Bernard Cabon a zo bet maer Guimaeg 'pad ouzhpenn 30 vloaz. Kont 'ra deomp petra eo tachenn Bro Dreger vihan ha peseurt buhez o doa an dud eno. A-fed brezhoneg, daoust d'ar pezh 'vez lâret, evitañ n'eo na pouez-mouezh Bro Leon, na pouez-mouezh Bro Dreger.
Moiaen a-walc'h zo da vezañ estonet o klevet tud Langidig o safaret brezhoneg a-wechoù ... ma n'oc'h ket boaziet deus o farlant ! Petra sinifi "ma 'hani-me, ho kani-c'hwi" lakaomp ? Ha deus pelec'h teu an dra-se ? Maxime Crahé neus displeget an dra-se da Enora Molag.
E brezhoneg Langidig, evel e kreiz Bro-Gwened, 'zo ur fenomen drol a-walc'h : ar son "-eus" a c'hall bezañ distaget "-é". An dra-se zo kaoz lakaomp 'vo klevet "pé bet ho pak ?" e plas "c'hwi 'peus bet ho pak ?". Maxime Crahé 'neus displeget an dra-se da Enora Molac.