An divskouarn o nijal

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Distro da b/Plougoñ

Distro da b/Plougoñ

12/04/2023

Jean Moallic, o chom e Mahalon, en deus graet donemat en e di da daou zen yaouank, nevez brezhonegerien o daou, abalamour ma felle dezhe klevet hiroc'h war stourm tud Plougoñ enep an nukleel. Distro er bloavezhioù 1980 da neuze!


La Cimade, evit ar repuidi (1)

La Cimade, evit ar repuidi (1)

12/04/2023

Annaig Renou a ra deomp ur c'hinnig eus ar gevredigezh La Cimade, bet krouet p'eo tarzhet an Eil Brezel Bed e Frañs, e 1939, da reiñ sikour ha bod d'an dud kaset war an hentoù abalamour d'ar bombezennoù. N'eo ket cheñchet o c'hefridi, nemet e teu dezhe tud dibaper eus diavaez Europa e 2019. Un hent melestradurel a zo da gaout evite, ouzhpenn an holl draoù ret evit o buhez (toenn, dilhad, boued...)


La Cimade, evit ar repuidi (2)

La Cimade, evit ar repuidi (2)

12/04/2023

Annaig Renou a ra deomp ur c'hinnig eus ar gevredigezh La Cimade, bet krouet p'eo tarzhet an Eil Brezel Bed e Frañs, e 1939, da reiñ sikour ha bod d'an dud kaset war an hentoù abalamour d'ar bombezennoù. N'eo ket cheñchet o c'hefridi, nemet e teu dezhe tud dibaper eus diavaez Europa e 2019. Un hent melestradurel a zo da gaout evite, ouzhpenn an holl draoù ret evit o buhez (toenn, dilhad, boued...)


Loaioù eured Herve Lorant

Loaioù eured Herve Lorant

12/04/2023

Kizellañ ar c'hoad a ra Herve Lorant. Ar pezh a blij ar muiañ dezhañ eo reiñ stumm da loaioù eured.


SkeuDENnoù, Fañch an Henaff

SkeuDENnoù, Fañch an Henaff

12/04/2023

Pa reer un dro en holl skritelloù hag oberennoù deuet dindan dorn Fañch an Henaff en em gaver gant an holl demoù 'oa bet lusket buhez sevenadurel ha politik ar Vretoned gante abaoe ouzhpenn 40 vloaz: ar yezh, ar sevenadur, hor gizioù, Diwan, an ekologiezh, ar mor, ar politikerezh, ar festoù-noz... Sed aze ar pezh a zo degaset deoc'h el levr SkeuDENnoù.


Maelenn ar veajourez

Maelenn ar veajourez

12/04/2023

N'eus ket plijusoc'h din-me evit chom da doullañ kaoz gant ar re bet graet ur veaj hir ha fonnus gante, evel Maelenn Bernard...


EOG, ar stalig treiñ e brezhoneg

EOG, ar stalig treiñ e brezhoneg

12/04/2023

Patrice Marquand a zo bet tapet gantañ an doktorelezh war ar brezhoneg hag ar c'heltieg e Skol-veur Roazhon 2 e 2012. Goude ur vuhez vicherel en touristerezh hag er sevenadur en deus savet e stal treiñ e brezhoneg.


Ar Pont er Grennamzer. 1358

Ar Pont er Grennamzer. 1358

12/04/2023

Izili ar gevredigezh 'Pont-Croix 1358' a zo oc'h adsevel ur geriadenn doare ar 14vet kantved: mañsonerezh, teknik ar c'hoad, artizanelezh... An dud-se a zo tik gant an istor hag an arkeologiezh, ha n'eus ket un dra hag a vo lezet a-gostez: boued, dilhad, gizioù, an doare da c'hounit an douar... ur veaj en amzer bet a reer gante. Selaouit Per-Vari Kerloc'h:


Habitat & Humanisme

Habitat & Humanisme

12/04/2023

An dud bet lakaet diaes er vuhez, dilabour, ar re n'o deus ket argant awalac'h da vont da gaout un doenn o unan penn, ar re n'int ket kemeret e karg gant servijoù an HLMoù a c'hell kaout ur skoazell talvoudus gant izili ar gevredigezh Habitat & Humanisme. En abadenn-mañ e klevimp tud hag o deus bet soñjet penaos sevel ar gevredigezh-se, peseurt kefridi kas da benn ganti, tud a youl-vat enni, hag ur vaouez yaouank bet sikouret ur pennadig evel-se.


Deomp da welet maner Moelien !

Deomp da welet maner Moelien !

12/04/2023

'Vont da vizitañ ur maner emaomp bremañ ! Bet eo bet Benjamin Bouard oc'h en em gavout asambles gant Georges Bernard e maner Moelien, e-kichenn bourc'h Plonevez. Kozh a-walc'h eo ar maner-mañ, savet 'oa bet er bloavezh 1642. D'ar mare-se 'oa noblañsed Moelien un' deus familhoù pinvidikañ ar Porzhe ha kalz douaroù mat a oa dezho. Goude ar Revolusion o doa ranket mont kuit koulskoude hag ar maner a zo bet abandonet. Dre voneur eo bet renevezet e-doug ar bloavezhioù 50 hag un tammig 'zo dija eo deuet da vezañ un otel vras hag un ostalidi. Georges Bernard en deus anveet ar maner pa oa-eñ mous, kerent dezhañ a oa merourien ennañ pa oa c'hoazh ur feurm e-barzh. Ha goût a ra un toullad traoù diwar-benn istor ar maner ivez !


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ