnenez a zo chom hag o labourat enni, pe en he zrowardroioù, kalz a dud eus micherioù ar sinema. Kavet o deus burevioù da rannañ e Douarnenez, ha n'eo ket hepken evit gouzout da belec'h mont da labourat bemdez, mutualizañ o barregezhioù ne lâront ket: un abadenn gant Kenan an Habask, Arno Vannier, Anne Gouerou...


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ