Pesa mod 've lâr't ?

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Fonologiezh ar brezhoneg, muzik ar brezhoneg

Fonologiezh ar brezhoneg, muzik ar brezhoneg

13/04/2023

Kement langaj a zo tout en deus e fonologiezh, e vuzik ma peus c'hoant. Hini ar brezhoneg a zo disheñvel-mat deus hini ar galleg lakaomp. Met ar muzik-se a zo 'vont da goll bremañ, ha koulskoude eo ar pouezh-mouezh un dra sañset ha n'haller ket dispartiañ deus al langaj. Youenn Wloegen, paotr Penmarc'h, a zo 'vont lâret deomp penaos lakaat an pouezh-mouezh evel zo gleet. Evit ober an dra-se 'vo kemeret skouer war ar mod vez disklipet ar brezhoneg en e vro, ar Vro Vigoudenn. Hag evit ar gronikenn gentañ emañ-eñ 'vont da lâret deomp 'blam da betra n'eo ket mat koll aksant ar brezhoneg, da betra servij an dra-se pa emaomp o kaozeal. Emañ deus mikro Benjamin Bouard ha Tunvezh Wloegen.


Al loer pe al loar ?

Al loer pe al loar ?

12/04/2023

Loar a vez skrivet e peurunvan ha koulskoude 'vez lâret "loer" e brezhoneg Bro-Gwened. Ha memes-mod, lâret 'vez "ur vaouez" e Bro-Gerne, hag "ur vouez" e Bro-Gwened. Deus pelec'h teu an dra-se ? Serj Bozeg zo deus mikro Enora Molag en-dro.


Istor pe istoer ?

Istor pe istoer ?

12/04/2023

E Bro-Gerne, Bro-Leon ha neuze Bro-Dreger 'vo lâret "istor" deus "histoire" e galleg hag e Bro-Gwened 'vo klevet "istoer" ! Droll a-walc'h eo an dra-se kea ?! Serj Bozeg a zo 'vont da zisplegañ deomp 'blam betra 'vez ket disklipet memes-mod deus an eil tu d'egile. Emañ-eñ deus mikro Enora Molac (RBG).


Penaos distagañ an  « r » ? (2/2)

Penaos distagañ an « r » ? (2/2)

12/04/2023

Ar sizhun baseet 'oa bet displeget an diferañs a zo e brezhoneg Bro-Gwened Izel pa vez graet ho rod hag o rod, an « r » a zo un tammig disheñvel : o rod ( « r » normal) hag ho rod (un tammig « rh » ). Kemmadurioù ne vezent ket skrivet, met a vez graet c'hoazh. Kemmet e vez an « r », met vogalennoù all ivez. Opala, luzhiet eo marteze ! Displeget e vo c'hoazh ! Muioc'h da gompren gant Serj Bozeg ouzh mikro Enora Molac deus RBG.


Penaos distagañ an « r » ? (1/2)

Penaos distagañ an « r » ? (1/2)

12/04/2023

Peseurt mod 'vez distaget an « r » e Bro-Gwened ? Meur a « r » a zo, ha depantiñ a ra deus ar pezh a zo a-raok ha goude eveljust ! Selaouomp displegadennoù Serj Bozeg ouzh mikro Enora Molac deus RBG, Serj a displego hirroc'h war an « r » a vez distaget e gwenedeg izel (Bro Pourlet betek an Oriant).


Displegañ "gant"

Displegañ "gant"

12/04/2023

Dalc'homp c'hoazh gant brezhoneg Langoned, asambles gant Tomaz Laken ha Jean-Yves Plourin, e-ser studiañ ur ganaouenn bet komposet gant un den deus ar vro : Tour Langoned ga If ar Moal. Hiziv 'vo desket deoc'h peseurt-mod 'vez displeget "gant" e brezhoneg ar vro.


Ar "rhotacisme"

Ar "rhotacisme"

12/04/2023

Petra eo ur "rhotacisme" ? Gwelloc'h 'vefe deoc'h goût an dra-mañ ma 'peus c'hoant da zeskiñ brezhoneg Langoned ! Jean-Yves Plourin a zo deus mikro Tomaz Laken en-dro.


'Ba' toulig-noz ?

'Ba' toulig-noz ?

12/04/2023

E Bro-Gerne emañ Langoned met brezhoneg ar vro a zo tostoc'h deus hini Gwened evit deus hini Kemper ! Tomaz Laken a zo bet o welet Jean-Yves Plourin hag asambles gantañ emaint o studiañ Tour Langoned, ur ganaouenn a zo bet komposet gant un den deus Langoned, If ar Moal.


Bezañ pe bout ? Ober pe gober ?

Bezañ pe bout ? Ober pe gober ?

12/04/2023

Langoned a zo e Bro-Gerne met brezhoneg ar vro a zo tostoc'h deus hini Gwened evit deus hini Kemper ! Tomaz Laken a zo bet o welet Jean-Yves Plourin hag asambles gantañ emaint o studiañ Tour Langoned, ur ganaouenn a zo bet komposet gant un den deus Langoned, If ar Moal.


An taol-mouezh war ar silabenn gentañ ?

An taol-mouezh war ar silabenn gentañ ?

12/04/2023

Tomaz Laken a zo asambles gant Jean-Yves Plourin c'hoazh, evit deskiñ tammoù traoù deus brezhoneg Langoned, e-ser studiañ kanaouenn If ar Moal, Tour Langoned. Hag un dra souezhus emaint 'vont da zeskiñ deomp : pa vez ur gomz gant peder silabenn 'vez lakaet neuze an taol-mouezh war ar silabenn gentañ !


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ